Barzhaz Breizh/1867/Kentel ar beorien
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kentel ar Beorien.
Sant Per da Jezuz lavare :
— Da Vreiz-izel it, va Doue ?
— Per, da Vreiz-izel me ne dann :
Tud divac’han, Per, ha dour skan. —
Sant Iann lavare d’ar Werc’hez :
— Da Vreiz-izel it, itron gez ?
— Da Vreiz-izel ez ann warc’hoaz ;
Pedet ounn gand va mignon braz. —
Antronoz, e Parrez Plouigneou,
Oa klevet ar c’han hag ar iou ;
Oa klevet ar soner o son,
E ti eunn ozac’h afeson ;
E ti eunn ozac’h pinvidik
Hag hen mad ouc’h peb reuzeudik ;
Seul-vui roe aluzennou,
Seul-vui e kreske he vadou.
Hag eur mab hep-ken en devoa,
Eur paotr dibill a dric’houec’h vloa ;
Hag enn he benn en doa laket
Da ober gant ha eur banked.
Eur banked kaer hag eunn eured ;
He holl gerent en doa pedet,
Pedet en doa he holl gerent,
Hag ar beorien ho c’har ar zent.
Pa oant ouc’h taol divezad-mad,
Erru eur baourez divezad ;
Hag hi truillek ha diarc’hen.
Gant hi he mab ouz he c’herc’hen.
— ’Vid hoc’h da veza divezad,
Paourez gez, bezit deuet mad. —
Dre ann dorn e oe kemeret
Da dal ann tan e oe kaset.
Da dal ann tan da repui,
He mabik kerkouls evel-t-hi ;
Hag a c’hoarze ouc’h tud ann ti ;
Nemet na brize ket dibri.
— Dibrit hag evit a gerfet,
Dira-z-hoc’h, gand grad, eo laket.
— Me n’am euz na naoun na sec’hed,
Nemed eur garantez barfed.
Nemed eur garantez wirion,
Pa-z-ounn pedet a wir galon,
Pa-z-ounn pedet a galon vad,
Da zonet da eured ho map.
Mil vad a ra d’am c’halon gez
Gwelet hoc’h holl gompainunez ;
Mil vad a ra d’am mab Jezuz,
Gwelet tud ker karantezuz.
Ne d-omp gand hini anavet,
Med hini neuz aluzennet.
War ann ti-ma kant mil bennoz !
Kenavezo d’ar baradoz ! —
Ar gentel-ma zo bet savet
Enn nenv, e palez ann Drindet,
Dindan eur bod boukedon roz
A dol c’houez vad er baradoz.
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c'{
\clef treble
\key d \major
\tempo \markup {\italic Andantino.}
\override Rest #'style = #'classical
\autoBeamOff
\time 3/4
\partial 4*1
fis4 b8 b b b cis d | \break
cis4. cis8 cis cis16 cis | cis8. cis16 cis8 cis cis ais16[ g] | \break
gis4. r8 fis4 | b8 b b b cis d | \break
cis4. r8 cis4 | b8 b ais b cis[ d] | b4 r \bar "|."
}
\addlyrics {
Sant Per da Je -- zuz la -- va --
re: Eo ta la ri ta la ri ta la -- ri
la. Sant Per da Je -- zuz la -- va --
re: Da Vreiz -- i -- zel it, ma Doue?
}
\layout { line-width = #123 }
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/d/s/dsrvqtag3p65n5c1sv7wpzqv1bd20rv/dsrvqtag.png)