Bibl/Lizer 2. d’ann Tessalonied

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 622-624)



EIL LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’ANN TESSALONIED.


————


I. PENNAD.


1. Paol, ha Silvanuz, ha Timotéuz, da Iliz ann Tessalonied, é Doué hon Tâd, hag é Jézuz-Krist hon Aotrou.

2. Ra vézô rôed d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h gan̄d Doué hon Tâd, ha gan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

3. Trugarékaad a dléomp Doué bépréd évid-hoc’h, va breûdeûr, ével ma eo dléet, ô véza ma kresk hô feiz mui-oc’h-vui, ha ma prasa hô karan̄tez ann eil évid égilé ;

4. Enn hévélep doaré ma en em veûlomp enn-hoc’h é Ilizou Doué, évid hoc’h habaskded hag hô feiz, enn holl heskinou, hag enn holl en̄krézou a c’houzan̄vit ;

5. Ével ar merk eûz ar varn gwirion a Zoué, péhini hô laka da véza dellézek eûz a rouan̄télez Doué, évit péhini ivé é c’houzan̄vit.

6. Râk déréad eo dirâk Doué, é tistaolfé ann en̄krez d’ar ré a zeû bréma d’hoc’h en̄krézi ;

7. Hag é rôjé d’é-hoc’h ar péoc’h gan-é-omp, c’houi péré a zô en̄krézet, pa ziskennô hon Aotrou Jézuz euz ann en̄v, hag en em ziskouézô gan̄d elez hé ners ;

8. Pa zeûi d’en em ven̄ji é-kreiz ar flammou tân, eûz ar ré na anavézon̄t két Doué, ha na zen̄ton̄t két oud Aviel hon Aotrou Jézuz-Krist ;

9. Péré a c’houzan̄vô ar boan eûz a eunn daonidigez peûr-baduz, pell diouc’h dremm ann Aotrou, ha diouc’h gloar hé ners.

10. Pa zeûi évit béza meûlet enn hé zen̄t, hag évit béza sellet gan̄t souez er ré holl hô deûz krédet enn-han̄ : râg hon testéni a zô bét fisiet war-n-hoc’h é gortoz eûz ann deiz-zé.

11. Râk-sé é pédomp évid-hoc’h bépréd ; hag é c’houlennomp digan̄d hon Doué m’hô lakai da véza dellézek eûz hé c’halvédigez, ha ma sévénô holl ioul hé vadélez, ha labour ar feiz enn ners ;

12. Évit ma vézô meûlet hanô hon Aotrou Jézuz-Krist enn-hoc’h, ha c’houi enn han̄, hervez grâs hon Doué, hag hon Aotrou Jézuz-Krist.


————
II. PENNAD.


1. Hôgen hô pidi a réomp, va breûdeûr, dre zonédigez hon Aotrou Jézuz-Krist, ha dré hor stroll enn-han̄ ;

2. Na zeûot két buan da zaouzani enn hô ménoz, na da strafiḻa, ô kridi pé dré ar spéred, pé dré eur brézégen, pé dré eul lizer a lavared deûed digan-é-omp, pénaoz é tôsta deiz ann Aotrou.

3. Na zouelled dén ac’hanoc’h é nép doaré : râk na zeûi két ann deiz-zé, kén na vézô deûet ann dizunvaniez a-raok, ha na vézô gwélet é ton̄t dén ar péc’hed, mâb ar gollidigez,

4. Pébini a énébô, hag a zavô dreist kémen̄t a c’halveur Doué, pé a azeûleur : enn hévélep doaré ma azézô é templ Doué, oc’h en em rei hé-unan évid Doué.

5. Ha n’hoc’h eûz-hu kéd a goun pénaoz, pa édoun c’hoaz gan-é-hoc’h, em eûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h ?

6. Ha c’houi a oar ervâd pétrâ a zalc’h anézhan̄ bréma, évit ma en em ziskouézô enn hé amzer.

7. Râk mister ann drougiez en em aoz a vréma. Hôgen néb a zalc’h bréma, dalc’het bété ma vézé kased-da-gét,

8. Ha neûzé é vézô gwélet ann dén-drouk, a vézô lazet gan̄d ar c’houéz eûz a c’hénou ann Aotrou Jézuz, hag a vézô kaset-da-gét gan̄d ar skéd eûz hé zonédigez.

9. Ann dén-zé a dlé don̄t dré ôber Satan, gan̄t pép galloud, gan̄d arouésiou ha burzudou gaou,

10. Ha gan̄d ann holl douellérez ann drougiez é-kén̄ver ar ré a ia da goll, ô véza n’hô deûz kéd digéméret karan̄tez ar wirionez évit béza salvet. Dré-zé Doué a gasô d’ézhô eunn dallen̄tez vrâz, évit ma krédin̄d d’ar gaou ;

11. Évit ma vézô barnet ar ré holl péré n’hô deûz két krédet d’ar wirionez, hag a zô en em rôet d’ann drougiez.

12. Hôgen nî a dlé trugarékaad Doué bépréd évid-hoc’h, va breûdeûr karet mad gan̄d ann Aotrou, ô véza ma en deûz hô tilennet ével ar c’hen̄ta-frouez, évid hô savétei dré zan̄télédigez ar Spéred, ha dré feiz ar wirionez ;

13. É péhini en deûz hô kalvet dré hon Aviel, évit gounid gloar hon Aotrou Jézuz-Krist.

14. Dré-zé, va breûdeûr, choumit enn hô sâ, ha mirit ann tradisionou hoc’h eûz desket pé dré hor prézégennou, pé dré hon lizéri.

15. Hon Aotrou Jézuz-Krist, ha Doué hon Tâd, péhini en deûz hor c’haret, ha péhini en deûz rôed d’é-omp dré hé c’hrâs eunn dizoan peûr-baduz hag eunn espéran̄s vâd,

16. Ra zisoaniô hô kalounou, ha r’hô krévai é pép mâd-ôber hag é pép lavar mâd.


————
III. PENNAD.


1. Enn-divez, va breûdeûr, pédid évid-omp, évit ma rédô gér Doué, ha ma vézô meûlet, ével ma’z eo enn hô touez ;

2. Hag évit ma vézimp dieûbet eûz ann dûd rec’huz ha drouk ; râg ar feiz n’éma két gan̄t pép-hini.

3. Hôgen Doué a zô féal, hag a grévai ac’hanoc’h, hag hô mirô a zrouk.

4. Rag ar fisian̄s-zé hon eûz diwar hô penn enn Aotrou, pénaoz é mirit hag é mirot ar péz a c’hourc’hémennomp d’é-hoc’h.

5. Ra rôi ann Aotrou d’é-hoc’h eur galoun eeun, é karan̄tez Doué, hag é habaskded ar C’hrist.

6. Hôgen nî a c’hourc’hémenn d’é-hoc’h, va breûdeûr, é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, ma tec’hot diouc’h ar ré eûz hô preûdeûr péré a gerz enn eunn doaré direiz, ha nann hervez ann tradision hon eûz rôed d’ézhô.

7. Râg gouzoud a rîd hoc’h-unan pétrâ a zô réd da ôber évid heûlia ac’hanomp : pa eo gwîr n’omp két bét direiz enn hô touez ;

8. Ha n’hon eûz debret bara dén évit nétrâ ; hôgen labouret hon eûz nôz-deiz gan̄t skuizder, gan̄d aoun na zeûfemp da vec’hia hini ac’hanoc’h.

9. Né két n’hor bé bét ar galloud d’hé ôber : hôgen fellet eo bét d’é-omp en em rei hon-unan da skouér, évit ma teûfac’h d’hon heûlia.

10. Ével-sé pa édomp gan-é-hoc’h, hon eûz diskleriet d’é-hoc’h, pénaoz nép na fell két d’ézhan̄ laboura, na dle kéd dibri.

11. Râk klevoud a réomp pénaoz éz eûz hiniennou enn hô touez péré a gerz enn eunn doaré direiz, péré na réon̄t nétrâ, hôgen en em voun̄t er péz na zell kéd out-hô.

12. Hôgen d’ar ré a zô ével-sé, é c’hourc’hémennomp, hag é pédomp stard anézhô dré ann Aotrou Jézuz-Krist, ma tebrin̄t hô bara ô laboura war daô.

13. Hôgen c’houi, va breûdeûr, na skuizit két oc’h ôber vâd.

14. Mar béz unan-bennâg ha na zen̄tfé két oud ar péz a lévéromp enn hon lizer, arouézit-hén̄, ha na zaremprédit kéd anézhan̄, évit ma en dévézô méz.

15. Na gémérit két koulskoudé anéz-han̄ ével eunn énébour, hôgen kélennit-hén̄ ével eur breûr.

16. Doué ar péoc’h hé-unan ra rôi d’é-hoc’h ar péoc’h é péb amzer hag é pép léac’h. Ra vézô ann Aotrou gan-é-hoc’h holl.

17. Mé hô salud gan̄t va dourn va-unan, Paol. Houn-nez eo va arouéz em holl lizéri ; ével-sé é skrivann.

18. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.



————