Avanturiou an aotrou Skrabelaou/Warlerc’h rastell e teu forc’h



EIL PENNAD
V. — Warlerc’h rastell e teu forc’h


Evelato Kato ha Laou a en em lakeaz raktal a-zevri da liana ha da zebelia o merour. Tennet e oa Skrabelaou deuz e wele, ha laket war greiz e gein war eur bern raden, da c’hortoz ma vije prientet eun daol da zebelia anezan. Efflam a dapaz ar zac’h a ioa an tenzor enna, hag a ieaz en eur park e kichen da grona e aour hag e villejou, kant mil lur a ioa etre tout.

Goulskoude wardro pemp heur, Efflam a glevaz eur wetur o tisken d’an daou lamm en draonien, mont a reaz warzu ennhi, hag e vreur Briek a ziskennaz raktal evit her briata. Neuze Briek a lavaraz d’an toucher mont en dro, e oa echu e gefridi.

— Ahanta, breur ! penaoz ema ar eontr ?

— Pardie ! ridet eo e groc’hen !

— Torret en deuz e gorn-butun. Efflam ?

— N’oa ket araok ar poënt ! n’oud ket evit kompren pegement a boan em euz-me bet gant al louz koz-ze, abaoue m’oun aman ! Red eo bet d’in klask ar medisin, paëa eun den da vond daved louzeier, da gas lizerou d’ar post, ha kalz a draou all c’hoaz. Ha goude kemer ar boan-ze evit ober vad d’ezan, n’en doa nemed ar ger laër en e c’henou, an troc’h diot ma oa.

— Furchet e peuz e wele ?

— Ia, ha kant mil lur em euz kavet en eur zac’h.

— Kant mil lur, Efflam ! brao eo ! mez e peleac’h ema e di ?

— Aze er grec’hen, emaomp stok.

Briek hag Efflam a ieaz neuze en ti el leac’h e oa Laou gam o liena ar c’horf-maro mez trum teuchont er meaz, pa zantchont ar c’houez fall a ioa ennan.

Aze war an teill-ze, eme Briek, eo marvet hor eontr ! Etouez ar plouz fleriuz-ze eo en deuz kuzet arc’hant maner hon tad koz, hag an aour en deuz bet evit e zouarou ! Skrijuz eo ! Ra vezo milliget da viken ! hag ankoueet evit ato, an tousek koz !

— Ro peoc’h, Briek pe e laki droug da vont en dud-ma.

Efflam neuze a ieaz da doull an or, hag a lavaraz da Laou :

— Deuit d’an ti eur pennadik, ezom e meuz da lavaret d’eoc’h eur gerik bennag.

Laou neuze a lezaz ar c’horf-maro war ar raden, hag a deuaz d’e di.

— Selaouit, Laou, ha c’houi Kato : Ar eontr ne rank gwennek ebed d’eoc’h ?

— Nan gwennek ebed.

— Pe gwir oc’h bet o taou mad en e andret, me za o vont da rei d’eoc’h mil lur. Gant an arc’hant-ze c’houi a baëo ar medisin hag al louzeier, e sebellfec’h anezhan, hag e rofoc’h d’an aotrou Person ar pez ema ar c’hiz d’ar re baour da rei. Ne vezo ket eun avans d’eoc’h ober mizou ebed ken, na gant peden-sul na gant servichou.

— C’houi ne jomfoc’h ket en interramant ?

— Ne garfec’h ket, Kato, e valefemp war-lerc’h eur bern teill egiz da hounez ! Ni bremaik a ielo war hon troad da Gastellinn, ha deuz eno d’ar gear, buana ma c’hellimp, da lavaret d’hon tud ar c’helou mad.