Société de la Presse catholique, 1900  (p. 37-38)



BALE EVEN


————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


III


Hor merc’hedigou keis gwallet ;
Hor bugaligou paour lazet ;
Gwa deoc’h, mac’herien villiget !


IV


Pulluc’het deomp hon ilizou ;
Devet, peurlaeret hor madou ;
Prim d’hor goarek, d’hon goafiou.


V


Deskomp, hirio, d’ar baianed
Penaos e stourm ar Vretoned
Kris a galon, a benn kaled.


VI


Deomp oll eta, deomp a strollad :
Maro ’vit ar vro maro mad ;
Eurus ’neb a jomo ’r stourmad !


VII


Deomp, deomp oll, deomp a deomp laouen,
Kaër eo maro eur guir gristen
A varv ’vit harpa e greden.


VIII


Deomp, en em gannomp a zrevi,
Hi wask hor Breis, Breizis omp nhi,
Breizad pe ’varv pe ’rank trec’hi.