Barzhaz Breizh/1883/Aotrou Nann hag ar gorrigan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Aotrou Nann hag ar Gorrigan.
Ann aotrou Nann hag he briet
Iaouankik-flamm oent dimezet,
Iaouankik-flamm dispartiet.
Ann itroun e deuz ganet dec’h
Daou vugel ker kaer hag ann erc’h;
Unan zo paotr, ann all zo merc’h.
— Petra c’houl ho kalon a vad,
P’ec’h euz ganet eur mab d’he dad ?
Livirit, m’her rei d’hoc’h timat :
Kik kevelek a slank ann diaz,
Pe kik karo ar forest c’hlaz?
— Kik karo eo a gaffenn mad;
Hogen poan vezo mont d’ar c’hoad. —
Ann aotrou Nann pa he c’hlevaz,
Enn he c’hoaf dero a grogaz,
Ha war he varc’h du a lammaz,
Ha d’ar forest c’hlaz ez eaz.
War lez ar c’hoad pa oa digouet,
Eunn heizez wenn en deuz gwelet;
Hag hen mont buhan war he zro
Ken grene ’nn douar dindan ho;
Hag hen mont war he lerc’h raktal
Ken rede ann dour diouc’h he dal,
Ha diouc’h he varc’h a beb kostez.
Ken a zeuaz ann abardaez;
Ken a gavaz eur waz vihan
E-kichen ti eur Gorrigan,
Ha tro-war-dro eunn dachen flour;
Hag hen da zisken d’eva dour.
Ar Gorrig oa tal he feunten
O kriba he bleo hir melen,
Hag ho c’hribe gant eur grib aour
(’Nn itrounezed-ze n’int ket paour).
— Penaoz oud-de ken dievez
Da zont da stravilla va gwez !
Dimezi d’in brema’ refet,
Pe e-pad seiz vloaz e seac’hfet;
Pe a-benn tri deiz e varfet.
— Dimezi d’hoc’h me na rinn ket,
Rag eur bloaz-zo ounn dimezet;
Da zizeac’hi na jomminn ket,
Na benn trideiz na varvinn ket;
Na varvinn ket a-benn tri de,
Nemet pa vezo ioul Doue ;
Met gwell eo d’in mervel breman
’Get dimizi d’eur Gorrigan !
— Va mammik keaz, ma am c’haret,
Aozet va gwele ma ne ket;
Gand ar c’hlenved ez ounn dalc’het.
Na livirit tra d’am friet,
A-benn trideiz ez vinn besiet :
Gand eur Gorrigan ounn bet skoet. —
Hag-abenn tri dervez goude
Ar c’hreg iaouank a c’houlenne :
— Livirit d’in-me, va mamm-gaer,
Ha perag e sonn ar c’hleier?
Perag e kan ar veleien
War al leur-zi, gwisket e gwenn?
Enn noz-man mervel e deuz gret.
— Eur paour-keaz hor boa kemeret
— Va mamm-gaer d’in-me leveret,
Va aotrou Nann peleac’h eo eet?
— E kear va merc’hig ez eo eet;
E-berr e teuio d’ho kwelet.
— Va mamm-gaer geaz livirit d’in,
Ruz pe c’hlaz d’ann iliz ez inn?
— Va merc’hik deuet eo ar c’hiz
Da vont gwisket du d’ann iliz. —
Pazenn ar vered pa dreuzaz,
Bez he friet paour a welaz.
— Pe re hon dud-ni zo marvet,
Pa d-eo hon douar-ni fresket ?
— Sioaz ! va merc’h, n’hallann nac’h mui :
Ho priet paour a zo enn hi ! —
War he daou-lin en em strinkaz,
Ha biken goude na zavaz.
Burzuduz vize da welet,
Ann noz goude ma oa leket
Ann itroun e bez he friet,
Gwelet diou wezen derv sevel
Diouc’h ho bez nevez d’ann uc’hel ;
Ha war ho brank diou c’houlmik wenn,
Hag hi ken dreo ha kel laouen,
Eno ’kana da c’houlou de,
Hag o nijal d’ann nenv goude.