Barzhaz Breizh/1846/Kimiad ann ene

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kimiad an Ene.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 440-446)



IV


KIMIAD ANN ENE.


(Ies Kerne.)


Didostait da glevet kana ann disparti
A ra ann ene mad pa ea mez deuz ann ti.

Hen a ra eur zellig, eur zellik ouz ann traon,
Ha gomz ouz he gorf paour zo war he wele klaon.


ANN ENE.


Siouaz deut eo, va c’horf, ann termen divezan :
Red eo d’in da guitat, ha kuitat ar bed-ma.

Klevet a rann toliou morzolig ann ankou
Mevelet ra da benn, ien-sklas da vuzellou.

Ken euzuz eo da zremm ker glaz da zaoulagad ;
Siouaz d’id-de ! va c’horf, red eo d’in da guitat.


AR C’HORF.


Mar ’d eo euzuz ma dremm, ha glaz ma daoulagad,
Gwir a lavaret-hu, red eo d’hoc’h ma c’huitat.

Dispriz ha dizanao e kavit ho mignon ;
Karget a ziou fall, siouaz ! evel ma’z onn.

Ann heveledigez zo mamm d’ar garante ;
Pa n’ he c’havit gan-in, em lezet a goste.


ANN ENE.


Sal-ho-kraz, mignon ker, me n’ho tisprizann ket
Deuz ar c’hourc’hemennou n’ec’h euz hini torret,


Hogen Doue her ven, meulomp he drugarez, 
Lakat fin d’am c’halloud ha d’ho sujedigez. 

Chetu ni disparet gand ar maro digar, 
Chetu me unanik tre ’n nenv hag ann douar, 

Tre ’n nenv hag ann douar evel ar goulmik c’hlaz
A eaz mez deuz ann arc’h da c’hout ha glao oa c’hoaz.


AR C’HORF.


Hogen ar goulmig c’hlaz endro oa distroet 
Ouz ann arc’h lec’h oa kent, ha c’hui na reot ket.


ANN ENE.


Ober a rinn a-vad, toui a rann-me d’id, 
Benn ar varn diveza me ’em gavo gen-id. 

Me ’em gavo gen-id, ker gwir ma’ z ann breman
Dirag ar varn genta, siouaz ! ken a grenann !

Bez fisianz, va mignon ; mor-blen goude gwalorn ; 
Dont a rinn-me neuze da begi enn da zorn ; 

Pa vefez ’vel houarn, pa vinn me bet enn en, 
Evel ur meanik-krog me az tenno gan-en.


AR C’HORF.


Pa vinn-me, ene kez, enn eur bez astennet 
Ha dre vreignadurez enn douar dispennet ; 

Pa n’am bezo na biz, na dorn, na troad, na brec’h ;
Divezad a vo d’e-oc’h fallout ma c’has ouz krec’h.


ANN ENE.


Neb a grouaz ar bed, heb skouer na danvez, 
En deveuz ar c’halloud d’az ober a nevez.


Neb az anaveze, enn amzer na oaz ket, 
A hello da gavout e-lec’h na vezi ket. 

Ni ’n em gavo ker gwir, ker gwir ma ’z ann breman, 
Dirag ar varn genta, siouaz ! ken a grenann ! 

Ken a grenann, siouaz ! ken ven ha ken dister 
’Vel eunn dellien lammet gant ur barrad-amzer. —

Doue glev anezhan, Doue respont buhan ; 
— Ai ta, ene paour, ne vi ket pell e poan ;

Te peuz ma zervichet dre ’m onn bet war ar bed
Ha breman te po lod eveuz ma joausded. —

Hen gober, o pignat, eur zellik deuz ann traon,
Ha gwelet he gorf paour stennet war ar vaz-kaon.


ANN ENE.


— Demad-d’id-de, va c’horf, demad a larann d’id,
Distroi a rann endro, gand kalz true ouz-id.


AR C’HORF.


— Tevet, o ene kez, gand komzou alaouret,
Poultr ha breignadurez n’euz keer truez e bed.


ANN ENE.


— Sal-ho-kraz, o va c’horf, dellezout a rez mad
Kerkouls hag ar podpri oe enn han louzou-mad. —


AR C’HORF.


Kenavo ’ta, buhez, kenavo pa ’z eo red !
Doue d’ho c’has d’al lec’h m’hoc’h euz c’hoant da vonet !


C’hui vo dihun bepred, me, siouaz ! a gousko !
N’am ankounac’hit ked, hag hastit ann distro.

— Ha penoz a rit-hu, livirit-hu d’i-me ?
Ken drant ouz ma c’huitat, ken digonfort onn-me !


ANN ENE.


— Eskemmo drein garo gand rozennou ’m euz gret.
Ha gand mel meurbed dous, bestel c’huero meurbed. —

Neuze, laouen ha skanv evel eunn alc’hueder ; 
Ann ene zav, e sav, e sav e-bar ann er. 

Hag evel m’eo digouet, skoei a ra war ann nor, 
Ha d’ann otrou Sant Per hi a c’houlenn digor.


ANN ENE.


Oh ! c’hui, otrou Sant Per, a zo karantezuz, 
C’hui am digemero e baradoz Jezuz.


SANT-PER.


E baradoz Jezuz e vi digemeret, 
Rag tra ma oaz er bed he zigemer t’euz gret. —

Hag enn eur vonet tre hen a zistro endro, 
Hag a wel he gorf paour ’vel eur bern douar-go.


ANN ENE.


Kenavo d’id, va c’horf, ha da drugarekat ;
Kenavo, kenavo da draonienn Jozafat.

Me glev eur meuleudi ’vel na gleviz he far ;
Tiz zo war ar c’hoummoul, ar goulou-de a bar !

Chetu me o vleunia evel eur boudik roz
A-hed gwaz ar vuhez e liorz ar baroz.


————