Barzhaz Breizh/1867/Ar falc’hon

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Falc’hon.

Didier et Cie, 1867  (p. 130-133)



AR FALC’HON
− IES KERNE −


Taget ar iar gand ar falc’hon,
Gand ar gouerez lazet ar c’hon ;
Lazet ar c’hon, gwasket ann dud,
Ann dud paour evel loened mud.

Gwasket ann dud, mac’het ar vro
Gand alouberien aral-vro,
Gand alouberien brouiou-C’hall,
Ann Dredernerez oc’h hengial.


Mac’het ar vro, ha savet kroz,
Savet iaouank, ha savet koz ;
War marv eur iar hag eur falc’hon,
Breiz e goad, e tan hag e kaon

War mene du e gwel Iann mad,
Tregont kouer endro d’ann tantad.
Ha Kado-gann, eno gant-he,
War he forc’h houarn a harpe.

— Petra leret-hu potred-iod,
Ha paea ar gwiriou a reot ?
Evid-on-me na baeinn ket !
Gwell a ve gan-in bout krouget !

— Evid-on na rinn ken-neubeut !
Noaz va fotred, va chatal treud ;
Na rinn ket m’entoue ru-glaou-tan,
Saut Kado kerkouls ha Sant-Iann !

— Me, ma danvez a ia da goll,
Da goll a eann enn holl-d’ann-holl ;
Ken na vo ar bloaz achuet,
Vo red d’in mont da glask ma boed.

Da glask ho poed na eot ket,
Eunn tu gan-in ne laran ket ;
Mar d-eo trouz ha kann a glaskont
Ken na vezo de a geffont !

— Kent ann de keffont trouz ha kann !
Nini hen toue mor ha taran !
Nini hen toue stered ha loar !
Nini hen toue nenv ha douar ! —


Hag hen da gemer eur skod-tan
Ha peb eunn eur skod evel-t-han :
— Enn hent, potred, enn hent breman !
Ha prim etresek Keraran. —

He c’hreg gant-han er penn a-rok,
Gant hi war he skoa zeou eur c’hrog,
Hag hi o kana trema’iee :
— « Timat ! timat ! va bugale !

« Ne ket ’vit mont da glask ho boed
Em euz va zregont mab ganet ;
Ne ked evid dougen keuneut,
Oh ! na mein-ben-rez ken-nebeut !

« Ne ked evid dougen ar zamm
E ma int bet ganet gand ho mamm,
Ne ked evit pila lann glaz,
Pila lann kri gand ho zreid noaz ;

Ne ket ’hend-all evit peuri
Ronsed, chas-red hag evned kri :
Nemed da laza ’r vac’herien,
Em euz-me ganet va mipien ! » —

Ha deuz eunn eil tan d’egile
A eent, hed-ha-hed ar mene :
— Timat ! timat ! boud ! boud ! iou ! iou !
Tan-ru war botred-ar-gwiriou ! —

O tont d’ann traon gand ar mene
Tri mil ha kant a oa anhe ;
Ha pa oant digouet e Langoad,
E oant nao mill enn eur bagad.


Pa oant digouet da Geraran,
E oant tregont mil ha tri c’hant ;
Ha Kado a vennaz neuze :
— Ai’ta : ama ’nn hani e ! —

N’oa ked he goimz peurlavaret,
Tri-c’hant karrad lann oa kaset
Ha laket tro-war-dro d’ar ger,
Hag ann tan enn hi fol ha ter ;

Eunn tan ken fol, eunn tan ken ter
Ma teuze enn han ar ferc’hier,
Ma strake enn han ann eskern
Evel re zaoned enn ifern.

Ma iudent gant kounnar, enn noz,
Evel bleizi koezet er foz ;
Ha tronoz pa zavaz ann heol,
Oa ’r gwiraerien luduet holl.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \minor
    \tempo \markup {\italic Andante.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 12/8
    \partial 8*1
    e8 | a4 b8 c2 ( c8) b d4 c8 | \break
    \time 9/8 c4. ( b2 b8) e, \bar "||" \time 12/8 a4 \stemUp b8 \stemNeutral c2~ c8 b d4 c8 | \break
    \time 9/8 c4. ( b2 b8) e, \bar "||" \time 12/8 a4 \stemUp b8 c4. a2. | a4 b8 a4. ( g2.)  | \break
    a2 g8 fis e4 a8 a b gis | a2.~ a4. r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ta -- get ar -- iar gand ar fal --
    c’hon; gand ar goue -- rez la -- zet ar
    c’hon; La -- zet ar c’hon, gwas -- ket ann dud.
    Ann -- dud paour e -- vel lo -- e -- ned mud.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }