Mathias kos, he gorn dindan he fri,
He chod ruziet gant eun bannac’hik gwin,
A lavare, e’n eur huanadi :
« Oh ! me ’zo bet, em amzer, eur pounsin.
« Va bleo melen, ker flour evel al lin
» Var ar chupen a ruille rodellet :
» Va gar nerzuz a ioa durniet ker fin,
» Va daou lagad lemm evel ar stered.
» Nann, na voa ket er seiz parres nesa
» Eur potr yaouank ker galloudus ha me,
» Ker soun a gorf, kel ledan a ziou skoa
» Ker brao stumet ebars e’n he vale.
» Er gourennou, me a vinte potred ;
» Ar maout a voan e’n oll maradegou,
» Var ar jibier ne vanken tenn hebed
» Ar blev, ar plünv, oll e ruillent maro.
» Den na c’houie evel d’on c’hoari ’r vaz,
» Den na zamme eur zac’hat pounnerroc’h,
» Den na zouge sounnoc’h ar baniel braz,
» Da gass eur marc’h ne oa den skuitoc’h.
» ’Vel eun eostik me a c’houie kana,
» ’Vel eur c’hloarek me a c’houie rimal.
» D’ar merc’het koant, ’voan eur c’hok da gounta,
» Hag e’n dachen, dispar evit dansal.
» E’r pardouniou, guechal, pa bourmenen
» Gant va mamm gos, Doue d’he fardono !
» E lare an oll pa vezemp ho tremen :
» Setu aze braoa daou zen ar vro.
» Brema, siouas ! brema bugaligo
» N’oun nemed ar skeud deuz ar pez ’zoun bet
» Ma fenn ’zo moal, ma daoulagad maro,
» Va choug kroummet, ha va c’hof-gar teuzet.