René PRUD’HOMME, 1905  (p. 50-52)



IV


NOUEL NEVEZ

——


D’an A. Lajat, « Mab an Argoat ».


War don pobluz : Christe Redemptor.


Ra vo meulet e peb mare,
Hag euz eur c’hantved d’egile,
An nozvez meurbed benniget
E pini Jezuz zo ganet.

Mari ha Joseph, e Bethleem,
Ho deuz klasket, hep en em glemm,
Eul lojeiz evit an noz
Er gearik-se euz ho zud koz.

Disprizet gand kerent memez,
En abeg euz ho faourentez,
An daou bried santel hep dor
A rank goulskoude kaout goudor.

O veuli bolontez Doue
Ez eont er meaz a gear neuze,
’Vit monet en eur c’hraou dister,
Digor a bep tu d’an amzer.


O tra souezuz braz meurbed !
An Hini a grouaz ar bed
Ne gav ket zoken digemer
Gand tud hag a breno ken ker !

E kreiz an noz steredennet
Ar c’hraou a zo sklerijennet ;
Mari, bepred Mamm ha Gwerc’hez
Da Jezuz-Krist a ro buez.

War eun dornad plouz astennet,
Gand dillad he Vamm mailluret,
Jezuz d’he gerent vousc’hoarze
Giz eol ar beure er mene.

Mabig Jezuz, an drugarez,
Na c’houi zo din a garantez !
En em c’hreat den evit an den,
Piou n’ho karo hiviziken ?

Gortozet ’pad pevar mil bloaz,
Donedigez ar Mesiaz
Na c’helle chom eun dra guzet,
Setu penaoz voe diskuillet....

An env souden zo digoret
Hag an elez a zo nijet,
O kana dre ho c’hantikou :
« Gloar da Zoue ’bar an envou ! »

D’ar bastored, gand ho denved,
Ez int neuze ’n em ziskouezet,

E kreiz eun tarsad sklerijen
Hag a ro d’ezho krenien.

« N’ho pezet aon, eme eun eal,
« Leac’h oc’h euz hirio da dridal ;
« E kear David ez eo ganet
« Jezuz ar Mesiaz gedet.

« Ha setu e pe seurt doare
« E kavot ar Mabik-Doue :
« En eur c’hraouik paour, gourvezet,
« He welot laouen astennet.... »

D’an ampoent e klefjont ervad :
« Peoc’h d’an dud a volontez vad ! »
Pegement ez eo dudiuz
Ar gomz-ma war gavel Jezuz !

Sammet gantho beb a oanig,
Ar bastored a gerz prestik
D’ho c’hinnig d’ar Mabik Jezuz,
A gavont er c’hraou burzuduz.

Harz treid ar bugel digouezet,
Kerkent d’an daoulin int kouezet,
Oc’h hen anaoud ’vit ho Doue,
Ho Mestr, ho Zalver, ho Roue.

Mabik Jezuz, bugelik koant
N’hellan ket d’eoc’h-hu rei arc’hant ;
Hogen, kemerit va c’halon
Renit da virviken warnhon !