Barzhaz Breizh/1846/Ar c’hloarek paour

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’hloareg Paour.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 376-378)



XIII


AR C’HLOAREK PAOUR.


(Ies Treger.)


Va boto-koad ’m euz kollet, roget va zreidigo,
O vont da heul va douzik d’ar parko d’ar c’hoajo ;
Pa ve ar glao, ar grizil, ann erc’h war ann douar,
Kement-ze ne ked eunn harz da zaou zen a ’n em gar.

Va dousik a zo eur plac’h iaouank-flamm evel-d-en,
Ne deuz ket c’hoaz seiztek vloa, eur plac’h koant ha ru-benn ;
He sello zo leun a dan, hag he c’homzo mignon ;
’Meuz kemeret eur prizon da lakat va c’halon.

Ne ouffenn-me da betra he hevelebeket,
Mar’d eo d’ar rozennig-gwenn zo roz-Mari hanvet ?
Perlezennig ar merc’hed, bleun lili ar bleunio,
Hirio ma o tigori ha warc’hoaz e serro.

Me a zo bet, va dousik, oc’h ho tarempredet,
Evel ma ve ann estik war ar spern-gwenn kludet ;
Pa fell d’ean paouean teu ann drein d’he bikan,
Neuze sav war beg ar brank hag e teu da ganan.

Me zo evel ann estik ; pe ’vel ann anaon
E kreiz lan ar purkator o c’hortoz he levon ;
Achuet eo ann termen hag ann devez deuet
Ma ieffenn ’tre barz ho ti, gand ar Vazvalaned.

Va stereden zo kaled, va stad zo dinatur,
N’em euz bet war ar bed-ma nemed displijadur,
N’em euz na kar na mignon, sioaz, na mamm na tad,
Na kristen war ann douar hag a garfe va mad.


Ne deuz den barz ar bed-ma abaou’ ed onn deuet,
A zo bet diwar ho penn, kel liez tamallet ;
Rak-se war benn va daou lin, hag enn hano Doue,
Ho pedann-me da gahout ouz-ho kloarek true !


————