Barzhaz Breizh/1883/Ann eostik

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Eostig.

Didier et Cie, 1883  (p. 151-154)


ANN EOSTIK


— IES LEON —

Greg iaouang a Zant-Malo, deac’h,
D’he frenestr a oele, d’ann neac’h :

— Sioaz! Sioaz! me zo tizet!
Va eostik paour a zo lazet!

— Livirit d’in va greg nevez,
Perak ’ta savit kelliez,

Kelliez diouz va c’hostez-me,
E kreiz ann noz, diouz ho kwele,

Diskabel-kaer ha diarc’henn,
Perak ’ta savit evelhenn?

— Mar zavann, den ker, evel-se,
E kreiz ann noz, diouz va gwele,

Da eo gan-in, setu, gwelet
Al listri braz mont ha donet.

— Ne d-eo ket, vad, evid eul lestr,
Az it kelliez d’ar prenestr;

Ne d-eo ked evid al listri,
Nag evid daou nag evit tri;

Ne d-eo ked evid ho gwelet,
Ken-nebeud al loar, ar stered.

Va itron, d’i-me livirit,
Da berak bep noz e savit ?

— Sevel a rann da vont da zell
Ouz va bugel enn he gavel.

— Ne d-eo ket ken evit sellet,
Sellet ouz eur bugel kousket;

Ne d-eo ket gevier a fell d’e.
Da berak savit evelse?

— Va denik koz, ma na derez,
Me lavaro ar wirionez :

Eunn eostig a glevann bep noz,
Er jardin war eur bodik-roz;

Eunn eostik bep noz a glevann;
Ken ge e kan, ken dous e kan!

Ken dous e kan, kerkaer, ken flor,
Bep noz, bep noz, pa zioul ar mor! —

Ann aotrou koz dal’m’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a brederiaz;

Ann aotrou koz dalm’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a lavaraz :

— Pe mar ma gwir, pe ma ne ket,
Ann eostig a vezo paket! —

Antronoz-beure, pa zavaz,
Da gaout ar jardinour ez eaz.

— Jardinour mad, sentit ouz-in;
Eunn dra zo a ra glac’har d’in :

E’r c’harz a zo eunn eostik-noz
Ne ra nemet kana enn noz;

Hed ann noz ne ra met kana,
Ken e ma ounn dihunet gant-ha.

Mar ’ma paket fenoz gan-id,
Eur gwenneg aour a roinn-me d’id.

Ar jardinour pa’n deuz klevet;
Eunn ulmenig en deuz stegnet,

Hag ann eostig en deuz paket,
Ma d’he aotrou neuz hen kaset.

Hag ann aotrou, pa hen dalc’haz,
Awalc’h he galoun a c’hoarzaz,

Hag he vougaz, hag he daolaz,
War barlen wenn ann itron geaz.

— Dalit, dalit, va greg iaouank;
Setu aman hoc’h eostik koant :

Me ’m euz hen paket evid hoc’h;
Me chans, va dous, e plijo d’e-hoc’h. —

He den iaouank d’al’ ma klevaz,
Gand glac’har vraz a lavaraz :

— Setu ma dous ha me tizet;
Ne hallfomp mui en em welet,

Da sklerder loar, d’ar prenester,
’Vel ma oamp boazet da ober. —



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic "Allegro vivace."}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 4
    g4 | a b | g r | c ( b) | \break
    c d | a g | a b | g r | \break
    c ( b) | c d | a\fermata r8 g | a4 b | \break
    g a | d, e | f2 (e4) g | \break
    a2 | b4 ( a) | g a | f e | d \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Greg iaou -- ang a Zant --
    Ma -- lo, deac’h Greg iaou -- ang a
    Zant -- Ma -- lo, deac’h, D’he fe -- nestr
    a oe -- le, d’ann neac’h, -- D’he
    fe -- nestr a oe -- le, d’ann neac’h
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 160 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }