Barzhaz Breizh/1846/Ann eostik
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Eostig.
Greg iaouang a Zant-Malo, deac’h,
D’he frenestr a oele, d’ann neac’h :
— Sioaz ! sioaz ! me zo tizet !
Va eostik paour a zo lazet !
— Livirit d’in va greg nevez,
Perak ’ta savit kelliez,
Kelliez diouz va c’hostez-me,
E kreiz ann noz, diouz ho kwele,
Diskabel-kaer ha diarc’henn,
Perak ’ta savit evelhenn ?
— Mar zavann, den ker, evel-se,
E kreiz ann noz, diouz va gwele,
Da eo gan-in, setu, gwelet
Al listri braz mont ha donet.
— N’ed eo ket, vad, evid eul lestr,
Az it kelliez d’ar prenestr ;
N’ed eo ked evid al listri,
Nag evid daou nag evit tri ;
N’ed eo ked evid ho gwelet,
Ken-nebeud al loar, ar stered.
Va itronez, d’in livirit,
Da berak bep noz e savit ?
— Sevel a rann da vont da zell
Ouz va bugel enn he gavel.
— N’ed eo ket ken evit sellet,
Sellet ouz eur bugel kousket ;
N’ed eo ket gevier a fell d’e.
Da berak savit evelse ?
— Va denik koz, ma na derez,
Me lavaro ar wirionez :
Eunn eostig a glevann bep noz,
Er jardin war eur bodik-roz ;
Eunn eostik bep noz a glevann ;
Ken ge e kan, ken dous e kan !
Ken dous e kan, ker kaer, ken flour,
Bep noz, bep noz, pa zioul ar mour ! —
Ann aotrou koz dal’m’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a brederiaz ;
Ann aotrou koz dalm’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a lavaraz :
— Pe mar ma gwir, pe ma ne ket,
Ann eostig a vezo paket ! —
Antronoz-beure, pa zavaz,
Da gaout ar jardinour a eaz.
— Jardinour mad, sentit ouz-in ;
Eunn dra zo a ra glac’har d’in :
E’r garz a zo eunn eostik-noz
Ne ra nemet kana enn noz ;
Hed ann noz ne ra met kana,
Ken e ma ounn dihunet gant-ha.
Mar ’ma paket fenoz gan-id,
Eur gwenneg aour a roinn-me d’id. —
Ar jardinour pa’n deuz klevet ;
Eunn ulmenig en deuz leket,
Hag ann eostig en deuz paket,
Ma d’he aotrou neuz hen kaset.
Hag ann aotrou, pa hen dalc’haz,
Awalc’h he galoun a c’hoarzaz,
Hag he vougaz, hag he daolaz,
War barlen wenn ann itron geaz.
— Dalit, dalit, va greg iaouank ;
Setu aman hoc’h eostik koant :
Me ’m euz hen paket evid hoc’h ;
Me chans, va dous, e plijo d’hoc’h. —
He den iaouank dal’ ma klevaz,
Gand glac’har vraz a lavaraz :
— Setu ma dous ha me tizet ;
Ne hallfomp mui en em welet,
Da sklerder loar, d’ar prenester,
’Vel ma oamp boazet da ober. —