Bibl/Ann Eklésiastes
1. Geriou ar Prézéger, mâb David, roué é Jéruzalem.
2. Avel ann avélou, émé ar Prézéger, avel ann avélou, hag avel pép-trâ.
3. Pétrâ a zeû d’ann dén eûz ann holl labour a râ dindân ann héol ?
4. Eur rumm a drémen, hag eur rumm all a zeû : hôgen ann douar a choum stard da-vikenn.
5. Ann héol a zâv hag a ia da guza, hag é tistrô d’hé léac’h ken̄ta : hag ô assével ac’hanô,
6. Éz â étrézég ar c’hrésteiz, hag é trô étrézég ann han̄ter-nôz : ann avel a drô a bép tû, hag a zistrô war-n-ézhan̄ hé-unan, oc’h ôber trôiou brâz.
7. Ann holl steriou a ia er môr, hag ar môr na skûḻ két dreist : ar steriou a zistrô d’al léac’h a béhini é oan̄t deûet évid rédeg adarré.
8. Ann holl draou a zô diez ; ann dén na hell két hô displéga gan̄d hé lavariou. Né két gwalc’net al lagad ô wélout, na leûniet ar skouarn ô klevout.
9. Pétrâ a zô bét ? Ar péz a vézô. Pétrâ a zô bét gréat ? Ar péz a vézô gréat.
10. N’eûz nétrâ a névez dindân ann héol, ha dén na hell lavarout : Chétu eunn dra névez ; râk béz’ eo bét ken̄t enn amzériou a zô tréménet enn hor raok.
11. N’eûz két a én̄vor eûz ann traou ken̄t ; hag ar péz a dlé don̄t a vézô an̄kounac’héet gan̄d ar ré a zeûi war hon lerc’h.
12. Mé, ar Prézéger, a zô bét roué Israel é Jéruzalem.
13. Lékéat em bôa em spéred en̄klaskout ha c’houilia gan̄d furnez kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol. Doué en deûz rôet ar gwall bréder-zé da vugalé ann dûd évit ma en em rôjen̄t d’hô anaout.
14. Gwélet em eûz kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héôl, ha chétu eo avel pép-trâ, ha glac’har a spéred.
15. Ar ré fallakr a zô diez da reiza, ha brâz-meûrbéd eo niver ar ré ziskian̄t.
16. Komzet em eûz em c’haloun, ô lavarout : Chétu mé a zô deûet da véza brâz, hag éat ounn er furnez enn tu all d’ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem ; ha va spéred en deûz gwélet kalz traou gan̄t furnez, hag em eûz desket.
17. Rôet em eûz va c’haloun da zeski ar poell hag ar gélennadurez, ar faziou hag ar follen̄tez ; hag em eûz anavézet pénaoz é kémen̄t-sé éz eûz ivé poan, ha glac’har a spéred :
18. Râg gan̄d eur furnez vrâz éz eûz eunn argarzidigez vrâz ; ha néb a gresk hé wiziégez a gresk ivé hé boan.
1. Mé em eûz lararet em c’haloun : Déomp, en em rôomp d’ann dudiou, ha piaouomp ar madou, hag em eûz gwelet pénaoz eo ivé avel kemen̄t-sé.
2. Ar c’hoarz em eûz prizet ével eur fazi ; ha d’al lévénez em eûz lavaret : Pérâg en em douellez-té enn-aner?
3. Mennet em eûz em c’haloun tenna va c’hîk diouc’h ar gwîn, évid dougen va spéred d’ar furnez, ha tec’hout diouc’h ar follen̄tez, kén n’em bijé gwélet pétrâ a zô mâd da vugalé ann dûd, ha pétrâ a dléon̄t da ôber dindân ann héol héd holl zeisiou hô buez.
4. Labouriou brâz em eûz gréat ; tiez em eûz savet évid-oun ; gwiniennou em eûz plan̄tet.
5. Liorsou ha berjézou em eûz gréat, hag em eûz plan̄tet enn-hô gwéz-frouez a bép doare.
6. Gréat em eûz lennou dour, évid doura gwéz iaouan̄k ar c’hoajou.
7. Bét em eûz mévellou ha mitisien, ha kalz a dûd all, hag eul lôd brâz a éjenned hag a zén̄ved, dreist ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem.
8. Dastumet em eûz évid-oun arc’han̄t hag aour, ha danvez ar rouéed hag ar brovin̄sou ; bét em eûz kanérien ha kanérézed, ha kémen̄d a zô dudiuz da vugalé ann dûd, kôpou ha listri évit servicba ar gwîn.
9. Ha madou em eûz bét dreist ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalen ; hag ar furnez a zô choumet bépréd gan-én̄.
10. Kémen̄d hô deûz c’hoan̄téet va daoulagad da gaout, em eûz rôet d’ezhô ; n’em eûz két miret out va c’haloun n’en em rôjé d’al lévénez, ha da gémen̄d dudi em bôa aozet ; ha mé em bôa krédet pénaoz é oa va lôd tenna frouez eûz va holl labouriou.
11. Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
12. Neûzé ounn trôet da arvesti ar furnez, ar faziou hag ar follen̄tez. (Pétrâ eo, émé-vé, ann dén, évit ma helfé heûlia ar roué en deûz hé grouet ?)
13. Hag em eûz gwélet pénaoz ar furnez a zô kémen̄t dreist ar follen̄tez, ével ma eo ar goulou dreist ann dévalien.
14. Daoulagad ann dén fûr a zô enn hé benn ; ann dén foll a valé enn dévalien ; ha desket em eûz pénaoz é varv ann eil hag égilé.
15. Hag em eûz lavaret em c’haloun : Mar tléann mervel kerkoulz hag ann dén foll, pétrâ a dâl d’in béza bét furoc’h ? Neûzé em eûz lavaret em spéred, pénaoz kémen̄t-sé a oa ivé avel.
16. Râk na vézô két peûr-baduz én̄vor ann dén fûr, ken-nébeût hag hini ann dén foll, hag ann amzériou da zon̄t a c’hôlôi pép-trâ gan̄d ann an̄kounac’h ; ann dén gwiziek a varv kerkoulz hag ann dén diwiziek.
17. Râk-sé eo deûet kasauz ar vuez d’in, pa em eûz gwélet pénaoz éma ann holl boaniou dindan ann héol, ha ma eo pep-trâ avel ha glac’har a spéred.
18. Goudé-zé em eûz argarzet ann holl bréder gan̄t péhini em eûz labouret dindân ann héol, évit lézel eur mâp en dévézô va madou em goudé,
19. Péhini a zeûiô da vestr war va holl labouriou em eûz gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz hag a bréder, hép ma ouzoun pé é vézô fûr pé é vézô foll. Hag eunn dra a zô kenn avéluz ?
20. Dré-zé em eûz éhanet, ha va c’haloun é deûz dinac’het pelloc’h ôber labour é-béd dindân ann héôl.
21. Râg goudé ma en deûz eur ré labouret gan̄t furnez, gan̄t poell, gan̄t préder, é lez ar péz en deûz gréat da eunn dén lézirek ; ha kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn drouk brâz.
22. Râk pétrâ a dalô d’ann dén hé holl labouriou hag hé c’hlac’har a spéred, gan̄t péré eo bét en̄krézet dindan ann héol ?
28. Hé holl zeisiou a zô leûn a boan hag a reûz ha n’en deûz két a éhan enn hé spéred a-zoug ann nôz ; ha né két avel kémen̄t-sé ?
24. Ha né két gwelloc’h dibri hag éva hag ôber vâd d’hé éné gan̄t frouez hé labouriou ? Ha kémen̄t-man̄ a zeû eûz a zourn Doué.
25. Piou en dévézô hé walc’h hag hé zudi ével-d-oun?
26. Doué en deûz rôet d’ann dén a zô mâd dirâg hé zaoulagad ar furnez, ar wiziégez, hag al lévénez ; hôgen d’ar péc’her en deûz rôet ar c’hlac’har hag ar préder didalvez, évit ma verniô ha ma tastumô madou évit béza rôet d’ann hini a vézô hétuz da Zoué ; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn en̄krez didalvez a spéred.
1. Pép trâ é deûz hé amzer, ha pép trâ, goudé béza bét, a drémen dindân ann én̄v.
2. Amzer da c’hénel, hag amzer da vervel ; amzer da blan̄ta, hag amzer da denna ar péz a zô plan̄tet ;
3. Amzer da laza, hag amzer da iac’haat ; amzer da ziskara, hag amzer da zével.
4. Amzer da wéla, hag amzer da c’hoarzin ; amzer d’en em c’hlac’hari, hag amzer da drida ;
5. Amzer da deûrel mein, hag amzer d’hô dastumi ; amzer da boki, hag amzer da bellaad diouc’h ar pokou.
6. Amzer da bréna, hag amzer da golla ; amzer da virout, hag amzer da zisteûrel ;
7. Amzer da regi, hag amzer da c’hria ; amzer da devel, hag amzer da gomza ;
8. Amzer évid ar garan̄tez, hag amzer évid ar gasoni ; amzer évid ar brézel, hag amzer évid ar péoc’h ;
9. Pétrâ a denn ann dén eûz hé labour ?
10. Gwélet em eûz ann en̄krez en deûz rôet Doué da vugalé ann dûd, évid hô lakaad da zoania.
11. Kémen̄d en deûz gréat a zô mâd enn hé amzer, hag ar béd en deûz rôet d’hô strivou ; hag ann dén na anavézô két koulskoudé ann ôberiou gréat gan̄d Doué adaleg ar penn-ken̄ta bétég ann divéza.
12. Ha mé em eûz anavézet pénaoz né oa nétra gwelloc’h égéd en em laouénaat, hag ôber ervâd enn hé vuez.
13. Râk kémen̄d hini a zebr hag a év, hag a denn hé vâd eûz hé labour, en deûz kémen̄t-sé dré eur rô eûz a Zoué.
14. Desket em eûz pénaoz ann holl ôberiou en deûz gréat Doué, a badô da-vikenn ; ha na hellomp na lakaad ouc’h-penn, na lakaat nébeûtoc’h d’ar péz en deûz gréat Doué, évit ma vézô doujet.
15. Ar péz a zô bét, a zô c’hoaz ; ar péz a dlé don̄t, a zô bét ken̄t ; ha Doué a zigas adarré ar péz a oa éat ébiou.
16. Gwélet em eûz dindân ann héol ar fallagriez é léac’h ar varn, hag ann direiz é léac’h ar reiz.
17. Hag em eûz lavaret em c’haloun : Doué a varnô ann dén reiz hag ann dén direiz, ha neûzé é vézô amzer pép-trâ.
18. Lavaret em eûz em c’haloun diwar-benn bugalé ann dûd, pénaoz é arnod Doué anézhô, hag é tiskouéz pénaoz in̄t hén̄vel oud al loéned.
19. Râk-sé ann dûd a varv ével al loéned, hag hô stâd a zô hével-hével ; ével ma varv ann dén, é varv ivé al loen ; enn eunn hévélep doaré é tennon̄t hô alan ann eil hag égilé, hag ann dén n’en deûz nétrâ dreist al loen ; pép-trâ zô avel hag a blég d’ann avel (T).
20. Ha pép-trâ a ia étrézég ann hévélep léac’h ; eûz ann douar in̄t bét tennet, hag enn douar é tistrôon̄t adarré.
21. Ené bugalé Adam, na piou a oar hag hen a biñ d’ann néac’h ? Ené ann anévaled, na piou a oar hag hen a ziskenn d’ann traon̄ ? (T).
22. Hag em eûz anavézet pénaoz n’eûz nétrâ gwelloc’h évit ann dén égéd en em laouénaad enn hé labour, ha pénaoz eo hen-nez hé lôd. Râk piou a zougô anézhan̄ da anaout ar péz a c’hoarvézô hé-c’houdé ?
1. Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania ; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
2. Ha mé em eûz meûlet ken̄toc’h ar ré varô égéd ar ré véô.
3. Hag eurusoc’h égét-hô holl em eûz kavet ann hini ha n’eo két c’hoaz ganet, ha n’en deûz két gwélet ann droug a réeur dindân ann héol.
4. Gwélet em eûz c’hoaz holl labouriou ann dûd, hag em eûz anavézét pénaoz hô ijin a zô hérézet gan̄d hô nésa ; hag é kémen̄t-sé éz eûz avel ha préder didalvez.
5. Ann dén foll a laka hé zaouarn ann eil enn égilé, hag a zebr hé gig hé-unan, ô lavarout :
6. Gwell eo eunn dournad gan̄d éhan, égéd daou zournad gan̄d labour ha gan̄t glac’har a spéred.
7. Enn eur sellet oc’h pép trâ em eûz kavet eunn avel all dindân ann héol.
8. Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr ; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou ; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan : Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou ? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.
9. Gwell eo éta béza daou kévret égéd unan ; râg gôbr hô deûz enn hô c’hévrédigez.
10. Mar kouéz unan, égilé hen harpô. Gwâ ann dén hé-unan ! râk mar kouéz, n’en dévézô dén évid hé zével.
11. Mar kousk daou kévret, en em dommin̄t ann eil égilé ; ma n’eûz néméd unan, pénaoz é tommô ?
12. Mar d-eo kréoc’h unan égéd eunn all, daou a vézô tréac’h d’ézhan̄ ; eur gorden a dri gôr a zô diez da derri.
13. Gwell eo eur bugel paour ha fûr, égéd eur roué kôz ha foll, péhini na oar râg-gwélout nétrâ évid ann amzer da zon̄t.
14. Râg a-wéchou ann hini a zô er vâc’h hag er chadennou, a zeû er-méaz évit béza roué ; hag eunn all ganet roué a gouéz enn davan̄tégez.
15. Gwélet em eûz ann holl dûd véô a valé dindân ann héol gan̄d ann eil zén iaouan̄k a zavô enn hé léac’h.
16. Diniver eo ann holl bobl a zô bét enn hé raok ; hag ar ré a dlé don̄t hé choudé n’en em laouénain̄t két enn-han̄ ; hôgen kemen̄t-sé a zô ivé avel ha glac’har a spéred.
17. Laka évez péléac’h é lékéez da droad p’az éez é tî Doué, ha tôsta évit sélaoui. Râg gwell eo ar zen̄tidigez égét viktimou ar ré ziskian̄t, péré na ouzon̄t két pé zroug a réon̄t.
1. Na lavar nétrâ gan̄d diévézded, ha na hastet két da galoun da gomza dirâk Doué. Râg enn én̄v éma Doué, ha té a zô war ann douar : râk-sé bézet dibaot da c’heriou.
2. Ar prédériou brâz a zigas ann huvréou hag ar follen̄tez en em gav el lavariou paot.
3. Ma éc’h eûz gréat eur gwéslt da Zoué, na zalé két d’hé zévéni ; râg ar gwéstl disléal ha foll a zô dihétuz d’ézhan̄ ; hôgen p’az pézô gréat eur gwéstl, séven-hén̄.
4. Gwéll eo kalz choum hep ôber gwéstlou égéd ôber gwéstlou, ha choum hép ôber anézhô.
5. Na vézet két da c’hénou a abek d’as kîk da béc’hi ; ha na lavar két dirâg ann éal : N’eûz kéd a râg-gwél ; gan̄d aoun na zavché droug enn Aotrou oud da lavariou, ha na gasché-da-gét holl ôberiou da zaouarn.
6. El léac’h ma éz eûz kalz a huvréou, éz eûz ivé kalz a avel ha lavariou diniver ; hôgen té, douj Doué.
7. Mar gwelez gwaskérez ar béorien, hag ar gwall varnou, ha diskar ann dén reiz enn eur vrô, na véz két souézet gan̄t kémen̄t-sé : râg ann hini a zô uc’hel en deûz c’hoaz eunn all uc’héloc’h égét-han̄, ha ré all a zô c’hoaz uc’héloc’h égéd ar ré-man̄ ;
8. Hag ouc’h-penn éz eûz eur roué hag a c’hourc’hémenn war ann holl vrô a zô dindân hé c’halloud.
9. Ann dén ré biz n’en dévézô bikenn arc’han̄t a-walc’h ; hag ann hini a gâr ar madou, na dennô két a frouez anézhô ; eunn avel éta eo ivé.
10. El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou ?
11. C’houék eo ar c’housk d’ann hini a labour, daoust pé é tebr nébeût, pé é tebr kalz ; hôgen al leûnder a vîr oud ann dén pinvidik na gousk.
12. Eur gwall glén̄ved all a zô c’hoaz, hag em eûz gwélet dindân ann héol : madou miret évit en̄krez hô ferc’hen ;
13. Râk mon̄d a réon̄t da-gét enn eur c’hlac’har vrâz ; bez’ en deûz bét eur mâp a gouézô er baouren̄tez ar vrasa.
14. Ével ma eo deûet enn noaz eûz a gôv hé vamm, ével-sé é tistrôiô ha na gasô gan̄t-han̄ nétrâ eûz hé labouriou.
15. Klén̄ved truézuz-brâz ; ével ma eo deûet, é tistrôiô. Pétrâ éta a dâl d’ézhan̄ béza labouret enn avel ?
16. É holl zeisiou hé vuez en deûz débret enn dévalien, é kalz a brédériou, er reûz hag enn doan.
17. Dré-zé éta em eûz kavet mâd évid eunn dén ma tebrché, ha ma évché, ha ma en em laouénaché enn hé labour a râ dindân ann héol, enn holl zeisiou en deûz rôet Doué d’ézhan̄ ; râg hen-nez eo hé lôd.
18. Ha pa en deûz rôet Doué da eunn dén madou ha danvez, hag ar galloud da zibri anézhô, da biaoua hé lôd, ha d’en em laouénaad enn hé labour ; kémen̄t-sé zô eur rô eûz a Zoué.
19. Râk n’en dévézô két kalz a goun eûz hé vuez, pa zeûiô Doué da garga hé galoun a lévénez.
1. Béz’ éz eûz c’hoaz eunn drouk em eûz gwélet dindân ann héol, hag a zô paot é-touez ann dûd :
2. Eunn dén da béhini en deûz Doué rôet madou ha danvez hag énor, ha péhini en deûz kémen̄t a c’hoan̄ta da gaout : a béré n’en deûz két rôet Doué d’ézhan̄ ar galloud da zibri anézhô ; hôgen ma vézin̄t loun̄ket gan̄d eunn dén a-ziavéaz ; kémen̄t-sé zô avel hag eur reûz brâz.
3. Ha pa en défé ganet eunn dén kan̄t mâb, ha pa en défé bévet meûr a vloaz, ha ma vé deûet da véza kôz ; ma na denn két hé éné hé c’hounid eûz hé vadou hag eûz hé zanvez ; ha mar tiouér eur béz ; mé a lavar pénaoz eur sioc’han a zô gwelloc’h éget-han̄.
4. Râg enn-aner eo eo deûet, hag é kerz enn dévalien, hag hé hanô a vézô kollet enn an̄kounac’h.
5. N’en deûz két gwélet ann héol, ha n’en deûz két anavézet ar mâd diouc’h ann drouk.
6. Ha pa en défé bévet daou vil bloaz, ma n’en deûz két perc’hennet hé vadou ; ha n’éz éon̄t két holl d’ann hévélep léac’h ?
7. Holl labouriou ann dén a zô évid hé c’hénou ; hôgen hé éné na vézô két leûniet.
8. Pétrâ en deûz ann dén fûr dreist ann dén foll ? Ha pétrâ en deûz ar paour, némét ma kerz d’al léac’h ma éma ar vuez ?
9. Gwell eo gwélout ar péz a choan̄taeur, égét c’hoan̄taat ar péz ha na ouzeur két ; hogen kémen̄t-sé a zô ivé avel hag herder a spéred.
10. Néb a dlé beza, a zô a-vréma anavézet dré hé hanô ; gouzoud a réeur pénaoz eo eunn dén, ha pénaoz na hell két striva é barn a-éneb ann hini a zô tréac’h d’ézhan̄.
11. Kalz é komzeur, kalz a c’heriou a lévéreur er strîv, hag avel n’in̄t kén.
1. Pétra ’dal d’ann dén klaskout ar péz a zô dreist-han̄, hén̄ péhini na oar két pétrâ a zô talvouduz d’ézhan̄ enn hé vuez, a-héd ann deisiou é péré éz eo diavésiad war ann douar, é-pâd ann amzer a drémen ével eur skeûd ? Pé piou a hellô diskuḻia d’ézhan̄ ar péz a dlé béza enn hé c’houdé dindân ann héol ?
2. Gwell eo eunn hanô mâd, égét louzou-c’houés-vâd ha talvouduz-brâz ha deiz ar marô égéd deiz ar c’hanédigez.
3. Gwell eo mon̄t enn eunn ti kan̄v, égéd enn eunn ti banvez ; râg enn hen-nez é wéleur divez péd dén, hag ann dén béô a laka enn hé én̄vôr pétrâ a dlé c’hoarvézout gan̄t-han̄.
4. Gwell eo ar vuanégez égéd ar c’hoarz ; râk kaloun ann hini a béc’h a zô kélennet gan̄d doan ann dremm.
5. Kaloun ar ré fûr a zô el léach ma éma ann doan, ha kaloun ar ré foll el léac’h ma éma al lévénez.
6. Gwell eo béza kélennet gan̄d eunn dén fûr, égét béza touellet gan̄t likaouérez ar ré foll ;
7. Râk c’hoaz ann dén foll a zô ével ann trouz a râ ar spern pa loskon̄t dindân eur pôd ; hôgen avel eo kémen̄t-sé.
8. Ann drouk-komz a reûstl ann dén fûr, hag a ziskar nerz hé galoun.
9. Gwell eo divez eul lavar égéd hé zerou. Gwell eo eunn dén habask égéd eunn dén rôk.
10. Na véz két téar da vuanékaat ; râg ar vuanégez a gémer hé éhan é askré ann dén foll.
11. Na lavar két : Pérâg eo bét gwelloc’h ann amzériou ken̄t égéd ar ré a vréma ? Râk né két fûr ar goulenn-zé.
12. Talvoudosoc’h eo ar furnez gan̄d ar madou, ha gwelloc’h eo évid ar ré a wél ann héol.
13. Râg ével ma tifenn ar furnez, é tifenn ivé ann arc’han̄t ; hôgen ar wiziégez hag ar furnez hô deûz kémen̄t-man̄ ouc’h-penn, ma rôon̄t ar vuez da néb en deûz anézhô.
14. Sell oc’h ôberiou Doué, ha pénaoz na hell dén gwellaat ar péz en deûz disprizet.
15. Piaou ar madou enn deiz mâd, ha béz daré évid ar gwall zeiz ; râg ével ma en deûz Doué gréat unan anézhô, en deûz ivé gréat égilé, hép ma hell dén hé damallout é nép trâ.
16. Ann dra-man̄ em eûz gwelet ivé é deisiou va avel : ann dén reiz a varv enn hé reizded, hag ann dén fallagr a vév pell enn hé zrougiez.
17. Na véz két ré reiz ; ha na véz két furoc’h égét na eo réd, gan̄d aoun na zeûjez da abafi.
18. Na ra két ré a fallagriézou ; ha na véz két foll, gan̄d aoun na varvchez ken̄t da amzer.
19. Mâd eo d’id skoazia ann dén reiz ; hôgen na denn két da zourn diouc’h ar ré all ; râk néb a zouj Doué na zilez hini é-béd.
20. Ar furnez a gréva ann dén fûr dreist dék prin̄s eur géar.
21. Râk n’eûz két eunn dén reiz war ann douar, a râjé vâd, ha na bec’hché két.
22. Na lékéet két da galoun a évez out kémen̄d a lévéreur ; gan̄d aoun na glevchez da zervicher ô villiga ac’hanod :
23. Râk té a oar enn da goustian̄s pénaoz éc’h eûz ivé alies milliget ar ré all.
24. Gréat em eûz pép-trâ évit béza fûr. Lavaret em eûz : Fûr é teûinn da véza ; hag ar furnez a zô éat pell diouz-in.
25. Pelloc’h eo éat égét na oa. Gwall zoun eo, piou hé c’havô ?
26. Lékéat em eûz va spéred da skléraat pép-trâ, évit gouzout, évid arvesti, évit klaskout ar furnez hag ann abek ; hag évid anaout fallagriez ar ré foll, ha fazi ar ré ziévez :
27. Hag em eûz kavet pénaoz ar c’hrég a zô c’houervoc’h égéd ar marô, lindâg ar wénaerien ; pénaoz hé c’haloun a zô eur rouéd, hag hé daouarn chadennou. Néb a zô hétuz da Zoué a dec’hô diout-hî ; hôgen ar péc’her a vézô paket gan̄t-hî.
28. Chétu ar péz em eûz kavet, émé ar prézéger, enn eil hag égilé, évit kaout ann abek,
29. A glask c’hoaz va éné, ha n’en deûz két kavet. É-touez mil goaz em eûz kavet unan, é-touez ar merc’hed holl n’em eûz kavet hini é-bed.
30. Ann dra-man̄ hép-kén em eûz kavet, pénaoz en deûz Doué gréat ann dén reiz, ha pénaoz eo eo em reûstlet hé-unan enn eul lôd brâz a c’houlennou. Piou a zô fûr a-walch évit kémen̄t-man̄ ? Piou a anavez diskoulm ar gér-zé ?
1. Furnez ann dén a luc’h enn hé zremm, hag ann Holl-c’halloudek a drô ann doaré anézhan̄.
2. Évid-oun-mé a vîr génou ar Roué, hag ar gourc’hémennou en deûz rôet Doué gan̄t lé.
3. Na hast két en em denna a zira-z-han̄, ha na gen̄dalc’h két er gwall-ôber ; râg hén̄ a rai ar péz a garô :
4. Hag hé c’hér a zô leûn a c’halloud ; ha dén na hell lavaroud d’ézhan̄ : Pérâg é réz-té ével-sé ?
5. Néb a vîr ar gourc’hémennou, na c’houzan̄vô droug é-béd. Kaloun ann dén fûr a boell ann amzer hag al lavar.
6. Pép trâ é deûz hé amzer hag hé drô vâd, hag eur c’hlac’har vrâz eo évid ann dén,
7. O véza na oar két ar péz a zô tréménet, ha na hell kaout kélou é-béd eûz ar péz a zô da zon̄t.
8. N’éma két é galloud ann dén derc’hel ar spéred ; n’en deûz galloud é-béd war zeiz ar marô ; na hell két kaout a arsaô er brézel a c’hourdrouz anézhan̄ ; hag ar fallagriez na dennô két ar fallagr a boan.
9. Kémen̄t-sé holl em eûz gwélet, hag em eûz rôet va c’haloun da gémen̄t a réeur dindân ann héol. A-wechou é teû eunn dén da aotrounia eunn all enn hé zroug hé-unan.
10. Gwélet em eûz tûd fallagr bésiet, péré pa oan̄t c’hoaz béô, a oa el léac’h san̄tel, hag a oa meûlet é kéar, ével pa vijé bét reiz hô ôberiou ; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel,
11. Râg ô véza n’eo két douget râk-tâl ar varn a-éneb ar ré zroug, bugalé ann dûd a râ ann drouk héb aoun é-béd.
12. Koulskoudé pa wélann ar madélez-zé é-kén̄ver ar péc’her, péhini en deûz gwall-c’hréat kant gwéac’h, éc’h anavézann pénaoz é teûiô vâd d’ar ré a zouj Doué hag a énor anézhan̄.
13. Na vézet két a vâd d’ann dén fallagr, ha na vézet két hirréet hé zeisiou ; hôgen ra dréménô ével eur skeûd ar ré na zoujon̄t két dremm ann Aotrou.
14. Béz’ éz eûz c’hoaz eunn avel all hag a c’hoarvez war ann douar ; béz’ éz eûz tûd reiz, war béré é kouéz ar reûsiou, ével pa hô défé gréat ôbériou ar ré fallagr ; ha béz’ éz eûz tûd fallagr, péré a vév er fisian̄s, ével pa hô défé gréat ôbériou ann dûd reiz ; hôgen kémen̄t-sé a zô avel, war va ménô.
15. Meûlet em eûz éta al lévénez ; hag em eûz lavaret pénaoz né oa nétrâ gwelloc’h évit ann dén dindân ann héol némét dibri, hag éva, hag en em laouénaat : ha pénaoz na gasé ann dén gan̄t-han̄ némét-sé, eûz al labour en dôa gréat enn hé vuez a-zoug ann deisiou en dôa rôet Doué d’ézhan̄.
16. Hag em eûz lékéat va c’haloun da anaoud ar furnez, ha da boellaad ar gildrôidigez a wéleur war ann douar. Tûd a zô ha na gouskon̄t na deiz na nôz.
17. Hag em eûz anavézet pénaoz ann dén na hell kavout abeg é-béd eûz ann holl ôberiou a ra Doué dindân ann héol ; ha pénaoz seûl vui é strivô évid hé glaskout, seûl nébeutoc’h hé gavô ; ha pa lavarfé ann dén fûr pénaoz é oar kémen̄t-sé, na hellô két hé gavout.
1. Kémen̄t-sé holl em eûz mennet em c’haloun, évid hô foella gan̄t préder. Béz’ éz eûz tud reiz ha tud fûr, hag hô ôberiou a zô é dourn Doué : ha koulskoudé ann dén na oar két pé é tellez ar garan̄tez, pé ar gasoni ;
2. Hôgen pép-trâ a zô miret évid ann amzer da zon̄t, hag a choum arvaruz aman̄, ô véza ma c’hoarvez pép-trâ enn eunn doaré kévatal gan̄d ann dén reiz ha gan̄d ann dén direiz, gan̄d ann dén mâd ha gan̄d ann dén fall, gan̄d ann dén glân ha gan̄d ann dén dic’hlan, gan̄d ann hini a lâz viktimou ha gan̄d ann hini a zispreiz ar sakrifisou. Ével éma ann dén mâd, éma ivé ar péc’her ; néb a dou é-gaou, ével néb a dou é-gwirionez.
3. Chétu pétrâ zô ar gwasa er péz a c’hoarvez dindân ann héol, ma teû pép tra enn eunn doaré kévatal da bép-hini ; hag ac’hanô é teû kalounou bugalé ann dûd da véza leûn a zrougiez, hag a zispriz héd hô buez ; ha goudé-zé é-vézin̄t lékéat é touez ar re varô.
4. N’eûz dén hag a vévché bépréd, nag en défé zô-kén ar fisian̄s eûz a gémen̄t-sé ; gwell eo eur c’hi béô égéd eul léon marô.
5. Râg ar ré véô a oar pénaoz é tléon̄t mervel ; hôgen ar ré varô na anavézon̄t mui nétrâ, ha n’hô deûz mui a gôbr : râg ann én̄vor anézhô a zô rôet d’ann an̄kounac’h.
6. Ar garan̄tez, ar c’hâs, hag ann hérez a zô éat-da-gét gan̄t-hô, ha n’hô deûz mui a lôd er béd-man̄, nag é kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol.
7. Kéa éta ha debr da vara gan̄d dudi, hag év da wîn gan̄t lévénez ; râk da ôberiou a zô hétuz da Zoué.
8. Bézet gwenn da ziḻad é péb amzer, ha na ziouéret két ann éôl war da benn.
9. Bév laouen gan̄d ar c’hrég a garez, a-zoug ann deisiou eûz da vuez berr-baduz, a zô bét rôet d’id évid ann holl amzer eûz da avel : râg hen-nez eo da lôd er vuez-man̄, hag el labour éc’h eûz da ôber dindân ann héol,
10. Grâ buan kémen̄d ha ma hellô ôber da zourn ; râk na vézô mui na labour, na reiz, na furnez, na gwiziégez er béz, étrézé péhini en em hastez da von̄t.
11. Trôed ounn enn ennn tû all, hag em eûz gwélet pénaoz né két ar réd évid ar ré skan̄va, nag ar brézel évid ar ré gréva, nag ar bara évid ar ré fûr, nag ar madou évid ar ré zesket, nag ar c’hrâd-vâd évid ar vichérourien ; hôgen éz â pép-trâ diouc’h ann amzer hag ann darvoud.
12. Ann dén na anavez két hé zivez : hag ével ma pakeur ar pésked gan̄d ann higen, hag al laboused gan̄d ar rouéjou, ével-sé ann dûd a zô paket gan̄d ar gwall amzer, pa en em daol war-n-ézhô râk-tâl.
13. Gwélet em eûz ivé ar furnez-man̄ dindân ann héol, hag em eûz kavet é oa brâz :
14. Eur géar vihan, ha nébeûd a dûd enn-hi ; eur roué brâz a zeûaz enn hé énep, hag a gelc’hiaz anézhi ; sével a réaz kréou trô-war-drô, hag é stourmaz out-hi.
15. En em gavet eo bét enn-hi eunn dén paour ha fûr, péhini en deûz dieûbet kéar dré hé furnez ; ha dén goudé-zé n’en deûz bét a én̄vor eûz ann dén paour-zé.
16. Ha mé a lavaraz pénaoz é oa gwelloc’h ar furnez égéd ann nerz ; pénaoz éta eo bét disprizet furnez ar paour, ha n’eo két bét sélaouet hé c’heriou ?
17. Geriou ar ré fûr a gleveur pa né véz trouz, ken̄toc’h égét garm ar prin̄s é-touez ar ré foll.
18. Gwell eo ar furnez égéd armou brézel ; ha néb a béc’hô enn eunn dra, a gollô kalz a vadou.
1. Ar c’helien a varv enn tréat, a wall ar vlâz anézhan̄. Eunn diboell skan̄v ha berr-baduz, a zô tréac’h d’ar furnez ha d’ar c’hloar.
2. Kaloun ann dén fûr a zô enn hé zourn déou, ha kaloun ann dén foll enn hé zourn kleiz.
3. Ann dén foll pa valé enn hé hen̄t, ô véza ma eo foll hé-unan, a gréd pénaoz eo foll ar ré all holl.
4. Mar sâv dreist-od ann hini en deûz ar galloud, na fin̄v két eûz da léac’h : râg ar wellaen a lakai da éhana péc’héjou brâz.
5. Eunn droug a zô em eûz gwélet dindân ann héol, hag en deûz ann doaré da zon̄t eûz a fazi ar prin̄s :
6. Ann dén foll lékéat enn eur garg uc’hel, hag ar ré binvidik azézet izel :
7. Gwélet em eûz ar sklaved war varc’h, hag ar brin̄sed ô kerzout war droad ével sklaved.
8. Néb a doull ar poull, a gouézô enn-han̄ : ha néb a freûz ar c’haé, a vézô flemmet enn-han̄ gan̄d ann aer.
9. Néb a zoug ar vein, ar vézô blon̄set gan̄t-hô ; ha néb a faout ar c’heûneûd, a vézô glazet gan̄t-han̄.
10. Mar d-eo touñet ann houarn, hag é léac’h hé lakaad enn hé stad gen̄ta, ma hé douñeur adarré, é vézô diez hé lemma ; ével-sé ar furnez na zeû némét goudé eul labour brâz.
11. Néb a zrouk-prézeg é-kûz, a zô hén̄vel oud eunn aer a flemm didrouz.
12. Geriou génou ann dén fûr a zô leûn a c’hrâs : ha muzellou ann dén foll hel lakai da gouéza.
13. Hé c’heriou gen̄ta eo follen̄tez, hag hé c’hériou divéza ar gwasa fazi.
14. Ann dén foll a baott ar geriou. Ann dén na oar két pétrâ a zô bét enn hé raok, ha piou a hellô diskleria d’ézhan̄ ar péz a vézô enn hé-c’houdé ?
15. Labour ar ré foll a c’hlac’harô anézhô, ô véza na ouzon̄t két pénaoz mon̄d da géar.
16. Gwâ té, ô douar, ma éc’h eûz eur bugel da roué, ha prin̄sed hag a zebr diouc’h ar min̄tin.
17. Euruz eo ann douar, ma en deûz eur roué a wenn vrâz, ha prin̄sed hag a zebr enn amzer réd évid en em vaga, ha nann évid en em likaoui.
18. Framm ann tî a vézô gwallet gan̄d ann diégi, hag enn abek d’ann daouarn laosk é kouézô glaô dré ann ti holl.
19. Ober a réon̄t ar bara hag ar gwin, évit béva er c’hoarz hag er banvésiou ; ha pép-trâ a zen̄t oud ann arc’han̄t.
20. Na wall-gomz két diwar-benn ar roué enn da vénoz, ha na villig két ar ré binvidik el léac’h kuzéta eûz da gampr ; râg evned ann én̄v hô-unan a gasô da vouéz, hag ar ré hô deûz diou askel a embannô da lavar.
1. Laka da vara war ann douréier réd ; râg hé gavoud a rî goudé kalz a amzer.
2. Grâ anézhan̄ seiz rann, hag eiz ; râk na ouzoud két pé zroug a c’hoarvézô war ann douar.
3. Mar béz leûn ar c’hoabr, é skuḻin̄t glaô war ann douar. Mar kouéz ar wézen war-zû ar c’hrésteiz pé ann han̄ter-nôz, é pé léac’h-bennâg é vézô kouézet, é choumô énô.
4. Néb a laka évez oud ann avel, na had két ; ha néb a zell oc’h ar c’hoabr, na védô bikenn.
5. Ével na ouzoud két dré bé hen̄t é teû ann éné, ha pénaoz en em framm ann eskern é kôv eur c’hrég brazez, ével-sé na ouzoud két ôberiou Doué, péhini eo ann ôberer eûz a bép-trâ.
6. Hâd da hâd diouc’h ar min̄tin, ha na éhanet két da zourn diouc’h ar pardaez ; râk na ouzoud két péhini a zavô da gen̄ta, hé-man̄ pé hen-nez, ha mar savon̄t hô daou, é vézô c’hoaz gwelloc’h.
7. C’houék eo ar goulou, hag eunn dra dudiuz eo d’ann daoulagad gwélout ann héol.
8. Mar bév eunn dén kalz a vloavésiou, ha mar béz laouen enn-hô, é tlé kaout koun eûz ann amzer a dévalien-zé, hag eûz al lôd brâz a zeisiou ; péré pa vézin̄t deûet, a ziskouézô pénaoz n’eo néméd avel kémen̄d a zô tréménet.
9. En em laouéna éta, dén-iaouan̄k, enn da iaouan̄ktiz, ha ra vézô da galoun enn dudi é deisiou da iaouan̄ktiz ; ha balé é hen̄chou da galoun, hag é gwél da zaoulagad ; ha gwéz pénaoz Doué az kasô er varn évit kémen̄t-sé holl.
10. Kâs-kuît ar vuanégez eûz da galoun, ha pella ann drougiez eûz da gîk ; râg ar iaouan̄ktiz hag ann dudi n’in̄t néméd avel.
1. Az péz koun eûz da grouer é deisiou da iaouan̄ktiz, abarz ma teûiô amzer ar c’hlac’har, ha ma nésai ar bloavésiou, diwar-benn péré é liviri : Na blijon̄t két d’in :
2. Abarz ma tévalai ann héol, hag ar goulou, hag al loar, hag ar stéred, ha ma tistrôi ar c’hoabr goudé ar glaô :
3. Pa grénô ar ré a vir ann tî, ha pa horellô ann dûd ar ré gréva, ha pa vézô deûet da éhana ha da véza dibaot ar ré a valé ; ha pa vézô gôlôet a dévalien ar ré a zellé dré ann toullou ;
4. Pa vézô serret dôriou ar rû ; pa vézô izel mouéz ann hini a valé ; pa zavor diouc’h kân ann evned ; ha pa zeû merc’hed ar soun da véza bouzar ;
5. Eûz al lec’hiou uc’hel hô dévézô aoun, hag é spoun̄tin̄t enn hen̄t ; ar wézen-alaman̄dez a vleûn̄vô, ar c’hiḻek-raden a lardô, ar c’haprou a iélô-da gét ; ô véza m’az ai ann dén da dî hé beûr-badélez, ha ma vézô baléet enn eur lén̄va dré ar ruou.
6. Abarz ma vézô torret ar gordennig arc’han̄t, ha ma vézô en em dennet ann taled aour, ha ma vézô brévet ar brôk war ar feun̄teun, ha ma vézô torret ar rôd war ar pun̄s,
7. Ha ma tistrôi ar poultr d’ann douar a béhini é oa bét tennet, ha m’az ai adarré ar spéred étrézé Doué, péhini en dôa hé rôet.
8. Avel ann avélou, émé ar prézéger, hag avel pép-trâ.
9. Hag ô véza ma oa fûr-brâz ar prézéger, é teskaz ar bobl, hag éc’h embannaz ar péz en dôa gréat ; ha gan̄d hé en̄klaskou é réaz kalz a barabolennou.
10. Geriou gouniduz é klaskaz, hag é skrivaz lavariou éeun, ha leûn a wirionez.
11. Geriou ar ré fûr a zô ével broudou, hag ével tachou san̄ket doun, a zô bét rôet d’é-omp gan̄d ar mesaer dré guzul ar mistri.
12. Na en̄klask nétrâ kén, va mâb. N’eûz divez é-béd oc’h ôber kalz levriou : hag ar poellad hir-baduz a c’hlac’har ar c’hîk.
13. Sélaouomp holl kévret ann divez eûz al lavar-man̄. Douj Doué, ha mir hé c’hourc’hémennou ; hen-nez eo holl zléad ann dén.
14. Ha Doué a zigasô d’ar varn ann holl faziou, ar mâd hag ann droug a vézô bét gréat.