Barzhaz Breizh/1867/Jannedik-Flamm
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig-Flamm.
Petra a ia gad ar mene ?
Eur rumm meod du gredann e ;
— Eur rumm meod du n-ed eo ket ;
Soudarded, ne lavarann ket,
Soudardet a vro-C’hall o tont
Da lakat seziz war Henbont. —
Pa oa ann dukez war vale,
Ar c’hleier e ker a vralle ;
Pa oa war he falafrez gwenn,
Gat hi he map war he barlen ;
Pa oa ann dukez o wale
Ar re Henbont holl a ioue :
— Doue skor ar mab hag ar vamm,
Ha ro d’ar C’hallaoued estlamm ! —
Pa oa ar bale achuet,
Ar re Bro-C’hall a oa klevet :
— Paket vo breman enn ho c’heo,
Ann heiez hag he c’harvik beo,
Karkaniou aour zo evit he,
D’ho staga ’nn eil deuz egile. —
Jannedik-flamm a responte,
Demeuz beg ann toural, neuze :
— Ne ked ann heiez vo paket,
Ar c’hoz-bleiz ne lavarann ket.
Ma en deuz henoaz anoued,
He doull d’ezhan a vo tommet. —
Oa ket peurlavaret he ger,
Pa oa deut d’ann traon, hag hi ter ;
Hag eur c’horfkenn-houarn a wiskaz,
Hag eunn tok-houarn du a lakaz ;
Hag eur glenv dir lemm a dapaz.
Ha tri c’hant den a zibabaz,
Hag, eur skod-lan ru enn he dorn,
A ez mez ar ger dre eur c’horn,
Re Bro-C’hall laouen a gane,
Ouz ann dol azeet neuze ;
Gwasket enn ho zinellou klouz,
Re Bro-C’hall a gane enn nouz.
’Vel ma glevet, pell ac’hano,
Eur vouez espar o tiskano :
« Meur a hini a c’hoarz henoaz,
A oelo kent ha benn arc’hoaz ;
« Meur a hini zebr bara gwenn,
A zebro douar du ha ien.
« Meur a hini a skuill gwin ru,
A zkuillo bremaik goad dru.
« Meur a hini a rei ludu,
A c’hoari ’vad he zen doc’htu. »
Meur a hini stoue he dal
War bordig ann dol, meo dal,
Ha pa oa losket eur glemvan :
— Ann tan ! potred, ann tan ! ann tan !
Ann tan ! ann tan ! tec’homp, potred !
Jannedik-flamm deuz han laket ! —
Jannedik-flamm zo ann teran
A zo enn douar, a gredann ;
Laket e doa Jannedik-flamm
Ann tan e pevar korn ar c’hamp ;
Ken a oa ar flammou gwentet,
Hag ann noz du sklerijennet ;
Kouls hag ann dinellou devet,
Kouls hag ar C’halloued rostet,
Ha tri mil anhe luduet,
Ha nemet kant ne oa chomet.
Ha Jannedik-flamm a c’hoarze,
Toull he fenestr, ar mintin-ze,
War ar mez pe defa sellet,
O welet ar c’hamp distrujet,
Ha mouged euz ann dinellou,
Luduet holl e bernigou.
Ha Jannedik-flamm a c’hoarze :
— Pebez maradek, ma Doue !
Ma Doue ! pebez maradek !
Evid eur greun ni hor bo dek !
Gwir a laret amzer gwech-all :
« N’euz netra kouls hag eskern gall,
Kouls hag eskern Gall burzunet,
Da lakat da zevel ann ed. »