Ar boan hon eus bet hon-unan, er gommançamant, pa renquemp trei al latin pe ar gallec e brezonec, hac an dezir da veza util d’ar bobl fidel ha d’ar re-so carguet d’e instrui, o deus hon douguet da scriva al levr-ma, hanvet Doctrin ar guir Gristen, etc. Partaget eo e pemp loden, e pere e caver espliquet symbolen an ebestel, gourc’hemennou Doue ha re an Ilis ; ar Bater hac an Ave ar sacramancbou ; ar pec’het e general, hac e particulier ar seiz pec’het capital… Var ar meas, evel er c’hæriou, e tesquer ar guirionezou quenta eus ar religion en un oad e pehini n’o c’homprener quet mâd avoalc’h, ha deut da veza cossoc’h e tispriser un instruction græt dre c’houlen ha dre respont, oc’h e c’honsideri evel quentelliou pere ne zereont nemet ouz bugale yaouanq ; dre eno, an anoudeguez eus ar religion a so dister-meurbed etouez ar bobl; rac-se hon eus cavet a propos rei ama dezan , evit e sicour, un instruction grêvoc’h ha guelloc’h deut d’e zivis, o veza ma c’hallo he len evel un histor, hac he c’honsideri evel ul lectur devot pehini a ve mâd-bras da ober e præsanç oll dud an ty… Ar sourcennou a bere hon eus tennet quement hon deus scrivet a zo caer-meurbed hac anavezet-mâd : o henvel a zo guella meuleudi a allemp da ober eus al levr-ma : an doctoret o deus composet Catekis ar C’honcil a Drant [1], Couturier [2], Berger-de-Charancy [3], Chevassu [4], Ligory [5], Bouvier [6], Guillet [7], Collet [8], Frayssinous [9], o deus græt hac a ra c’hoas enor ha gloar ho amzer, dre’r zantelez eus ar vuez ho deus cunduet, dre ho descadurez-vras ha dre’r fæçon m’az int en em gomportet er c’hargou huel a bere ez int bet cavet din : doctrin ar re-ma eo hon eus heuillet pen-da-ben ha scrivet casi guer-evit-guer, goude beza o lennet meur a vech var ar poenchou a bere hon eus parlantet.
Mar respont hon labour d’ar boan ha d’ar sourci hon eus quemeret oc’h e ober, ne vezo quet inutil evit ar re evit pere hon eus er scrivet.