Barzhaz Breizh/1846/Kanaouen ann anaon

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanaouenn an Anaon.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 450-452)



V


KANAOUEN ANN ANAON.


(Ies Kerne.)


Han Tad ar Mab ar Spered-glan !
Iec’hed mad d’hoc’h, tud ann ti-man,
Iec’hed mar d’hoc’h war boez hor penn,
Deut omp d’ho lakat er beden.

Pa sko ar Maro war ann nor,
Da hanter-noz pa c’houl digor ;
Kalon ann dud a ran lammo,
Piou a ielo gand ar maro ?

Hogen, na viot ket souezet,
Da doull ho tor mar ’d omp digouet :
Jezus en deuz hon digaset,
D’ho tihuna ma oc’h kousket ;

D’ho tihuna, tud ann ti-man,
D’ho tihuna, braz ha bihan :
Mar ’z euz, siouaz, truez er bed,
Enn han Doue ! hor zikouret.

Breudeur, kerent ha mignoned,
Enn han Doue ! hor chilaouet !
Enn han Doue pedet ! pedet !
Rag ar vugale na reont ket.

Gand ar re hon euz-ni-maget,
Ed omp pell zo ankounac’het,
Gand ar re hon euz-ni-karet,
Hep truez, ez omp dilezet.


Ma map, ma merc’h, c’hui zo kousket
War ar blun dous ha blod meurbed,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm.

C’hui zo er gwele kousket aez,
Ann anaon paour zo diaez,
C’hui zo er gwele kousket mad,
Ann anaon paour zo divad.

Eul licher wenn ha pemp planken,
Eunn dorchen blouz dindan ho penn,
Pemp troated douar war c’horre,
Chetu madou ar bed er be.

Ni zo enn tan hag enn anken ;
Tan dindan-omp, tan war hor penn,
Tan war lae, ha tan d’ann traon ;
Pedet evid ann anaon !

Gwechall pa oamp e-barz ar bed,
Ni boa kerent ha mignoned ;
Hogen breman, p’ed omp marvet
Kerent, mignoned, n’hon euz ket.

Enn han Doue, hor zikouret !
Pedit ar Verc’hez benniget
Da skuilla eul lomm euz he lez,
Eul lomm war ann anaon kez.

Mez deuz ho kwele prim lammet,
War ho taou-lin noaz em strinket,
Nemet ma oc’h kouet er c’hlenved,
Pe bet gand ar maro galvet.


————