Barzhaz Breizh/1846/Ar plac’h dimezet

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Plac’h Dimezet gant Satan.



XXI


AR PLAC’H DIMEZET.


(Ies Leon.)


I.


Selaouit holl, bihan ha braz,
Ar barz-baleer eur wech c’hoaz.

Eur werz nevez am euz savet ;
Koz ha iaouank, deuit d’he c’hlevet.

Ann dra-ma pa oa digouezet,
Oann ked daouzek vloaz achuet.

Oann ked daouzek vloaz achuet,
Ha setu m’em zri-ugent eet.

Deui d’am selaou neb a garo,
Da zelaou ar baleer-bro ;

Deui d’am selaou holl, mar keret ;
Benn eur pennad na reot ket.


II.


Teir noz n’am euz kousket banne,
Nag henoz na rinn adarre,

Gant c’houibanou ann aer-wiber,
O c’houibanat war lez ar ster.

Hi lavare dre he c’houiban :
— Setu gan-i-me c’hoaz unan !

Euz ar ger-ma ’m euz bet pevar,
Heb charrat nikun d’ann douar. —


Daou zen iaouang a ziaze
A oe dimezet ann deiz-ze.

Triouec’h kemener a oe bet
D’aoza d’ezhi sae he eured ;

D’aoza d’ezhi sae he eured,
Oa enn hi daouzek a stered ;

Oa enn hi daouzek a stered,
Hag ann heol hag al loar pintet.

Triouec’h kemener d’he gwiska,
Nemet Satan d’he diwiska.

Ann oferen pa oe kanet,
E tistroaz barz ar vered.

O vont tre barz ann iliz,
Oa ker kaer evel bleun eul liz ;

O tont endro trezek dor-zal,
Oa ker vaen hag eunn durzunal.

Setu eunn aotrou braz fichet,
Hag hen penn-da-benn houarneset ;

Hag eunn tok-houarn aour war he benn,
Hag eur paltok ruz war he gein ;

He lagad evel luc’heden,
Dindan he dok-houarn enn he benn ;

Ha gant-han eunn inkane saoz,
Hag hen ken du evel ann noz ;

Eunn inkane, tan diouc’h he dreid,
Evel hini ’nn aotrou marc’hek,

Ann aotrou Piar Izel-vet,
(Bezet gant Doue pardonet !)


— Taolit d’i-me ar plac’h neve,
Da gas da welet d’am zud-me ;

Da gas d’am zud-me da welet ;
Bremaig e vinn distroet. —

Kaer oa gortoz ar plac’h neve,
Ar plac’h nevez na zistroe.


III.


Pa oa sonerien ann ebad
O tont d’ar gear noz-divezad,

Setu ann aotrou braz fichet :
— C’hoari gaer er fest a zo bet ?

— C’hoari gaer awalc’h enn eured,
Med ar plac’h nevez zo kollet.

— Ar plac’h nevez a zo kollet ?
Ha c’hoant vez gan-e-hoc’h d’he gwelet ?

— C’hoant awalc’h hor be d’he gwelet,
Ma n’hor be poan na droug e-bed. —

Oa ked ho c’homz peurlavaret,
Pa oant gand ann aod digouezet ;

Ha gand eul lestr digemeret,
Hag ar mor braz a oa treuzet,

Lenn ann Anken hag ann Eskern,
Ha pa oant e toull ann ifern.

— Setu sonerien hoc’h eured
A zo deut evid ho kwelet.

Petra refac’h d’ann dud vad-ma,
A zo deut d’ho kwelet ama ?


— Dalit seizenen va eured,
Kasit-hi gan-e-hoc’h, mar keret ;

Dalit bizou aour va eured,
Kasit-han d’ar gear d’am fried.

Livirit d’ezhan : « na wel ket,
N’e deuz na c’hoant na droug e-bed. »

Kasit-han d’ar gear d’am fried,
A zo intanv deiz he eured.

Me zo enn eur gador aouret,
O veski mez d’ar re zaonet. —


IV.


N’ho doa ket great eur gammed grenn,
Pa glevzont tenn’ eur iouc’hadenn :
 
— Mil malloz d’e-hoc’h-hu, sonerien ! —
Puns ann ifern oa war he fenn.

Mar defe he seizen miret
Kouls ha bizou aour he eured,

Kouls hag he bizou benniget,
Puns ann ifern oa kounfontet.


V.


Ann neb a ra tri dimizi,
Tri dimizi heb eureuji,
Ez a d’ann ifern da leski,

Ken distak diouz ar baradoz,
Ha ma ’nn delien zeac’h diouz ar roz ;

Ker kuit diouz baradoz Doue,
Ha ma’r skour trouc’het diouz ar gwe.


————