Barzhaz Breizh/1846/Ar bugel laec’hiet
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Bugel Lec’hiet.
Mari goant a zo keuziet ;
He Laoik ker e deuz kollet ;
Gand ar Gorrigan e ma eet.
— Pa’z iz da vid dour d’ar stive
Va Laoik leziz er c’havel ;
Pa zeuiz d’ar ger a oa pell ;
Al loen-man enn he lec’h laket,
He vek ken du hag eunn tousek,
A graf, a beg, heb ger e-bet ;
Ha bron bepret ’ma kas kaouet,
Hag enn he zeiz vloaz e ma eet
C’hoaz ne ma ket c’hoaz dizonet.
Gwerc’hez Vari, war ho tron erc’h,
Gand ho kredur tre ho tiou-vrec’h,
E levenez ’m oc’h, me enn nec’h.
Ho mabik sakr c’hui a virez,
Me ma hini me a gollez.
Truez ouz-in mamm a druez !
— Ma merc’h, ma merc’h, na nerc’het ket ;
Ho Laoik ne ’d eo ket kollet,
Ho Laoik ker a vo kavet.
« Neb ra van virv e gloren vi
Evid dek gonideg eunn ti,
A lak ar c’horrig da bregi.
« Pa’n deuz prezeget flemm-han, flemm !
Pa eo bet flemmet ken, a glemm ;
Pa eo klevet, he lammer lemm. »
— Petra rit-hu aze, va mamm ?
Lavare ar c’horr gand estlamm,
Petra rit-hu aze, va mamm ?
— Petra rann ama va mab-mi ?
Birvi a rann er blusken-vi,
’Vit ann dek gonidek va zi.
— ’Vit dek, mamm ger, enn eur blusken !
Gweliz vi ken gwelet iar wenn,
Gweliz mez ken gwelet gwezen.
Gweliz mez ha gweliz gwial,
Gweliz derven e koat Brezal,
Biskoaz na weliz kemend all.
— Re draou a welaz-te, va map ;
Da flap ! da flip ! da flip ! da flap !
Da flip, potr koz ! ha ! me da grap !
— Sko ket gant-han, lez-han gan-i ;
Na rann-me droug da da hini,
’Ma brenn [1] er bro-ni gan-e-omp-ni. —
Mari d’ar ger pa zistroez,
He bugel kousket a welez
Enn he gavel, ha sioul ez.
Hag out-han ker kaer pa zelle
Ha da voket d’ean pa ee,
He zaoulagad a zigore.
Enn he gavazez ’n em zave,
He ziouvrec’hik d’ei astenne :
— Gwall-bell onn bet kousket, mamm-le ! —
- ↑ Cet ancien titre celtique n’existe plus ni en breton ni en gallois.