Barzhaz Breizh/1846/Ann droug-hirnez
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Droug-Hirnez.
Ann eoriou a zaver chetu ar flik-ha-flok ;
Krenvat ra ann avel, mont a reomp kaer a-rog ;
Stigna reont ar gweliou, ann douar a bella :
Va c’halon, siouaz d’in, ne ra med huanada,
Kenavo neb am c’har em parrez tro war-dro ;
Kenavo, dousik paour, Linaik, kenavo,
Ar c’himiad ma rann d’id, ken evid da guitat,
Marteze, siouaz-d’in, da viken, evit mad.
’Vel d’eunn evnik lammet gand eur sparfel, er c’hoad,
Deuz a gichen he far pa oant d’en em barat,
Meuz ket kalz a amzer da zonjal d’am glac’har,
Ker buhan am lammer digand ann neb am c’har.
Evel eunn oan a zen, pelleet deuz he vamm,
N’ehanann da oela, da doll’t klemmou estlamm ;
Ma daou-lagad bepred troet trezeg ar plas
Elec’h oud-de chomet, va mignonezik vraz.
Pelloc’h va daou-lagad na weljont nemet mor,
A gren azindan on, a lamm hag a zigor ;
Ha pa’z ann da zonjal ma achuet gan-e.
Ha me e ’gweled mor, em strinka ra d’ann ne.
Pa zeuiz tre el lestr va estlamm a oa braz
Gwelet eur seurt kastel o vralla war mor glaz ;
Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu,
Ho c’horf briziet enn gwenn livet gand livach du ;
Ann od evel eur c’helc’h, endro, pell diouz-en,
O ranna enn daou du ar mor braz hag ann nen.
Ha begig ar gwernou, huelloc’h deuz ann dour
Ha n’eo deuz ar vered beg ann huella tour.
Gwel’t hoc’h euz war ar roz endro d’ar raden glaz,
Ho deuz koulmou awalc’h koulz a-hed hag e kroaz,
Endro d’eur wern ez euz liesoc’h a gorden
Evid a neuden zo endro d’ar radenen.
Allaz ! ar Vretoned zo leun a velkoni !
Meveli ra va fenn, ne hallann sonjal mui.
Va c’halon a zigor ; ’nn aner rann ar zon-ma,
Marteze, siouaz-d’in, n’em c’hlefet he gana !