Barzhaz Breizh/1846/Iannik Skolan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yannig Skolan.
Trou mare e sarre ann de,
Teue enn drufereh du-me.
Pe zeu ann drufereh enn ti,
Doc’h enn holl defe jolori :
— Dou ho pennigo enn ti-me,
C’hui, groageh, ha c’hui bugele ;
Deut on eur wech hoah de vale ;
Mad er bed gen hoc’h tro-zreme ?
— Allaz ! me c’homer, ne c’huitann ;
Hegon ann oac’h peur e zou klan ;
Ha mar bad re bell he glenued,
Dao vo d’eing mont de glask me boed.
Tapet ur skabel, korn ann ti,
Me c’homer, euit azei ;
Azeet anze, me c’homer,
Ha kontet d’i-men eunn dra gaer.
— Traeu gaer awalc’h e zou digouet,
Me zonj, me c’homer peuz kleuet ;
Ne peuz ket kleuet, me c’homer,
Pez zou digouet endro d’er ger ? —
Neuze e larez enn oac’h keh :
— Reit d’ar c’hroek-ze eur banac’h leh,
Eur banac’h leh hag eur grampouen,
E vou laket ar hi barlen.
— Iannik Skolan zou bet tapet,
Zou bet tapet zou bet krouget,
Krouget-mad ar dachen Gwenned ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet.
— Me c’homer, ne glevon netre,
N’hallonn ket mont mez ann ti-me,
N’hallonn mont neblec’h de vale,
Ged damant doc’h me bugale
— Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Diboe e oe deut ar er bed ;
Torfedeu ’walc’h en defa groet,
Kentoc’h da lahein Morised.
Pe ziwalle loned hi zad,
Ne doa d’ei sonj nemeid de vad ;
Ne doa gwelet meid eur wec’h ’nei
Gwelet he daon mont gand er blei.
Nemeid eur wec’h ne doa gwelet ;
Chetu diou broumen e deuz groet ;
Gwelet e doa ha groet eur zon
E ve kanet barh er c’hanton :
— « Kaon ! kaon ! d’am daonik gwenngornik !
Kaon ! kaon! d’am daonik penn-gwennik !
Kaon ! siouah ! kaon, kaon ! d’am danvad,
Hag a oe eul lonik ker mad ! —
Iannik Skolan oe tont d’ar ger,
Get-han enn dorn he grok poueher :
— Morisetik hui a gan ge,
Eur bouchig a refet d’i me.
— Eur bouch d’hoc’h-hu me ne rinn ket ;
Eur potr fall oc’h mar zou er bed. —
Hag hi kuit doc’htu o redek ;
Hegon ne oe tost ker e-bed.
Ha hon ar hi lerc’h a lammez,
Ha skoi get-hi teir gwech a rez ;
Ken hi file ’nn he foulad goad,
Sarret get-hi hi deulaged.
Seih pe eih te oa tremenet,
Hi zad d’er ger ne oe ket bet,
Ar dro uennek heur pe greiz-te,
Hi zad d’er ger a zigoee.
— Bugale bor, deing leveret,
Petra peuz ’ta ken glac’haret :
Nag ho c’hoar men e ma hi oet ?
— Abred awalec’h e klefet !
Abred awalac’h e klefet
Doare doc’h hou c’hoer Morised ;
E ma hi tu-hont tal er prad
Hag hi e neunial enn hi goad.
Er gwiader neuz hi lahet !
Diboe m’oc’h ac’han diblaset,
Oe kas hi dougen d’er pec’hed ;
Iannik Skolan neuz hi lahet !
Oe kas hi dougen d’er pec’hed,
Ha pedal n’en deuz ket gallet ;
Hi oe ar plac’h diged Doue,
Felle ket kollein hi ene.
E Kas Morised d’enn doar,
Zivere er goad doc’h er c’harr,
Tud koh ha ieuang e welein
He zad por, arlec’h, hirvoudein.
Mar peuz c’hoant de wel’t Morised,
Ar hent braz Melrand hi c’heffet ;
Sauet zou bet ur groez neue,
Lec’h e deuz kollet hi buhe.
Iannik Skolan hag he baeron
Zo et ho daou da c’houl pardon,
Da c’houl true d’ann eneo,
Da c’houl pardon d’ar bec’hejo.
Iannik Skolan a c’houlenne,
Enn ti he vamm pa enderue :
— Noz vad ha joa, tud ann ti-man,
Hag ed eur da gousket enn han ?
Ed oc’h holl aman da gousket,
Nemet ma eunan onn chomet ;
Me a zo chomet ma eunan
Aman, evit paka ann tan.
— Na dre belec’h oc’h-hu deuet ?
Ma dorojo em boa prennet ;
Prennet em boa ma dorojo.
Ha moraillet ma frenecho.
— Mar poa prennet ho torojo,
Me war ann doare a bell-zo.
Enaouet goulo, c’houezet tan,
Ha welfec’h daou e-lec’h unan. —
Ar goulo pan eo bet c’houezet,
Meurbed ema hi bet spontet.
O welet daou war al leur-zi,
Da hanter-noz o komz out-hi.
— Tevet, va mamm, na spontet ket ;
Me eo ar mab hec’h euz ganet,
Zo deut eur wech c’hoaz d’ho kwelet :
Bennoz va mamm am euz kollet.
Du eo da varc’h, du oud ive ;
Ker garv he reunen ma pikfe ;
C’houez karnou rostet a glevanan :
Va malloz gand ma mab Skolan !
— War marc’h ann diaoul onn deut aman,
Gant-han d’ann ifern e eann ;
Me ia d’ann ifern da leskin,
Ma na geret ma fardonin.
— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz e ann droug a t’euz gret d’in :
Laket t’euz ann tan em zi forn,
Ha devet Triouec’h loen-korn.
— Va mamm, me voar ervad am euz,
Siouaz dre wall-ioul, ha dre reuz ;
Hogen, pa’m euz true Doue,
Va mamm, ho pet ouz in true !
— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug a t’euz gret d’in :
Gwalla teir deuz ta c’hoarezed,
Lahan va nizez Morised !
— Va mamm, me voar ervad am euz
Siouaz, dre wall-ioul ha dre reuz,
Hogen, pa’m true Doue,
Va mamm, ho ped ouz in true !
— Penoz oufenn az pardonin ?
Braz eo ann droug e t’euz gret d’in :
Kollet t’euz d’in va leor bihan,
Ma flijadur war ar bed-man.
— Va mammik paour, em pardonnet ;
Ho leor bihan ne ket kollet ;
N’e deo ket kollet dre ma bet
Enn deon ar mor tregont gourred.
N’euz erruet droug ebet gant-han
’Met gant teir feillen anean ;
Eunan dre zour, eunn all dre ’m goad,
Eun-all gand daerou m’ daou-lagad. —
Neuze he baeron, oa gant-han,
E deuaz da gomz evit han.
— Penoz, mamm gri, t’euz ankouaet
Ma hen ar mab e t’euz douget !
Penoz, mamm gri ha dinatur,
Bardonfez ket ta krouadur !
Ma ia da vugel d’ann ifern,
Te iei ive kig hag eskern.
— C’hoaz kent evit m’az pardoninn,
Eunn dra bennag e larfez d’in
Demeuz ar pez e t’euz gwelet
Aboe m’oud eet diwar ar bed.
— Ma mamm, ma mamm, ma em c’hredet,
Koue d’ar gwener na refec’h ket ;
Neb a verv lijo d’ar gwener,
Paredi ra goad hor Salver ;
Lamfet ket ’r c’houk digand ar iar
Na Iann ar-boc’hig digand par ;
Ar c’hilog a gan enn huel,
A gan pa gan ann ebestel ;
Pa gan ar c’houk da hanter-noz,
Kan ann elez er baradoz ;
Pa gan ar c’houk, pa strink ann de,
E kanont holl, sent hag ele.
Dreist peb tra d’hoc’h e gelennann,
Ha dalc’het sonj deuz ann dra-man :
Minellet ann hoc’h, pe hend-all
Turiella rei ar park segal.
Mouchet mad ho kole bihan,
Pe hend-all e po poan gant han ;
Ha heudet mad ho marc’h divank,
Pe en em veunzin rei er stank. —
Antronoz-beure, pa zavaz,
Men ann oaled toull a gavaz :
Hi a gavaz toull ann oaled :
Gand penn he c’hlin oa bet toullet ;
Ha lommo goad etoez ar glaou
En doa skuillet gand he zaelaou,
War al ludu ha war ann tan
Hag a oa bet mouget gan-han.