Barzhaz Breizh/1846/Kentel ar vugale

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kentel fest ar vugale.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 342-346)



VIII


KENTEL AR VUGALE.


(Ies Kerne.)


I.


Didostait ama, bugale,
Da glevet eur gentel neve
A zo bet savet evid hoc’h :
Kemeret poan d’he ziski bloc’h.

Pa zihunet enn ho kwele,
Roet ho kalon da Zoue,
Gret sin-ar-groaz, laret goude
Gant fe, ha spi ha karante :

Leret : « Me ro d’hoc’h, ma Doue,
« Ma c’halon, ma c’horf, ma ene :
« Gret ma vinn den mad, ma Doue,
« Pe mervel kent ma teui ann de. »

Benedicite, kent ar pred,
Ha grasou, goude, leveret ;
Marteze ne po boed bepred.
Mar ne p-euz sonj deuz ho laret.

Laret a ra ann enigou,
Gludet er c’hoad war ar brankou,
’Vid eur greun ed, ’vid eur prenvik,
Evid eul lomm gliz, eul lommik.

Ha pa eet da warn ho loened,
Kemeret eur wialen red ;
Hag ha-pa eo red ho distroi,
Gand ho kwialen distroit-hi.


Ne wall-bedet morse gat-he :
Mar be re kis laret d’ehe:
« Bait-hu ! bait-hu ! loen divergon,
Na laeret ked ieod ar person !

« Boed al louarn, boed ar morvran,
Da gorf-te ne ve morse lan,
Mez mar gellann erru gen-hoc’h.
Me werzo ker ma fazou d’hoc’h. »

Pa welet eur vran o nijal,
Sonjet enn diaoul ken du, ker fall ;
Ha pa welet eur goulmig wenn,
Sonjet d’hoc’h el ker mad, ker gwenn.

Sonjet a zell ouz hoc’h Doue
Evel ann heol deuz lein ann ne ;
Sonjet ho laka da vleunia
’Vel ann heol roz-gwe Komana.

Ha pa gomzet oc’h tud ho ti,
Laret : ma breur, ma c’hoar; ha, c’hui.
Komzet ann eil ouz egile
Gand honestiz ha karante.

Enoret, bugale, doujet
Ann noblanz, ann duchentiled ;
Enoret ann dud a iliz,
Komzet out-ho gand honestiz,

Na dremenet na borc’h na ker
Lec’h a vo Jezuz, hor Salver,
Heb he adori a galon,
Hag ugent de po a bardon.

Ar Zakramant, pa he gefet,
Heuliet-han kammed-ha-kammed :
Gand roue ar zent hag ann ele,
Vijec’h bet e gwir enn de-se.


Da c’houel ar Zakramant meulet,
Ar re vo fur a vo laket
Da dol’t bleuniou kaer dirag hen,
O c’hortoz ma tollint enn nen.

Enn noz, abarz mont da gousket,
Lar ho pedenno a vo red,
Ma teui eunn el gwenn deuz ann ne,
D’ho tiwall ken e teui ann de.

Chetu, bugale, ann dro-vad
Da vevo e kristenien vad.
Sentet eta diouc’h ma c’hentel,
Ha c’hui rei eur vuhe zantel.


————