Bibl/Lizer 2. d’ar Gorin̄tied.
1. Paol, Abostol Jézuz-Krist dré ioul Doué, ha Timotéuz hé vreûr, da Iliz Doué a zô é Korin̄t, ha d’ann holl zen̄t a zô enn Akaia holl :
2. Ra vézô gan-é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.
3. Ra vézô benniget Doué, Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, Tâd ann trugarézou, ha Doué ann holl fréalzidigez,
4. Péhini a zic’hlac’har ac’hanomp enn hon holl zoaniou : évit ma hellimp ivé dic’hlac’hari ar ré a zô enn doan, dré ann hévélep fréalzidigez gan̄t péhini omp fréalzet hon-unan gan̄d Doué.
5. Râg ével ma kresk gloasiou ar C’hrist enn-omp, ével-sé ivé é kresk hon dic’hlac’har dré ar C’hrist.
6. Mar bézomp doaniet eo évid hô fréalzidigez hag hô silvidigez ; mar bézomp dic’hlac’haret eo évid hô dic’hlac’har ; mar bézomp fréalzet eo évid hô fréalzidigez hag hô silvidigez, péhini a zô sévénet ô c’houzan̄vi ann hévélep gloasiou ha ma c’houzan̄vomp ;
7. Évit ma vézô stard hon espéran̄s évid hoc’h, pa ouzomp pénaoz pa hoc’h eûz hô lôd er gloasiou, hô pézô ivé hô lôd enn dic’hlac’har.
8. Râk na fell kéd d’é-omp, va breûdeûr, é vec’h héb anaout ann doan a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp enn Azia, pénaoz omb bét mac’het dreist-penn ha dreist pép ners, enn hévélep doaré ma oa kasauz ar vuez d’é-omp.
9. Hôgen nî hon eûz enn-omp hon-unan barn ar marô, évit na lakaimp két hor fisian̄s enn-omp hon-unan, hôgen é Doué, péhini a zazorc’h ar ré varô ;
10. Péhini en deûz hon tennet eûz a gémen̄d a wallou, hon tenn bépréd, hag hon tennô c’hoaz hervez ma espéromp :
11. Ha c’houi hor skoaziô ivé ô pidi évid-omp ; évit ma teûi ar c’hrâs hon eûz digéméret é azaouez meûr a hini, da véza anavézet dré ann trugarez a rai meûr a hini évid-omp.
12. Râg hor c’hloar eo testéni hor c’houstian̄s, da véza en em rénet er béd-man̄, dreist-holl enn hô kén̄ver, enn éeunder a galoun hag é gwirionez Doué, nann é furnez ar c’hîk, hôgen é grâs Doué.
13. Na skrivomp d’é-hoc’h néméd ar péz hoc’h eûz lennet hag anavézet. Ha mé a esper pénaoz hé anavézot bétég ann divez,
14. Ével ma hoc’h eûz anavézet omp hô kloar, ével ma viot hon hini, é deiz hon Aotrou Jézuz-Krist.
15. Hag er fisian̄s-sé eo felled d’in don̄d d’hô kavout da gen̄ta, évit ma teûjé d’é-hoc’h eunn eil c’hras ;
16. Ha tréménoud dré hô prô enn eur von̄d d’ar Masédonia, ha don̄d adarré eûz ar Masédonia d’hô prô, hag ac’hanô béza ambrouget gan-é-hoc’h er Judéa.
17. P’am boa éta ann ioul-zé, ha dré skan̄bennidigez eo n’em eûz kéd hé sévénet ? Pé pa ioulann eunn dra, hag hé iouli a rann-mé hervez ar c’hîk, évit ma vijé enn-oun ia ha nann ?
18. Hôgen Doué péhini a zô gwirion, a oar pénaoz n’eûz kéd ia ha nann er brézégen em eûz gréad d’é-hoc’h.
19. Râk Mâb Doué, Jézuz-Krist, péhini a zô bét prézéget d’é-hoc’h gan-é-omp-ni, da lavaroud eo gan-én̄, gan̄t Silvanuz ha gan̄t Timotéuz, ne két bét ia ha nann, hôgen ia a zô bét enn-han̄.
20. Râg holl c’heriou Doué a zô ia enn-han̄ : Dré-zé Amen da Zoué dré-z-han̄ hag évid hor gloar-ni.
21. Hôgen ann hini a gréva ac’hanomp gan-é-hoc’h er C’hrist, hag en deûz hon éôliet eo Doué ;
22. Péhini en deûz ivé hor siellet, ha rôed d’é-omp évit gwéstl ar Spéred-San̄tel enn hor c’halounou.
23. Évidounn-mé a c’halvann Doué da dést em éné, pénaoz eo dré azaouez évid-hoc’h né két c’hôaz felled d’in mon̄d enn tû all da Gorin̄t ; né kéd éc’h aotrouniemp war hô feiz, hôgen skoazia a réomp hô lévénez : râk stard é choumit er feiz.
1. Hôgen lakaad a riz em penn na’z ajenn mui d’hô kwélout enn dristidigez.
2. Râk mar tristaann ac’hanoc’h, piou a laouénai ac’hanoun, néméd-hoc’h péré a vijé tristéet gan-én̄ ?
3. Ha kémen̄t-sé em eûz skrived d’é-hoc’h, évit pa zeûinn na gavinn két tristidigez war dristidigez a berz ar ré a dlié va laouénaat : ô fisioud enn-hoc’h holl, pénaoz va lévénez a vézô hoc’h hini holl.
4. Râk neûze é skriviz d’é-hoc’h gan̄d eunn an̄ken vrâz, gan̄d eur man̄tr kaloun, hag é-kreiz kalz a zaérou ; nann évid hô tristaat, hôgen évid diskouéza péger braz eo ar garan̄tez em eûz évid-hoc’h.
5. Hôgen mar en deûz unan-bennâg tristéed ac’hanoun, né két mé hép-kén en deûz tristéet ; hôgen évid-lôd, évit na zeûinn két d’hô pec’hia holl.
6. A-walc’h eo évid ann hini a zô ével-sé, ar c’hélen a zô bét rôed d’ézhan̄ gan̄t meûr a hini :
7. Hag é tléit ken̄toc’h bréma béza trugarézuz enn hé gén̄ver, hag hé fréalzi, gan̄d aoun na vé man̄tret gan̄d eunn dristidigez direiz.
8. Dré-zé e pédann ac’hanoc’h da grévaad hô karan̄tez évit-han̄.
9. Dré-zé eo ivé em eûz skrivet d’é-hoc’h, évid arnodi ac’hanoc’h, ha gouzout mar sen̄tit é pép-trâ.
10. Ar péz a zistolit, a zistolann ivé : ha pa zistolann, é tistolann enn abek d’é-hoc’h é dén ar C’hrist.
11. Évit na vézimp két touellet gan̄t Satan ; râk n’omp kéd hép gouzout hé vénosiou.
12. Hôgen pa ounn bét deûed é Troad évit prézégi Aviel ar C’hrist, hag é oa digoret ann ôr d’in gan̄d ann Aôtrou,
13. N’em eûz két bét a éhan em spéred, ô véza n’em boa két kaved énô va breûr Tituz ; hôgen goudé béza lavaret kénavézô d’ézhô, éz iz étrézé Masédonia.
14. Trugarékaad a rann Doué, péhini hol laka bépréd da véza tréac’h é Jézuz-Krist, ha péhini a zoug dré-z-omp é pép léac’h ar c’houéz eûz a anaoudégez hé hanô.
15. Râk ni a zô dirak Doué c’houés vâd ar C’hrist, hag é-kén̄ver ar ré a zô kollet ;
16. Da lôd c’houéz ar marô hô laka da vervel, ha da lôd all c’houéz ar vuez hô laka da véva. Ha piou a zô galloudek é-kén̄ver ann traou-zé ?
17. Râk n’omp két ével meûr a hini, péré a saotr gér Doué ; hôgen nî a gomz gan̄d eeunder, ével a berz Doué, dirak Doué, hag é dén ar C’hrist.
1. Ha déraoui a raimp-ni c’hoaz en em erbédi hon-unan ? hag ézomm hon eûz-ni, ével hiniennou, a lizéri erbéd évid-hoc’h, pe digan-é-hoc’h ?
2. C’houi eo hol lizer, péhini a zo skrivet enn hor c’halounou, péhini a zô gwéset ha lennet gan̄d ann dûd holl :
3. Ha c’houi a ziskouéz pénaoz oc’h lizer ar C’hrist, a zô bét gréat gan-é-omp, hag a zô bét skrivet, nann gan̄t liou, hôgen gan̄t Spéred ann Doué béô ; nann war daolennou mein, hôgen war daolennou kiguz péré eo hô kalounou.
4. Dré ar C’hrist eo hon eûz eunn hévéled fisian̄s é Doué :
5. Né kéd é hellfemp kaoud ac’hanomp hon-unan eur ménoz-bennâg, ével ac’hanomp hon-unan ; hôgen hor galloud a zeû eûz a Zoué :
6. Hag hén̄ eo en deûz hol lékéat da vézâ mâd da vinistred ann testaman̄t nevez, nann el lizer, hôgen er Spéred ; râg al lizer a lâz, hag ar Spéred a rô ar vuez.
7. Ma é deûz bét karg ar marô, merkét ha skrivet war ar vein eunn hévélep gloar, na hellé két bugalé Israel selloud out Moizez, enn abek da skéd hé zremm, péhini a dlié mon̄d-da-gét,
8. Pégémen̄t na dlé két béza brasoc’h gloar karg ar Spéred ?
9. Râk ma é deûz bét gloar karg ar varnédigez, péger brasoc’h c’hoaz é vézô gloar karg ar wirionez.
10. Râg ar c’hloar a wéleur enn tû-zé n’eo nétrâ é-skoaz hihi ann Aviel a zô kalz dreist.
11. Râk ma éz euz gloar er garg a ia-da-gét, pégémen̄t é tlé béza mui a c’hloar er garg a badô da vikenn.
12. Pa hon eûz éta eunn hévélep espéran̄s, é kéméromp kalz a fisians :
13. Ha na réomp kéd ével Moizez péhini a lékéa eur wél war hé zremm, évit na vijé két gwélet gan̄t bugale Israel hé zremm péhini a dlié mon̄d-da-nétra ;
14. Hôgen hô skian̄chou a zô dallet ; râk c’hoaz hiriô pa lennon̄t ann Testaman̄t kôz, ar wel-zé a choum war hô c’haloun, héb béza savet, râk n’eûz néméd ar C’hrist a gémen̄d a hellé hé sével.
15. Ével-sé bété vréma, pa lenneur Moizez d’ézhô, hô deûz eur wél war hô c’haloun.
16. Hôgen pa zistrôi hô c’haloun oud ann Aotrou, é vézô tennet ar wél.
17. Hôgen ann Aotrou a zô Spéred ; hag el léac’h ma éma Spéred ann Aotrou, énô éma ivé ar fran̄kiz.
18. Ével-sé nî holl, ô véza dizôlô hon dremm, é wélomp gloar ann Aotrou, omp kemmet enn eunn hévélep skeûden eûz a eur sklerder enn eur sklerder all, évél gan̄t Spéred ann Aotrou.
1. Dré-zé pa hon eûz eunn hévélep karg, hervez ann trugarez a zô bét gréad d’é-omp, na fallomp két ;
2. Hôgen pellaad a réomp diouz-omp ar vézégez kuzet, hép kerzoud enn trôidel, hép saotra gér Doué ; hôgen ô tiskleria ar wirionez, hag ô tellézout meûleûdi ann dûd holl dirâk Doué.
3. Mar d-eo c’hoaz kuzet hon Aviel, évid ar ré gollet eo eo kuzet ;
4. Évid ar ré ziskrédik eûz a béré Doué ar béd-man̄ en deûz dallet ar skian̄chou, évit na lugernô kéd enn-hô goulou Aviel gloar ar C’hrist, péhini a zô skeûden Zoué.
5. Râk n’en em brézégomp kéd hon-unan, hôgen prézégi a réomp Jézuz-Krist hon Aotrou : ha nî a zô hô servicherien évit Jézuz :
6. Râg ann Doué en deûz gourc’hémennet d’ar goulou loc’ha eûz a greiz ann dévalien, en deûz ivé lékéad hé c’houlou enn hor c’halounou, évit ma hellfemp goulaoui gwiziégez gloar Doué, é dremm Jézuz-Krist.
7. Hôgen ann tenzor-zé a zougomp é listri prî, évit ma vézô anavézet pénaoz ar c’houékder anézhan̄ a zeû eûz a c’halloud Doué, ha nann ac’hanomp-ni.
8. É pép-trâ omp glac’haret, hôgen n’omp két man̄tret : diénez hon euz, hôgen na ziouéromp két pép-trâ :
9. Heskinet omp, hôgen n’omp két dilézet : distaolet omp, hôgen n’omp két kollet.
10. Dougen a réomp bépréd marô Jézuz enn hor c’horf, évit ma vézô gwélet ivé buez Jézuz enn hor c’horf.
11. Râk nî, é-pâd hor buez, éz omp bépréd kased d’ar marô évit Jézuz ; évit ma vézô gwélet ivé buez Jézuz enn hor c’hik marvuz.
12. Ével-sé hé varô en deûz hé c’halloud war-n-omp, hag hé vuez war-n-hoc’h.
13. Hag ô véza ma hon eûz eunn hévélep spéred a feiz, ével ma eo skrivet : Krédet em eûz, ha dré-zé em eûz komzet : ha nî a gréd ivé, ha dré-zé ivé é komzomp.
14. O c’houzout pénaoz ann hini en deûz dazorc’het Jézuz, a zazorc’hô ivé ac’hanomp gan̄t Jézuz, hag hol lakai dirâg gan-é-hoc’h.
15. Râg pép-trâ a zô évid-hoc’h, évit mar béz pûḻ ar c’hrâs, ma vézô ivé brasoc’h gloar Doué, dré ann drugarez a lavarô meûr a hini.
16. Dré-zé eo na zigalounékaomp két : hôgen pétrâ-bennâg ann dén ac’hanomp a zô enn diavéaz a zeû da vreina ; koulskoudé ann hini a zô enn diabars a zeû da névézi a-zeiz-é-deiz.
17. Râg ar prédik ker berr ha ker skan̄v eûz ann doaniou hon eûz er béd-man̄, a laka enn-omp ar pouéz peûr-baduz eûz a eur c’hloar ar vrasa :
18. Ével-sé na zellomp kéd ouc’h ann traou a wéleur, hôgen ouc’h ann traou na wéleur két. Râg ann traou a wéleur a zô évid eunn amzer, hôgen ar péz na wéleur két a zô peûr-baduz.
1. Râg gouzoud a réomp pénaoz mar teû ann ti douar-man̄ é péhini é choumomp, d’en em ziforc’ha, Doué a rôi d’é-omp enn Én̄v eunn ti all, eunn ti ha na vézô két gréat gan̄d dourn ann dén, hag a badô da vikenn.
2. Ann dra-zé eo hol laka da huanadi, gan̄d ar c’hoan̄t hon eûz da véza ével gwisket gan̄d ann ti-sé péhini a zô enn Én̄v ;
3. Mar bézomp koulskoudé kavet gwisket, ha nann enn noaz,
4. Râg é-pâd ma’z omp er c’horf-man̄ ével enn eunn telt, ec’h huanadomp dindân hé véac’h, ô véza na c’hoan̄taomp két béza dibourc’het anézhan̄, hogen béza gwisket war-n-ézhan̄, évit ma vézô loun̄ket gan̄d ar vuez ar péz a zô marvel enn-omp.
5. Râk Doué eo en deûz hor gréat évit kémen̄t se, hag en deûz rôed d’é-omp hé Spéred évid arrez.
6. Fisiout a réomp éta bepréd, ô c’houzout pénaoz é-pâd ma’z omp er c’horf-man̄, émomp ével pirc’hirined, pell diouc’h ann Aotrou :
7. Râk dré ar feiz éz éomp, ha nann dré ar gwél.
8. Hôgen nî hon eûz fisian̄s hag eo gwell gan-é-omp mon̄d er-méaz eûz ar c’horf-zé, ha mon̄d da gaoud ann Aotrou.
9. Dré-zé é lékéomp hor strîv da blijoud da Zoué, daoust pé omp er c’horf, daoust pé omp er-méaz anézhan̄.
10. Râk réd eo d’é-omp holl en em ziskouéza dirâk kador ar C’hrist, évit ma tigémérô pép-hini ar péz a zô dléet d’ann ôberiou en deûz gréat, mâd pé fall, é-pâd ma édo enn he gorf.
11. O c’houzoud éta pénaoz eo ann Aotrou da zouja, en em zidamallomp dirâg ann dûd ; hôgen Doué a anavez pétrâ omp. Mé a esper omb ivé anavézet enn hô koustian̄s.
12. N’en em érbédomp két c’hoaz d’é-hoc’h, hôgen rei a réomp d’é-hoc’h ann tû d’en em veûli enn abek d’é-omp, évit ma hellot en em zifenni oud ar ré én em veûl er péz a wéleur, ha nann er péz a zô er galoun.
13. Râk mar buanékaomp, eo évid Doué : ha mar poellomp, eo évid-hoc’h.
14. Râk karan̄tez ar C’hrist a vroud ac’hanomp ; hag é vennomp pénaoz mar d-eo marô unan évid ann holl, ann holl éta a zô marô :
15. Ha pénaoz ar C’hrist a zô marô évid ann holl ; évit na vévô mui ar ré a zô béô, évit-hô hô-unan, hôgen évid ann hini a zô maro ha dazorc’het évit-hô.
16. Dré-zé nî na anavézomp mui dén hervez ar c’hîk. Ha ma hon eûz anavézet ar C’hrist hervez ar chîk, n’hen anavézomp mui bréma ével-sé.
17. Ma éz eûz éta dén er C’hrist, eo eur c’hrouadur nevez ; ann traou kôz a zô tréménet : chétu pép-trâ a zô deûed da véza nevez.
18. Ha pép-trâ a zeû eûz a Zoué, pehini en deûz hon unvanet gan̄t-han̄ hé-unan dré ar C’hrist, ha péhini en deûz rôed d’é-omp ar garg a unvaniez.
19. Râk Doué en deûz unvanet ar béd gan̄t-han̄ hé-unan er C’hrist, hép tamalloud d’ézhô hô féc’héjou ; hag hén̄ eo en deûz lékéad enn-omp ar gér a unvaniez.
20. Ober a réomp éta ar garg a gannaded évid ar C’hrist, ha Doué hé-unan eo a erbéd ac’hanoc’h dré-z-omp. Ével-sé é pédann stard ac’hanoc’h é hanô ar C’hrist d’en em unvani gan̄d Doué.
21. Gréad en deûz enn abek d’é-omp é-kén̄ver ann hini na anavézé kéd ar péc’hed, é-c’hîz pa vijé bét ar péc’hed hé-unan, évit ma teûjemp gwirion eûz a wirionez Doué enn-han̄.
1. O véza éta ken-ôbérourien Doué, éc’h erbédomp ac’hanoc’h na zigémérot két grâs Doué enn-aner.
2. Râg hén̄ a lavar : Kleved em eûz ac’hanod enn amzer vâd ; da gennerzet em eûz é deiz ar zilvidigez. Chétu bréma ann amzer vâd, chétu bréma deiz ar zilvidigez.
3. Ha ni, na réomp gwall-skouér é-béd, évit na vézô két tamallet hor c’harg.
4. Hôgen é pép-trâ en em ziskouézomp hon-unan ével ministred Doué, gan̄d eunn habaskded brâz enn doaniou, enn ézommou, enn an̄keniou,
5. Er c’houliou, er bac’hiou, enn dispac’hiou, el labouriou, er beḻou, er iunou,
6. Er glan̄ded, er wiziégez, enn hirr-c’hortozidigez, er gun̄vélez, er Spéred-San̄tel, er garan̄tez gwirion,
7. Er gér a wirionez, e ners Doué, dré armou ar wirionez a zéou hag a gleiz ;
8. Dré ann énor ha, dré ann dismégan̄s ; dré ann hanô-fall ha dré ann hanô-mâd : ével touellerien, ha koulskoudé tûd gwirion ; ével tûd dizanaf, ha koulskoudé tûd anavézet ;
9. Ével tûd daré da vervel, ha chétu omb béô ; ével tûd kastizet, hag héb béza lazet ;
10. Ével tûd trist, hôgen laouen bépréd : ével tûd paour, hôgen ô pinvidikaat meûr a hini ; ével tûd hép tra é-béd, hag ô piaoua pép-trâ.
11. Hor génou a zigor évid-hoc’h, ô Korin̄tied, hor c’haloun en em léd.
12. N’oc’h két strizet enn-omp : hôgen strized oc’h enn hô pouzellou :
13. Hôgen rôid d’in eunn hévélep gôbr : komza a rann ouz-hoc’h ével out va bugalé ; lédid ivé hô kaloun.
14. Na zougit két ann hévélep iéô hag ar ré ziskrédik. Rak pé unvaniez a hell béza étré ar wirionez hag ar gaou ? Ha pé gévrédigez a zô étré ar goulou hag ann dévalien ?
15. Pé varc’had zô étré ar C’hrist ha Bélial ? Ha pé rann zô étré ann dén krédik hag ann dén diskrédik ?
16. Pé hévélédigez étré templ Doué hag ann idolou ? Râk c’houi a zô templ ann Doué béô, ével ma lavar Doué hé-unan : Mé a choumô enn-hô, hag é valéinn enn hô c’hreiz. Mé a vézô hô Doué, hag hi a vézô va fobl.
17. Dré-se tec’hid eûz a greiz ann dûd-zé, émé ann Aotrou, en em rannit diout-hô, ha na likiit kéd hô tourn war ar péz a zô dic’hlan ;
18. Ha mé hô tigémérô : mé a vézô hô tâd, ha c’houi a vézô va mipien ha va merc’hed, émé ann Aotrou holl-c’halloudek.
1. Pa eo bét rôed éta ar gwéstlou-zé d’é-omp, va breûdeûr kér, en em garzomp eûz a gemen̄t saotr ar c’hîk hag ar spéred, ô peur-ôber san̄télédigez é doujan̄s Doué.
2. Digémérid ac’hanomp. N’hon eûz gréat gaou oc’h dén ; n’hon eûz saotret dén ; n’hon eûz touellet dén.
3. Na lavarann kéd ann dra-man̄ évid hô tamallout ; râk lavared em eûz d’é-hoc’h dijâ pénaoz émoc’h enn hor c’halounou d’ar marô ha d’ar vuez.
4. Komza a rann ouz-hoc’h gan̄t kalz a fisian̄s ; en em veûli a rann kalz diwar hô penn : leûn ounn a zizoan, karged ounn a lévénez é-kreiz hon holl en̄krez.
5. Râk pa omp deûed er Masédonia, hor c’hîk n’en deûz bét éhan é-béd, hôgen a bép seurt en̄krez hon eûz gouzan̄vet ; enn diavéaz emgannou, enn diabarz spoun̄tou.
6. Hôgen Doué, péhini a fréalz ar ré zoaniet, en deûz hor fréalzet dré zonédigez Tituz.
7. Ha nann hép-kén dré hé zonédigez, hôgen ivé dré ar fréalzidigez en deûz bét digan-é-hoc’h, ô véza rôed da anaoud d’é-omp hô c’hoan̄t brâz d’am gwélout, hô taérou, hô karan̄tez vrâz évid-oun ; enn hévélep doaré ma em eûz bét eul lévénez vrasoc’h.
8. Râk pétrâ-bennâg ma em eûz hô tristéet gan̄t va lizer, n’em eûz kéd a geuz koulskoudé ; pétrâ-bennag ma em eûz bét keûz a-raok, ô wélout pénaoz va lizer é doa hô tristéet évid eunn amzer.
9. Bréma en em laouénaan ; nann ô véza ma oc’h bét trist, hôgen ô vézâ ma é deûz hô tristidigez hô touged d’ar binijen. Râk trist oc’h bét hervez Doué, hag ével-sé ar boan hon eûz gréad d’é-hoc’h n’é deûz kaset gaou é-bed d’é-hoc’h.
10. Râg ann dristidigez a zô hervez Doué a zigas évid ar zilvidigez eur binijen stard ; hôgen tristidigez ar béd a zigas ar marô.
11. Sellit pégémen̄t a draou ann distidigez-zé hervez Doué é deûz digaset enn-hoc’h, nann hép-kén a bréder, hôgen ivé a zidamallidigez, a hérez évid ann drouk, a zoujan̄s, a ioul vâd, a gendamouez, a ven̄jan̄s eûz ann drouk. Diskouézet hoc’h eûz é pép-tra pénaoz é oac’h didamall é kémen̄t-sé.
12. Dré-zé pa em eûz skrivet d’é-hoc’h, né két bét enn abek d’ann hini en deûz gréat ann drouk, nag enn abek d’ann hini en deûz hé c’houzan̄vet ; hogen évit rei da anaout ar préder brâz hon eûz évid-hoc’h dirâk Doué.
13. Râk-sé omp en em laouenéet. Hag enn hol lévénez omp bét c’hoaz laouénoc’h eûz a lévenez Tituz, ô véza ma eo bét péoc’héet hé spéred gan-é-hoc’h holl.
14. Ha mar d-ounn en em veûlet ac’hanoc’h ô komza out-han̄, n’em eûz kéd a véz da gaout : hôgen ével ma eo gwîr kémen̄t hor boa lavared d’é-hoc’h, ével-sé ar veûleûdi hon eûz gréad d’é-hoc’h eûz a Dituz a zô eo em gavet gwîr.
15. Hag hen̄ en deûz enn hé galoun eur garan̄tez vrasoc’h, pa zeû da goun d’ézhan̄ ar zen̄tidigez ac’hanoc’h holl, ha pénaoz hoc’h euz hé zigéméret gan̄d douj ha gan̄t krén.
16. En em laouénaad a rann éta ô véza ma hellann fisioud enn-hoc’h é pép-trâ.
1. Hôgen réd eo d’é-omp rei da anaoud d’é-hoc’h, va breûdeûr, ar c’hrâs en deûz rôed Doué da Ilizou Masédonia :
2. Pénaoz ô véza bét arnodet gan̄t kalz a en̄krézou, hô lévénez a zô deûed da véza brâz-meûrbéd, hag hô faourentez vrâs é deûz skiñet gan̄t founder madou hô eeunder :
3. Râk, ha rei a rann ann testéni-zé d’ézhô, rôed hô deûz anézhô hô-unan kémen̄t ha ma hellen̄t, hag ivé enn tû all d’ar péz a hellen̄t ;
4. O pidi ac’hanomp gant kalz a striv da zigémérout hô aluzennou, ha da gémérout lôd eûz a bréder ar ré hô c’hasé d’ar Zen̄t.
5. Ha n’hô deûz két gréat hép-kén ar péz a c’hédemp, hôgen en em rôed in̄t hô-unan da gen̄ta d’ann Aotrou, ha goudé d’é-omp-ni dré ioul Doué.
6. Enn hévélep doaré ma hon eûz pédet Tituz, ével ma en deûz déraouet, da beûr-ôber ar c’hrâs-zé enn-hoc’h.
7. Hôgen ével ma founnit é pép-trâ, é feiz, é geriou, é gwiziégez, é pép préder, hag ouc’h-penn er garan̄tez hoc’h eûz évid-omp, é founnot ivé er c’hrâs-zé.
8. Na lavarann két koulskoudé ann drâ-man̄ évid ôber eur gourc’hémenn d’é-hoc’h : hôgen hép-kén évid hô tougen dré ar skouér eûz a bréder ar ré all, da rei merkou mâd eûz hô karan̄tez.
9. Râk c’houi a anavez madélez hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini, hag hén̄ pinvidik, a zô deûed da véza paour enn abek d’é-hoc’h, évit ma teûjac’h da binvidik dré hé baouren̄tez.
10. Eunn ali eo a rôann aman̄ d’é-hoc’h, ô véza ma eo gouniduz d’é-hoc’h ; c’houi péré hoc’h eûz déraouet nann hép-kén d’hé ôber, hôgen ivé d’hé iouli adaleg ar bloaz all.
11. Peûr-c’hrit éta bréma ar péz hoc’h eûz déraouet ; évit, ével ma eo bét téar hoc’h ioul da ôber vâd d’hô preûdeûr, ével-sé ivé é teûod d’hé sévéni gan̄d ar péz hoc’h eûz.
12. Râk mar d-eo téar ioul eur ré, é véz digéméret évid ar péz en deûz, ha nann évid ar péz n’en deûz két.
13. Ha na fell kéd d’in é vé diboaniet ar ré all, hag é vec’h ré garget ; hôgen kémen̄d-ha-kémen̄t.
14. Ra zalc’hô léac’h bréma hô founder d’hô faouren̄tez, évit ma vézô fréalzet hô paouren̄tez gan̄d hô founder, ha ma teûi ar geit,
15. Ével ma eo skrivet : Ann hini a zastumas kalz, n’en doé két muioc’h, hag ann hini o zastumaz nébeût, n’en doé két nébeûtoc’h.
16. Hôgen trugarékaad a rann Doué, ô véza ma en deûz rôed da galoun Tituz ann hévélep préder em eûz évid-hoc’h.
17. Râk digéméret mâd eo va féden gan̄t-han̄ ; hag ô véza lékéat c’hoaz muioc’h a bréder, eo éat d’hô kavout anézhan̄ hé-unan.
18. Kaset hon euz ivé gan̄t-han̄ hor breûr, péhini a zô meûlet brâz dré ann Aviel enn holl Ilizou ;
19. Ha péhini ouc’h-penn a zô dilennet gan̄d ann Ilizou évit mon̄t gan-é-omp enn hen̄t, er c’hrâs-man̄ a réomp évit gloar ann Aotrou, hag évit skoazia hon ioul vâd.
20. Hag é fell d’é-omp miront na vemp tamallet évid ar founder-zé hon eûz méret.
21. Râg ôber a reomb ar mâd gan̄d évez brâz, nann hép-kén dirâk Doué, hôgen ivé dirâg ann dûd.
22. Kaset hon euz c’hoaz gan̄t-hô hor breûr, péhini hon eûz anavézet évit béza évésiek é meur a zarvoud : ha kalz eo évésiékoch bréman̄, nî a esper ervâd hen digémérot,
23. Hag ivé Tituz, péhini a zô va eil, ha va skoazel enn hô kounid, hag ivé hor breûdeûr all, Ébestel ann Ilizou, gloar ar C’hrist.
24. Diskouézid éta d’ézhô dirâg ann Ilizou pétrâ eo hô karan̄tez, ha pénaoz é tellézit ar meûleûdi hon eûz rôed d’é-hoc’h.
1. Didalvez é vé d’in skriva c’hoaz d’é-hoc’h diwar-benn ann aluzennou a dléeur da rei d’ar zen̄t.
2. Râg gouzoud a rann pénaoz hô kaloun a zô trumm : ha dré-zé eo en em veûlann ac’hanoc’h dirâg ar Vasédonied, ô lavaroud d’ézhô pénaoz ann Akaia a zô daré abaoé ar bloaz tréménet, ha pénaoz hô ken̄damouez é deûz ken̄traouet meûr a hini.
3. Râk-sé em eûz kaset hor breûdeûr : évit n’am bézô két hô meûlet enn-aner diwar-benn kémen̄t-sé, ha ma viot kavet daré, ével ma em eûz hé lavaret :
4. Gan̄d aoun, pa zeûi ar Vasédonied gan-én̄, na gafchen̄t ac’hanoc’h dibaré, ha na zeûchen̄t da rusia (évit na livirimp két é vé c’houi) diwar-benn kémen̄t-sé.
5. Réd em eûz kavet éta pidi hor breûdeûr da von̄d d’hô kavout em raok, évit ma vézô daré ann aluzen é oac’h en em wéstlet da ôber, hôgen ével eur bennoz, ha nann ével dré bizôni.
6. Hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz néb a had gan̄t pizôni, a védô pan̄t pizôni, ha néb a had gan̄d founder, a védô gan̄t founder.
7. Ra rôi pép-hini ar pez en dévézô lékéad enn hé galoun da rei, nann gan̄t tristidigez, pé ével dré rédi ; râk Doué a gâr ann hini a rô gan̄t lévénez.
8. Ha Doué a zô galloudek évid hô karga a béb seurt grasou, évit pa hô pézô é péb amzer hag é pép trâ kémen̄t ha ma hoc’h eûz ézomm, hô pézô gan̄t founder péadrâ da brédéria a bép seurt mâd-ôberiou :
9. Ével ma eo skrivet : Darnaoui a ra hé vadou ; hô rei a ra d’ar béorien : hé wirionez a badô da virvikenn.
10. Ann hini a rô ann hâd d’ann hader, a rôi d’é-hoc’h bara da zibri, hag a greskô taoliou frouez hô kwirionez ;
ll. Évit ma viot pinvidik é pép-trâ ha gan̄t pép largen̄tez ; ar péz hol laka da drugarékaat stard Doué.
12. Râg ar péz a rôit dré hon daouarn-ni, na zalc’h két léac’h hép-kén da ziouér ar Zen̄t, hôgen ivé é founna dré ann holl drugarézou a zigas da Zoué ;
13. Hag ar ré hô deûz lôd enn hô largen̄tez dré hon daouarn, a veûl Doué eûz ann doujan̄s a an̄savit évid Aviel ar C’hrist, hag eûz ar vadélez gan̄t péhini é rôit lôd eûz hô madou, ha d’ézhô, ha d’ar ré all holl ;
14. Hag a béd évid-hoc’h, hag a c’hoan̄ta hô kwélout, enn abek dar c’hrâs c’houék hoc’h eûz béd digan̄d Doué.
15. Ra vézô meûlet Doué eûz hé rô dilavaruz.
1. Hôgen mé va-unan Paol, é pédann ac’hanoc’h dré gun̄vélez ha dré boell ar C’hrist, mé péhini pa’z ounn bézan̄d a zô dislébet dira-z-hoc’h, ha pa’z ounn ézvézan̄d a zô her enn hô kén̄ver ;
2. É pédann ac’hanoc’h na vézô két réd d’in, pa vézinn bézan̄d, d’en em réna gan̄d herder, ével ma venneur, é-kén̄ver hiniennou, péré a laka enn hô fenn pénaoz é kerzomp hervez ar c’hîk.
3. Râk pétrâ-bennâg ma kerzomp er c’hîk, na stourmomp két hervez ar c’hîk.
4. Armou hor soudarded-ni n’in̄t két kiguz ; hôgen gallouduz in̄t é Doué évid diskara ar c’hestel, hag évit terri ar c’huzuliou,
5. Ha kémen̄d a zâv ré huel a-énep gwiziégez Doué, hag évit lakaad é sklavérez ann holl spéréjou é doujan̄s ar C’hrist ;
6. Pa hon euz étré hon daouarn ar galloud da wana ann holl zizen̄tidigez, pa vézô leûniet hô sen̄tidigez.
7. Sellid ouc’h ann traou diouc’h ann doaré. Ma venn eur ré enn-han̄ hé-unan pénaoz éma d’ar C’hrist, ra vennô ivé enn-han̄ hé-unan pénaoz, ével ma éma d’ar C’hrist, émomb ivé d’ar C’hrist.
8. Râk, ha pa en em veûlfenn muioc’h eûz ar galloud en deûz rôed ann Aotrou d’é-omp évit rei ken̄tel vâd d’é-hoc’h, ha nann évid hô tiskar, na zeûjenn kéd da rusia.
9. Hôgen évit na vézô két krédet pénaoz é fell d’é-omp hô spoun̄ta gan̄t lizéri :
10. Râk lizéri Paol, émé-z-hô, a zô poelluz ha kré ; hôgen pa éma bézan̄d, hé gorf a zô gwân, hag hé lavar a zô dister :
11. Ra vennô ann hini a lavar ével-sé, pénaoz ével ma komzomp enn hol lizéri ha ni ezvézan̄d, enn hévélep doaré en em rénomp enn hon ôbériou ha nî bézan̄d.
12. Râk na grédomp két en em lakaad é ren̄k hiniennou péré en em veûl hô-unan, nag en em geida out-hô : hôgen en em ven̄ta a réomp war ar péz omp évit-gwîr enn-omp hon-unan, hag en em geida a réomp ouz-omp hon-unan.
13. Ével-sé nî n’en em veûlimp két dreist-men̄t, hôgen hervez men̄t ar reiz, en deûz Doué rannet d’é-omp, ar ven̄t da véza deûet bétég enn-hoc’h.
14. Râk n’en em astennomp két enn tu all d’ar péz a dléomp, ével pa na vijemp két deûet bétég enn-hoc’h ; pa omp deûet bétég enn-hoc’h enn eur brézégi Aviel ar C’hrist.
15. N’em em veûlomp kéd éta dreist-men̄t, é labouriou ar ré all : hôgen nî a esper pénaoz ma kresk hô feiz, en em veûlimp enn-hoc’h gan̄t founder hervez hor reiz,
16. O prézégi ann Aviel d’ar ré a zô enn tu all d’é-hoc’h : ha n’en em veûlimp két é reiz eunn all er péz en dévézô aozet dijâ.
17. Hôgen mar teû eur ré d’en em veûli, r’en em veûlo enn Aotrou.
18. Râk né kéd ann hini en em veûl hé-unan a zô da brizout, hôgen ann hini a zô meûlet gan̄d Doué.
l. Plijet gan̄d Doué é hellfac’h gouzan̄vi eunn nébeût va diévézded ; ha gouzan̄vit ac’hanoun.
2. Râk gan̄t gwarizi hô karann, hôgen gan̄t gwarizi Doué ; râg hô timézet em eûz ével eur werc’hez dinam da eur pried hép-kén, péhini eo ar C’hrist.
3. Hôgen aoun em eûz pénaoz, ével ma en deûz ann aer touellet Éva dré hé ijinou, ével-sé ivé na vézô saotret hô skian̄chou, ha na zeûin̄t da zistéraat eûz ann eeunder a zô er C’hrist.
4. Râk mar prézeg ann hini a zeû eur C’hrist all égéd ann hini hon eûz prézéget ; pé mar rô d’é-hoc’h eur Spéred all égéd ann hini hoc’h eûz digéméret ; pé mar prézeg eunn Aviel all égéd ann hini a zô bét rôed d’é-hoc’h, gan̄t gwîr abek é c’houzan̄vit.
5. Râk mé a venn pénaoz n’em eûz gréat nétrâ a nébeûtoc’h égéd ar ré vrasa eûz ann Ébestel.
6. Mar d-ounn amzéré em c’homsiou, n’ounn kéd enn hévélep trâ er wiziégez : hôgen en em ziskouézet omp enn hô touez é pép trâ.
7. Hag eur gwall em eûz-mé gréat, pa ounn en em izéléet évid hoc’h huélaat, ô prézégi d’é-hoc’h Aviel Doué évit nétrâ ?
8. Dibourc’het eo ann Ilizou all gan-én̄, ô tigémérout gôbr digan̄t-hô évit servicha ac’hanoc’h.
9. Ha pa oann gan-é-hoc’h, hag em boa ézomm, n’em euz béc’hiet dén : râg ar vreûdeûr a zô deûed eûz a Vasédonia hô deûz rôed d’in ar péz em boa ézomm ; hag é pép trâ em eûz hô servichet, hag hô servichinn héb hô péc’hia.
10. Ével éma gwîrionez ar C’hrist enn-oun, na vézô két lamet ar veûleûdi-zé digan-én̄ é brôiou ann Akaia.
11. Pérâg ? Ha n’hô karann-mé két ? Doué her goar.
12. Hôgen ann dra-zé a rann, a rinn, évit trouc’ha ann darvoud d’en em veûli d’ar ré hé glask, ô fellout d’ézhô en em ziskouéza hén̄vel ouz-omp, évit kaout énô eunn abek a veûleûdi.
13. Râg ar seurt tûd-zé a zô fals Ébestel, labourerien touelluz, péré a fell d’êzhô kéméroud doaré Ébestel ar C’hrist.
14. Ha né kéd eunn dra souézuz ; râk Satan hé-unan a gémer ann doaré eûz a eunn Éal goulaouek.
15. Né kéd éta estlammuz mar teû hé vinistred da géméroud doaré ministred ar wirionez : hôgen hô divez a vézô hén̄vel oud hô ôbériou.
16. Hel lavaroud a rann c’hoaz d’é-hoc’h (na vennô dén é venn eunn dén diskian̄t, pé da vihana digémérid ac’hanoun ével eunn dén diskian̄t, évit ma hellinn ivé en em veûli eunn nébeût) :
17. Krédit, mar kirit, pénaoz ar péz a lavarann, n’hel lavarann két hervez ann Aotrou, hôgen ével dré ziboell, ar pez a zeû da abek d’in d’en em veûli.
18. Pa en em veûl meûr a hini hervez ar c’hîk, mé en em veûlô ivé.
19. Râg gouzan̄vi a rîd ar ré ziskian̄t, pa’z oc’h fûr hoc’h-unan.
20. Gouzan̄vi a rît zô-kén é teûfé eur ré d’hô lakaad é sklavérez, d’hô tibri, da géméroud hô trâ, d’hô tigémérout gan̄t balc’hder, da skei war hô tremm.
21. Em méz hel lavarann, ô véza ma selleur ac’hanomp ével ré wan é-kén̄ver ann dra-zé. Hôgen pa éz eûz unan-bennâg hag a zô her (gan̄d diboell é komzann), mé a vézô her ivé.
22. Hag Hébréed in̄t-hi ? Ha mé ivé. Hag Israélited in̄t-hi ? Ha mé ivé. Hag eûz a wenn Abraham in̄t-hi ? Ha mé ivé.
23. Ha Ministred ar C’hrist in̄t-hi (ével eunn dén diskian̄t é komzann) ? Ha mé ivé mui égét-hô. Mui a labour em euz gréat ; mui a daoliou em euz bét ; mui a vac’hiou em eûz gouzan̄vet ; aliesoc’h ounn bét daré da vervel.
24. Digan̄d ar Iuzevien em eûz bét é pemp gwéac’h, daou-ugen̄t taol skourjez némed unan.
25. Teir gwéach ounn bét kannet gan̄t gwial ; eur wéach ounn bét labézet ; teir gwéach em eûz gréat pen̄sé ; eunn nôzvez hag eunn dervez ounn bét é gwéled ar môr.
26. Aliez ounn bét enn ergersiou é-gwall war ar steriou, é-gwall a berz al laéroun, é-gwall a berz tud va brô, é gwall a berz ar Jen̄tiled, é-gwall er chériou, é-gwall enn distrô, é-gwall war ar môr, é-gwall é-touez falz vreûdeûr :
27. En em gaved ounn el labour hag er skuizder, é kalz a zihunou, enn naoun hag er séc’hed, é kalz a iunou, er iénien hag enn noazded :
28. Ouc’h-penn ar poaniou-zé, péré a zô a ziavéaz, va géfridi pemdéziek, ar préder em eûz eûz ann holl Ilizou.
29. Piou a zô gwân, hép ma wanann gan̄t-han̄ ? Piou a gémer gwall-skouér, hép ma loskann ?
30. Mar d-eo réd en em veûli, mé en em veûlo eûz va foaniou.
31. Doué Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini a zô benniget enn holl amzeriou, a oar pénaoz na lavarann kéd a c’hevier.
32. É Damaz, ann hini a ioa penn-brô évid ar Roué Arétaz a lékéa tûd é kéar, évit va c’hémérout :
33. Hôgen diskennet é oenn dré eur prénestr enn eur gést a-héd ar vôger, hag ével-sé é tec’hiz dioud hé zaouarn.
1. Mar d-eo réd en em veûli (ha né kéd déréad hé ôber), é teûinn bréma d’ar gwélédigésiou ha d’ann diskleriaduriou eûz ann Aotrou.
2. Anaoud a rann eunn dén er C’hrist, péhini a oé skrapet ouc’h-penn pevarzék vloaz zô (mar boé gan̄d hé gorf, pé mar boé héb hé gorf, na ouzonn két, Doué a oar), a oé skrapet bété ann trédé Én̄v.
3. Ha mé a oar pénaoz ann dén-zé (mar boé gan̄d hé gorf, pé mar boé héb hé gorf, na ouzonn két, Doué a oar),
4. A oé skrapet er baradoz ; hag é klevaz énô komsiou kuset, ha né kéd aotréed da eunn dén hô lavarout.
5. Mé a hellfé en em veûli ô komza eûz a eunn dén ével-sé : hôgen évid-oun-mé na fell d’in en em veûli néméd eûz va foaniou.
6. Râk ma fellfé d’in en em veûli, na venn két diskian̄t ; râg ar wirionez a lavarfenn : hôgen en em zerc’hel a rann, gan̄d aoun na zeûfé eur ré da brizout ac’hanoun enn tû all d’ar péz a wél enn-oun, pé d’ar péz a glev diwar va fenn.
7. Ha gan̄d aoun na zeûfé ar brasder eûz ann diskleriaduriou da uc’hélaad ac’hanon, eo bét rôed d’in eur broud em c’hîk, péhini eo éal Satan, évit va c’harvanata.
8. Râk-sé em eûz pédet teir gwéach ann Aotrou, évit ma tec’hché hen-nez diouz-in :
9. Hag hén̄ en deûz lavared d’in : A-walc’h eo d’îd kaout va c’hrâs ; rak va ners a wella er gwanded. En em veûli a rinn éta a galoun vâd em gwanderiou, évit ma choumô enn-oun ners ar C’hrist.
10. Dré-zé en em blijann em gwanderiou, enn dismégansou, enn ézommou, enn heskinou, enn an̄keniou évid ar C’hrist : râk pa ounn gwân, neûzé eo ounn kré.
11. Diboell ounn deûet, ha c’houi eo hoc’h eûz va rédiet da véza. Râg gan-é-hoc’h eo é tlienn béza meûlet : pa n’ounn két bét distéroc’h égéd ar ré vrasa eûz ann Ébestel, pétrâ-bennâg n’ounn nétrâ.
12. Koulskoudé merkou va Abostoliez a zô en em ziskouézet enn hô touez gan̄t péb habaskded, gan̄d arouésiou, gan̄t burzudou, ha gan̄d ôberiou nerzuz.
13. Râk pétrâ hoc’h eûz-hu bét a nébeûtoc’h égéd ann Ilizou all, némét n’em eûz kéd hô péc’hiet ? Distaolid d’in ar gaou-zé.
14. Chétu ann trédé gwéach ounn en em reizet évit mon̄d d’hô kwélout, ha na rôinn kéd a véac’h d’é-hoc’h. Râk na glaskann kéd ar péz a zô d’é-hoc’h, hôgen c’houi eo a glaskann. Râk né kéd ar vugalé a dlé dastumi tenzoriou évid hô zadou, ann tadou eo a dlé dastumi évid hô bugalé.
15. Ha mé a rôi a galoun vâd kémen̄d em eûz, hag en em rei a rinn c’hoaz va-unan évid hoc’h énéou, pétrâ-bennâg évid hô karoud ével ma rann, é karit nébeût ac’hanoun.
16. Hôgen bézet : n’em eûz két hô péc’hiet ; hôgen, war hô menô, eunn dén troidelluz ounn, hag eo felled d’in hô kéméroud dré ijin.
17. Ha lékéad em euz-mé unan-bennâg eûz ar ré em eûz kaset étrézég enn-hoc’h da denna eunn dra digan-é-hoc’h ?
18. Pédet em eûz Tituz da von̄d d’hô kwelout, hag em eûz kaset gan̄t-han̄ unan eûz hor breûdeûr. Ha Tituz en deûz-hén̄ tennet eunn dra digan-é-hoc’h ? Ha n’hon eûz-ni kéd heûliet ann hévélep spéred ? Ha n’hon eûz-ni két kerzet war ann hévélep roudou ?
19. Ha menna a rit-hu c’hoaz pénaoz en em zidamallimp dira-z-hoc’h ? Komza a reomb ouz-hoc’h dirâk Doué er C’hrist : ha kémen̄d a lévéromp d’é-hoc’h, va breûdeûr kér, eo évid skouér-vâd d’é-hoc’h.
20. Râg aoun em eûz, pa’z inn d’hô kwélout, n’hô kavinn kéd ével ma fell d’in, ha na gavot két ac’hanoun ével ma fell d’é-hoc’h : aoun em euz na vé enn hô touez reûstlou, gwariziou, drougiézou, strivou, drouk komsiou, c’houibanadou, stambouc’hiou, dispac’hiou :
21. Hag ével-sé, pa zeûinn adarré d’hô kwélout, na vézékajé Doué ac’hanoun enn hô prô, ha na vé réd d’in gwéla war veûr a hini péré hô doa péc’het a-raok, ha n’hô deûz két gréad pinijen eûz hô lousdôni, euz hô gadélez, hag eûz hô likaouérez.
1. Chétu évid ann trédé gwéach éz ann d’hô kwélout. É génou daou pé drî dést é savô pép gér.
2. Lavaret em eûz dijâ d’é-hoc’h, ha lavaroud a rann c’hoaz ha mé ezvézan̄d, hôgen ô véza ma vézinn bézan̄d abarz némeur, pénaoz ma teûann eur wéach all, na esperninn kéd ar ré hô deûz péc’het, nag ar ré all holl.
3. Ha felloud a ra d’é-hoc’h arnodi galloud ar C’hrist péhini a gomz dré va génou, pehini né két bét gwân, hôgen gallouduz enn hô touez ?
4. Râk pétrâ-bennâg ma eo bét staget oud ar groaz hervez ar gwander ; hôgen béva a ra bréma dré ners Doué. Ha nî ivé a zô gwân gan̄t-han̄, hôgen béva a raimp gan̄t-han̄ dré ners Doué péhini a wéleur enn-hoc’h.
5. En̄klaskid hoc’h-unan mar d-é-moc’h er feiz : en em arnodit hoc’h-unan. Ha na anavézit-hu kéd hoc’h-unan pénaoz éma Jézuz-Krist enn-hoc’h ? Némét kollet é vec’h a-grenn.
6. Hôgen mé a esper pénaoz éc’h anavézchot n’omp két nî kollet a-grenn.
7. Hôgen nî a béd Doué évit na réat droug é-béd ; nann évit ma vézimp kavet mâd, hôgen évit ma réot ar pez a zô mâd da ôber, ha pa dléfemp ni béza kollet.
8. Râk na hellomp nétrâ a-énep ar wirionez, hôgen évid ar wirionez.
9. Ha laouen omp pa wélomp éz omp gwân, hag éz oc’h c’houi kré. Pidi a réomp évit ma teûod da véza klôk.
l0. Dré-zé é skrivann ann dra-man̄ d’é-hoc’h ha mé ezvézan̄d, évid pa vézinn bézan̄d n’en em ziskouézinn két garvoc’h, hervez ar galloud en deûz rôed ann Aotrou d’in évit sével, ha nann évid diskara.
11. Enn-divez, va breûdeûr, en em laouénait, bézit dinam, en em galounékait, bézit fûr, bévid é péoc’h, ha Doué ar péoc’h hag ar garan̄tez a vézô gan-é-hoc’h.
12. En em zaludit ann eil égilé gan̄d eunn af san̄tel. Ann holl zen̄t a zalud ac’hanoc’h.
13. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist, ha karan̄tez Doué, ha kévrédigez ar Spéred-San̄tel ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.
1. Paol Abostol, nann a berz ann dûd, na dré eunn dén, hôgen dré Jézuz-Krist, ha Doué hé Dâd, péhini en deûz hé zazorc’het a douez ar ré varô :
2. Hag ann holl vreûdeûr a zô gan-én̄, da Ilizou ar Galatia.
3. Ra vézô gan-é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué ann Tâd, ha digan̄d hon Aotrou Jézuz-Krist,
4. Péhini a zô en em rôet hé-unan évid hor péc’héjou, hag évid hon tenna eûz a falloni ar béd bézan̄d, hervez ioul Doué hon Tâd,
5. Da biou eo ar c’hloar enn holl amzeriou. Amen.
6. Souézed ounn hô pé dilézet ker buan ann hini en deûz hô kalvet da c’hrâs ar C’hrist, évid heûlia eunn Aviel all.
7. Né kéd é vé eunn all ; hôgen béz’ éz eûz hiniennou hag a nec’h ac’hanoc’h, hag a fell d’ézhô diskara Aviel ar C’hrist.
8. Hôgen ha pa zeûfemp-ni, pé eunn Éal eûz ann Én̄v da brézegi d’é-hoc’h eunn Aviel dishével diouc’h ann hini hon eûz prézéget d’é-hoc’h, ra vézô milliget.
9. Ével ma hon eûz hé lavaret d’é-hoc’h ken̄toc’h, hag hé lavaroud a rann c’hoaz bréman̄ : Mar teû eur ré da brézégi eunn Aviel dishével diouc’h ann hini a zô bét rôed d’é-hoc’h, ra vézô milliget.
10. Râk piou a fell d’in da gen̄drec’hi bréma, pé ann dûd, pé Doué ? Ha klaskout a rann-mé plijoud d’ann dûd ? Mar fellfé d’in̄ c’hoaz plijoud d’ann dûd, na vijenn két servicher ar C’hrist.
11. Diskleria a rann éta d’é-hoc’h, va breûdeûr, pénaoz ann Aviel em eûz prézéged d’é-hoc’h, na zeû kéd a berz ann dén :
12. O véza n’em eûz hé zigémérêt, ha n’em eûz hé zesket gan̄d dén é-béd, hôgen dré ziskleriadur Jézuz-Krist.
13. Râk kleved hoc’h eûz pénaoz em eûz bévet gwéchall é kréden ar Iuzevien ; pénaoz em eûz heskinet enn eunn doaré direiz Iliz Doué, hag em eûz gwastet anézhi,
14. Ha pénaoz en em ziskouézenn gan̄t mui a ziboell é krédenn ar Iuzevien, égét meûr a hini eûz va oad hag eûz va brô, ô terc’hel gan̄d eunn oaz direiz kélénnadurésiou a-c’hénou hon tadou.
15. Hôgen pa eo plijet gan̄d Doué, péhini en deûz va dilennet adalek kôv va mamm, hag en deûz va galvet dré hé c’hrâs,
16. Diskleria d’in hé Vâb, évit ma prézégfenn anézhan̄ é-touez ar Jen̄tiled ; râk-tâl em eûz hé c’hréat hép sélaoui ar c’hîk nag ar goâd ;
17. Ha n’ounn kéd deûed da Jéruzalem da gavoud ar ré a ioa Ébestel em raok ; hôgen éad ounn enn Arabia, hag ounn distrôet c’hoaz da Zamaz.
18. A-benn tri bloaz é teûiz da Jéruzalem da wélout Per, hag é choumiz pemzék déz gan̄t-han̄.
19. Hôgen na wéliz Abostol all é-béd, némét Jakez breûr ann Aotrou.
20. É kémen̄d a skrivann d’é-hoc’h, chétu hel lavarann dirâk Doué, n’eûz gaou é-béd.
21. Ac’hanô éz îz da vrôiou ar Siria hag ar Silisia.
22. Hôgen né oann két anavézet a zremm gan̄d ann Ilizou a Judéa a grédé er C’hrist.
23. Klevet hô doa hép-kén pénaoz ann hini hô heskiné kén̄t a brézégé neûzé ar feiz, out péhini é stourmé ken̄t ;
24. Hag é veûlen̄t Doué divar va fenn.
1. Pévarzék vloaz goudé éz îz adarré da Jéruzalem gan̄t Barnabaz, hag ô véza ivé kéméret Tituz gan-én̄.
2. Hôgen mon̄d a rîz dî hervez eur wélédigez ; ha mé a ziskleriaz gan̄t-hô d’ar bobl ann Aviel a brézégann d’ar Jen̄tiled, ha dreist-holl d’ar ré vrasa anézhô ; gan̄d aoun n’am bé rédet, pé na rédchenn enn-aner.
3. Hôgen na oé két rédiet Tituz, péhini a ioa gan-én̄, hag a ioa Jen̄til, da véza enwadet :
4. Hag enn abek d’ar fals-vreûdeûr a ioa deûed enn Iliz, hag a ioa en em lékéad enn hon touez évit spia ar fran̄kiz hon eûz é Jézuz-Krist, évid hol lakaad é sklavérez,
5. Na fellaz kéd d’é-omp pléga évid eur prédik, évit ma choumché gan̄-é-hoc’h gwirionez ann Aviel.
6. Ével-sé ar ré hô doa ann doaré da véza eunn dra bennâg (ar péz in̄t bét gwéchall né kéd em kers, ha Doué n’en deûz kemm é-béd évid dén), ar ré éta hô doa évid-oun ann doaré da véza eunn dra-bennâg, n’hô deûz desket d’in nétrâ a nevez ;
7. Hôgen enn-énep pa wéljon̄t pénaoz ar garg da brézégi ann Aviel d’ar ré zienwadet a oa bét rôed d’in, ével da Ber ar garg da brézégi d’ar ré enwadet ;
8. (Râg ann hini en deûz lékéat Per da Abostol d’ar ré enwadet, en deûz ivé va lékéad da Abostol d’ar ré zienwadet)
9. Pa anâvézaz Jakez, ha Kéfaz, ha Iann, péré a hévélé béza ar peûliou eûz ann Iliz, ar c’hrâs a ioa bét rôed d’in, é rôjon̄t hô dourn déou d’in ha da Varnabaz enn arouéz kévrédigez, évit ma prézégfemp-nî d’ar Jen̄tiled, hag hî d’ar ré enwadet.
10. Erbédi a réjon̄t hép-kén d’éomp kaout koun eûz ar béorien ; ar péz em eûz préder brâz da ôber.
11. Hôgen pa zeûaz Kéfaz da An̄tiokia, mé a énébaz out-han̄ enn hé zaou-lagad, ô véza ma oa tamalluz.
12. Râg a-raok ma oa deûet hiniennou a berz Jakez, hén̄ a zebré gan̄d ar Jen̄tiled ; hôgen goudé ma oen̄d deûet, hén̄ en em dennaz hag en em rannaz diout-hô, gan̄d aoun râg ar ré a ioa enwadet.
13. Ar Iuzevien all a heûliaz hé drôidellérez, ha Barnabaz hé-unan a oé didennet enn hévélep trôidellérez.
14. Hôgen pa wéliz pénaoz na gerzen̄t két eeun hervez gwirionez ann Aviel, é liviriz da Géfaz dirâg ann holl : Ma vévez é doaré ar Jen̄tiled, ha té Iuzev, ha nann é doaré ar Iuzevien, pérâg é rédiez-té ar Jen̄tiled da véva é-c’hîz Iuzevien ?
15. Iuzevien omp ganet, ha n’omp két Jen̄tiled, péré a zô péc’hérien.
16. Hôgen ô c’houzout pénaoz ann dén né két didamallet dré ôberiou al lézen, hôgen dré ar feiz é Jézuz Krist, nî hon eûz hon-unan krédet é Jézuz-Krist, évit ma vézimp didamallet dré ar feiz er C’hrist, ha nann dré ôberiou al lézen : râk dén é-béd na vézô didamallet dré ôberiou al lézen.
17. Pa glaskomp béza didamallet dré ar C’hrist, ma vemp kavet ivé péc’herien, hag ar C’hrist a vé ministr ar péc’hed ? Doué ra virô.
18. Râk ma savann a nevez ar péz em eûz diskaret, ével torrer al lézen en em likiinn.
19. Hôgen marô ounn d’al lézen dré al lézen hé-unan, évit na vévinn mui néméd évid Doué. Staged ounn bét oud ar groaz gan̄d ar C’hrist.
20. Hag é vévann, pé gen̄toc’h né két mé a vév, hôgen ar C’hrist eo a vév enn-oun. Ha mar bévann bréman̄ er c’hik, é vévann é feiz Mâb Doué, péhini en deûz va c’haret, hag a zô en em rôed hé-unan évid-oun.
21. Na zistaolann két grâs Doué. Râk mar teû ar wirionez dré al lézen, ar C’hrist a zô éta marô évit nétrâ.
1. O Galated diskian̄t, piou en deûz hô strôbinellet évit ma teûfac’h dizen̄t d’ar wirionez, c’houi dirâk daou-lagad péré eo bét disrévellet Jézuz-Krist ével pa vijé bét staget oud ar groaz enn hô touez ?
2. Eunn dra hép-kén a fell d’in da c’houzout diouz-hoc’h : ha dré ôberiou al lézen eo hoc’h eûz digéméret ar Spéred-San̄tel, pé dré ar feiz hoc’h euz klevet ?
3. Ha diskian̄t a walc’h oc’h-hu, évit, goudé béza déraouet dré ar Spéred, é teûfac’h bréma da beûr-ôber dré ar c’hîk ?
4. Hag enn-aner eo hô pézô gouzan̄vet kémen̄t ? Mé a gréd né vézô kéd enn-aner.
5. Ann hini a rô d’é-hoc’h ar Spéred, hag a ra burzudou enn hô touez, hag hén̄ her grâ dré ôberiou al lézen, pé dré ar feiz hoc’h eûz klevet ?
6. Ével ma eo skrivet : Abraham a grédaz é Doué, hag hé feiz a oé nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez.
7. Gwézit éta pénaoz ar ré a zô bugalé ar feiz, a zô ivé bugalé Abraham.
8. Ével-sé Doué ô râg-gwélout er Skritur pénaoz é tidamalché ar boblou dré ar feiz, a réaz ann diougan-man̄ da Abraham : Ann holl boblou eûz ann douar a vézô benniget enn-oud.
9. Dré-zé ar ré en em skoazel war ar feiz, a zô benniget gan̄d Abraham ar féal.
10. Hôgen piou-bennâg en em skoazel war al lézen, a zô dindân ar valloz ; pa eo skrivet : Milliget ra vézô kémen̄d hini na vîr két kémen̄d a zô skrivet é Levr al lézen.
ll. Hag anad eo pénaoz dén n’eo didamallet dré al lézen dirâk Doué ; râg ann dén gwirion a vév dré ar feiz.
12. Hôgen al lézen n’en em skoazel két war ar feiz ; hôgen néb a virô ann traou-man̄, a vévô enn-hô.
13. Ar C’hrist en deûz hon dasprénet eûz a valloz al lézen, ô véza ma eo en em c’hréat malloz évid-omp ; ével ma eo skrivet : Milliged eo néb a zô krouget oud ar prenn ;
14. Évit ma teûje bennoz Abraham war ar Jentiled é Jézuz-Krist, ha ma tigémerchemp dré ar feiz ar Spéred diouganet.
15. Va breûdeûr (hervez eunn dén é komzann), pa en deûz eunn dén gréad eur marc’had dré skrîd, hag hén̄ krétéet mâd, dén na zispriz anézhan̄, ha na’z a dreist.
16. Doué en deûz rôed hé c’hér da Abraham, ha d’hé wenn. Na lavar két : Ha d’hé wennou, ével pa fellfé d’ézhan̄ komza eûz a veûr a hini ; hôgen, ha d’hé wenn, da lavaroud eo, da unan eûz hé wenn, péhini eo ar C’hrist.
17. Ar péz a fell éta d’in da lavarout eo pénaoz eo bét krévéet ar gévrédigez gan̄d Doué, ha pénaoz al lézen péhini n’eo bét rôet némét pevar c’hant bloaz ha trégon̄t goudé, na hell két béza bét lamet gan̄t-han̄ évid hé lakaad da derri hé c’hér.
18. Râk mar d-eo dré al lézen eo rôed ann digouéz d’é-omp, n’eo mui éta dré ar gwéstl. Hôgen dré ar gwéstl eo en deûz Doué hé rôed da Abraham.
19. Pétrâ éta eo al lézen ? Lékéad eo évid anaout ar gwallou a réad oc’h hé zerri, bété ma teûjé ar wenn da béhini é oa diouganet. Hag al lézen-zé a zô bét rôet gan̄d ann Éled dré zourn eunn han̄térour.
20. Hôgen eunn han̄térour né kéd eûz a unan hép-kén : ha Doué n’eo néméd unan.
21. Hag al lézen éta a zô a-énep gwéstlou Doué ? Doué ra virô. Râk ma é défé gellet al lézen a zô bét rôet, rei ar vuez, ar wirionez hép mâr é-béd a zeûfé eûz al lézen.
22. Hôgen ar Skritur é deûz serret pép trâ dindân ar péc’hed, évit ma vijé rôet ar péz a oa gwéstlet dré feiz Jézuz-Krist d’ar ré a grédché enn-han̄.
23. Hôgen abarz ma oé deûed ar feiz, é oamp serret dindân al lézen, évit en em aoza d’ar feiz a dlié béza diskleriet.
24. Ével-sé al lézen a zô bét hor skôlier er C’hrist, évit ma vijemp didamallet dré ar feiz.
25. Hôgen pa eo deûed ar feiz, n’émomp mui dindân ar skôlier.
26. Bugalé Doué oc’h holl dré ar feiz é Jézuz-Krist.
27. Râk kémen̄d hini ac’hanoc’h a zô bét badézet er C’hrist, en deûz gwisket ar C’hrist.
28. N’eo na Iuzeô na Jen̄til, na sklâv na fran̄k, na goâz na maouez ; hôgen n’oc’h holl néméd unan é Jézuz-Krist.
29. Hôgen mar d-oc’h d’ar C’hrist, éz oc’h éta gwenn Abraham, hag ann héred hervez ann diougan.
1. Lavaroud a rann c’hoaz : Keit ha ma eo bugel ann her, né két dishén̄vel diouc’h eur mével, pétrâ-bennâg ma eo ann aotrou eûz a bép trâ :
2. Hôgen dindân ar warded ha dindân ar vérerien éma, bétég ann amzer merket gan̄d hé dâd.
3. Ével sé nî pa édomp bugalé, édomp sklaved dindân ken̄teliou ar béd.
4. Hôgen pa eo bét deûet sévénidigez ann amzer, Doué en deûz kaset hé Vâb, gréad eûz a eur c’hrég, gréad dindân al lézen ;
5. Évid daspréna ar ré a ioa dindân al lézen, hag hol lakaad da véza bugalé ann dilenn.
6. Hag ô véza ma’z oc’h bugalé, Doué en deûz kaset Spéred hé Vâb enn hô kalounou, péhini a gri Abba, va Zâd.
7. Dré-zé hini ac’hanoc’h n’eo bréma mével, hôgen mâb eo. Mar d-eo mâb, eo ivé her Doué dré Jézuz-Krist.
8. Gwéach all, pa na anavézac’h kéd Doué, é servichac’h ar ré na oa két douéed dré natur.
9. Hôgen bréma pa hoc’h eûz anavézet Doué, pé gwelloc’h pa oc’h bét anavézet gan̄d Doué, pénaoz é tistrôit-hu c’hoaz d’ar c’hélennou ken̄ta-zé ker gwân ha ker paour, dindân péré é fell d’é-hoc’h servicha adarré ?
10. Miroud a rîd ann deisiou, hag ar misiou, hag ann amzeriou, hag ar bloasiou.
11. Aoun em eûz évid-hoc’h, n’em bé laboured évid-hoc’h enn-aner.
12. Bézid ével-d-oun, râk mé a zô ével-d-hoc’h : mé hô péd eûz a gémen̄t-sé ; n’hoc’h eûz gréad droug é-béd d’in.
13. Rag gouzoud a rît pénaoz er penn-ken̄ta em eûz prézéged d’é-hoc’h ann Aviel é gwander ar c’hîk,
14. Ha pénaoz n’hoc’h eûz két va disprizet, na va distaolet enn abek da wall ioulou va c’hîk : hôgen va digéméred hoc’h eûz é-c’hîz eunn Éal Doué, ével Jézuz-Krist hé-unan.
15. Péléac’h éma éta hoc’h eurusded ? Râk ann desténi-man̄ a rôann d’é-hoc’h pénaoz neûzé hô pijé tennet, mar boa galluz, hô taoulagad, évid hô rei d’in.
16. Ha deûed ounn éta da énébour d’é-hoc’h évit béza lavaret ar wirionez d’é-hoc’h ?
17. En em rei a réon̄t d’é-hoc’h, hôgen n’eo kéd évid ar mâd : hô pellaad a fell d’ézhô diouz-omp, évit ma en em rôot d’ézhô.
18. Hôgen c’houi en em rôid d’ar mâd évit-mâd é péb amzer, ha nann hép-kén pa en em gavann enn hô touez.
19. Va bugaligou, péré a c’hanann c’hoaz, kén na vézô doaréet ar C’hrist enn-hoc’h,
20. Mé a garré bréma béza gan-é-hoc’h, ha kemma va mouéz ; râg é poan émounn évit komza ouz-hoc’h.
21. Livirid din, c’houi péré a fell d’é-hoc’h béza dindân al lézen, ha n’hoc’h eûs-hu két lennet al lézen ?
22. Râk skrived eo, pénaoz Abraham en deûz bét daou vab, unan eûz ar vatez, hag eunn all euz ar c’hrég fran̄k.
23. Hôgen ann hini a zô deûed eûz ar vatez, a zô ganet hervez ar c’hîk ; hag ann hini a zô deûed eûz ar c’hrég fran̄k, a zô ganet dré ar gwéstl.
24. Ann traou-man̄ a zô bét lavaret dré allégori. Râg ann diou vaouez-zé a zô daou destaman̄t. Unan anézhô a zô bét rôet war vénez Sina, ha n’é deûz ganet néméd sklaved : hag hennez eo Agar.
25. Rak Sina a zô eur ménez enn Arabia, war-harz al léac’h a zô bréma Jéruzalem, hag a zô sklâv gan̄d hé bugalé.
26. Hôgen ar Jéruzalem a zô d’ann néac’h, a zô dieûb : houn-nez eo a zô hor mamm.
27. Râk skrivet eo : Laouéna, grég vréc’han̄, pa na c’hanez két : strâk, ha garm, pa na wilioudez két ; râg ann hini a zô dilézet é deûz mui a vugalé, égéd ann hini é deûz eunn ozac’h.
28. Ni a zô éta, va breûdeûr, bugalé ar gwéstl ével Izaak.
29. Hag ével neuzé ann hini a oa ganet hervez ar c’hîk a heskiné ann hini a oa ganet hervez ar spéred, ével-sé ivé é c’hoarvez bréma.
30. Hôgen pétrâ a lavar ar Skritur ? Kâs-kuît ar vatez hag hé mâb ; râk mâb ar vatez na vézô kéd da her gan̄t mâb ar c’hrég fran̄k.
31. Râk-sé, va breûdeûr, nî n’omp két bugalé ar vatez, hôgen bugalé ar c’hrég fran̄k : hag ar C’hrist eo en deûz hon dieûbet dré ar fran̄kiz-zé.
1. Choumid enn hô sâ, ha n’en em likit mui dindân iéô ar sklavérez.
2. Chétu mé Paol é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ma likiid hoc’h enwada, ar C’hrist na dalvézô nétrâ d’é-hoc’h.
3. Hag oc’h-penn é tiskleriann da gémen̄d dén a lakai hé enwada, pénaoz é tlé miroud al lézen holl.
4. C’houi péré a fell d’é-hoc’h béza didamallet gan̄d al lézen n’hoc’h eûz mui hô lôd er C’hrist, kouézed oc’h eûz ar c’hrâs,
5. Hôgen nî, dré ar feiz eo é c’hédomp digéméroud ar wirionez a berz ar Spéred-San̄tel.
6. Râg é Jézuz-Krist, nag ann enwad, nag ann dienwad na dâl nétrâ, hôgen ar feiz a zeû eûz ar garan̄tez.
7. Mâd é rédac’h ; piou en deûz mired ouz-hoc’h na zen̄tac’h oud ar wirionez ?
8. Ann ali-zé na zeû kéd eûz ann hini en deûz hô kalvet.
9. Eunn nébeût goell a lakâ da c’hôi ann holl doaz :
10. Géda a rann eûz a vadélez ann Aotrou, pénaoz n’hô pézô kéd a vénosiou all némét va ré ; hôgen néb a en̄krez ac’hanoc’h, a zougô ar varnidigez, piou-bennâg é vézô.
11. Ha mé, va breûdeûr, mar prézégann c’hoaz ann enwad, pérâg é c’houzan̄vann-mé c’hoaz ann heskinou ? Gwall-skouér ar groaz a zô éta éad-da-nétra ?
12. A-ioul é vé diskolpet ar ré a héskin ac’hanoc’h.
13. Râk c’houi, va breûdeûr, a zô galvet er fran̄kiz : hôgen likid évez na zeûfé kéd ar fran̄kiz-zé da abek d’é-hoc’h da véva hervez ar c’hîk ; hôgen en em zervichit ann eil égilé gan̄t karan̄tez ar Spéred.
14. Râg ann holl lézen a zô dalc’het er gér-man̄ hép-kén : Karoud a ri da nésa ével-d-od da-unan.
15. Ma en em grogit, ma en em zibrit ann eil égilé, likid évez n’en em wastac’h ann eil égilé.
16. Hé lavaroud a rann éta d’é-hoc’h : Kerzid er Spéred, ha na zévénot két ioulou ar c’hîk.
17. Râg ar c’hîk a c’hoan̄ta a-éneb ar spéred, hag ar spéred a-énéb ar c’hîk ; hag ann eil a zô énébour d’égilé : enn hévélep doaré na rit két ar péz a garrac’h.
18. Mar d-oc’h rénet gan̄d ar Spéred, n’émoc’h kéd dindân al lézen.
19. Hôgen ôberiou ar c’hîk a zô anat, ha c’hétu hî : Ar c’hadélez, al lousdôni, al likaouérez, ann oriadez,
20. Azeûlidigez ann idolou, ar gon̄tammérézou, ann énébiézou, ar reustlou, ann hérésiou, ann drougiézou, ar strivou, ann droulan̄sou, ann héréziou,
21. Ar gwariziou, al lazérézou, ar merven̄tiou, ann dirollou, ha traou all hén̄vel : ha mé a ziougan d’é-hoc’h, ével ma em eûz diouganet, pénaoz ar ré a ra ann hévélep traou, na vézin̄t kéd héred rouan̄télez Doué.
22. Hogen frouez ar Spéred eo ar garan̄tez, al lévénez, ar péoc’h, ann habaskded, ann hégaradded, ar vadélez, ann hîr-c’hortozidigez,
23. Ar gun̄vélez, ar feiz, ar poell, ann dalc’h, ar glanded. N’eûz kéd a lézen a-éneb ann hévéleb ôberiou-zé.
24. Hôgen ar ré a zô d’ar C’hrist, hô deûz staget hô c’hîk oud ar groaz, gan̄d hé wallou, hag hé wall-ioulou.
25. Ma vévomp dré ar spéred, é kerzomb ivé dré ar spéred.
26. Na c’hoan̄taomp két ar c’hloar wân, oc’h en em vrouda ann eil égilé, oc’h en em hérézi ann eil égilé.
1. Va breûdeûr, mar béz kouézet eur ré dré douellérez enn eur péc’hed-bennâg, c’houi, péré a zô spéréduz, kélennit-hén̄ gan̄d eur spéred a gun̄vélez, pép-hini ô selloud out-han̄ hé-unan, gan̄d aoun na vé temptet.
2. Dougit bec’hiou ann eil égilé ; ével-sé é sévénot lézen ar C’hrist.
3. Râk ma venn eur ré é vé euun dra-bennâg, pa n’eo nétrâ, en em douell hé-unan.
4. Ra arwestô pép-hini hé labour hé-unan, ha neûzé e kavô hé c’hloar enn-han̄ hé-unan, ha nann er ré all.
5. Râk pép-hini a zougô hé véac’h hé-unan.
6. Néb a zô kélennet gan̄d ar gér, ra rôi lôd eûz hé holl vadou d’ann hini a gélenn anézhan̄.
7. Na faziit két ; na réeur kéd a c’hoab eûz a Zoué.
8. Râg ann dén a védô ar péz en dévézô hadet. Néb a hâd er c’hîk, a védô eûz ar c’hîk ar vreinadurez ; hag ann hini a hâd er spéred, a védo eûz ar spéred ar vuez peûr-baduz.
9. Na skuizomp kéd éta oc’h éber vâd ; râk ma na skuizomp két, é védimp pa vézô deûed ann amzer.
10. Dré-zé pa hon eûz ann amzer, gréomp vâd d’ann holl, ha dreist-holl d’ar ré hô deûz ann hévélep feiz gan-é-omp.
11. Gwélit pé lizer em eûz skrivet d’é-hoc’h gan̄t va dourn va-unan.
12. Râg ar ré a fell d’ézhô plijoud er c’hîk, na rédion̄t ac’hanoc’h d’en em enwada, néméd évid na c’houzan̄vin̄t kéd a heskin enn abek da groaz ar C’hrist.
13. Râg ar ré en em enwad, na viron̄t kéd al lézen ; hôgen hî a fell d’ézhô é vec’h enwadet, évit ma en em veûlin̄t enn hô kik.
14. Hôgen évidoun-mé, a ioul ma teûfenn d’en em veûli, néméd é kroaz hon Aotrou Jézuz-Krist, dré béhini ar béd a zô bét staget oud ar groaz évid-oun, ha mé évit ar béd.
15. Râg é Jézuz-Krist ann enwad nag ann dienwad na dâl nétrâ, hôgen hép-kén ar c’hrouadur nevez.
16. D’ar ré a heûliô ar reiz-zé ra vézô ar péoc’h hag ann trugarez, hag ivé da Israel Doué.
17. A-hen̄d-all na zeûi dén da en̄krézi ac’hanoun ; râk merkou ann Aotrou Jézuz a zougann war va c’horf.
18. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan̄d hô spéred, va breûdeûr. Amen.