Barzhaz Breizh/1846/Aotrou Nann hag ar gorrigan

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Aotrou Nann hag ar Gorrigan.



III


AOTROU NANN HAG AR GORRIGAN.


(Ies Leon.)


Ann aotrou Nann hag he briet
Iaouankik-flamm oent dimezet,
Iaouankik-flamm dispartiet.

Ann itronn e deuz ganet dec’h
Daou vugel ker kaer hag ann erc’h ;
Eunn a zo paotr, ann all zo merc’h.

— Petra c’houl ho kalon a vad,
P’ec’h euz ganet eur mab d’he dad ?
Livirit, m’her rei d’hoc’h timat :

Kik kevelek a stank ann dias,
Pe kik karo ar forest c’hlaz ?

— Kik karo eo a gaffenn mad ;
Hogen poan vezo mont d’ar c’hoad. —

Ann aotrou Nann pa he c’hlevaz.
Enn he c’hoaf dero a grogaz.

Ha war he varc’h du a lammaz,
Ha d’ar forest c’hlaz ez eas.

War lez ar c’hoad pa oa digouet,
Eunn heizez wenn en deuz gwelet ;

Hag hen mont buhan war he zro
Ken grene ’nn douar dindan ho ;

Hag hen mont war he lerc’h raktal
Ken rede ann dour diouc’h he dal.

Ha diouc’h he varc’h a beb gostez,
Ken a zeuaz ann abardaez ;

Ken a gavaz eur waz bihan
E-kichen ti eur Gorrigan,

Ha tro-war-dro eunn dachen flour ;
Hag hen da zisken d’eva dour.

Ar Gorrig oa tal he feunten
O kriba he bleo hir melen,

Hag ho c’hribe gant eur grib aour
(’Nn itrounezed-ze n’int ket paour).

— Penaoz oud-de ken dievez
Da zont da stravilla va gwez !

Dimezi d’in brema’ refet,
Pe e-pad seiz vloaz e seac’hfet ;
Pe a-benn tri deiz e varfet.

— Dimezi d’hoc’h me na rinn ket,
Rag eur bloaz-zo ounn dimezet ;

Da zizeac’hi na jomminn ket,
Na benn trideiz na varvinn ket ;

Na varvinn ket a-benn tri de,
Nemet pa vezo ioul Doue ;

Met gwell eo d’in mervel breman
’Get dimizi d’eur Gorrigan !

— Va mammik keaz, ma am c’haret,
Aozet va gwele ma ne ket ;
Gand ar c’hlenved ez ounn dalc’het.

Na livirit tra d’am friet,
A-benn trideiz ez vinn besiet :
Gand eur Gorrigan ounn bet skoet. —

Hag-abenn tri dervez goude
Ar c’hreg iaouank a c’houlenne :

— Livirit d’in-me va mamm-gaer,
Ha perag e sonn ar c’hleier ?

Perag e kan ar veleien
War al leur-zi, gwisket e gwenn ?

— Eur paour-keaz hor boa kemeret
Enn noz-man mervel en deuz gret.

— Va mamm-gaer d’in-me leveret,
Va aotrou Nann peleac’h eo eet ?

— E kear va merc’hig ez eo eet ;
E-berr e teuio d’ho kwelet.

— Va mamm-gaer geaz livirit d’in,
Ru pe c’hlaz d’ann iliz ez inn ?

— Va merc’hik deuet eo ar c’hiz
Da vont gwisket du d’ann iliz. —

Pazenn ar vered pa dreuzaz,
Bez he friet paour a welaz.

— Pe re hon dud-ni zo marvet,
Pa ’d eo hon douar-ni fresket ?

— Sioaz ! va merc’h, n’hallann nac’h mui :
Ho priet paour a zo enn hi ! —

War he daou-lin en em strinkaz,
Ha biken goude na zavaz.

Burzuduz vize da welet,
Ann noz goude ma oa leket
Ann itroun e bez he friet,

Gwelet diou wezen derv sevel
Diouc’h ho bez nevez d’ann uc’hel ;

Ha war ho brank diou c’houlmik wenn,
Hag hi ken dreo ha kel laouen,

Eno ’kana da c’houlou de,
Hag o nijal d’ann env goude.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \minor
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    f,2 g4. c8 | \appoggiatura c4 bes2. r8 f | g2 \appoggiatura g8 c2 | \break
    c2 ( bes4) r | a ( \stemUp bes) \stemNeutral c c | g2. f4 | ees2 f | g1 | \break
    f2 g4. f8 | bes2 d | \stemUp c8 ( [ bes ] a4 ~ a4.) \stemDown c8 | bes2. r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ann ao -- trou Nann hag he bri --
    et, ia -- ouan -- kik -- flamm oent di -- me -- zet,
    ia -- ouan -- kik -- flamm dis -- par -- -- ti -- et.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 130 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }