Bilzig ac’h a d’an ti-nean

Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 40-51)



VII


Bilzig ac’h a d’an ti-nean


Goude gouel Mikêl ec’h a merenn er bern plouz hag e teu an nean noz d’ar gêr.

Da ouel ar Chandelour,
Ar gegel en dour,
Ar c’hanteleur en tan,
Hag ar merc’hed d’o gwele goude koan.


E-pad ar goanv, Madelen, Yannig ha Katellig, tomm d’ê, kousket mat en o gwele, Izabel ha Bilzig ac’h ê d’an ti-nean.

An ti a oa tostik da hini Izabel, e-harz eur garreg vras. Eno en em unane an darnvuia eus merc’hed ha gwrage ar bourk, ar re, da vihana, o devoa eun ober bennak war ar stern. Darn a rê stamm, ar re-man a chome e-kichen ar goulou-lutig, en-dro d’an oaled, gant ar wazed koz hag ar bôtred yaouank ; darn all a nee gloan pe lin, pe ganab ; hag ar re all, en traon an ti, o kribina, oc’h enkardi, o vreat pe o paluc’hat. Pep-hini a zigase gantan e skaon, ha pep-hini d’e dro e c’houlaouenn-rousin hag e horzenn lann pe geuneud.

Eno ho pije klevet ar c’heloiou, an neventiou : heman pe honnez an nevoa grêt an dra-man-dra, Yannig a rê al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Per ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketet diou dousenn ziliou ; ha karabasenn an ôtrou person, al Leonardez divalo-ze, a oa deut da vea lorc’h ral enni, abaoe eur pennadig…

— Fê ganti !…

— Abalamour da betra ?

— Ha panevert, a lavare unan all… met peoc’h…

— Ya, ya, peoc’h !…

— Ac’hanta ! merc’hed, echu eo ho ragach ?…

— Kontet d’emp eur gôz bennak, Jarlig koz.

— Ya, ya !… Kontet, Jarlig koz, a lavare d’ean Bilzig, azeet war an oaled, en e gichen. Kontet, Jarlig, kontet, mar plich.

Jarlig a dennas e gorn eus e c’hinou, skei a rês anean war ivin biz-meud e zorn klei.

— Eur wech a oa, eur wech ’oa ket…

— Aet ar gôz en e roll, eme Bilzig a vouez uhel.

— Ah ! ah ! Kaout a ra ze d’it-te, pôtr… ’M eus aon te a zo eur c’hanfart…

Hag e lakaas e zorn war penn ar bugel.

Jarlig a oa eur martolod koz, bihan a vent, krommet gant an oad, atao eur boned bechennek [1] gantan war e benn (moal a oa), eur c’haban mezer dreset war e gein ; eur c’hornig berr o krena etre e zent uzet gant an duellenn. Chacha a rê war ar c’horn-ze e-pad an de, ha kaer an nije chacha, tamm moged ebet ne deue : butun karot a implije Jarlig, butun troc’het a-skol-pennadou, moest an treujennou, diês meurbed da dana. Ha Jarlig a chache, chache, a grainche, moged tamm ne deue.

Leshanvet a oa an Turluter-ôd, atao o turmuch [2] er gourlenn pe er gerigi, o punseal e-touez ar bezin dizol [3]. Karet gant an holl, gant ar valtouterien ’lavaran ket… Beva a rê Jarlig koz, an Turluter-ôd, gant e verc’h henvel eus he zad ha Jobig ar marc’h-pôtr, en eun ti bihan, eus tu Porz-Biliek.

Pa deue Jarlig d’an ti-nean, e ouie ervad penôs e vije goulennet digantan konta eur gôz. Furchal a rê en e evor, hag ac’hane e tispege tra pe dra : eur gôz, eun divinadell, eun ouidell. Pôtr fin ha goaper eun tammig.

E gorn, klenket gantan en godell guz e borpant, Jarlig a grainchas eur wech pe diou el ludu.

— Peoc’h ! peoc’h !…

— Pini a gontin-me d’ec’h ?… Pôtr e vaz-houarn ; Tignanennig ; Roul-boul ; Yann hep aon ; Ar zilienn goz ; Ar marc’h bihan, Oui c’hac’han demei a rankan [4] ?…

— Ket ! ket ! anaveout a rêr anê !…

— Unan neve, unan vrao ! a c’hourgomzas Bilzig.

— Ma ! hirio ’ta ec’h an da gonta d’ec’h penôs eur pôtrig a skiant, Jan Glaudadig, leshanvet Bilzig, a drec’has war ar blei.

Bilzig ?… Souezet an holl. Bilzig ?… Den biskoaz n’an nevoa klevet hano eus ar Bilzig-ze.

Goaper ar pôtr koz, am eus lavaret d’ec’h.

— N’eo ket me, Jarlig ?

— Oh ! nann !… Tad-koz da dad-koz-iou… marteze.

« Jan Glaudadig, pe Bilzig — hanvet anean evel ma karfet — c’hoant d’ean da vont da vale bro. D’ar c’houlz-ze ’ta, pell, pell, pell a zo abaoe (daou vlâ tremenet hag eun draïg ouspenn), ar blei a bretante d’ean kousket e-unan e-barz an ti, al loened all er-mêz. Ar re-man droug enne. En piou ne vije ? Droug ive en Jan Glaudadig, eeun ne gave ket an doare-ze. Hag hen en hent, da glask ar blei. O chom a oa d’ar c’houlz-ze, Jan Glaudadig ha nann ar blei, e-kichen ti Izabel. »

— E-kichen ti Izabel ? eme unan bennak.

— Ya, pôtr.

— Oh ! n’eo ket gwir, Jarlig koz !

— Penôs n’eo ket gwir ? Tad-koz va zad-kunv an nevoa anaveet mat anean, eur c’hamarad bras da Jan Glaudadig, hag hennez eo an hini a gontas d’in ar gôz.

Den na zislavaras ar pôtr koz. Daoust petra a rê d’ar re a oa en ti-nean, en petore amzer e veve Jan Glaudadig ? Beo e oa bet, ha gwir penn-da-benn an oberou burzudus ac’h ê Jarlig koz da zisplega dirake.

— « Setu, eme Jarlig, Jan Glaudadig aet en e hent, savet gantan ar c’hra ; en tal kichen kra Pennenez, eur c’hi a firloste en toull dor Lellig an Touz. »

Ar bôtred hag ar merc’hed, dever enne, a zigore o ginou ledan, ken ledan ha reor forn ar poazer.

— En toull dor Lellig an Touz ?…

— Lellig an Touz a zo aman !

— Ma n’am c’hredit, it da welet.

— Met marteze ive, eme Bilzig, pini ne oa ket eun diod, pell ac’hane, marteze Lellig an Touz a oa ive tad-koz tad-koz-iou Lellig.

— Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-koz tad-koz-iou Lellig.

« Ar c’hi — Job e hano — anaoudegez vras da Jan Glaudadig, a deuas d’e gaout, hag a c’houlennas digantan — d’ar c’houlz-ze an anevaled a gôzee, abaoe mud int deut da vea :

« — Da belec’h ec’h ez-te, Jan Glaudadig ?

« Jan Glaudadig a respontas :

Da foar, ar foar ar bichibonig,
Du-ze, da goste Koat-an-Noz,
Da welet pe ’r blei pe me
A gousko er-mêz fenoz.


« — Mar kerez, me ’c’h aio ive ganit ?

« — Ma ! deus ’ta.

« Ha setu int o-daou o vont, war o fouez, war hent Pont-Menou. Brao an amzer, tomm an heol. En diskenn gra ar C’horve, a-rôk erruout gant ar pont, e weljont eur c’haz du, du-pod, astennet en disheol war ar c’hleun, dindan eur bod lann. Heman a hanter-zigoras e valvennou : eun tôl-lagad a gorn da Jan Glaudadig ha da Job.

« — Miaou ! miaou !… Pôtred, da belec’h ec’h et-hu evel-se ?

« — Ni ac’h a, pôtr kêz, eme Jan Glaudadig,

Da foar, ar foar ar bichibonig,…

« — Miaou !… a lavaras ar c’haz, en eur vlinka etrezeg ar c’hi. Mar keret, me a yelo ive ganec’h ?

« — Ma ! deus ’ta.

« Ar c’haz a zo disfius meurbed ; goustadik, e lagad melen digor war ar c’hi, e tiskennas a-ziwar e gleun, en eur astenn e izili, gwevn e gorf evel hini eun aer.

« — Arabad eo d’it kaout aon, eme Jan Glaudadig : Job ne raio ket a zroug d’it.

« Hag evelkent en em lakaas en tu klei da Jan Glaudadig.

« Erruout a rejont war-dro dek eur en Plistin, savet gante gra Lanskolva, skuiz an tri beajour. Jan Glaudadig a azeas, harp e gein en eur c’hleun, en penn ar c’hra, ar c’hi en e gichen, ar c’haz war e varlenn. Tenna a eure e gorn, e voest tont hag e zirenn eus e c’hodell, hag hen da fumi eur c’horniad. »

— Keit ha m’emaint oc’h ober eun diskuizadenn, eme Jarlig, me ac’h a da ober evel Jan Glaudadig.

Gant e wask e tapas eur c’hlaouenn-dan, ha tan war e c’horn. Ha Jarlig da chacha war an duellenn.

Bilzig, war korn an oaled, digor gantan e c’hinou, a rê pitouilhez tre ma c’halle.

— Karet am mije ive, Jarlig koz, bea bet gante, gant tad-koz va zad-koz-iou.

— Pa vi brasoc’h, kosoc’h, da dro a deuio, hag evelte ec’h i da redek da reuz.

E-pad an diskuizadenn, unan eus an neanerezed a lavaras :

— Eun divinadell : Divin d’it an divinadell :

Kamm, jilgamm, da belec’h ’c’h ez-te ?…
Reor touzet forz ’zo d’it-te,
Pa n’on ket eus da di-te.


Ha pep-hini da glask, da skrabat e evor. Bilzig a grafe e benn. Jarlig koz a c’houezas d’ean :

— Ar prad ar reor touzet, ar waz ar jilgamm.

— Ar prad hag ar waz ! eme Bilzig gonidek.

— « Divin d’it a ziskouez e zent da gement hini a deu en ti ? »

— An drezenn-bod ! a lavaras tri pe bevar.

— « Divin d’it a zo bet beo, hag a zo maro, hag a vale war an dud varo. » Piou a zibuno ?

Den na respontas.

— Ar votez-ler, pa vale war eur be.

— Divin d’it — homan a zo diêsoc’h, eme eur plac’h koz azeet war ar fornigell :


Brazez ar vamm
Brazez ar verc’h diwar he mamm ?


Tapet berr ar vugale, hag ive ar re vras.

— Ma setu : Brazez ar vamm : ar varaz leun a zour ; brazez ar verc’h : he anaf leun a zour ; diwar he mamm : leuniet gant dour ar varaz.

— Unan all c’hoaz, mammig koz ?

— Divin d’it :

Daou o toulla,
Daou o sellet toulla,
Daou o selaou toulla,
Hag unan o skei war an toull.


Den na zivinas an divinadell.

— Ar penn-moc’h, ginaouien a zo ac’hanoc’h ! pa ve o turnial : Daou droad o toulla, daou lagad o sellet toulla, diou skouarn o selaou toulla, hag al lost o skei war toull e reor.

Ha c’hoarzadeg !

Keit ha ma oa ar re yaouank o divinout an divinadellou, ar gwrage a brezege entree.

— Klev ’ta, Nana, na gwir e vefe ar pez a lavarer : Herve Yann n’an neus ket goneet an tenzor kuzet en feunteun sant Haran ?… Ar re goz a lavar penôs an Dukez Anna a zo eno koachet dindan « gazul gè », hag an hini he zizoloio hag he tenno ac’hane, a deuio d’ar gêr pinvidik-mor. Herve Yann a zo krenv, met, herve m’am eus klevet, n’an eo ket bet krenv a-walc’h, n’an eo ket bet evit dougen an Dukez nag evit ganti sevel pazennou ar feunteun.

— Da biou an tenzor ? eme Jarlig. En yalc’h piou e koueo ?…

— C’houi n’oc’h ket bet betek feunteun Sant-Haran, Jarlig koz ?… N’oc’h ket bet o c’hervel an Dukez ?

— Nann, va fôtr, nann ! Ne oan ket marvad krenv a-walc’h.

— Lavaret a rêr ive penôs e ver spontet entre ar chapel hag ar feunteun.

— Eno, el lec’h all, spontet e ver dre-holl gant an Teuskou-noz, ar wrac’hed, ar gornandoned, ha karigell an Ankou. Met n’eo ket bet roet d’an holl dud o gwelet pe o c’hlevet. Ar galloud-ze n’an eo het roet — eur Ro Doue marvad — nemet d’ar gaezed pe d’an dud bajanek, d’an dud diweat.

— Ah bah ! eme Bilzig souezet.

— Selaou ’ta, pôtr, selaou, ha serr da c’hinou.

— « Ar Manac’h an neus kontet d’in, d’in va-unan, ya, ha meur a wech, eme Sentig ar Glas, penôs e oa bet spontet war Mezou-Boc’h, o tont d’ar gêr, noz anei, e-tro nao ha dek eur, d’ar c’houlz ma oa oc’h ober al lez da verc’h miliner Menguy. Noz tenval pell a oa, pa ’n em gavas en kreiz ar Mezou. Hag hen o klevet eur youc’hadenn. N’oa ket spontik, c’houi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-ze, yaouank a oa ha n’an nevoa ket aon rag e skeud. Hag hen da respont : Ho ! ho ! hooop !… N’oa ket gantan peurechu e hopadenn, an hoper en e gichen. Salver Jezuz ! Santez-Anna-Wened ! Piou ne vije ket bet spontet ? Ha kaer an nevoa sellet en-dro d’ean, den ne wele ; ne wele nemet skeudenn hirr-hirr an hoper. Bale, kerzet a rê ar Manac’h, ha buan, m’en assur d’eoc’h, an Teusk en e gichen. Hag hen da redek, an hoper atao war e zeuliou. Ha trouz ne gleve. Ar galon an nevoa bet da zevel e zaoulagad, ha, dirakan, euzus, euzus eun den — n’oa ket eun den evel just — e benn gantan hanter guzet en eur valkenn du. Hag eur youc’hadenn ! eur youc’hadenn ken euzus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz… N’eo ket bet chomet ar Manac’h da glask mannou war an hent : skanv e droad, flêr en e vragou, en eur redadenn ec’h erruas er gêr. Hag abaoe n’eo ket bet tapet o vont d’ober al lez da verc’h miliner Menguy… »

— Oh ! bemde e ve gwelet tra pe dra burzudus evel-se. Ha gant ped a zo bet c’hoarveet…

— Ganen-me biskoaz, eme Jarlig koz, ha koulskoude, koulskoude…

— Ma ! an de all, Anton ar Saoz, o vont d’an ôd, abret eus ar beure a zenwelas, eur gornandonez o kribat he bleo, en eur bod lann, entre ar bourk ha Pennenez. Tremen a eure en he c’hichen, ha, gant eun tôl krib, he deus faoutet d’ean biz bihan e zorn dehou. E viz n’eo ket peur-yac’h c’hoaz.

— Ha Pôtr-Lotig ’ta, a lavaras unan all, ya, ya ! pemzek de a vo warc’hoaz, en eur vont da Doull-ar-C’hirri, entre diou ha teir eur eus ar beure, a zo bet heuliet, adalek Troallenn betek gra Mespant, gant eun Teusk-noz. Gwelet mat an neus bet anean, sklêr al loar evel an de ; n’ouzon ket penôs n’eo ket bet diodet ar pôtr.

— Oh ! diod eo a bell zo, eme Jarlig koz.

— Aman, aman en-dro d’an ti-nean, daoust hag-en ne ve ket alïes gwelet a skoueriou. N’ho peus-hu ket a zonj — pegoulz ? teir pe beder c’hoanvez a zo abaoe — e vije, bemnoz, dindan sklerijenn al loar, eul linsel wenn o lammet eus an eil bod lann d’egile. Hag alïes, ha gant kalz a dud eo bet klevet ha mat ha sklêr, o wigourat, dre wenojennou lann Pennenez, karigell an Ankou. Hag ar c’hannerezed-noz ?… Hag ar c’hole briz ?… Hag ar c’hornandoned ?…

— Alo ! alo ! eme Jarlig koz, dilezomp ar c’hôjou goullo-ze, pere n’int mat nemet da sponta an dioded, ha demp da welet hag-en eo diskuiz Jan Glaudadig. Mall eo gantan, marvad, mont en e hent, n’eo ket erru c’hoaz en Koat-an-Noz, du-ze pell, en tu all d’ar meneiou.

« Ar c’hi, ar c’haz ha Jan Glaudadig a zavas en o zav. Kaer an amzer, plên an hent, eun dudi bale. War Lanndevrest, dirak Koat-Tronalc’h, eun danvad, eun troc’had maout-saoz korniek a oa o peuri. Trouz boutou Jan Glaudadig a spontas ar maout, sevel a eure e henn.

« — Debonjour d’it, maout ! eme Jan Glaudadig.

« — Bê ê ê hê !… da belec’h ec’h et-hu evel-se, pôtred ?… Darbet eo bet d’ec’h bea spontet ac’hanon… Petra ar foeltr a c’hoarve ganec’h ? Fonnus-ral ec’h et gant hoc’h hent.

« — Ni ac’h a, pôtr kêz, eme Job ar c’hi, evel-hen, war hon fouez,

Da foar, ar foar ar bichibonig…
Da welet pe ’r blei pe ni
A gousko er-mêz fenoz.


« Na padal ma klevas komz eus ar blei, bê ! bê ! ê ê, bisteod eo deut ar maout da vea… Eur stotadennig an neus grêt, ha pemp pe c’houec’h bilienn eus a-zindan e lost. Bê ê ê ê !…

« — Arabad eo d’it kaout aon, eme ar c’hi, ni a deuio a-benn eus ar blei.

« — Deus ganemp ! eme ar c’haz.

« — Deus, eme Jan Glaudadig, deus !

« Goneet ar maout gante. Hag en hent ar pevar belerin, reut gante o fenn, evel ar wazed p’o deve evet eur werennad mat a jigodenn. Hag e kôzeent, hag e prezegent, dever enne.

« — P’eo gwir, eme ar c’haz, penôs ar velfedenn a drec’has war ar blei, evelkent pôtred diskuiz eveldomp-ni n’o devo ket kalz a boan evit teuler eur c’habon evel hennez er-mêz e di.

« — Hê ! hê ! a rês ar maout.

« — Hron ! hron ! a rês ar c’hi.

« — Gwazed eveldomp-ni, eme Jan Glaudadig, krenv ha kalonek !

« Tremenet gante Tremel, Lann ar Manac’h, o pignal gra sounn Plounerin, hag int o welet, e-touez ar vein, ar brug hag al lann orodet [5], eur boc’h, eur boc’h barvek ha korniek. Heman a ziframme tamm yeot ac’han, tamm yeot alese, hag a zave e benn eur wech an amzer da zellet en-dro d’ean. Inouet ar boc’h e-unan ; eun drouz bennak, marvad, an neus klevet, hag e benn a ziflukas eus a-dreg eur garreg.

« — Ho ! ho ! ho ! emean. Ho ! ho ! ho !

« Hag hen o tostaat eus an hent.

« — Da belec’h an diaoul ec’h et-hu evel-se, pôtred ?

« — Ni ac’h a, eme Jan Glaudadig,


Da foar, ar foar ar bichibonig, etc.


« — Oh ! oh ! me ’c’h a ganec’h ive.

« — Deus ’ta !

« Evurus ar boc’h da vont da vale bro, d’an emgann : rak n’oc’h ket hep goût, marvad, penôs ar boc’h a zo brezeller, atao e gerniel gantan bantet, prest da dourta amezeg, estren pe divrôad.

« En tu all da Blounerin, eur c’hilhog, eun toullad yer ha polezi d’e heul, sounn e benn, ru e gribenn, plun e lost gwer-c’hlas, lugernus, o vransigellat war e gein, a henche e verc’hed etrezeg eur bern teil.

« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deut, va dousigou koant, deut !

« Hag e skrabe.

« — Rog ! rog !

« A-bell, war an hent, en eur welet Jan Glaudadig hag e genseurted :

« — Ko ! ko ! kog ! rog ! rog !

« Hag hen dirag e zimezelled, ha da c’houlenn — pôtr reut, mar plich, ar c’hilhog ! — digant hon baleerien :

« — Da belec’h ec’h et-hu, pôtred ?

« Pa glevas gant Jan Glaudadig e oant o vont da Goat-an-Noz da glask ar blei evit hen teuler er-mêz e di :

« — Oh ! me a oar mat pelec’h eman o chom. Anaveout mat a ran ar blei, diês e vo d’ec’h hen paka : krenv eo, ha, ’m eus aon…

« — Deus ganemp, deus, hag e vleini ac’hanomp beteg an ti.

« Mall n’an nevoa ket ar c’hilhog da guitaat e yer.

« — Eh ! eh ! aon an neus ! a viaouas ar c’haz.

« — Eur brabanser ! a vêas ar maout.

« — Lorc’h ennan dirag ar re vihan : ar yer, ar filiped, ar polued [6], ar pinterien, al laouenaned ! a harzas ar c’hi.

« — Eur foerer, eur c’houizigell ! a vegelias ar boc’h.

« Droug er c’hilhog. Blinka an neus, grêt eus e yer, evit rei d’ê da c’hoût penôs e oa red d’ean mont gant ar re all, dindan boan da vea disprizet gant an holl, ha da gouea en dismegans.

« — Alo ! alo ! eme Jan Glaudadig, gwaz eo ar c’hilhog, kerse eo gantan dilezel e vestrezed… Met, pôtr, kred ac’hanon, emean d’ar c’hilhog, karantezusoc’h e vefont ez kever, en distro, gonidek ; pep-hini anê a raio d’it ar pecherou ar re domma… Deus, pôtr, deus !…

« Kimiadi a rês goustadik, goustadik eus e wrage :

« — Kenavo ! kenavo ar c’henta !…

« Bleinet gant ar c’hilhog, Jan Glaudadig hag e gompagnunez a erruas er c’hoad, goude an abardae, da zerr-noz.

« — Setu ti ar blei, eme ar c’hilhog, en eur diskouel d’ê eur c’hoz ti-soul.

« Goullo ; int e-barz. Goût mat a rênt penôs ar blei na deue d’ar gêr nemet evit mont d’e wele.

« — Pep-hini en e lec’h, eme Jan Glaudadig : ar c’haz war an oaled, ar c’hi dindan an dôl, ar boc’h en harz ar skeul, ar maout war ar c’hrignol, Jan Glaudadig a-dreg an nor, hag ar c’hilhog war e glud.

« Noz tenval anei, ar blei a deuas d’ar gêr, goullo e gof.

En toull an nor :

« — Oh ! oh ! emean, c’houez ar maout !…

« Heman ha padal m’hen klevas ha da vêal :

« — Bê, bê, ê ê !…

« — Daonet ’vin ! eme ar blei. Eur maout em zi… em zi !…

« Eun tôl bout war an nor, hag e-barz, ha d’an oaled da c’houeza e c’houlaouenn-lutig.

« Petra ’zo aze ?…

« Paon ! paon ! fout ! fout !… Hag eur friad d’ar blei. Kant mil ellenenn a strinkas en e zaoulagad ; dre e spont e lammas dindan an dol. Hagn ! hagn ! eur grogadenn en e vorzed ; eur yudadenn hag hen da esa mont er-mêz. En troad ar skeul petra e oa eno ? Diaoul ar rod ! Petra ? n’eus ket bet amzer da zigeri e zaoulagad, tapet eo bet gant piou ? gant petra ? Houp ! hag hen en êr… N’oa ket erruet mat war ar c’hrignol, ar maout — flêria a rê gant an aon — a zistagas gantan gwella tôl tourt an nevoa biskoaz roet en e vuhe… Hag ar blei d’an traon, buanoc’h eget ma oa savet. D’an traon, Jan Glaudadig a roas d’ean eun tôl troad en e reor ken reut, ken a gavas, ar pôtr kêz, a dra zur, e oa savet d’ean diouaskell. Ruilha an neus grêt ouspenn ugent troatad eus toull e zor. Pa deuas ennan e-unan, e klevas ar c’hilhog o kana : Kokorikoko ! kokorikoko !… Kanaouenn an emgann, kanaouenn ar gonid !

« — Malloz Doue a zo koueet war va zi. Birviken troad, m’en tou ! ne dôlin ennan !

« Dalc’het mat an neus ar blei e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantan ! »

— Paour kêz blei ! eme Bilzig.

Echu ar gôz, darn eus ar merc’hed a c’houlenne ma vije kanet eur zon, eur werz, eun ouidell bennak. A-wechou ive e vije lennet en levr Bue ar Zent, pe en hini Ar pevar mab Emon. Goude e vije lavaret gras, ha pep-hini d’e wele.

  1. Boned bechennek, bonnet à pompon (bechenn).
  2. Turmuch, chercher en fouillant (les tas de goémon, les débris, etc).
  3. Bezin dizol, goémon tiré du fond de la mer, que celle-ci apporte sur la grève, et qu’elle laisse en se retirant.
  4. Koz ar marc’h bihan, n’est pas autre chose que le conte de Psyché. Quand le petit cheval vient dans la prairie, il hennit : Ouic’hal a ran, Demei a rankan (je hennis, il faut que je me marie) ; et que les conteurs ont transformé en Oui c’hac’han, demei a rankan.
  5. Orodet, rabougri.
  6. Polu, rouge-gorge.