Lajat, 1909  (p. 50-52)



TROUZ AN EOST


En dremwel ar zav-heol, an oabl zo entanet,
An heol, bue ar bed, zo o vont da zevel,
Dirakan ar voren war an douar ledet
A dec’h gant an avel…

War ar maeziou an dud a zo war zav abred,
An eost a c’hourc’hemen, outan eo red senti ;
En holl diegezou e poanier stard meurbed,
Bec’h zo war bep hini !

Er parkou a glever moueziou ar vederien
Ha trouz skanv ar filzier o vont dre an ed sec’h ;
Zeblantout a reont bezan bepred laouen,
Evurus ha dinec’h…

Araok ma ’z eo ar gliz tec’het diwar an ed,
Eo kroget ar c’hirri da sklokal en henchou ;
Mont a reont buhan ha buhanoc’h bepred,
Stank e vo o zroïou,


Dreist da drouziou an de, a zeblant c’hoaz kousket,
Mouez drant an dornerez a yud en eur franval,
Ha skourje ar c’haser, us d’ar c’hezek savet,
A glever o strakal !

Hag a greiz holl ive hekleo an traouiennou
A ve dihunet gant eun dornerez dre dân ;
Houman eo ar gwellan ’touez ar mekanikou,
He labour zo buhan.

Ouz he c’hlevet an holl a chom gwall zouezet
— Henvel eo ouz an Diaoul ! e lavar ar re-goz ;
Enni e zo, marvad, ineou tud daonet…
D’ei hon gwasan malloz !

Hag evel testeni dimeus o fenn-kaled
Ar re-goz a gemer ha c’hwistou, ha frailhou,
Ar re-man a ziston, a zistag sec’h meurbed
War al leur, a daoliou.

An heol a zo uhel, trouz a zo tro war dro,
Dre-holl e poanier stard a gorf hag a galon ;
Na glever en pep lec’h nemed mekanikou
O franval hag o son…

Gant nerz kaled an de an drouz a vihana,
An holl dornerezed eo goloet o mouez ;

Dre an domder bervet ar vrud a bounera,
Pep trouz zo digompouez…

Dre ma tistan an heol ha ma tosta d’an noz
Ar vue a zeblant hadveva dre ar bed,
An drouz a zo reisoc’h dre al lann hag ar roz
An eost a gerz bepred.

Ha goude ar c’huz-heol, war eul leur diwead,
E vo klevet trouziou an dudou o poanial ;
Ar c’hirri marteze a skloko eur pennad,
Ha peuc’h a vo raktal…

Ar gliz war an douar pa vo tavet ar brud,
Gant an denvalijen a gouezo sioul ha stank,
Ha neuze, — poent e vo — e tiskwizo an dud,
Braz, bihan, koz, yaouank.

Ar bed ive, d’e dro, a ziskwizo neuze ;
Warnan eun ezen flour a c’houeo gant dudi,
Hag a gano d’an den eur zon a garante,
A levenez, a spi…

Ar maeziou gant miz eost da welet a zo koant,
Pep hini a labour evit e vara-goanv ;
Pep hini, daoust d’e boan, a zo seder ha drant,
Rak eosti a zo skanv !