Bibl/Kanaouen kanaouennou Salomon

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 771-775)



KANAOUEN


KANAOUENNOU SALOMON.


————


I. PENNAD.


1. Ra bokô d’in gan̄d eur pok eûz hé c’hénou ; râk da zivronn a zô gwelloc’h égéd ar gwîn ;

2. Hag ar c’houés anézhô ével al louzou ar ré c’houéka. Ével éôl skuḻet eo da hanô ; râk-sé eo é kâr ar plac’hed-iaouan̄k ac’hanod.

3. Didenn ac’hanoun ; nî a rédô war da lerc’h diouc’h ar c’houés eûz da louzou mâd. Ar roué en deûz va lékéat da von̄t enn hé gamprou : trida a raimp, hag en em laouénaimp enn-od, pa zeûi da goun d’é-omp pénaoz da zivronn a zô gwelloc’h égéd ar gwin.

4. Dû ounn, hôgen kaer ounn, merc’hed Jéruzalem, ével teltou Sedar, ével tinellou Salomon.

5. Na likiit két a évez ouz-in ô véza ma ounn demzu ; râg ann héol eo en deûz va dislivet ; merc’hed va mamm hô deûz stourmet ouz-in ; va lékéat hô deûz évid diwallout ar gwiniennou ; ha n’em eûz két diwallet va gwinien va-unan.

6. Diskouéz d’in, té péhini a gâr va éné, péléac’h é kasez da zén̄ved da beûri, péléac’h é c’hourvézez diouc’h ar c’hrésteiz, gan̄d aoun na zeûjenn da fazia oc’h heûlia tropellou da eiled.

7. Ma n’en em anavézez két, ô ar gaéra é-touez ar merc’hed, kéa er-méaz, hag heûl ann tropellou, ha kâs da venned da beûri é-tâl teltou ar vesaerien.

8. O va miñounez, da lékéat em eûz keit ha va c’hézek sternet out kirri Faraon.

9. Kaer eo da zivoc’h ével eunn durzunel ; ha da c’houzoug ével kelc’hennou.

10. Chadennou aour marellet gan̄d arc’han̄t a raimp d’id ;

11. Pa édô gourvézet ar roué, va nard en deûz rôet hé c’houés.

12. Va miñoun a zô d’in ével eur vôdennik mirr, étré va divronn é c’houmô.

13. Va miñoun a zô d’in ével eur bôd rézin Sipr, é gwiniennou Engaddi.

14. Chétu té a zô kaer, va miñounez, chétu té a zô kaer ; da zaoulagad a zô ével ré ar c’houlmed.

15. Chétu té a zô kaer ha koan̄t, va miñoun. Hor gwélé a zô gôlôet a vleûn̄.

16. A goat sedr eo kébrou hon tiez, hag hor c’hoadach a goat siprez.


————


II. PENNAD.


1. Mé eo bleûen ar park, ha lili ann traon̄iennou.

2. Ével al lili é-kreiz ar spern, ével-sé éma va miñounez é-kreiz ar merc’hed.

3. Ével eur wézen-avalou é-kreiz gwéz ar c’hoajou, ével-sé éma va miñoun é-kreiz ar vugalé. Dindan skeûd ann hini em bôa c’hoan̄téet ounn bét azézet ; hag hé frouez a oa c’houék d’am génou.

4. Va lékéat en deûz da von̄t é tî ar gwîn ; ar garantez en deûz reizet enn-oun.

5. Skoazellit ac’hanoun gan̄t bleûn̄, krévait ac’hanoun gan̄t frouez ; râk klan̄v ounn gan̄d ar garan̄tez.

6. Hé zourn kleiz a laka dindân va fenn, ha gan̄d hé zourn déou é vriata ac’hanoun.

7. Merc’hed Jéruzalem, mé hô péd stard dré ar menned-gevr ha dré girvi ar parkou, na zihunit két va miñounez, ha na likiit két anézhi da zivôrédi, kén na zihunô anézhi hé-unan.,

8. Mé a glév mouéz va miñoun, c’hétu hén̄ a zeû, enn eul lammout war ar ménésiou, enn eur saḻa dreist ar c’hrec’hiennou,

9. Va miñoun a zô hén̄vel oud eunn iourc’h, hag out menn eur garvez ; c’hétu hén̄ a zô enn hé zâ é-tâl hor môger, ô sellout dré ar prénestou, oc’h arvesti a dreûz d’ar sparlou.

10. Chétu va miñoun a lavar d’in : Saô, hast, va miñounez, va c’houlm va c’hoan̄tiz, ha deûz.

11. Râk chétu ar goan̄v a zô éat ébiou, tréménet eo ar glaô, hag eo éat-kuît.

12. Ar bleûn̄ en em ziskouéz war hon douar, deûed eo préd ar skéj ; klévet eo bét mouéz ann durzunel enn hon douar.

13. Ar wézen-fiez a ziskouéz hé fiez névez ; ar gwiniennou a zô gôlôet a vleûn̄, hag a rô c’houés vâd. Saô, va miñounez, va c’hoan̄tiz, ha deûz,

14. Va c’houlm, té péhini a zô é toullou ar méan, é kleûz ar vôger, diskouéz d’in da zremm, rô da glévout d’in da vouéz ; râk da vouéz a zô c’houék, ha da zremm a zô kaer.

15. Kémérit d’é-omp al lern bihan, péré a wast ar gwiniennou ; râk hor gwinien a zô gôlôet a vleûn̄.

16. Va miñoun a zô d’in, ha mé d’ézhan̄, hén̄ péhini en em vag é-touez al lili,

17. Kéa n’en em ziskouézô ann deiz, ha m’az ai ann dévalien ébiou. Distrô ; béz hén̄vel, va miñoun, oud eunn iourc’h, hag out menn eur garvez war ménésiou Béter.


————


III. PENNAD.


1. A-zoug ann nôzvésiou em eûz klasket em gwélé ann hini a gâr va éné ; hé glasket em eûz, ha n’em eûz két hé gavet.

2. Sével a rinn, hag éz inn trô-war-drô da géar ; dré ar ruou ha dré al leûriou-kéar é klaskinn ann hini a gâr va éné ; hé glasket em eûz, ha n’em eûz két hé gavet.

3. Ar gwarded péré a ziwall kéar, a zô en em gavet gan-én̄ : Ha n’hoc’h eûs-hu két gwélet, émé-vé, ann hini a gâr va éné ?

4. Eunn nébeût goudé ma oann éat ébiou d’ézhô, em eûz kavet ann hini a gâr va éné ; hé zalc’het em eûz, ha n’hel laoskinn két da von̄t-kuît, kén n’em bézô hé lékéat da von̄t é ti va mamm, é kambr ann hini é deûz va ganet.

5. Merc’hed Jéruzalem, mé hô péd stard dré ar menned-gevr ha dré girvi ar parkou, na zihuniet két va miñounez, ha na likiit két anézhi da zivôrédi, kén na zihunô anézhi hé-unan.

6. Piou eo houn-nez a zâv eûz ann distrô, ével eur peûl môged a zâv eûz al louzou kré, eûz ar mirr, eûz ann ézan̄s, hag eûz ann holl boultrou c’houés-vâd ?

7. Chétu gwélé Salomon war drô da béhini éz eûz tri ugen̄t dén eûz ar ré gréva eûz a Israel ;

8. Péré holl a zoug klézéier, hag a zô gwiziek-brâz é-ken̄ver ar brézel ; pép-hini anézhô en deûz hé glézé war hé vorzed gan̄d aoun râg ar spoun̄tou nôz.

9. Ar roué Salomon en deûz gréat eul léter évit-han̄ gan̄t koad al Liban.

10. Ar peûliou anézhan̄ en deûz gréat gan̄d arc’han̄t, ar c’hein gan̄d aour, ar gador gan̄t limestra ; hag ar c’hreiz anézhan̄ en deûz kin̄klet enn eunn doaré gaer enn abek da verc’hed Jéruzalem.

11. Deûit er-méaz, merc’hed Sion, ha gwélit ar roué Salomon gan̄d ar gurunen é deûz lékéat hé vamm war hé benn é deiz hé eûreûd hag é deiz lévénez hé galoun.


————


IV. PENNAD.


1. Péger kaer oud, va miñounez, péger kaer oud ! Da zaoulagad a zô ével ar c’houlmed, héb ar péz a zô kuzet enn diabars. Da vléô a zô ével tropellou gevr, a zô piñet war vénez Galaad.

2. Da zen̄t a zô ével tropellou dén̄ved touzet, péré a zô piñet eûz ar gwal-c’houer, péré a zoug holl daou oan, hag é-touez péré n’eûz hini bréc’han̄.

3. Da vuzellou a zô ével eunn taled tané ; ha da lavar a zô c’houék. Da zivoc’h a zô ével darn eunn aval-grénad, héb ar péz a zô kuzet enn diabars.

4. Da c’houzoug a zô ével tour David, a zô bét savet gan̄t kréou ; mil tiren a zô krouget out-han̄, gan̄d holl armou ar ré gré.

5. Da zivronn a zô ével daou venn gével eunn iourc’hez ô peûri é-touez al lili.

6. Kén n’en em ziskouézô ann deiz, ha m’az ai ann dévalien ébiou, mé a iélô da vénez ar mirr, ha da grec’hien ann ézan̄s.

7. Kaer holl oud, va miñounez, ha n’eûz kéd a namm enn-od.

8. Deûz eûz al Liban, va fried, deûz eûz al Liban, deûz ; kurunet é vézi ; deûz eûz a lein Amana, eûz a lein ménez Sanir hag Hermon, eûz a géviou al léoned, eûz a vénésiou al léonparded.

9. Glazet éc’h eûz va c’haloun, va choar, va fried, glazet éc’h eûz va c’haloun gan̄d unan eûz da zaoulagad, ha gan̄d unan eûz a vléô da c’houzoug.

10. Péger kaer eo da zivronn, va c’hoar, va fried ! Kaéroc’h eo da zivronn égéd ar gwîn, ha c’houés da dretou a zô dreist ann holl louzou-c’houés-vâd.

11. Da vuzellou, va fried, a zô ével eunn diren a zivér ar mél, ar mél hag al léaz a zô dindân da déôd ; ha c’houés da ziḻad ével c’houés ann ézan̄s.

12. Eul liors serret eo va c’hoar, va fried, eul liors serret, eur feun̄teun siellet.

13. Da blan̄tou a ra eul liors leûn a avalou grénad, hag a frouez all a Zipr, a nard,

14. A nard hag a zafran, a raoz hag a zinnamom, gan̄d holl wéz al Liban, ar mirr hag ann aloez, gan̄d ann holl louzou eûz ar ré wella.

15. Feun̄teun al liorsou, pun̄s ann douréier béô, a zivér gan̄d err eûz al Liban.

16. Saô, avel ann han̄ter-nôz, ha deûz, avel ar c’hrésteiz, c’houéz war va liors, ma tivérô ann trétou c’houék diout-han̄.


————


V. PENNAD.


1. Deûet va miñoun enn hé liors, ha debret frouez eûz hé wéz. Deûed ounn em liors, va c’hoar, va fried, kutuḻet em eûz va mirr gan̄t va louzou-c’houés-vâd ; debret ém eûz ann diren gan̄t va mél, évet em eûz va gwîn gan̄t va léaz ; debrit, va miñouned, hag évit, évit hô kwalc’h, va miñouned kér.

2. Mé a gousk, ha va c’haloun a zô dihun ; mé a glév mouéz va miñoun a stok : Digor d’in, va c’hoar, va miñounez, va c’houlm, va dinamm ; râk va fenn a zô gôlôet a c’hliz, ha va bléô gan̄d ar bannéou dour eûz ann nôz.

3. Diwisket em eûz va zaé, pénaoz hé gwiskinn-mé ? Gwalc’het em eûz va zreid, pénaoz é saotrinn-mé anézhô ?

4. Va miñoun en deûz tréménet hé zourn dré doull ann ôr, ha va bouzellou a zô bét strafiḻet gan̄d ann trouz en deûz gréat.

5. Mé a zavaz évid digéri d’am miñoun ; ar mirr a zivéré eûz va daouarn, ha va biziad a oa leûn eûz a virr ar c’houéka.

6. Prenn va dôr a zigoriz d’am miñoun ; hôgen hén̄ a oa éat-kuit, éad é oa ébiou. Va ené a zô bét ével teûzet, kerken̄t ha ma en deûz komzet ; hé glaskout a rîz, ha n’her c’haviz két : hé c’hervel a rîz, ha na respoun̄taz két ouz in.

7. Ar gwarded a râ ann drô eûz a géar hô deûz va c’havet ; skôet hô deûz gan-én̄, hag hô deûz va glazet, gwarded ar muriou hô deûz tennet va man̄tel digan-én̄.

8. Merc’hed Jéruzalem, mé hô péd stard, mar kavit va miñoun, da rei da anaout d’ézhan̄ pénaoz oann klan̄v gan̄d ar garan̄tez.

9. Péhini eo da viñoun dreist ar viñouned all, ô ar gaéra eûz ar merc’hed ? Péhini eo da viñoun dreist ar viñouned all, pa hor pédez ker stard ?

10. Va miñoun a zô gwenn ha rûz ; dilennet eo étré mil.

11. Hé benn ével aour ar glana ; hé vléô ével skourrouigou palmez, dû ével ar vrân.

12. Hé zaoulagad ével ar c’houlmed war zour ar gouériou, a zô bét gwalc’het el léaz, hag a choum war-héd ar froudou-brâz.

13. Hé zivoc’h ével eur pen̄genn louzou-c’houés-vâd, plan̄tet gan̄t louzaouerien ; hé vuzellou ével lili a zivér mirr ar gwella.

14. He zaouarn ével aour turñet, leûn a hiasin̄tuz ; hé gôv ével olifan̄t, kin̄klet gan̄t safirou.

15. Hé zivesker ével peûliou marpr, a zô diazézet war steûdennou aour : hé zremm ével al Liban, dilennet ével ar gwéz-sedr.

16. Soun hé vouéz a zô c’houék-brâz, hag hén̄ a zô hégarad holl. Chétu pénaoz eo va muia-karet, ann hini a zô miñoun d’in, ô merc’hed Jéruzalem.

17. Péléac’h eo éat da viñoun, ô ar gaéra eûz ar merc’hed ? War bé dû eo en em dennet da viñoun ? M’az aimp d’hé glaskout gan-éz.


————


VI. PENNAD.


1. Diskennet eo va miñoun enn hé liors, é pen̄genn al louzou c’houék, évid en em vaga enn hé liorsou, ha kutuḻa lili.

2. D’am miñoun ounn, ha va miñoun a zô d’in, hén̄ péhini en em vag é-touez al lili.

3. Kaer oud, va miñounez, ha kûn̄, ha koan̄t ével Jéruzalem, hag eûzuz ével eunn armé daré d’ar stourm.

4. Distrô da zaoulagad diouz-in, râg hî eo hô deûz va lékeat da dec’hout. Da vléô a zô ével eunn tropel gevr a zô en em ziskouézet ô ton̄t eûz a C’halaad.

5. Da zen̄t a zô ével ennn tropel dén̄ved, péré a zô piñet eûz ar gwal-c’houer, péré hô deûz daou oan pep-hini, hag é-touez péré n’eûz hini bréc’han̄.

6. Da zivoc’h a zô ével rusk eunn aval-grénad, héb ar péz a zô kuzet enn-od.

7. Béz’ éz eûz tri-ugen̄t rouanez, ha pévar-ugen̄t serc’h, ha plac’hed-iaouan̄k hép niver.

8. Unan hép-kén eo va c’houlm, va c’hlôk, hé-unan eo d’hé mamm, dilennet eo gan̄d ann hini é deûz hé ganet. Ar merc’hed hô deûz hé gwélet, hag hî hô deûz embannet pénaoz é oa euruz-brâz ; ar rouanézed hag ar serc’hed, hag hî hô deûz hé meûlet.

9. Piou eo hou-man̄ a zeû ével goulou-deiz pa zâv, kaer ével al loar, skéduz ével ann héol, eûzuz ével eunn armé daré d’ar stourm ?

10. Diskennet ounn é liors ar c’hraoun̄, évit gwélout frouez ann traon̄iennou, évit gwélout hag ar bleûn̄ oa deûet er winien ; évit gwélout hag ar gwéz-grénad a ioa déliaouet.

11. N’em eûz két gwézet ; reûstlet eo bét va éné enn-oun, enn abek da girri Aminadab.

12. Distrô, distrô, ô Sulamitez ; distrô, distrô, évit ma sellimp ouz-id.


————


VII. PENNAD.


1. Pétrâ a wéli-dé er Sulamitez, némét kân ann arméou ? Péger kaer eo da gerzed gan̄d da voutou, merc’h ar prin̄s ! Frammou da zivorzed a zô ével kelc’hennou gréat gan̄d daouarn enn ôbérour gwén.

2. Da végel a zô ével eur c’hôp turñet, é péhini éz eûz bépréd da éva. Da gôv a zô ével eur bern gwiniz, ha lili trô-war-drô.

3. Da zivronn a zô ével daou venn gével eunn iourchez.

4. Da c’houzoug a zô ével eunn tour olifan̄t. Da zaoulagad a zô ével ar c’hibellou a zô é Hesébon, é-tâl porz ann en̄groez. Da frî a zô ével tour al Liban, a zell out Damas.

5. Da benn a zô ével ar C’harmel ; ha bléô da benn ével mouk ar roué éréet ha livet er c’haniou.

6. Péger kaer, ha péger koan̄t oud, va miñounez kér, ha va dudi !

7. Da ven̄t a zô hén̄vel oud eur wézen-balmez, ha da zivronn out bôdou rézin.

8. Lavaret em eûz : War ar wézen-balmez é piñinn, hag é kutulinn hé frouez ; ha da zivronn a vézô ével bôdou rézin ; ha c’houés da c’hénou evel hini ann avalou.

9. Da c’hargaden a zô ével gwîn ar gwella, hag a zellez béza évet gan̄t va miñoun, goudé béza hé dan̄véet étré hé vuzellou hag hé zen̄t.

10. Mé a zô d’am miñoun, hag hén̄ a drô étrézég enn-oun.

11. Deûz, va miñoun, déomp d’ar mésiou, ha choumomp er bourc’hiou.

12. Savomp min̄tin mâd évit mon̄d d’ar gwiniennou ; gwélomp hag ar winien a zô bleûn̄et, hag ar bleûn̄ a rô frouez, hag ar gwez-grenad a zô bleûn̄et ; énô é rôinn d’id va divronn.

13. Ar man̄dragorou hô deûz rôet hô c’houés. Ann holl frouez a zô oud hon ôriou ; ar ré névez hag ar ré gôz am eûz miret évid-od, va miñoun.


————


VIII. PENNAD.


1. Piou az lakai da véza breûr d’in, ha da zéna divronn va mamm, évit m’az kavinn er-méaz, ma pokinn d’id, ha na vézinn mui disprizet gan̄d dén ?

2. Mé az kémérô, hag a gasô ac’hanod é tî va mamm : éno é teski ac’hanoun hag é rôinn d’id da vraoued gwîn gan̄t louzou-c’houés-vâd, ha sûn va avalou-grénad.

3. Hé zourn kleiz a laka dindân va fenn, ha gan̄d hé zourn déou é vriata ac’hanoun.

4. Merc’hed Jéruzalem, mé hô péd stard, na zihunit két va miñounez, ha na likiit két anézhi da zivôrédi, kén na zihunô anézhi hé-unan.

5. Piou eo hou-man̄, péhini a zâv eûz ann distrô, leûn a zudi, harpet war hé miñoun ? Dindân ar wézen-avalou em eûz da assavet : énô eo bét saotret da vamm, énô eo bét gwallet ann hini é deûz da c’hanet.

6. Laka ac’hanoun ével eur ziel war da galoun, ével eur ziel war da vréac’h : râg ar garan̄tez a zô kré ével ar marô, hag ann oaz a zô didruez ével ann ifern : hé c’hleûzeûriou a zô kleûzeûriou tân ha flammou.

7. Ann doureier brâz n’hô deûz két gellet mouga ar garan̄tez, hag ar steriou na drec’hin̄t két anezhi ; na pa en défé rôet eunn dén holl zanvez hé dî évid ar garan̄tez, é tisprizché anézhan̄ ével nétrâ.

8. Hor c’hoar a zô bihan, ha n’é deûz kéd a zivronn : pétrâ a raimp-ni d’hor c’hoar, enn deiz é péhini é vézô réd komza out-hi ?

9. Mar d-eo eur vur, é savimp war-n-ézhi kréou arc’han̄t ; mar d-eo eunn ôr, é serrimp anézhi gan̄d elfennou gwéz-sedr.

10. Eur vur ounn ; ha va divronn a zô ével eunn tour, abaoé ma ounn en em ziskouézet dira-z-han̄ goudé béza kavet ar péoc’h.

11. Ann dén a béoc’h en deûz bét eur winien, enn hini é deûz kalz a boblou : hé rôet en deûz évit béza diwallet ; pép dén a zigas mil péz arc’han̄t évid hé frouez.

12. Va gwinien a zô dira-z-oun. Mil péz arc’han̄t a zô évid-od, ô péoc’huz, ha daou c’han̄t évid ar ré a ziwall hé frouez.

13. Té péhini a choum el liorsou, hor miñouned a zélaou : va laka da glevout da vouéz.

14. Tec’h, va miñoun, ha béz hén̄vel oud eunn iourc’h, hag out menn eur garvez war vénésiou al lousou-c’houés-vâd.