Lajat, 1909  (p. 53-57)



Bennoz ar Paour


Ouz an dud ezommek, o kemeromp true,
Harpomp ar gwall-eürus ha karomp ar bewien,

Gwelomp anê bepred vel izili Doue,
Digoromp hon c’halon, roomp d’ê aluzen !


Mar teu ar paour da glask, n’eo ket dre lorc’h, kredet,
Mar n’hen dije ezom n’astenfe ket e zorn ;
Roomp d’ezan seder, hen eo hon breur karet,
Torromp d’ezan e naon, goude hon do retorn

War vordig eun hent braz, zammet war e flaïou,
Brevet gant al labour ha gant an dienez,
Daoubleget gant an oad, goloet a zruilhou,
Eur paour koz a c’houlle aluzen eun devez.

Dirakan aotrone a dremene dinec’h,
Leun a binvidigez, gwisket vel rouane ;
O daoulagad faëus, zavet uhel d’an nec’h,
Na deurvezent disken war-zu ar baourente.

Int o deus a viskoaz bet leve, peadra,
Int o deus, hep poanial, bet bara goneet ;
Trubuilhou an den paour na ra d’eze netra,
Poaniou kri ar vue oute a zo kuzet…

— « An aluzen, mar plij ! e lavar an den koz,
» An aluzen, tud kez, eur gwennegig hepken !
» N’am eus ket debret tam, tam aboue dec’h da noz,
» True, en han Doue, true ouz ma anken ! »

Mes holl e tremenont, dizeblant ha digar,
Int n’o deus ket a naon… Penoz ’ta e c’hallfe

Bezan tud gwall-eürus, pewien war an douar ?
Hag e tec’hont pell, pell… an dud didrugare !

Hep tam fallgaloni — kustum eo ar bewien, —
An den koz a c’hortoz hag a glem ar pinvig :
— « An dud-se, emezan, o deus eur galon yen,
» Me garfe o gwelet eur pennad reuzeudig… »

Takennou dour neuze a ruilh war e ziouchod…
An amzer a zo fall, an ezom a greska ;
Ar madou a zo frank, mes bihan eo e lod,
Ha da dorri e naon n’ eus ket eun tam bara.

Kerkent eur c’hrouadur, laouen ha dibreder,
A deu gant an hent braz, a deu en eur gana.
Ar bugelig ken koant a zo beo ha seder,
Eus e zaoulagad glaz ar yec’hed a strinka…

Ar paour ouz e welet a zav warnan e zell ;
Hen ive a zo bet ken evurus gwechall…
Siouaz ! An amzer-ze a zo breman pell, pell,
Breman na chom gantan nemed deveziou fall.

Ar bugel, zavet mad, a vousc’hoarz ouz ar paour,
Ha gant eur vouez sklintin, mouez flour eun êl bihan :
— « Me n’on ket pinvidik, n’am eus arc’hant, nag aour,
« Me garfe koulskoude distana d’ac’h ho poan…


» Ho tilhad a zo skanv, an amzer a zo kri…
» Mar karet dont ganin da di ma mam, ma zad,
» Du-man c’houi a c’hallo tomma hoc’h izili,
» Eur bannac’hig tân sard a rei d’ac’h kalz a vad…

» N’ho peus ket riou hepken, naon ho peus, marteze ?
» Marvad aboue pell zo c’houi n’ho peus ket debret…
» Kemeret ma bara, me a gavo goude,
» Ra vo gantan ho naon eur pennadig torret ! »

— « Nan, nan, ma bugelig, na gredin ket kemer
» Digant da galon vad an tammig bara-ze ;
» Aluzen eur bugel, a dra zur, a zo kaer....
» …Eur rebech e ve d’in… Nan eta, trugare ! »

— « Oh ! kemeret, m’ho ped, ezom ho peus, m’hen gwel,
» Kemeret hep damant, bezan eo evidon
» Eun evurusted dreist, eur blijadur zantel,
» Rei d’ac’h ma zam bara… Kemeret ’ta, hep aon ! »

Digant ar c’hrouadur ar reuzeudig neuze,
A gemer ar bara hag a lar truezus :
— « D’it-te, kalonig aour, d’it mil bennoz Doue,
» Doue n’ankouao ket da zorn madelezus…

» Ra vezo binniget an tad hag ar vam vad,
» O deus stummet ennout eur galon ken kristen ;

» Trugare c’hoaz eta ; en distro ar c’hoziad
» A roïo d’it breman aluzen eur beden ! »

Ar bugel a dec’has sederoc’h vit biskoaz,
N’en doa c’hoaz tanveet kenkoulz evurusted ;
Ha bennoz ar paour koz d’e ine a roaz
Eul levenez tener ha dudius meurbed.



O tudou pinvidik, a ruilh war an danve,
Dirak ar bugel-man kemeret eta mez,
Bezet mad en kenver dienez, paourente,
Pa eneb d’ac’h eun de Lazar ’zavo e vouez !