Barzhaz Breizh/1867/Bale Arzur
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bale Arzhur.
— Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d’ar gad !
— Deomp, kar, deomp, breur, deomp, map, deomp, tad !
— Deomp ! deomp ! deomp holl ! deomp ’ta, tud vad !
Mab ar c’hadour a lavare,
Lavare d’he dad, eur beure :
— Marc’hegerien war lein ar bre !
Marc’hegerien o vont e-biou,
Mirc’hed adan-he, glaz ho liou,
Oc’h hinteal gand ar riou !
Stank-ha-stank, c’houec’h-ha-c’houec’h, e ri ;
Skank-ha-stank, e ri tri-ha-tri ;
Mil goaf oc’h ann heol o lintri ;
Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou,
O vont da heul ar banielaou.
Hag a vransell glan ann Ankaou.
Nao ban rong ann daou benn anheo ;
Bagad Arzur, e goarann, eo ;
Arzur a-rok lein ar meneo. —
— Mar ma Arzur ann hini eo,
Prim d’hor gwarek ha d’hor gwall veo !
Ha’rok d’he heul, ha flimm ra freo ! —
Oa ked he c’her losket a-grenn,
Pa drouzkrozaz ar iouc’hadenn
Hed ar meneziou penn-d’ar-benn.
— « Kalon am lagad ! penn am brec’h !
« Ha laz am blons, ha traon ha krec’h !
« Ha tad am map, ha mamm am merc’h !
« Marc’h am kazek, ha mul am as !
« Penn-lu am mael, ha den am goas !
« Goad am daerou, ha tan am c’houaz !
« Ha tri am unan, evid mad !
« Traon ha krec’h, noz-de, mar gell pad,
« Ken a redo enn traoniou goad !
« Er stourmat treuzet mar kouezomp,
« Gand hor goad en em vadezfomp,
« Ha laouen galon a varfomp.
« Mar marvomp evel ma dleet
« D’ar gristenien, d’ar Vretoned,
« Morse na varvimp re abred ! » —
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c''{
\clef treble
\key g \minor
\tempo \markup {\italic Energico.}
\autoBeamOff
\time 2/4
\partial 8
f,8 | bes8 ([a8]) g4 | f2 ~ | f4 f4 | bes8 ([a8]) g4 | \break
f2 ~ | f4 f4 | bes4. g8 | f4. d8 | ees8 ([f8]) g4 | \break
f4. f8 | bes4. c8 | d4. ees8 | d4. c8 | \appoggiatura c8 bes4 r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d’ar
gad! Deomp kar, deomp breur, deomp map, deomp
tad! Deomp, deomp, deomp holl deomp ta tud vad!
}
\layout { line-width = #150 }
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/b/e/be44rbpjt5wct3t6gdie91qmi1xdo60/be44rbpj.png)