Bibl/Lizer 1. da Dimotéuz
1. Paol Abostol Jézuz-Krist, hervez gourc’hémenn Doué hor Salver, ha Jézuz-Krist hon espéran̄s,
2. Da Dimotéuz hé vâb kér er feiz. Ar c’hrâs, ann drugarez, hag ar péoc’h ra zeûi d’îd digan̄d Doué ann Tad, hag hon Aotrou Jézuz-Krist.
3. Da bidi a rann, évél ma em eûz hé c’hréat pa ounn éad er Masédonia, da choum e Éfézuz, ha da alia hiniennou évit na zeskin̄t két eur gélénnadurez dishén̄vel dioud hon hini,
4. Ha n’en em rôin̄t két da zorc’henonou ha da nestédou dizivez, péré a zô mâd ken̄toc’h évid digas strivou, égéd évit lakaad sével tî da Zoué dré ar feiz.
5. Hôgen divez ar gourc’hémenn eo ar garan̄tez a zeû eûz a eur galoun glân, eûz a eur goustian̄s vâd, hag eûz a eur feiz gwirion.
6. Hiniennou ô fazia diwar-benn ann traou-zé, a zô trôet é lavariou gwân,
7. O felloud d’ézhô béza doktored al lézen, hép gouzout nag ar péz a lévéron̄t, nag ar péz a douon̄t.
8. Hôgen nî a oar pénaoz al lézen a zô mâd, ma en em dalvézeûr anézhi hervez ar reiz :
9. O c’houzout pénaoz al lézen né két gréat évid ann dén gwirion, hôgen évid ar ré zireiz hag ar ré amzen̄t, ar ré fallagr hag ar béc’herien, ann haḻéboded hag ar mastokined, lazerien hô zâd ha lazerien hô mamm, lazerien tûd,
10. Ar c’hadaled, ar ré a gousk gan̄t goazed all, al laéroun tûd, ar c’haouiaded, ann touerien é-gaou, ha kémen̄d a zo énep d’ar gélénnadurez vâd,
11. Péhini a zô hervez Aviel gloar Doué benniget, hag a zô bét fisiet enn-oun.
12. Trugarékaad a rann hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini en deûz va nerzet, ô véza ma en deûz mennet é oann féal, pa en deûz va lékéat é karg :
13. Mé péhini a-raok a ioa eunn touer-Doué, eunn heskiner, eur c’hunuc’her ; hôgen trugarez em eûz kavet dirâk Doué, ô véza ma em eûz gréat kémen̄t-sé dré ziwiziégez, pa édounn c’hoaz diskrédik :
14. Ha grâs hon Aotrou a zô en em skiñet war-n-oun gan̄t founder, oc’h va leûnia eûz ar feiz hag eûz ar garan̄tez a zô é Jézuz-Krist.
15. Gwîr eo ar gér, ha dellézuz eûz a bép digémer, pénaoz Jézuz-Krist a zô deûed er béd-man̄ évit savétei ar béc’herien, a béré ounn ar c’hen̄ta.
16. Hôgen trugarez em eûz kavet, évit ma tiskouézfé Jézuz-Krist da gen̄ta enn-oun hé holl habaskded, évit béza da skouér d’ar ré a grédô enn-han̄, évit gounid ar vuez peûr-baduz.
17. Da Roué ann amzerioü, peûr-baduz, diwéluz, da Zoué hép-ken, ra vézô énor ha gloar enn amzeriou ann amzeriou. Amen.
18. Ar gourc’hémenn-man̄ a rôann d’îd, va mâb Timotéuz, évid, hervez ann diouganou ken̄ta diwar da benn, ma stourmi enn-hô euz a stourm mâd,
19. O kaoud ar feiz hag eur goustian̄s vâd, péhini ô véza bét pelléet gan̄d hiniennou, en deûz hô lékéat da ben̄séa é-kén̄ver ar feiz ;
20. Eûz a béré eo Himénéuz hag Aleksan̄dr, péré em eûz rôed da Zatan, évit ma teskin̄t na dléeur két toui-Doué.
1. Pidi a rann éta stard abars kémen̄t trâ, ma vézô gréat goulennou, pédennou, gwéstlou, trugarézou évid ann dûd holl :
2. Évid ar Rouéed, hag ar ré holl a zô er c’hargou uc’hel, évit ma rénimp eur vuez péoc’huz ha sioul, é pép karan̄tez Doué hag é pép glanded.
3. Râk kémen̄t-sé a zô mâd hag hétuz dirak Doué hor Salver,
4. Péhini a fell d’ézhan̄ é vé salvet ann holl dûd, hag é teufen̄t da anaoud ar wirionez.
5. Râk n’eûz néméd eunn Doué, hag eunn hantérour étré Doué hag ann dûd, Jézuz-Krist dén,
6. Péhini a zô en em rôed hé-unan évid dasprénadurez ann holl, é testéni euz hé amzeriou.
7. Évit-sé eo ounn bét lékéad da Brézéger ha da Abostol (ar wirionez a lavarann, ha na lavarann kéd a c’hevier), ha da Zesker ar Jen̄tiled er wirionez.
8. Mé a fell d’in éta é pédfé ann dûd é pép léac’h, ô sével daouarn c’hlân héb buanégez hag hép strîv ;
9. É pédfé ivé ar merc’hed gan̄d diḻad déread, kempennet gan̄d méz-fûr ha gan̄t poell, ha nann gan̄t bléô tortiset, na gan̄d aour, na gan̄t perlez, na gan̄d diḻad koustuz braz ;
10. Hôgen gan̄d ôberiou mâd, ével ma téré out merc’hed péré hô deûz doujan̄s Doué.
11. R’en em zalc’hô ar vaouez war daô hag é pép sen̄tidigez pa gélenneur anézhi.
12. Na aotréann két d’ar merc’hed kélenna, na kémérout galloud war hô ézec’h ; hôgen choum war daô.
13. Râg Adam a zô bét gréat ar c’hen̄ta, ha goudé Éva.
14. Hag Adam né két bét touellet ; hogen ar c’hrég goudé béza bét touellet, a zô kouézed enn dizen̄tidigez.
15. Koulskoudé é vézô salvet dré ar vugalé a lakai er béd, ma hô laka da choum er feiz, er garan̄tez, er zan̄télez hag er poell.
1. Eunn dra wir eo : Mar c’hoan̄ta eunn dén ann Eskopded, é c’hoan̄ta eunn ôber mâd.
2. Réd eo éta da eunn Eskop béza didamall, béza bét eur c’hrég hép-kén, béza poellek, fûr, kempenn, glân, herberc’hiad, kélenner ;
3. Na vézet két téchet d’ar gwîn, na téar da skei, hôgen habask ; na vézet két breûtaer, na ré biz ;
4. Hôgen ra rénô ervâd hé dî hé-unan ; ra lakai hé vugalé da zouja ha da véva gan̄t pép glanded.
5. Râk ma na oar két eur ré réna hé dî hé-unan, pénaoz é hellô hén̄ prédéria Iliz Doué ?
6. Na vézet két nevez-badézet, gan̄d aoun na zeûfé da véza balc’h, ha na gouézfé enn hévélep barnédigez gan̄d ann diaoul.
7. Réd eo c’hoaz en défé eunn desténi mâd eûz ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz, gan̄d aoun na gouézfé er vézégez, hag é lindagou ann diaoul.
8. Ra vézô ivé ann Diagoned glân̄ ; na vézen̄t két a zaou c’hér, na téchet da éva kalz a wîn ; na glasken̄t két eur gounid mézuz.
9. Ra virin̄t mister ar feiz gan̄d eur goustian̄s dinam.
10. Béz’ é tléon̄d ivé béza arnodet da gen̄ta, ha goudé béza lékéad é karg, ma na gaveur gwall é-béd enn-hô.
11. Ra vézô ivé ar gragez glân̄, hép drouk-komz, poellek ha féal e pép-trâ.
12. Ann Diagoned na dléon̄t béza bét néméd eur c’hrég hép-kén : ra rénin̄t mâd hô bugalé hag hô ziez hô-unan.
13. Râg ar ré a ra mâd hô c’harg, a c’hounézô eunn dérez mâd, hag hô dévézô eur fisian̄s vrâz é feiz Jézuz-Krist.
14. Ann dra-man̄ a skrivann d’id, pétrâ-bennâg m’ac’h espérann mon̄d étrézég enn-od abarz némeur ;
15. Ha mar taléann, ma wézi pénaoz eo réd en em réna é ti Doué, péhini eo Iliz ann Doué béô, ar peûl hag ar skôr eûz ar wirionez.
16. Hag héb-arvar, brâz eo ann disgwél a garan̄tez-zé, péhini a zô en em ziskouézet er c’hîk, a zô bét san̄télet dré ar Spéred, a zô bét gwélet gan̄d ann élez, a zô bét prézéget d’ar boblou, a zô bét krédet er béd, a zô bét digéméret er c’hloar.
1. Hôgen ar Spéred a lavar splann, pénaoz enn amzeriou divéza, hiniennou a guitai ar feiz, évid heûlia spéréjou ann dallen̄tez, ha kélénnadurésiou ann diaoulou,
2. Péré a lavarô gevier gan̄d ipokrizi, ô véza ma vézô hô c’houstian̄s ével krinet gan̄d eunn houarn devuz ;
3. Péré a zifennô ar briédélez, hag a lavarô en em ziouéri eûz ar boédou en deûz krouet Doué évit béza digéméret enn eur drugarékaat gan̄d ann dûd féal, ha gan̄d ar ré hô deûz anavézet ar wirionez.
4. Râk kémen̄d en deûz krouet Doué a zô mâd, ha na dléeur disteûrel nétrâ eûz ar péz a géméreur enn eur drugarékaat :
5. Râk san̄télet eo gan̄t gér Doué, ha gan̄d ar béden.
6. Mar teskez ann dra-man̄ d’ar vreûdeûr, é vézi eur bélek mâd da Jézuz-Krist, ô véza maget gan̄t geriou ar feiz, hag ar gélénnadurez vâd éc’h eûz heûliet.
7. Tec’h diouc’h ar sorc’hennou diod hag a c’hroac’hed : hag en em rô d’ar garan̄tez évid Doué.
8. Râk poellad ar c’horf n’eo mâd néméd da nébeûd a drâ ; hôgen ar garan̄tez évid Doué a zô mâd da bép-trâ ; ha dézhi eo eo bét diouganet ar vuez a vréma hag ar vuez da zon̄t.
9. Ar péz a lavarann a zô gwîr, ha din da véza digéméret gan̄t pép-hini.
10. Râk ma labouromp, ha ma c’houzan̄vomp ann drouk-pédennou, eo m’ac’h espéromp enn Doué béô, péhini eo ar Salver eûz ann holl dûd, ha dreist-holl eûz ann dûd féal.
11. Gourc’hémenn ha desk ann traou-zé.
12. Na zisprizet dén ac’hanod enn abek d’az iaouan̄kiz : hôgen béz skouér ar ré féal dré da c’heriou, dré da zoaréou, dré da garan̄tez, dré da feiz, dré da c’hlanded.
13. Kén na zeûinn, en em rô d’al lennadur, d’ann ali, d’ar c’hélen.
14. Na an̄kounac’ha két ar c’hrâs a zô enn-od, a zô bét rôed d’îd dré ann diougan, pa eo bét lékéat war-n-od daouarn ar bélek.
15. Laka da bréder é kémen̄t-man̄ ; laka bépréd da goun enn-han̄, évit ma vézô da gresk anavézet gan̄d ann holl.
16. Laka évez ouz-id hag oud ar gélennadurez : choum stard é kémen̄t-sé. Râg oc’h en em réna enn doaré-zé, en em zavétei da-unan hag ar ré a zélaouô ac’hanod.
1. Na grôz két ar ré gôz, hôgen kélenn anézhô ével da dadou ; ar ré iaouan̄k ével da vreûdeûr :
2. Ar gragez kôz ével da vammou ; ar ré iaouan̄k ével da c’hoarézed, gan̄t pép glan̄ded.
3. Enor ann in̄tan̄vézed péré a zô gwîr in̄tan̄vézed.
4. Mar deûz eunn intan̄vez-bennâg mipien pé nized, ra zeskin̄t da ken̄ta da véra hô zî, ha da zisteûrel d’hô c’héren̄t ar péz hô deûz bét digan̄t-hô : rak kémen̄t-sé a zô hétuz dirâk Doué.
5. Hôgen ann hini a zô gwîr in̄tan̄vez, ha dilézet, ra espérô é Doué, ha ra gen̄dalc’hô nôz-deiz er goulennou hag er pédennou.
6. Hôgen ann hini a zô enn dudi, a zô marô, hag hî béô da wélout.
7. Gourc’hémenn ann dra-man̄, évit ma vézin̄t didamall.
8. Ma éz eûz unan-bennâg ha n’é deûz kéd a bréder évid hé zûd, ha dreist-holl évit ré hé zî, é deûz dilézet ar feiz, ha gwasoc’h eo égéd eunn dén difeiz.
9. Ra vézô dilennet évit béza lékéat é ren̄k ann in̄tan̄vézed, ann hini é dévézô da vihana tri-ugen̄t vloaz, ha n’é dévézô bét néméd eunn ozac’h ;
10. Eûz a ôberiou mâd péhini é vézô testéni : mar é deûz diorret mâd bugalé, mar é deûz rôed digémer, mar é deûz gwalc’het hô zreid d’ar zen̄t, mar é deûz fréalzet ar ré c’hlac’haret, mar d-eo en em rôet d’ann holl ôberiou mâd.
11. Hôgen pella diouc’h ann intan̄vézed iaouan̄k. Râg hô likaouérez hô laka da derri iéô ar C’hrist, hag é fell d’ézhô asdimizi :
12. Hag é kavon̄t ar varnédigez, ô véza torret ar feiz ken̄ta.
13. Hôgen ouc’h-penn é teûon̄d da véza didalvez, hag é rédon̄t a di é tî ; ha nann hép-kén didalvez, hôgen ivé labennek ha debronuz, ô komza eûz ar péz ha na zéré két.
14. Gwell eo gan-én̄ éta é timézché ar ré iaouan̄ka anézhô, hô défé bugalé, é teûjen̄t da bennou-tiégez, égét na rôjen̄t abek é-béd d’hon énébourien da damallout ac’hanomp.
16. Râg hiniennou anézhô a zô faziet évid heûlia Satan.
16. Mar en deûz eunn dén féal-bennâg in̄tan̄vézed eûz hé géren̄t, ra skoaziô anézhô, ha na vézet két bec’hiet ann Iliz ; évit ma é dévézô a-walc’h évid ar gwîr in̄tan̄vézed.
17. Ar véleien a vér ervâd, ra vézin̄t énoret diou wéach ; ha dreist-holl ar ré a labour d’ar brézégen ha d’ar gélen.
18. Râg ar Skritur a lavar : Na éréi két génou ann éjen a zourn ann éd. Ha c’hoaz : Ann hini a labour a dâl hé c’hôbr.
19. Na zigémer kéd a ziskuliadurez a-éneb eur bélek, némét gréad é vé gan̄d daou pé dri dést.
20. Ten̄s dirâg ann holl ar ré hô deûz péc’het, évit ma hô dévézô aoun ar ré all.
21. Mé az péd stard dirak Doué ha Jézuz-Krist, hag ann élez dilennet, da virout kémen̄t-sé hép râk-varn, héb ôber nétrâ a drô all.
22. Na astenn két da zaouarn war zén gan̄d diévézded, ha n’en em gra két kévrennek é péchéjou ar ré all. En em vir glân̄ da-unan.
23. Na év mui dour hép-kén, hôgen év ivé eunn nébeût gwîn, enn abek d’az poull-kaloun ha d’az klén̄véjou paot.
24. Péc’héjou lôd eûz ann dûd a zô anat, hag anavézet abarz ar varn : péc’héjou lôd all n’in̄t anavézet némét goudé.
25. Béz’ éz eûz ivé ôberiou mâd hag a zô anat : hag ar ré né d-in̄t két, né hellon̄t két béza kuzet pell amzer.
1. Ra vennô kémen̄t mével a zô dindân ar iéô, pénaoz é tlé rei péb énor d’hé vestr, gan̄d aoun na vé drouk-prézéget gan̄d hanô ann Aotrou ha gan̄d hé gélénnadurez.
2. Ar ré hô deûz mistri féal, na zisprizen̄t két anézhô, ô véza ma in̄t hô breûdeûr : hôgen ra zervichen̄t gwelloc’h anézhô, ô véza ma tellézon̄t béza karet, pa in̄t kévrennek enn hévéleb lévézoun. Desk ann dra-zé, ha rô ann ali-zé.
3. Mar tesk eur ré eur gélénnadurez all, ha ma na rô két hé aotréadur da brézégennou gwirion hon Aotrou Jézuz-Krist, ha d’ar gélénnadurez a zô hervez karan̄tez Doué.
4. Balc’h eo, ha né oar nétrâ ; hôgen môrédi a ra é daélou, hag é stourmou a c’hériou, a béré é sâv ann hérez, ar strivou, ann touadellou, ann droug-arvariou,
5. Ann tagou eûz ann dûd péré hô deûz eur spered gwallet, ha péré na anavézon̄t két ar wirionez, hag a venn pénaoz karan̄tez Doué a dlé béza da binvidigez d’ézhô.
6. Hôgen eur binvidigez vrâz eo karan̄tez Doué, mar goar en em walc’ha.
7. Râk n’hon euz digaset nétrâ er béd-man̄, hag héb-arvar na hellimp kâs nétrâ anézhan̄ gan-é-omp.
8. Ma hon eûz éta péadrâ d’en em vaga ha d’en em wiska, é tlé béza dâ gan-é-omp.
9. Râg ar ré a fell d’ézhô don̄d da binvidik, a gouéz é gwall-ioul, hag é lindagou ann diaoul, hag é meûr a c’hoan̄t didalvez ha gwalluz, péré a stlap ann dûd er gwastadur hag er gollidigez.
10. Râg ar c’hoan̄t direiz da gaout madou eo ar c’hrisien eûz ann holl zrougou : hag hiniennou ô véza hô c’hoan̄téet kré, a zô dian̄ket oûz ar feiz, hag a zô en em reûstlet é kalz a c’hlac’hariou.
11. Hôgen té, ô dén Doué, tec’h diouc’h ann traou-zé ; hag heûḻ ar wirionez, karan̄tez Doué, ar feiz, ar garan̄tez, ann habaskded, ar gun̄vélez.
12. Stourm stard é stourm ar feiz, kémer dré ners ar vuez peûr-baduz, évit péhini oud bét galvet, goudé béza prézéget ervâd ar feiz dirâk kalz a déstou.
13. Gourc’hémenni a rann d’id dirâk Doué, péhini a rô ar vuez da bép-trâ, ha dirâk Jézuz-Krist, péhini en deûz rôet eunn testéni ker mad dindân Pon̄s-Pilat,
14. Ma viri ar gélénnadurez-man̄ hép namm, hag hép tamall, bété donédigez hon Aotrou Jézuz-Krist,
15. A dlé diskouéza enn hé amzer ann hini a zô gwenvidik, ha galloudek hép-kén, Roue ar rouéed, hag Aotrou ann aotrounez ;
16. Péhini hép-kén en deûz ar beûrbadélez, hag a choum enn eur goulou didôstauz n’eo bét gwélet gan̄d dén, ha na hell gwélout dén ; da béhini eo ann énor, hag ar galloud peûr-baduz. Amen.
17. Gourc’hémenn d’ar binvidien eûz ar béd-man̄ na zeûin̄t két da véza balc’h, ha na lakain̄t két hô espéran̄s er madou arvaruz, hôgen enn Doué béô, péhini a rô d’é-omp gan̄t founder ar péz hon euz ézomm ;
18. Ober vâd, béza pinvidik é ôberiou mâd, rei ann aluzen a galoun vâd, rei lod eûz hô madou ;
19. Dastumi eunn tenzor évit-hô hô-unan hag eunn diazez mâd enn amzer da zon̄t, évit ma arruin̄t d’ar gwîr vuez.
20. O Timotéuz, mîr ar péz a zô bét fisiet enn-od, ô tec’hout diout névézin̄tiou saotret ar geriou, ha diout pép kélénnadurez énep, a hanveur é-gaou gwiziégez ;
21. Oc’h heûlia péhini, hiniennou a zô faziet war hen̄t ar feiz. Ar c’hrâs ra vézô gan-éz. Amen.