Barzhaz Breizh/1846/Emgann Sant-Kast

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Emgann Sant-Kast.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 168-172)



XV


EMGANN SANT-KAST.


(Ies Kerne.)


I.


Breiz ha Bro-Zaoz enebourien,
Evit-ho bout amezeien,
A zo bet laket er bed-men
D’en emfibla da virviken.

Pa oann kousket, enn nozvez all,
E kleviz son ar c’horn-buhal,
Son ar c’horn-bual, e koat-sal :
— « Ho ! Saozon ! Saozon ! Saozon fall ! »

Ha dal’ ma saviz antronoz,
Gweliz oc’h erruout ar zaoz ;
Gweliz he zoudarded erru :
Sternou alaouret, dillad ru.

War ann od ha pa oant ledet,
Gweliz o tont ar C’hallaoued,
Dobigni gant-he ’r penn kenta,
He glenv noaz enn he zorn gant-ha.

— Arog ! a lare Dobigni,
Na dec’ho nekun ouz omp-ni !
Ai ta ! va fotred doc’htu !
Arog d’am heul ! ha pegomp du ! —

Ar C’halloued a respontaz
Holl war eunn dro, pa he glevaz :
— Deomp gand Dobigni troad-oc’h-troad ;
Denjentil eo kouls ha potr mad ! —


Pa oa Dobigni enn emgann,
Ne oa den, na braz na bihan,
Na zigore he zaoulagad
Oc’h he welet o leuskel goad.

He vleo, he zremm, hag he zillad
Ne oant penn-da-benn nemed goad
Distrinket demeuz ar Zaozon,
Drema treuze d’he ar galon.

Hen a welet, war ann dachen,
Reiz he galon, huel he benn,
Heb muia van d’ar bolodou
Evel pa vijent bet stoufou.


II.


Potred Breiz-izel a gane,
O tont war ann dachen, neuze :
— « Neb en deuz goneet teir gwech,
« A c’honeo n’euz fors pet kwech !

« E Kamared, enn amzer-hon
« E oa diskennet ar Zaozon ;
« Bragal a reent, war ar mor,
« Gant ho gweliou gwenn-kann digor ;

« Gant tennou kouezjont war an od,
« Evel ma vijent kudonod ;
« Deuz pevar mil e oant eno,
« Na zistroaz hini d’he vro.
 
« E Guidel e oent diskennet,
« E Guidel e douar Gwennet ;
« E Guidel int bet douaret
« Evel ma oent e Kamaret.


« E bro Leon, rag enez-c’hlaz,
« Gwech-all, e oant diskennet c’hoaz ;
« Kemend a c’hoad defant losket
« Ken a oa ar mor glaz ruiet.

« N’euz, e Breiz, na boden, na bern
« E-lec’h na gaver ho eskern ;
« Koun ha brini oc’h ho sachat,
« Glao hag avel oc’h ho c’hannat. » —

Arserien bro-Zaoz pa glevjont,
Gand estlamm arzao a rejont ;
Ker kaer ann ton hag ar c’homzaou,
Ken e oant bamet o selaou.

— Arserien Bro-Zaoz, leveret,
Skuiz oc’h eta, pa ehaned ? »
— N’ed omp ked skuiz, pa ehanomp,
Kouls ha re-hont, Bretoned omp ! —

Oa ked ho c’homz peur-lavaret :
— Gwerzet omp ! tec’homp kuit, potred ! —
Hag ar Zozon prim d’ho listri ;
Hogen na dec’haz nemet tri.


III.


Er bloavez-ma mil-ha-seiz-kant
Hag eiz ouspenn hag hanter-kant.
D’ann eil lun a viz gwengolo,
Oa trec’het ar Zozon er vro.

Er bloavez-ma, evel a gent,
Ema int bet laket enn ho hent.
Evel eur bar grizil er mor,
Ar Zozon, bepred, enn Armor.


————