Barzhaz Breizh/1867/Alan-al-Louarn
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Alan al Louarn.
Al Louarn barveg a glip, glip, glip, glip, glip er c’hoad ;
Goa konikled arall-vro ! lemm-dremm he zaoulagad !
Lemm he zent ha skanv he dreid hag he graban ru-goad ;
Alan-al-Louarn a glip, glip, glip : argad ! argad !
Ar Vretoned a weliz o lemm’ ho c’hlavier wall,
Naren war higolen Breiz nemed houarnez ar Gall.
Ar Vretoned a weliz o vedi er c’hadir,
Naren gant filsier-strob nemet klezeier-dir,
Ken-nebeud gwiniz ar vro ken-nebeud hor segal,
Nemet pennou-blouc’h Bro-zaoz ha pennou-blouc’h Bro-c’hall.
Ar Vretoned a weliz o vac’h el leur e louc’h,
Ken a lamme pellennou demeuz ar pennou-blouc’h ;
Ha ne ket gant fustlou prenn a vac’h ar Vretoned,
Nemet gand sparrou houarned ha gand treid ar virc’hed.
Eur iouc’haden a gleviz, iouc’haden ar peur-zorn
Adalek krec’h sant Mikel tre-beteg traon Elorn,
Adalek ti sant Weltas tre-beteg Penn-arbed ;
E pevar c’horn euz a Vreiz beet al Louarn meulet !
Beet kanmeulet al Louarn a amzer-da-amzer !
Beet koun euz ar ganaouen, beet klemm ouz ar c’haner !
Neb a ganaz ar gan-ma na ganaz eur wech-all,
War zigare, siouaz d’ean ! dideotet gand ar Gall.
Hogen mar d-eo dideotet ne d-eo ked digalon !
Digalon, mank ken-nebeud o saezi saez ann ton.