Bibl/Lizer 1. d’ann Tessalonied.

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 618-621)



KENTA LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’ANN TESSALONIED.


————


I. PENNAD.


1. Paol, ha Silvanuz, ha Timotéuz, da Iliz ann Tessalonied, é Doué hon Tâd, hag é Jézuz-Krist hon Aotrou.

2. Ra vézô rôed d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h. Bépréd é trugarékaomp Doué évid-hoc’h holl, ô kaout koun ac’hanoc’h héb éhan enn hor pédennou ;

3. Oc’h anaout ôberiou hô feiz, labouriou hô karan̄tez ha stardder hoc’h espéran̄s é Jézuz-Krist hon Aotrou, dirâk Doué hon Tâd.

4. O chouzout, va breûdeûr karet gan̄d Doué, pétrâ eo bét hô tilenn :

5. Râg hon Aviel né ket bet anavézet gan-é-hoc’h gan̄t geriou hép-kén, hôgen ivé gan̄t burzudou, ha gan̄t ners ar Spéred-San̄tel, hag enn eul leûnder brâz : ha c’houi a oar ivé pétrâ em eûz gréad évid-hoc’h pa oann enn hô touez.

6. Ével-sé c’houi a zo deûed da heûlierien d’é-omp, ha d’ann Aotrou, ô véza digéméret ar gér enn eunn en̄krez brâz, gan̄t lévénez ar Spéred-San̄tel.

7. Enn hévélep doaré ma oc’h deûed da skouér d’ar ré holl a gréd er feiz er Masédonia hag enn Akaia.

8. Râk né két bét hép-kén rôet mâd da anaout gan-é-hoc’h gér ann Aotrou er Masédonia hag enn Akaia ; hôgen ar feiz hoc’h eûz é Doué a zô ker brudet é pep léac’h, né két réd d’é-omp komza anézhan̄.

9. Rag ann holl a zanévell pénaoz omp deûet enn hô touez, ha pénaoz hoc’h eûz kuitéet ann idolou, évit trei ouc’h Doué, hag évit servicha ann Doué béô ha gwîr,

10. Hag évit gortozi eûz ann en̄v hé Vap Jézuz, péhini en deûz dazorc’het eûz a douez ar ré varô, ha péhini en deûz hon tennet eûz ar vuanégez da zon̄t.


————
II. PENNAD.


1. Rak c’houi hoc’h-unan a oar, va breûdeûr, pénaoz hon donédigez enn ho touéz né két bét difrouez :

2. Hôgen goudé béza bét gouzan̄vet kalz a-raok, ha béza bét karget a gunuc’hennou, évet ma ouzoc’h, é Pilippoz, hor boé fisian̄s enn hon Doué, hag é prézégchomp d’é-hoc’h Aviel Doué gan̄t kalz a bréder.

3. Râg hor c’hélen n’en deûz két desket d’é-hoc’h ar fazi, nag al lousdôni, ha n’hon eûz két ho touellet ;

4. Hôgen ével ma omp bét dilennét gan̄d Doué évit fisiout enn-omp hé Aviel, komza a réomp ivé, nann évit plijoud d’ann dûd, hôgen évit plijoud da Zoué, péhini a arnod hor c’halounou.

5. Râk n’omp két bét labennérien enn hor prézégennou, ével ma ouzoc’h ; na pervez enn darvoud, Doué a zô tést.

6. Ha n’hon euz két ken-nébeût klasket meûleûdi ann dûd, nag hoc’h hini, nag hini ar ré all.

7. Ni a hellé bec’hia ac’hanoc’h ével Ébestel ar C’hrist ; hôgen é doaré bugaligou omp deûet enn hô kreiz, ével eur vagérez a zorlot hé bugalé.

8. Ével-sé gan̄d ar garan̄tez hor boa évid-hoc’h, ni hor bijé c’hoan̄téet rei d’é-hoc’h nann hép kén Aviel Doué, hôgen ivé hor buez hon-unan, ô véza ma oac’h deûet kér brâz d’é-omp.

9. Râk koun hoc’h eûz, va breûdeûr, eûz hol labour hag eûz hor skuizder, ha pénaoz hon eûz prézéget Aviel Doué d’é-hoc’h, ô laboura nôz-deiz, gan̄d aoun na zeûfemp da vec’hia hini ac’hanoc’h.

10. C’houi a zô tést, ha Doué ivé, péger san̄tel, péger gwirion, pégen didamall eo bét hor buezégéz enn hô touez, c’houi péré hoc’h eûz krédet.

11. Ha c’houi a oar pénaoz ounn en em rênet enn hô kén̄ver, ével eunn tad é-kén̄ver hé vugalé,

12. O kuzulia, ô fréalzi ac’hanoc’h, hag oc’h hô pidi stard d’en em réna enn eunn doaré dîn eûz a Zoué, péhini en deûz hô kalvet d’hé rouan̄télez ha d’hé c’hloar.

13. Dré-zé ivé é trugarékaomp Doué bépréd, pénaoz pa hoc’h eûz klevet gér Doué a brézégemp d’é-hoc’h, hoc’h eûz hé zigéméret, nann ével gér ann dûd, hôgen (é-c’hiz ma eo évit-gwîr) ével gér Doué, péhini a ziskouéz hé ners enn-hoc’h, c’houi péré a gréd enn-han̄.

14. Râk c’houi, va, breûdeûr, a zô deûet da heûlierien da Ilizou Doué, péré a zô é Judéa é Jézuz-Krist : ô véza ma hoc’h eûz gouzan̄vet ann hévélep heskinou a berz hô ken̄vrôiz, ével ma hô deûz gouzan̄vet a berz ar Iuzevien,

15. Péré hô deûz lazet ann Aotrou Jézuz hé-unan, hag hé Broféded ; péré hô deûz hon héskinet ; péré na blijon̄t kéd da Zoué, hag a zô énébourien d’ann dûd holl ;

16. Péré a vîr ouz-omp na brézégfemp d’ar Jen̄tiled ar gér a dlé hô savétei ; évit ma teûin̄t ével-sé da leûnia ar ven̄t eûz hô féc’héjou : râk buanégez Doué a zô en em astennet war-n-ézhô bétég ann divez.

17. Ével-sé, va breûdeûr, o véza bét évid eunn nébeud amzer rannet diouz-hoc’h, a gorf, nann a galoun, hon eûz c’hoan̄teet gan̄t mui a wall d’hô kwélout.

18. Dré-zé hon eûz bét c’hoan̄t da von̄d d’hô kwélout : ha mé Paol em eûz bét ann dézô-zé meûr a wéach ; hôgen Satan en deûz mired ouz-omp.

19. Râk pétrâ eo hon espéran̄s, hol lévénez, pé kurunen hor gloar, ma né két c’houi eo, dirâg hon Aotrou Jézuz-Krist, é deiz hé zonédigez ?

20. Râk c’houi eo hor gloar hag hol lévénez.


————
III. PENNAD.


1. Ével-sé ô véza na hellemp mui choum hép kelou ac’hanoc’h, eo bét gwell gan-én̄ choum va-unan é Aténaz :

2. Hag em eûz kaset d’é-hoc’h Timotéuz, hor breûr ha bélek Doué é Aviel ar C’hrist, évit rei ners d’é-hoc’h hag évid hoc’h erbédi da choum stard enn hô feiz :

3. Évit na vézo saouzanet dén gan̄d ann heskinou a c’hoarvez gan-é-omp : râk c’houi a oar pénaoz eo da gémen̄t-sé omp ton̄ket.

4. Râk pa édomp c’hoaz enn hô touez, é tiouganemp d’é-hoc’h pénaoz hor bijé en̄krézou da c’houzan̄vi, ével ma hon eûz bét, ha ma ouzoc’h.

5. Hag ô véza na hellenn mui gortozi, em eûz hé gaset d’é-hoc’h évid anaoud hô feiz : gan̄d aoun n’en défé ann tempter hô temptet, ha lékéad hol labour da véza difrouez.

6. Hôgen bréma pa eo distrôet Timotéuz, goudé béza bét oc’h hô kwélout, ha béza komzet d’é-omp eûz hô feiz hag eûz hô karan̄tez ; goudé béza lavaret pénaoz hoc’h eûz bépréd eur c’houn mâd ac’hanomp, gan̄d eur c’hoan̄t brâz d’hor gwélout, ével ma hon eûz ivé c’hoan̄t d’hô kwélout ;

7. Dré-zé, va breûdeûr, é kavomp enn-hoc’h hon dizoan, é pép ézomm hag é pép glac’har, dré hô feiz ;

8. Râk béva a réomp bréma, mar choumit stard enn Aotrou.

9. Hôgen pénaoz é hellimp ni trugarékaad Doué évid-hoc’h, évid ann holl lévénez gan̄t péhini omp laouen enn abek d’é-hoc’h dirâg hon Doué.

10. Néméd oc’h hé bidi nôz-deiz mui-oc’h-vui, évit ma hellimp hô kwélout, ha peûr-rei d’é-hoc’h ar péz a ziouer d’hô feiz.

11. Pidi a rann éta Doué hon Tâd, hag hon Aotrou Jézuz-Krist, da hin̄cha ac’hanomp étrézég enn-hoc’h.

12. Ra baottô ann Aotrou ac’hanoc’h, ha ra lakai da greski hô karan̄tez ann eil évid égilé, hag é kén̄ver ann holl, é-c’hîz ma réomp-ni enn hô kén̄ver.

13. Ra grévai hô kalounou, oc’h hô lakaad da véza didamall dré ar zan̄télez, dirâk Doué hon Tâd, é donédigez hon Aotrou Jézuz-Krist gan̄d hé holl zen̄t. Amen.


————
IV. PENNAD.


1. A-hen̄d-all éta, va breûdeûr, ni hô péd, hag hô péd stard dré ann Aotrou Jézuz, goudé béza desket gan-é-omp pénaoz é tléit kerzout, ha plijoud da Zoué, ma kerzot évit-gwîr enn hévélep doaré ma’z éot a-raok mui-oc’h-vui.

2. Râk c’houi a oar pé gélénnadurésiou em eûz rôed d’é-hoc’h a berz ann Aotrou Jézuz.

3. Râg ioul Doué eo é vec’h sen̄t ; é tiouerfac’h ar c’hadélez ;

4. É oufé pép-hini ac’hanoc’h piaoua léstr hé gorf er zan̄télez hag enn énor ;

5. Ha nann er gwall-ioulou, ével ar baganed, péré na anavézon̄t két Doué :

6. Ha na zeûi dén da waska, pé da douella hé vreûr é nép trâ ; râg ann Aotrou eo ar ven̄jer eûz ann holl wallou-zé, ével ma hon eûz ken̄t hé lavared d’é-hoc’h, hag é hellomp da desténia.

7. Râk Doué n’en deûz két hor galvet évit béza dic’hlan, hôgen évit béza sen̄t.

8. Ann hini éta a zispriz kémen̄t-sé, a zispriz nann eunn dén, hôgen Doué, péhini en deûz ivé rôed enn-omp hé Spéred-San̄tel.

9. É kémen̄d a zell oud ar garan̄tez a vreûr, né két réd é skriffenn d’é-hoc’h ; pa en deûz Doué hé-unan desket d’é-hoc’h en em garout ann eil égilé.

10. Hag évit-gwîr é rit kémen̄t-sé é-ken̄ver hor breûdeûr enn holl Vasédonia ; hôgen hô pidi a rann, va breûdeûr, da greski mui-oc’h-mui ar garantez-sé ;

11. Da lakaad hô poan da véva é péoc’h, da boella oud ar péz hoc’h eûz da ôber, da laboura gan̄d hô taouarn, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’é-hoc’h :

12. Évit ma kerzot gan̄d déréadégez é-kén̄ver ar ré a zo er-méaz eûz ann Iliz, ha na c’hoan̄taot nétrâ eûz a zén.

13. Hôgen na fell kéd d’é-omp, va breûdeûr, é vec’h hép gouzout ar péz a zell ouc’h ar ré a zô kousket, évit na zeûot két da dristaat, ével ma ra ar ré all péré n’hô deûz kéd a éspéran̄s.

14. Râk mar krédomp pénaoz eo marô Jézuz hag eo dazorc’het, é tléomp kridi ive pénaoz é kasô ivé Doué gan̄t Jézuz ar ré a vézô kousket enn-han̄.

15. Ével-sé é lévéromp d’é-hoc’h hervez gér ann Aotrou, pénaoz nî péré a zô béô, hag a zô miret bété donédigez ann Aotrou, na ziaraogimp két ar ré a zô kousket.

16. Râk da vouéz ann arc’hel, ha da zoun trompiḻ Doué, ann Aotrou hé-unan a ziskennô eûz ann en̄v ; hag ar ré a vézô marô er C’hrist a zazorc’hô da gen̄ta.

17. Ha neûzé nî, péré a zô béô, hag a vézô lézet, é vézimp dizouget gan̄t-hô er goabrou, évid diambrouga ar C’hrist enn éar, hag ével-sé é vézimb bépréd gan̄d ann Aotrou.

18. Ével-sé en em zizoan̄it ann eil égilé gan̄d ar geriou-zé.


————
V. PENNAD.


1. Hôgen, va breûdeûr, diwar-benn ann amzeriou hag ar prédou, né két réd é skriffenn d’é-hoc’h.

2. Râg c’houi a oar ervâd hoc’h-unan pénaoz deiz ann Aotrou a dlé don̄t ével eul laer enn nôz.

3. Râk pa livirin̄t : Chétu émomp é péoc’h, hag é diwall, neûzé é c’hoarvézô gan̄t-hô eunn disman̄t téar, é-c’hîz ma c’hoarvez ar gwen̄trou gan̄d eur c’hrég vrazez, ha na hellin̄t két tec’hout.

4. Hôgen c’houi, va breûdeûr, n’émoc’h két enn dévalien, évit béza barket gan̄d ann deiz-zé ével gan̄d eul laer.

5. C’houi a zô holl bugalé ar goulou ha bugalé ann deiz : n’omp két bugalé ann nôz, nag ann dévalien.

6. Na gouskomp kéd éta ével ar ré all ; hôgen beliomp ha bézomp poellek.

7. Râg ar ré a gousk, a gousk enn nôz ; hag ar ré a vezv, a vezv enn nôz.

8. Hôgen nî, pa’z omp bugalé ann deiz, bézomp poellek ; gwiskomp évid harnez ar feiz hag ar garan̄tez, hag évit tôg espéran̄s ar zilvidigez ;

9. Râk Doué n’en deûz két hon dilennet évit teûrel hé vuanégez war-n-omp, hogen évit ma kavimp ar zilvidigez dré hon Aotrou Jézuz Krist.

10. Pehini a zô marô évid-omp ; évit pé é veḻimp, pé é kouskimp, ma vévimp kévret gan̄t-han̄.

11. Râk-sé en em fréalzit ann eil égilé, ha rôit skouér-vâd ann eil d’égilé, ével ma rît.

12. Hôgen ni hô péd, va breûdeûr, da anaoud ar ré a labour enn hô touez, a rén ac’hanoc’h hervez ann Aotrou, hag a gélenn ac’hanoc’h,

13. Évit ma hô pézô muioc’h a garan̄tez évit-hô enn abek d’hô labour : hô pézet ar péoc’h gan̄t-hô.

14. Hôgen nî hô péd, va breûdeûr, kélennit ar ré zireiz, fréalzit ar ré zoaniet, skorit ar ré wân, bézid habask é-kén̄ver ann holl.

15. Likid évez na zistaolfé dén ann droug da eunn all : hôgen grît vâd bépréd ann eil d’égilé, ha d’ann holl.

16. Bézit laouen bépréd.

17. Pédid héb éhan.

18. Trugarékait é pép trâ ; râg ioul Doué eo é rajac’h holl kémen̄t-sé é Jézuz-Krist.

19. Na vougit két ar Spéred.

20. Na zisprizit két ann diouganou.

21. Arnodit pép-trâ : dalc’hit ar péz a zô mâd.

22. En em virit diouc’h doaré a zrouk.

23. Ann Doué a béoc’h ra ran̄télô hé-unan ac’hanoc’h é pép-trâ ; évit ma en em virô didamall kémen̄d a zô enn-hoc’h, hô spéred, hoc’h éné hag hô korf da zonédigez hon Aotrou Jézuz-Krist.

24. Ann hini en deûz hô kalvet a zô gwîrion : hag hén̄ eo a rai kémen̄t-sé enn-hoc’h.

25. Va breûdeûr, pédid évid-omp.

26. Saludid hon holl vreûdeûr enn eunn aff san̄tel.

27. Mé hô péd dré ann Aotrou, ma vézô lennet al lizer-man̄ d’ann holl vreûdeûr san̄tel.

28. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h. Amen.



————