Barzhaz Breizh/1867/Ann tri manac’h ruz

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Tri Manac’h Ruz.

Didier et Cie, 1867  (p. 184-188)



ANN TRI MANAC’H RUZ
− IES KERNE −


Krena rann em izeli, krena gand arc’hlac’har,
O welet ar gwalleuriou a sko gand ann douar,

O sonjal d’ann tol heuzuz, zo neve c’hoarvezet
War-dro ar ger a Gemper, eur bloa zo tremenet.


Katelik Moal, gand ann hent, o lavar eur c’houplat.
Digouet gant-hi tri manac’h hag hi harneset mad ;

Hag hi war no c’hezek braz harneset a bep-tu,
Digouet gant-hi, kreiz ann hent, digouet tri manac’h ru.

— Deut gen-omp d’al lean-di, deut gen-omp, plac’hik koant,
Eno na vanko d’hoc’h-hu nag aour, vad, nag argant.

— Sal-ho-kras, va otrounez, gen-hoc’h na inn ket me,
Aon em euz rag ho kleze, zo ’stribil d’ho koste.

— Deut gen-omp-ni, plac’h iaouank, n’ho pezo droug-ebed,
— Na inn ket, va otrounez, gwall draou a ve klevet !

— Gwall draou awalc’h ve klevet gant ann dud milliget
Mil malloz d’ar gwall deodou, da gement zo er bed !

Deut gen-omp-ni, plac’h iaouank, peuz ker kaout aon ebed.
— N’a iun ket fe, gen-hoc’h-hu ; gwell ve d’in bout devet !

— Deut gen-omp d’al lean-di, ni ho lakai ’nn ho ez.
— Na inn-ked d’al lean-di, gwell eo d’in chom e mez ;

Bet zo bet enn han, glevann, seiz plac’h diwar ar mez.
Seiz plac’h koant da zimizi, ha n’int ked deut e mez.


— Mar zo bet enn han seiz plac’h, c’hui a vo ann eizved ! —
Hag hi d’he zol war ho marc’h, hag hi kuit enn eur red ;

Hag hi kuit trezeg ho c'her, hag hi kuit enn eur pred,
Ar plac’h a-dreuz war ar marc’h, he bek d’ezhi mouget.

Hag a-henn seiz pe eiz miz, pe ’nn dra bennag goude,
Hi a oe souezet braz barz ann abati-ze ;

Hag a-benn seiz pe eiz-miz pe ’nn dra bennag goude :
— Petra raimp-ni, va breudeur, deuz ar plac’h-ma breme ?

— Boutomp hi ’nn eunn toull douar. — Gwell ve dindan ar groaz.
— Gwell ve c’hoaz mar ve laket dindan ann oter vraz.

— Na damp henoaz d’he lakat dindan ann oter vraz
Elec’h na zeuio nikun diouz he c’herent d’he c’hlask. —

Tro mare sarraz ann de, ann env holl da frailla !
Glao hag avel ha grizil, ha tanfoeltr ar gwalla !

Hogen eur paourkez marc’heg, ha glebet he zillad,
Oa o vale divezad, ar glao oc’h he bilat ;

O vale dre-ze o klask enn tu bennag eunn ti,
Hag hen dont da zigouezet, gand iliz ’nn abatti.


Hag hen monet da zellet etre toull ann alc’houe,
Ha gwelet eur goulouig a oa c’houeet aze ;

Hag ann tri manac’h a-gleiz, o toulla ’nn oter vraz,
Hag ar plac’h war he c’hoste, staget hi zreidik-noaz.

Ar plac’hik paour a glemme, goulenne fors true :
— Losket gen-in, va buhe, otrounez, han Doue !

Otrounez enn han Doue, losket d’in va buhe,
Me a valo deuz ann noz ha guho deuz ann de. —

Ken a varvaz ar goulou, eur boutadik goude,
Hag hen da jom toull ann or, heb fichal, spontet tre.

Ken a glevaz ar plac’hig, enn he be o tamant :
— Me garfe d’am c’hrouadur oleo ar vadiant ;

Ha goude ar groaz-n-oen evid-onn ma unan,
Ha mervel a rinn laouen a galon vad breman.

— Otrou eskop a Gerne, dihunet, dihunet ;
C’hui zo aze ’nn ho kwele war ar blun blod kousket ;

C’hui zo aze ’nn ho kwele, war ar blun blod meurbed,
Hag eur plac’hig o tamant ’nn eun toull douar kaled,


O c’houlenn d’he c’hrouadur oleo ar vadiant,
Ha goude ar groaz-n-oen evit hi he unan. —

Toullet oa ann oter vraz, dre urz ann otrou kont,
Ha tennet mez ar plac'h paour, ann eskop o tigont ;

Ha tennet ar plac’hik paour emez deuz ann toull don.
Gant-hi he mabik bihan, kousket war he c’halon.

Debret e doa he diou-vrec’h, didammet he diou-vron,
Didammet he diouvron wenn bete poul he c’halon.

Hag ann otrou ann eskop, pa welaz kement se,
N’em strinkaz war he zaoulin, da oela war ar be.

Teir noz, tri de, e chomaz etouez ann douar ien,
Gwiskel gant-han eur ze reun hag he dreid dierc’hen.

Hag a-benn ann deirved noz, ann holl venec’h eno,
Teuz da fichal ar bugel, etre ann diou c’houlo,

Da zigor he zaoulagad, da gerzet war eunn dro,
Kerzet d’ann tri manac’h ru : — Ann tri ma ’nn hani-eo ! —

Eun tan ema int bet devet, hag enn avel gwentet ;
Ho c’horf laket da zamant, enn abek d’ho zorfed.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \minor
    \tempo \markup {\italic Andante.}
    \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    d4 d4 c4 | d2 c4 | c8 ([ bes]) a2 | \break
    c4 c4 a4 | bes2 a4 | \appoggiatura a8 g2. | d'4 d4 c4 | \break
    d2 c4 | c8 ([ bes]) a2 | c4 c4 a4 | bes2 a4 | \break
    \appoggiatura a8 g2 r4 | g4 a4 bes4 | c2 bes4 | bes4 a4 bes4 | \break
    \revert Staff.TimeSignature.style \time 2/4 c4 d \bar "||" \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit \time 3/4 d4 ( c) bes | a2. | d4 d4 c4 | \break
    d2 c4 | c8 ([ bes]) a2 | c4 c4 a4 | bes2 a4 | \appoggiatura a8 g2. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Kre -- na rann  em’ i -- ze li,
    kre -- na gant ar c’hla -- c’har, o we -- let
    ar gwall -- eu -- riou a sko gand ann dou --
    ar, O son -- jal d’ann tol heu -- zuz zo
    ne -- ve c’hoar -- ve -- zet War -- dro ar
    ger a Gem -- per, eur bloa zo tre -- me -- net.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }