III
BET SONJ EUZ AN ANAON !
——
E koun euz va mignoun Colomban L.
Sonjit en ho tad, en ho mamm,
Er purgator, e kreiz ar flamm.
(Kantikou eskopti Kemper).
War don kelven.
Tan ar c’huz-eol a varve dre-oll a nebeudou,
Gwel du an noz ’n em lede war gern ar meneziou,
An aezen skanv a skrije etouez ar ieod, en traon,
Hag a lavare klemmuz : « Bet sonj euz an Anaon ! »
Ar gwenan oa dizroet en ho c’holoennou,
Al labouset oa kousket e dounder ar skourrou ;
Eur zioulded melkoniuz a waske ar galon ;
Ar c’hloc’h en tour a gane : « Bet sonj euz an Anaon ! »
E bolz an env ar stered skeduz a lugerne,
Avelik dous ar c’hreiz-deiz er gwez-sapr a varve,
A varve ’n eur c’hrosmolat gand eur vouezig a gaon :
« O c’houi hag hon deuz karet, bet sonj euz an Anaon ! »
« Egiz ar moged tano a zav euz an doen,
Pa zav an eol bep mintin, ha na weler mui ken,
Evel an aezen skanvik marvet er geuniou don,
E tremenaz ho deiziou : « Bet sonj euz an Anaon ! »
O pet sonj euz an Anaon ! Euz ar re ne maint ken,
Hag oc’h euz darempredet, deac’h en ho keriaden ;
Du-hont ho beziou glazet, e skeud an tour krignet,
A zo ganeoc’h dilezet, er vered benniget.
Goude eur ged frealzet gand promesaou ar feiz
Ho deuz kuiteet ar bed-ma ; c’houi rai veldho eun deiz…
Ho puez a dremeno evel ar bokedik
Bleuniet ker koant er beure, goenvet d’ar pardaezik.
An dervez labour echu, re-all ive d’ho zro,
O vont dre ’r gwenojennou moueziou kaon a glevo ;
Kloc’h skiltruz ar glaz ive a laro d’ho c’halon :
« O c’houi, hag hon euz karet, Bet sonj euz an Anaon ! »
|
————