Barzhaz Breizh/1846/Ann alike

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Hollaika.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 348)



IX


ANN ALIKE.


(Ies Kerne.)


II.


Ha disul vintin pa zaviz mont da gas ma zaoud er mez,
Me gleve va dous o kana hag he anaiz diouc’h he moez,
Me gleve va dous o kana, kana ge, war er menez,
Ma me mont da zevel eur zon da gana gant-hi ivez.

— Ar c’henta gwech em euz gwelet Mac’haidik-koant, va mestrez.
Oa oc’h ober he fask kenta ebarz iliz ar parrez,
Ekreiz tre barz iliz Fouesnant etouez ar vugale :
D’ar pred-ze e doa daouzek vloaz, ha me daouzek vloaz ive.

Evel ar bleun melen balan, pe ’vel ar rozennik-gwez,
’Vel ar rozen gwez ’touez al lan, oa etre-z-ho, va mestrez :
Tra oann bet gand ann oferen met sellet out-hi na renn ;
Seul vui-oc’h-vui out-hi zellenn, seul vui-oc’h-vui plije d’en.

Me ’m euz eur ween e liorz va mamm a zo karget avalou,
Hag eunn dachennik c’hlaz dindan, hag eur voden tro-war-drou :
Pa zeuio va dousik-koantik, va muia-karet d’am zi,
Ni a ielo da zisheolia, va dous ha me, dindan hi.

Ann aval ruan a dapinn, hag eur boked rinn ’vit hi,
Hag eur rozinil a garann e likinn ivez enn hi,
Eur rozinilik gwall c’hoenvet, abalamour d’am enkrez,
Rag n’em euz ket bet c’hoaz gant-hi eur bouch a wir garantez.
 
— Tavit gand ho son, va mignon, tavit prim, gand ho komzaou ;
Ann dud o vont d’ann oferen zo enn traon ouz hor selaou.
Eur wech-all pa zeufimp d’al lann, ma vimp hon unan hon daou,
Eur bouchig a wir garantez a roinn-me d’hoc’h ….. eunn, pe zaou. —


Pajenn 1Pajenn 2