Bibl/Lizer d’ann Éfézied

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 603-608)



LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’ANN ÉFÉZIED.


————
I. PENNAD.


1. Paol Abostol Jézuz Krist dré ioul Doué, d’ann holl zen̄t a zô é Éfézuz, ha d’ann dûd féal é Jézuz-Krist.

2. Ra vézô gan-é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

3. Ra vézô benniget Doué ha Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini en deûz hor benniget gan̄t péb bennoz spéréduz er C’hrist évid ann Én̄vou ;

4. É-c’hîz ma en deûz hon dilennet enn-han̄ abarz krouidigez ar béd, évit ma vijemp sen̄t ha dinam dira-z-han̄ er garan̄tez ;

5. Péhini en deûz hor c’hen̄d-dileûret, dré hé ioul vâd, évit béza hé vipien a zilennidigez dré Jézuz-Krist ;

6. É meuleûdi gloar hé c’hrâs, dré béhini en deûz hol lékéad da véza hétuz enn hé Vâb karet-mâd,

7. É péhini hon eûz ann dasprénadurez dré hé c’hoâd, hag ann distaol euz ar péc’héjou, hervez madou hé c’hrâs,

8. Péhini en deûz lékéat gan̄t founder enn-omp, é pép furnez hag é pép poell :

9. Évit ma tiskouézché d’é-omp dis-gwél hé ioul, hervez hé c’hrâd-vâd, dré béhini en deûz lékéad enn hé benn,

10. Pénaoz, pa vijé sévénet ann amzeriou reizet gan̄t-han̄, é c’hrounché pép-trâ er C’hrist, ken ar péz a zô enn Én̄vou, ken ar péz a zô war ann douar ;

11. Hag enn-han̄ eo ivé omb bét galvet ével dré ann darvoud, ô véza bét ken̄d-dileûret hervez ratoz ann hini a ra pép-trâ diouc’h ali hé ioul hé-unan :

12. Évit ma vézimp meûleûdi hé c’hloar, ni péré hon eûz er penn-ken̄ta lékéad hon espéran̄s er C’hrist ;

13. Hag enn-han̄ eo ivé c’houi, goudé béza klevet ar gér a wirionez (Aviel hô silvidigez), ha goudé béza bét krédet enn-han̄, oc’h bét arouézet gan̄d ar Spéred-San̄tel diouganet,

14. Péhini eo ann arrez eûz hon digouéz, bétég hon dasprénadurez, é meûleûdi hé c’hloar.

15. Dré-zé pa em eûz klevet méneg eûz hô feiz enn Aotrou Jézuz-Krist, hag eûz hô karan̄tez évid ann holl zen̄t,

16. Na éhanann két da drugarékaad Doué évid-hoc’h, ô kaout koun ac’hanoc’h em pédennou ;

17. Évit ma teûi Doué hon Aotrou Jézuz-Krist, Tâd ar c’hloar, da rei d’é-hoc’h ar spéred a furnez hag a zisklériadur, évid hé anaout ;

18. Ma sklérai daou-lagad hô kaloun, évit ma wézot pétrâ eo espéran̄z hô kalvidigez, ha pétrâ eo madou ha gloar hé zigouéz é-kén̄ver ar zen̄t :

19. Ha péger braz eo hé c’halloud enn-omp-ni, péré a gréd hervez hé c’halloud hag hé ners,

20. En deûz diskouézet er C’hrist, oc’h hé zazorc’hi eûz a douez ar ré varô, hag oc’h hé lakaad enn tu déou d’ézhan̄ enn Én̄vou ;

21. Dreist pép prin̄sélez, ha pép galloud, ha pép ners, ha péb aotrouniez, ha péb hanô a hanveur, nann hép-kén er béd-man̄, hôgen ivé enn hini da zon̄t.

22. Lékéad en deûz pép-trâ da bléga dindân hé dreid, hag hé rôed en deûz da benn d’ann Iliz holl,

23. Péhini eo hé gorf, hag hé leûnder, hén̄ péhini a zeû da leûnia ann holl enn holl.


————
II. PENNAD.


1. Hén̄ eo en deûz hô lékéad da véva a nevez, pa oac’h marô enn hô kwallou hag enn hô péc’héjou,

2. É péré é kerzac’h ken̄t hervez boaz ar béd-man̄, hervez prin̄s galloud ann éar, ar spéred-zé, péhini a labour bréma war ar ré zifeiz.

3. É péré omb bét ivé holl ken̄t é ioulou hor c’hik, oc’h ôber c’hoan̄t ar c’hik hag hor ménosiou ; hag é oamp dré hon natur bugalé ar vuanégez, ével ar ré all.

4. Hôgen Doué, péhini a zô pinvidig é trugarez, dré ann abek d’ar garan̄tez vrâz en deûz bét évid-omp,

5. Pa édomp marô dré hor péc’héjou, en deûz hol lékéad da gen-véva er C’hrist (dré c’hrâs péhini oc’h bét salvet),

6. Hag en deûz hor c’hen-zazorc’het, hag hol lékéad da gen-azéza enn Én̄vou é Jézuz-Krist ;

7. Évit ma tiskouézché enn amzeriou da zon̄t ar madou founnuz eûz hé c’hrâs, dré ar vadélez en deûz béd évid-omb é Jézuz-Krist.

8. Râk dré ar c’hrâs eo oc’h bét salvet gan̄d ar feiz ; hag ann dra-zé na zeû kéd ac’hanoc’h ; râg eur rô eo eûz a Zoué :

9. Na zeû kéd eûz hon ôberiou, évit n’en em veulô dén.

10. Râg hé labour omp, ô véza bét krouet é Jézuz-Krist enn ôberiou mâd en deûz aozet Doué, évit ma kerzchemp enn-hô.

11. Dré-zé hô pézet koun pénaoz, ô véza ma oac’h Jen̄tiled ken̄t er c’hîk, hag eûz ar ré a c’halved dienwadet, é kemm eûz ar ré a c’halved enwadet, dré ann abek d’ann enwad gréat er c’hîk gan̄d ann dourn ;

12. N’ho poa két neûzé a lôd er C’hrist ; rannet é oac’h eûz a unvaniez Israel : diavésidi é oac’h é-kén̄ver ar gévrédigézou, héb espéran̄s é gér ann Aotrou, hag hép Doué er béd-man̄.

13. Hôgen bréma pa émoc’h é Jézuz-Krist, c’houi, péré ken̄t a oa pell, oc’h deûed tôst dré c’hoâd ar C’hrist.

14. Râg hén̄ eo hor péoc’h, péhini, eûz a zaou en deûz gréad unan, péhini en deûz torret enn hé gîk ar vôger kreiz, a ioa da gasôni dézhô ;

15. Péhini dré hé gélénnadurez en deûz torret lézen ar c’hourc’hémennou, évid ôber eûz a zaou enn-han̄ hé-unan, eunn dén nevez hép-kén, ô lakaad ar péoc’h ;

16. Hag évid hô unvani hô daou gan̄d Doué enn eur c’horf hép-kén dré hé groaz, ô laza enn-han̄ ar gasôni.

17. Ével-sé eo deûet hag en deûz prézéget ar péoc’h, ha d’é-hoc’h péré a oa pell, hag ivé d’ar ré a oa tôst.

18. Râk-sé dré-z-han̄ eo hon eûz digémer ann eil hag égilé étrézég ann Tâd enn eunn hévélep Spéred.

19. N’oc’h mui éta diavésidi ha divrôidi ; hôgen ken-vourc’hisien ar Zen̄t oc’h, ha mévellou Doué :

20. Pa oc’h savet war ziazez ann Ébestel hag ar Broféded, hag é Jézuz-Krist, péhini a zô hé-unan ar c’hen̄ta méan-korn ;

21. War béhini eo diazézet ann tî holl, hag é sâv ével eunn templ san̄tel d’ann Aotrou :

22. Ha péhini a gen-zavit ivé, c’houi, ével eunn ti da Zoué dré ar Spéred-San̄tel.


————

III. PENNAD.


1. Dré-zé eo ounn deûet, mé Paol, da véza sklâv Jézuz-Krist évid-hoc’h, Jen̄tiled ;

2. Râk kleved hoc’h euz héb arvar pénaoz en deûz Doué rôed hé c’hrâs din évid hé disteûrel d’é-hoc’h ;

3. Pénaoz eo diskleried d’in dré ziougan ann disgwél-zé, ével ma em euz skrivet d’é-hoc’h a-raog é berr gomsiou ;

4. Dré bétrâ é hellit anaout, oc’h hé lenna, ar poell em eûz eûz a vister ar C’hrist,

5. Péhini n’eo két bét anavézet enn amzeriou all gan̄t bugalé ann dûd, ével ma eo diskleriet bréma gan̄d ar Spéred-San̄tel, d’hé Ébestel san̄tel, ha d’ar Broféded ;

6. Pénaoz ar Jen̄tiled a zô ken-héred, ken-gorfek, ha ken-lôdek é gér Doué é Jézuz-Krist dré ann Aviel,

7. Eûz a béhini ounn bét gréat ar ministr, hervez ar rô eûz a c’hrâs Doué, a zô bét rôed d’in hervez nerz hé c’halloud.

8. Rôed eo béd éta din, mé péhini a zô ann distéra eûz ar zen̄t holl, ar c’hrâs da brézégi d’ar Jen̄tiled pinvidigézou diboelluz ar C’hrist,

9. Ha da ziskleria d’ann holl péger kaer eo ar reiz eûz ann disgwél kuzet adalek derou ann amzeriou é Doué, péhini en deûz krouet pép-trâ :

10. Évit ma vézô anad dré ann Iliz d’ar brin̄sélézou ha d’ar c’halloudou eûz ann Én̄vou, Doué é meur a dra dishen̄vel,

ll. Hervez ar ménoz a-viskoaz en deûz sévénet é Jézuz-Krist hon Aotrou ;

12. É péhini hon eûz fisian̄s, hag é krédomp tostaad out-han̄, dré ar feiz hon eûz enn-han̄.

13. Dré-zé na zigalounékait két, mé hô péd, oc’h va gwélout enn en̄krez évid-hoc’h : hô kloar eo kémen̄t-sé.

14. Râk-sé eo é plégann va daoulin dirâk Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist,

15. Eûz a béhini é kémer hé hanô ann holl dadélez a zô enn Én̄v ha war ann douar,

16. Évit m’hô lakai hervez madou hé c’hloar da grévaat enn dén a-ziabars dré ners hé Spéred :

17. Ma lakai ar C’hrist da choum dré ar feiz enn hô kalounou ; évit, goudé ma viot bét grisiennet ha diazézet er garan̄tez ;

18. Ma hellot poella gan̄d ann holl zen̄t pétrâ eo al léd, ann héd, ann uc’helded hag ann dounder,

19. Hag anaout karan̄tez ar C’hrist enn hor c’hén̄ver, péhini a zô dreist pép gwiziégez, évit ma viot leûniet hervez pép leûnder Doué.

20. Hôgen d’ann hini péhini, dré ann ners a zô gréat enn-omp, a hell ôber kals muioc’h éget kémen̄t ha ma c’houlennomp, ha kemen̄t ha ma vennomp,

21. Ra vézô ar c’hloar enn Iliz dré Jézuz-Krist, enn holl rummou é amzeriou ann amzeriou. Amen.


————
IV. PENNAD.


1. Ho pidi a rann éta stard, mé péhini a zô chadennet évid ann Aotrou, ma kerzot gan̄t pép déréadégez er c’halvédigez é péhini oc’h bét galvet,

2. Gan̄t pép vuelded, gan̄t pép kun̄vélez, gan̄t péb habaskded, oc’h en em c’houzan̄vi ann eil égilé gan̄t karan̄tez ;

3. O prédéria mirout ann unvez a Spéred dré éré ar péoc’h.

4. Eur c’horf oc’h hag eur Spéred, ével ma’z oc’h galvet enn eunn espéran̄s eûz hô kalvédigez.

5. N’eûz néméd eunn Aotrou, eur feiz, eur vadisian̄t.

6. N’eûz néméd eunn Doué Tâd ann holl, péhini a zô dreist ann holl, ha dré ann holl, hag enn-omp holl.

7. Hôgen ar c’hrâs a zô bét rôet da bép-hini ac’hanomp hervez ar c’hemm eûz a rô ar C’hrist.

8. Dré-zé eo é lavar : O véza piñet d’ann néac’h en deûz kaset sklâv ar sklavérez, ha rôed en deûz hé rôou d’ann dûd.

9. Hôgen pérag ef-hén̄ lavaret eo piñet, néméd dré ma’z eo diskennet da gen̄ta er c’hévrennou douna eûz ann douar ?

10. Ann hini a zô diskennet eo ivé ann hini a zô bét piñet dreist ann holl Én̄vou, évit sévéni pép-trâ.

11. Hâg hén̄ eo en deûz rôet lôd da Ébestel, lôd da Broféded, ré all da Aviélérien, ré all da Bastored, ré all da Zoktored ;

12. Évit klôkaad ar zen̄t é labour hô c’harg, hag évit sével korf ar C’hrist ;

13. Bété ma tizimp holl unvez ar feiz, hag anaoudégez Mâb Doué, enn eunn dén klôk, é kemm ann oad eûz a leûnder ar C’hrist ;

14. Évit na vézimp mui ével bugalé arvaruz, ha na vézimp két trôzouget gan̄t péb avel ann deskadurez, dré zrougiez ann dûd, ha dré ann touellérez gant péhini é tougon̄d d’ar fazi ;

15. Hôgen oc’h heûlia ar wirionez er garan̄tez, ma kreskimp é pép-trâ é Jézuz-Krist, péhini eo hor penn ;

16. Dré béhini ar c’horf holl frammet hag unvanet dré bép mell, a zigémer ar c’hresk, hervez ar ven̄t a zéré da bép-hini eûz ann izili, évit ma savô ével-sé dré ar garan̄tez.

17. Hel lavaroud a rann éta d’é-hoc’h, ha tést ounn eûz a gémen̄t-sé dirâg ann Aotrou, pénaoz na gerzot mui ével ma kerz ar Jen̄tiled all, é fougé hô ménoz,

18. Péré hô deûz hô skian̄t leûn a dévalien, péré a zô pelléet eûz a vuez Doué ; enn abek d’ann diwiziégez a zô enn-hô, ha da zallen̄tez hô c’haloun :

19. Péré ô véza kollet pép fisian̄s gan̄t-hô, a zô en em rôet d’al lousdôni, évid en em deûrel gan̄t fô é péb hudurnez, hag er bizôni.

20. Hôgen c’houi, né kéd ar péz hoc’h eûz desket é skôl ar C’hrist,

21. Pa eo gwîr hoc’h eûz klevet ha desket énô, hervez ar wirionez eûz a gélénnadurez Jézuz :

22. Pénaoz é tléit kâs-kuit ann dén kôz, hervez hô puez ken̄ta, péhini a zeû da vreina dre ar c’hoan̄tou touelluz ;

23. Hag en em névézi é spéred hô ménoz,

24. Ha gwiska ann dén nevez, péhini a zô krouet hervez Doué er wirionez hag é san̄télez ar wirionez.

25. Dré-zé ô tisteûrel pép gaou, ra lavarô pép-hini ar wirionez d’hé nésa, ô véza ma’z omp ann izili ann eil eûz égilé.

26. Buanékait, ha na béc’hit két : na guzet két ann héol war hô puanégez.

27. Na rôit kéd a léac’h d’ann diaoul :

28. Néb a laéré, na laéret mui ; hôgen labouret, ha gréat eunn dra-bennâg a vâd gan̄d hé zaouarn, évit ma en dévézô péadrâ da rei d’ar ré a zô diénez gan̄t-hô.

29. Na zeûet er-méaz eûz hô kénou lavar droug é-béd : hôgen na zeûet némét lavariou mâd évit sével ar feiz, hag évid digas ar c’hrâs d’ar ré hô sélaou.

30. Ha na dristait két Spéred-San̄tel Doué, é péhini oc’h bét arouézet évit deiz ann dasprénadurez.

31. Taolid er-méaz ac’hanoc’h pép c’houervder, péb buanégez, pép frouden, pép garmérez, pép téôdad, ha pép drougiez.

32. Hôgen bézit mâd ann eil é-kén̄ver égilé : bézit trugarézuz, ha distaolit hô kwallou ann eil d’égilé, ével ma en deûz Doué distaoled d’é-hoc’h é Jézuz-Krist.


————
V. PENNAD.


1. Bézit éta heûlierien Doué, ével bugalé karet-mâd :

2. Ha kerzit er garan̄tez, ével ma en deûz ar C’hrist hor c’haret, hag en em rôed hé-unan évid-omp da Zoué, ével eur c’hinnig hag eunn hostiv a c’houés vâd.

3. Hôgen na vézet két klevet hanô enn hô touez nag eûz a c’hadélez, nag eûz a lousdôni é-béd, nag eûz a bizôni, ével ma téré da zen̄t :

4. Na komsiou hudur, na ré foll, na ré farsuz, ar péz na zéré kéd oud ho stâd ; hôgen ken̄toc’h livirit trugarez.

5. Râg gwézid ervâd pénaoz kémen̄d hini a zô gadal, pé hudur, pé ré biz, ar péz a zô azeûli ann idolou, na zeûi kéd da her da rouan̄télez ar C’hrist ha Doué.

6. Na douelled dén ac’hanoc’h gan̄t komsiou gwân ; râg enn abek da gémen̄t-sé eo é kouéz buanégez Doué war vugalé diskrédik.

7. Na vézit kéd éta kévrenneien gan̄t-hô.

8. Râk ken̄t é oac’h enn dévalien, hôgen bréma oc’h goulou enn Aotrou. Kerzid ével bugalé ar goulou ;

9. Râk frouez ar goulou a zô é pép mâd, enn eeunder, hag er wirionez.

10. En̄klaskid ar péz a zô hétuz da Zoué ;

11. Ha na gémérit kéd a lôd é ôberiou difrouez ann dévalien, hôgen enn-énep tamallit-hô.

12. Râk mézuz é vé zô-kén lavarout ar péz a réon̄t enn disgwél.

13. Hôgen kémen̄d a hell béza tamallet, a zô skléréet gan̄d ar goulou ; rak kémen̄d a sklera, a zô goulou.

14. Dré-zé eo bét lavaret : Saô, té péhini a zô kousket, saô eûz a douez ar ré varô, hag ar C’hrist a c’houlaouô ac’hanod.

15. Likid évez éta, va breûdeûr, da gerzout gan̄t furnez ; nann ével tud diboell,

16. Hôgen ével tûd poellek, péré a zasprén ann amzer ; râg ann deisiou a zô drouk.

17. Na vézit kéd éta diévez, hôgen poellit pétrâ eo ioul Doué.

18. Ha na vezvit két gan̄t gwin, é péhini éma al likaouérez ; hôgen en em leûñit eûz ar Spéred-San̄tel,

19. O komza étre-z-hoc’h eûz a zalmou, eûz a himnou, hag eûz a ganaouennou spéréduz ; ô kana hag ô salmi enn hô kalounou meûleûdiou ann Aotrou :

20. O trugarékaat bépréd eûz a bép-trâ Doué ann Tâd, é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist.

21. O pléga ann eil d’égilé é doujan̄s ar C’hrist.

22. Ra blégô ar gragez d’hô ézec’h, ével d’ann Aotrou ;

23. Râg ann ozac’h a zô ar penn eûz ar c’hrég, ével ma eo ar C’hrist ar penn eûz ann Iliz ; hag hén̄ a zô ivé salver hé c’horf.

24. Ével éta ma plég ann Iliz d’ar C’hrist, ével-sé é tlé ivé ar gragez pléga d’hô ézec’h é pép-trâ.

25. Ézec’h, karid hô kragez, ével ma en deûz ar C’hrist karet hé Iliz, ha ma’z eo en em rôed hé-unan évit-hi,

26. Évid hé san̄téla, goudé béza hé glanet é kibel ann dour dré ar gér a vuez ;

27. Évit ma hé lakajé da zon̄d dira-z-han̄ leûn a c’hloar, hép namm, hép roufen, ha nétrâ all ével-sé, hôgen ô véza san̄t ha dinamm.

28. Ével sé ann ézec’h a dlé karoud hô gragez ével hô c’horf hô-unan. Néb a gâr hé c’hrég, en em gar hé-unan.

29. Râk dén na gasa népréd hé gîk hé-unan : hôgen hé vaga hag hé gen̄derchel a ra, ével ma ra ar C’hrist é-kén̄ver hé Iliz ;

30. Râk nî a zô izili hé c’horf, gréat eûz hé gîk hag eûz hé eskern.

31. Dré-zé ann ozac’h a guitai hé dâd hag hé vamm, hag en em stagô oud hé c’hrég ; hag é vézin̄d daou enn eur c’hîk hép-kén.

32. Ar sakraman̄t-zé a zô brâz ; mé a lavar er C’hrist hag enn Iliz.

33. Hôgen ra garô pép-hini ac’hanoc’h hé c’hrég ével-t-han̄ hé-unan ; ha ra zoujô ar c’hrég hé ozac’h.


————
VI. PENNAD.


1. Bugalé, sen̄tit ouc’h hô tadou hag ouc’h hô mammou enn Aotrou ; rag eunn dra dléed eo.

2. Énor ha dâd ha da vamm (ar chen̄ta gourc’hémenn eo da béhini en deûz Doué diouganet eur gôbr) ;

3. Évit ma teûiô mâd d’îd, ha ma vévi pell war ann douar.

4. Ha c’houi, tadou, na hégit két hô pugalé ; hôgen savid anézhô oc’h hô deski hag oc’h hô zamallout hervez ann Aotrou.

5. Mévellou, sen̄tit oud ar ré a zô hoc’h aotrounez hervez ar c’hik, gan̄d aoun ha gan̄d doujan̄s, é eeunder hô kaloun, ével oud ar C’hrist hé-unan :

6. Nann évid hô servicha hép-kén a-zirâg, ével pa hô pé choan̄t da blijoud d’ann dûd, hôgen ével mévellou ar C’hrist, oc’h ôber ioul Doué a galoun ;

7. O servicha anézhô a ioul vâd é gwél ann Aotrou, ha nann é gwêl ann dûd :

8. O c’houzout pénaoz pép-hini en dévézô digan̄d ann Aotrou ar gobr eûz ar mâd en dévézô gréat, daoust pé sklâv, pé fran̄k é vézô.

9. Ha c’houi, mistri, grîd enn hévélep trâ é-kén̄ver hô mévellou, ha na c’hourdrouzit két anézhô, ô c’houzout pénaoz éma hô Aotrou hag hoc’h hini enn Én̄vou ; péhini n’en deûz kemm é-béd évid dén.

10. Enn divez, va breûdeûr, krévait enn Aotrou, hag é ners hé holl-c’halloud.

11. Gwiskit holl armou Doué, évit ma hellot énébi out spiou ann diaoul.

12. Râk béz’ hon eûz da stourmi, nann oud ar c’hig hag oud ar goâd, hôgen oud ar prin̄sed, hag ar ré c’halloudek, out rénérien ar béd téval-man̄, hag oud ar spéréjou droug a zô enn éar.

13. Dré-zé kémérid armou Doué, évit ma hellot ôber-penn enn deiz drouk, ha choum stard é pép mâd.

14. Bézit stard éta, ha kémérid da c’houriz ar wirionez ha da harnez ann eeunder.

15. Likit boutou enn hô treid hag a aozô ac’hanoc’h da Aviel ar péoc’h.

16. Kémérid dreist-holl liren ar feiz, gan̄t péhini é hello mouga holl zarédou tanuz ann drouk.

17. Kémérid ivé tôg ar feiz, ha klézé ar spéred, péhini eo gér Doué :

18. O pidi Doué é spéred é péb amzer dré ar béden ha dré ar brézégen ; hag oc’h en em brédéria gan̄t pép striv ô pidi évid ann holl zen̄t ;

19. Hag évid-oun, évit ma vézô rôed d’in geriou, ô tigeri va genou, ma prézéginn gan̄d herder mister ann Aviel,

20. Eûz a béhini é rann al leûridigez er chadennou ; ha ma komzinn anézhan̄ gan̄d ar fran̄kiz a zô dléet.

21. Hogen évit ma wiot ar péz a zell ouz-in, hag ar péz a rann, Tikikuz, hor breûr kér, bélek féal ann Aotrou, a rôi da anaoud d’é-hoc’h pép-trâ ;

22. Hag évit-sé eo em eûz hé gaset étrézég enn-hoc’h, évit ma wézot pétrâ a c’hoarvez war-drô d’é-omp ; ha ma tizoaniô hô kalounou.

23. Ra vézô ar péoc’h d’hor breûdeûr, hag ar garan̄tez gan̄d ar feiz, digan̄d Doué ann Tâd, ha digan̄d hon Aotrou Jézuz-Krist.

24. Ra vézô ar c’hrâs gan̄d ar ré holl a gar hon Aotrou Jézuz-Krist er glanded. Amen.



————