Bibl/Lizer 2. da Dimotéuz

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 630-633)



EIL LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


DA DIMOTÉUZ.


————


I. PENNAD.


1. Paol, Abostol Jézuz-Krist dré ioul Doué, hervez gwéstl ar vuez a zô é Jézuz-Krist,

2. Da Dimotéuz hé vâb kér. Ar c’hrâs, ann drugarez, ar péoc’h digan̄d Doué ann Tâd, ha Jézuz-Krist hon Aotrou.

3. Trugarékaad a rann Doué, péhini a zervichann ével ma hô deûz gréat va gourdadou, gan̄d eur goustian̄s dinam, dré ma em eûz bépréd koun ac’hanod em pédennou nôz-deiz ;

4. Koun em eûz ivé eûz da zaérou, hag em eûz choan̄t d’az gwélout, évit béza leûn a lévénez ;

5. Pa lakaann em spéred ar gwîr feiz a zô enn-od, a zô bét da gen̄ta enn da vamm-gôz Lois, hag enn da vamm Eunisé, hag é krédann stard a zô enn-od.

6. Râk-sé éc’h aliann ac’hanod da énaoui a nevez tân grâs Doué, a zô deûet enn-od dré astennadur va daouarn.

7. Râk Doué n’en deûz két rôed d’é-omp eur spéred a spoun̄t, hôgen eur spéred a ners, a garan̄tez, hag a boell.

8. Na zeû kéd éta da rusia eûz a desténi hon Aotrou, nag ac’hanoun hé sklav : hôgen gouzan̄v gan-én̄ évid ann Aviel, hervez ners Doué,

9. Péhini en deûz hor savétéet, hag hor galvet dré hé c’halvidigez san̄tel, nann hervez hon ôberiou, hôgen hervez hé ioul, hag hé c’hrâs, a zô bét rôed d’é-omp é Jézuz-Krist abarz ann holl amzeriou ;

10. Hag a zô deûet anat bréma dré zonédigez hor Salver Jézuz-Krist, péhini en deûz kaset ar marô da nétra, ha digaset é goulou dré ann Aviel ar vuez hag ann divreinadurez.

11. Dré-zé eo ounn bét lékéat da brézéger, da abostol, da vestr ar brôadou.

12. Dré-zé ivé eo é c’houzan̄vann ann traou-man̄ : hôgen n’em eûz kéd a véz. Râg gouzoud a rann é piou ounn en em fisiet, ha gouzoud a rann évit gwîr pénaoz eo galloudek a-walc’h évit mirout bétég ann deiz-zé ar péz em eûz fisiet d’ézhan̄.

13. Kémer évit skouér ar prézégennou gwirion, éc’h eûz klevet gan-én̄ diwar-benn ar feiz hag ar garan̄tez a zô é Jézuz-Krist.

14. Mîr dré ar Spéred-San̄tel a choum enn-omp, ann dra vâd a zô bét fisiet enn-od.

15. Gouzoud a réz pénaoz ar ré holl a zô enn Azia, a zô pelléed diouz-in ; é-touez péré Figelluz hag Hermogénez.

16. Ra roi ann Aotrou hé drugarez da dûd Onéziforuz ; râg aliez en deûz va fréalzet, ha va chadennou n’hô deûz két hé lékéad da rusia ;

17. Hôgen pa eo deûed da Rom, en deûz va c’hlasket gan̄t kals a bréder, hag en deûz va c’havet.

18. Ra lakai ann Aotrou anézhan̄ da gavout trugarez dira-z-han̄ enn deiz-zé. Té a oar gwelloc’h égéd dén pégémen̄d a vâd en deûz gréad d’in é Éfézuz.


————
II. PENNAD.


1. Té éta, va mâb, en em nerz er c’hrâs a zô é Jézuz-Krist.

2. Ar péz éc’h eûz klevet gan-én̄ dirâk meur a dést, laka-hén̄ é trédéek da dûd gwirion, péré a zô mâd évid deski ar ré all.

3. Labour ével eur soudard mâd da Jézuz-Krist.

4. Néb a zô soudard da Zoué n’en em voun̄tet két é kéfridiou ar béd, mar fell d’ézhan̄ plijoud d’ann hini en deûz hé en̄gwéstlet.

5. Râk néb a c’hourenn, na véz két kurunet némét gourennet en défé hervez al lézen.

6. Eul labourer gounidek mâd a dlé da gen̄ta kutuḻa ar frouézou.

7. Poell ar péz a lavarann : râg ann Aotrou a rôi d’id ar skian̄t é pép trâ.

8. Az péz koun pénaoz hon Aotrou Jézuz-Krist eûz a wenn David, a zô dazorc’het eûz a douez ar ré varô, hervez ann Aviel a brézégann ;

9. Évit péhini é c’houzan̄vann bété béza er chadennou, ével eur fallagr : hôgen gér Doué né két chadennet.

10. Râk-sé é c’houzan̄vann pép-trâ enn abek d’ar ré zilennet, évit ma zellézin̄t ivé ar zilvidigez a zô é Jézuz-Krist, gan̄t gloar ann Én̄v.

11. Gwîr eo ar gér : Râk mar varvomp gan̄t-han̄, é vévimp ivé gan̄t-han̄.

12. Mar c’houzan̄vomp gan̄t-han̄, é rénimp ivé gan̄t-han̄. Mar tinac’homp anézhan̄, é tinac’hô ivé ac’hanomp.

13. Mar d-omp diskrédik, hén̄ a choumô féal ; râk na hell két en em nac’ha hé-unan.

14. Rô ann aliou-zé, oc’h hô zesténia dirâg ann Aotrou. Na strîv két war ar geriou ; râg ann dra-zé n’eo mâd da nétrâ, némed da zistrei diwar al lézen ar ré a zélaou.

15. En em ziskouéz da-unan dirâk Doué ével eunn dén hétuz d’ézhan̄, péhini n’en deûz két da rusia eûz hé ôberiou, hag a rann ével ma eo réd ar gér a wirionez.

16. Tec’h diouc’h ar geriou gwân ha didalvez ; râk kriski a réon̄t kalz er fallagriez ;

17. Hag ho lavar en em léd ével ar c’hriñ béô : é-touez péré éma Himénéuz ha Filétuz,

18. Péré a zô pelléet diouc’h ar wirionez, ô lavarout pénaoz eo deûed a-vréma ann dazorc’hidigez ; hag hô deûz diskaret feiz hiniennou.

19. Hôgen diazez kré Doué a choum enn hé zâ, ô véza ma en deûz évit siel ar gér-man̄ ; Ann Aotrou a anavez ar ré a zô d’ézhan̄ ; ha c’hoaz : Piou-bennâg a c’halv hanô ann Aotrou, a bélla diouc’h ann drougiez.

20. Enn eunn ti brâz n’eûz két hép-kén listri aour hag arc’han̄t, hôgen ivé listri prenn ha listri pri : ha lôd anézhô a zô évit traou énoruz, ha lod all évit traou mézuz.

21. Piou-bennâg éta en em zalc’hô glân̄ eûz ann traou-zé, a vézô eul léstr énoruz ha san̄télet, mâd évit servich ann Aotrou, hag aozet évit péb ôber mâd.

22. Hôgen tec’h diouc’h c’hoan̄tou ar iaouan̄kiz, hag heûḻ ar wirionez, ar feiz, ar garan̄tez, hag ar péoc’h, gan̄t ar ré a c’halv ann Aotrou gan̄d eur galoun dinam.

23. Pella diouc’h al lavariou diskian̄t ha diwiziek, ô c’houzout pénaoz é vagon̄t ar strivou.

24. Ha na zéré két oud eur servicher d’ann Aotrou striva : hôgen béz’ é tlé béza kûn̄ é-kén̄ver ann holl, mâd da rei kélenn, hag habask,

25. Ten̄sa gwestad ar ré a zeû da énébi oud ar wirionez, er géd ma teûfé Doué da rei d’ézhô ar binijen évid hô lakaad d’hé anaout ;

26. Ha ma teûfen̄t ével-sé d’en em denna eûz a lindagou ann diaoul, péhini a zalc’h anézhô sklâv, diouc’h hé ioul.


————
III. PENNAD.


1. Gwéz koulskoudé, pénaoz enn deisiou divéza é teûi amzeriou rec’huz.

2. Râk béz’ é vézô tûd hag en em garô hô-unan, ré biz, rok, balc’h, touerien-Doué, dizen̄t d’hô zûd, dizanaoudek, fallagr,

3. Digar, dibeoc’h, hibouderien, diboelluz, digun̄, dihégarad,

4. Ganaz, her, stambouc’het, ha douget d’ar plijadur muioc’h égéd da Zoué :

5. Pére hô dévézô ann doaré eûz a garan̄tez Doué, hôgen a zinac’hô hé ners. Tec’h diout-hô.

6. Râg eûz ar ré-zé eo ar ré péré a ia enn tiez, hag a denn war hô lerc’h ével sklavézed, groagézigou karged a béc’héjou, ha leûn a bép gwall-ioul ;

7. Péré a zesk bépréd, ha na anavez népréd ar wirionez.

8. Hôgen ével ma savaz Jannez ha Mambrez a-énep Moizez, ével-sé ivé ar ré-man̄ a zô savet a-éneb ar wirionez ; tûd in̄t hag a zô brein er spéred, ha gwallet er feiz ;

9. Hôgen na d-ain̄t két pelloc’h ; rag hô follen̄tez a vézô anat da bép-hini, ével ma oé hini ar ré-zé.

10. Évid-od éc’h anavézez va gélénnadurez, va deskadurez, va ménoz, va feiz, va hir-c’hortozidigez, va c’haran̄tez, ha va habaskded ;

11. Va heskinou, ha va en̄krézou, ével ma eo c’hoarvézet gan-én̄ é An̄tiokia, é Ikoniom, hag e Listra ; té a oar péger braz eo bét ann heskinou em eûz gouzan̄vet, pénaoz en deûz ann Aotrou va zennet anézhô holl.

12. Ével-sé ar ré a fell d’ézhô béva gan̄t reiz é Jézuz-Krist, a vézô heskinet.

13. Hôgen ann dûd fall, hag ann touellerien a iélô gwâz-oc’h-wâz, ô véza touellet, hag ô touella ar ré all.

14. Hôgen té, ken̄dalch enn traou éc’h eûz desket, hag a zô bét fisiet enn-od, pa ouzoud gan̄t piou éc’h eûz hô desket ;

15. Hag ô véza ma éc’h eûz anavézet a-vihanik al lizérou sakr, a hell da zeski évid ar zilvidigez, dré ar feiz a zô é Jézuz-Krist.

16. Pép skritur aliet gan̄d Doué a zô mâd évid deski, évit tamallout, évit kastiza, évid hin̄cha étrézég ar wirionez.

17. Évit ma vézô klôk ann dén a Zoué, hag aozet évit péb ôber mâd.


————
IV. PENNAD.


1. Da bidi a rann stard éta dirâk Doué, ha dirâk Jézuz-Krist, péhini a dlé barna ar ré véô hag ar ré varô enn hé zonedigez, hag évid hé rén,

2. Da brézégi ar gér. Difré ann dûd é-préd hag é-dibréd : tamall, péd, gourdrouz gan̄t péb habaskded ha pép kélen.

3. Râk don̄d a rai eunn amzer é péhini na hellin̄t két gouzan̄vi ar gwîr gélénnadurez ; hag é strollin̄t skolierien évit-hô diouc’h hô c’hoan̄tou hô-unan, hag hô dévézô debron d’hô c’hlevout ;

4. Hag é tistrôin̄t hô diskouarn diouc’h ar wirionez, évid hô zrei out sorc’hennou.

5. Hôgen te, beḻ, gouzan̄v é pép trâ, grâ labour eunn Aviéler, grâ dléad da garg, béz poellek.

6. Râg a-vréma ounn daré da vervel, hag amzer va diforc’hidigez a dôsta.

7. Stourmet mâd em eûz, peûr-c’hréat eo va ergerz gan-én̄, ar feiz em eûz miret.

8. Mired eo évid-oun enn amzer da zon̄t ar gurunen a wirionez, a zistaolô d’in ann Aotrou, ével eur barner gwirion enn deiz-zé ; ha nann hép-kén d’in, hôgen ivé d’ar ré holl a gâr hé zonédigez. Hast affô da zon̄d d’am c’havout.

9. Râk Démaz en deûz va dilézet ô karout ar béd-man̄, hag eo éat da Dessalonika ;

10. Kressen̄z er Galasia, Tituz enn Dalmasia.

11. Na choum gan-én̄ némét Lukaz. Kémer Mark, ha digas-hén̄ gan-éz : râk béz’ é hellô servicha d’in em c’harg.

12. Titikuz em eûz kaset ivé da Éfézuz.

13. Digas gan-éz, pa zeûi, ar van̄tel em boa lézet é Troad é-tî Karpuz, hag al levriou, ha dreist-holl ar baperiou.

14. Aleksan̄dr ar man̄ouner en deûz gréat kalz a zrouk d’in : ra zistaolô ann Aotrou d’ézhan̄ hervez hé ôberiou.

15. Tec’h diout-han̄ ; râk énébet en deûz kalz oud hor geriou.

16. Em difenn ken̄ta, dén n’eo savet gan-én, hôgen dilézet ounn bét gan̄d ann holl : na vézet két tamallet d’ézhô.

17. Hôgen ann Aotrou a zô savet gan-én̄, hag en deûz va nérzet, évit ma vijé peûr-brézéget ann Aviel gan-én̄, ha ma vijé klevet gan̄d ann holl boblou : ha dieûbet ounn bét eûz a c’henou al léon.

18. Ann Aotrou en deûz va miret a bép gwall ôber : hag ô savétei ac’hanoun am c’hasô enn hé rouan̄télez én̄vuz. D’ézhan̄ ra vézô ar c’hloar é amzeriou ann amzeriou. Amen.

19. Salud Priska hag Akuila, ha tûd Onéziforuz.

20. Érastuz a zô choumet é Korin̄t. Ha Trofimuz em eûz lézet klan̄v é Milet.

21. Hast da zon̄t abarz ar goan̄v. Eubuluz, ha Puden̄s, ha Linuz, ha Ktôdia, hag ar vreûdeûr holl a zalud ac’hanod.

22. Ann Aotrou Jézuz-Krist ra vezô gan̄d da spéred. Ar c’hrâs ra vézô gan-é-hoc’h. Amen.



————