Bilzig ac’h a da glask an aluzen

Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 37-39)



VI


Bilzig ac’h a da glask an aluzen


Deut an hanv, hag evit Izabel an amzer a zienez, e-pad an hanv ne ve gwerzet na meskl na bigorned : netra da c’honit er vro a-rôk an eost. Red eo d’ê beva koulskoude ; mont a rafont, o-fevar, da glask an aluzen.

En Breiz-Izel, e ver mat evit ar paour, hag en pep ti e vo evitan eun tamm bara, eun tamm kig, alïes eur skudellad soubenn. Izabel ’ta a heulio ar pardoniou ; en-dro devejou ar pardon (derc’hent ar pardon, de ar pardon ha de an adpardon), an ôc’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel. Hag evel-se Izabel a zastume tammouigou bara, eur bastellad kig bennak, bosadennou bleud hag eur gwennegig bennak, evit beva e-pad ar zizun. Gant ar pardoniou bras, an aluzennou a vije fonnusoc’h, met ne garie ket o darempredi : re a bevien a gave war an henchou hag en-dro d’an iliz. Eno en em zastume, en em unane an dibab eus an dud dilezet gant Doue.

Na bet oc’h-hu en pardon Sant-Yann-ar-Biz, pe en pardon Kernitron ? Ma ! ma n’oc’h ket bet, it, hag a welfet a bep seurt infamet… Gwelet heman mac’hagnet e holl izili, hen-hont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-hen o huanadi war e wall blanedenn : « O ! pet true eus eur paour kêz !… O ! pet true !… » Hennez, azeet harp eus ar c’hleun, e flac’hou en e gichen, euzus da welet, a ziskouez e ziouhar debret gant ar gouliou hag ar c’hontron : « Sellit a drue eus eun den reuzeudik, c’houi pere a zo yac’h ha divac’hagn ». Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, pengamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc’h-gwaz an eil eget egile, evit dispega deus yalc’h ar belerined eun diner, eur gwennegig bennak marteze.

Deut an noz, tort, kamm ha pengamm ha da redek, ankouaet gante o c’houliou, o c’hlenvejou, o siou. Ha neuze, e-pad an noz, ho pije gwelet anê, merc’hed, gwazed ha bugale hag all, o tibri, oc’h eva, evel da valarje, ar c’hig, ar bara, ar jistr, ar gwin-ardant, goneet gant o fedennou hag o c’hlemmou…

E-pad ma eo bet Izabel o tarempredi ar pardoniou, Bilzig a rês anaoudegez gant bugale ar bevien all, ha gante e tiskas eun toullad troiou kaer : penôs e vije goulennet an aluzen, pa vije gwreg an ti he-unan er gêr, ha penôs pa vije tud all ganti ; penôs hep dispign gwenneg, prena eur vouchenn bara gwenn war dôl ar stal ; ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’hen ar vugale da zibri gad pe c’honifl, penôs stigna antell pe las er c’hirjer dre belec’h e tremene an anevaled gouez. Disket an nevoa ive en em bilat, hag, a-barz eun nebeudig, hini anê na oa ken skanv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anei (ha ze alïesoc’h eget bemde) ral e vije ma na deue ket a-benn eus ar bôtred all.

Goude pardon ar Rozera, Izabel, skuiz a gorf hag a ene, o ren eun hevelep buhe, a chomas er gêr : deut a oa an amzer da zastum meskl, bigorned ha koukous, ha gwelloc’h a oa ganti gonit he bara, daoust d’ean da vea du ha kalet, o vont d’an ôd, evit gonit anean oc’h astenn he dorn.

Gant he aluzennou — piz Izabel — evelkent he deus prenet eur garg vouded ; eur voudenn, mesket gant tammouigou bezin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goanv. Bleud he devoa en he arc’h, evit lakât toaz en gô ; bara a vo ha krampoez, ha pastellou kig a oa a-zistribilh eus an treust, evit ober soubenn.

Abaoe ma oa intanvez, biskoaz ken pinvidik all ne oa bet. Pinvidik, oh ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigez Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigez ! gwevn meurbet eo ar gir-ze, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piou a nivero al leve a ra pinvidigez eun den glorus ha piou an dienez a ra hini Izabel.

Ma, n’eus forz !… Mont a eure ’ta adarre d’an ôd gant he bugale. Evit ar boutegadou kenta ma werzas, e-lec’h arc’hant, gloan e tigasas ganti d’ar gêr. Gloan he devoa ezomm evit ober dilhad d’ei, d’ar vugale. Enkardi, nean, ober stamm a ouie ; ar vugale o devo lêreier, kamizolennou, kalabousennou gloan tomm. Pitouilhez a raio Bilzig e-pad ar goanv noz, pa ’c’h efer d’an ti-nean. Izabel a neo, a raio stamm gant ar gloan hag ar pitouilh.

Hag evel-se, gant poan he c’horf, nerz he c’halon, Izabel he devoa adc’hrêt he ziegez distrujet gant ar maro, evurus pa zelle ous he zi, hag ennan pevar bugel deut da vad.