Bilzig dirag ar barner

Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 33-36)



V


Bilzig dirag ar barner


Trouz hag enkrez er bourk ; petra ec’h êr d’ober d’ar vugale ? Hag ar vugale hag o c’herent d’ar presbital.

Evel just, Bilzig a zo bet galvet ar c’henta dirag ar barner. Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull an nor, hag er-mêz, el liorz, ar vugale hag o zud, war an dôl, dirag ar barner, diou wialenn ozil.

Bilzig a zellas a gorn eus ar barner, hag a-dreuz eus an diou wialenn.

— Lavar d’in, mabig, ha te ’zo bet er weenn ber an ôtrou person ?

— N’on ket, ôtrou.

— Ma, n’eo ket te, mabig, a zo bet tapet gant ar zakrist o tibri per ?

— Geo !

— Ar per-ze, marteze, a oa koueet o-unan ez kinou ?

Gir ebet.

— Respont, mabig, ne vo ket grêt a zroug d’it, ma vez fur… Lavar ar wirione. N’out ket bet er weenn ?

— Nann, ôtrou.

— Goût a ran, met bugale all a oa eno, ne oas-te ket, marvad, da-unan, hag anaveout mat a rez-te ar re all. Lavar piou int ?

Bilzig gir ne rannas.

— Me ’oar ervad ec’h anaveez anê, lavar piou a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha dustu ! Piou a oa ganit ?

— Madelen, Yannig, Katellig, ôtrou, a oa ganen.

— Digasit anê aman ! eme ar barner d’an archerien.

An tri vugelig a oa el liorz o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o boutas er zal.

Ar person, ar c’hure, ar zakrist, an archerien nan int ket bet evit en em viret da c’hoarzin. Ha da c’hoarzin ive ar re a oa e-barz an antre hag ar re a oa en diavêz. Ar barner ne c’hoarze ket, droug ennan, bronduet e ziouchod, fuc’hal a rê !

Eun tôl lagad a gorn d’an archer :

— Kroget ennan !… C’hoarzin goap eus ar varn, eus ar barner ! Kroget ennan !… ar wialenn !…

— N’am skoït ket, ôtrou, n’eo ket me !

— Ober goap ! goap !… Lavar piou ?

Gir na respontas ar pôtr.

Eun archer a dapas krog er wialenn.

— Piou ?… lavar piou.

— ’Lavarin ket.

— Ah ! ah ! ’lavari ket ?…

Poan a zo bet gant ar pôtr, gwevn e gorf evel eur silienn ; kroget an neus gant e zent en dorn eun archer. Setu hen war an dôl, liammet troad ha dorn.

— Lavaret a ri ?…

Gir.

Eun tôl !

En êr ar wialenn a c’houiban. Eur skrijadenn !

— ’Lavarin ket ! ’lavarin ket !

Ar wialenn a bege eus kroc’hen e bensou : unan ! daou ! tri ! pevar ! pemp !

Semplet ar pôtr… Pa deuas ennan e-unan, en-dro d’ean e vreur hag e c’hoarezed o ouela, dirakan ar barner hag ar person.

— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan evor, ar c’homzou fur ac’h an da ziski d’it :

Nep na zent ket eus ar stur
Eus ar « wialenn » a raio zur !


— N’eo ket me ! n’eo ket me ! a advousgomze ar pôtr, en eur valbouzenni, n’eo ket me !

— Prenn da vragou, hag er-mêz !

Bilzig a grogas en dorn Katellig, an daou all d’e heul, liou ar maro en e gerc’hen. Ankeniet, e galon a lamme en e greiz, poan gantan o tenna e alan, an daerou o ruilha war e ziouchod.

War e lerc’h, pemp pe c’houec’h pôtr all o deus tafeet blaz ar wialenn ; hini anê ne zalc’has penn eus ar barner. Hag hen hag ar person o deus klevet penn-da-benn an doare, klevet ive penôs Bilzig n’an nevoa bet nep peurz el laeronsi ; debret an nevoa bet eur berenn, gwir eo, met skanv a oa e bec’hed, kri ar binijenn.

— N’eus forz ! eme ar barner ; ken gwaz an hini a zalc’h ar zac’h hag an hini a lakaa e-barz.

Met an ôtrou person n’oa ket ken skanv e vennoz, ha meur a wech, ha pell goude, pa wele ar pôtr, a rê eun distro war an arvest c’hoariet en e zal, hag e gonsians d’ean a rebeche gwialenn ar barner. Holl bugale ar bourk an nevoa gallet donvaat, Bilzig biskoaz. Bilzig, pa wele an ôtrou person, a lakae e zorn war e bensou, ha da redek : kaout a rê d’ean, seblantout a rê d’ean e c’houzanve ar wialenn war e groc’hen.

Evit ar barner ar wialenn a oa e lezenn en kenver ar bôtred, ha na Bilzig nag e binijenn n’o devoa war daolenn e evor kleuzet o aroudenn. Dir e galon enep an drue ; e-pad e vuhe a varner, gwelet an nevoa gwaz, pegen gwaz, ha gwasoc’h c’hoaz, hag e gonsians, pell amzer a oa abaoe, ne finve ken en e greiz ; maro e oa ar prenvig bihan-ze dirak pinijennou ken dister : eun tôl gwialenn !…

Pa erruas Bilzig er gêr, Izabel a oa o ficha lein.

— Jezuz ! petra ’zo c’hoarveet ganec’h-hu ?

Hag ar vugale da ouela.

Izabel n’oa ket bet beteg ar presbital, goût mat a rê penôs Bilzig n’an nevoa ket laeret, ha n’oa ket deut en he c’hredenn e vije bet skourjezet. Poan galon d’ei dirak daërou he fôtr.

— Na ouelet ket, bugaligou, na ouelet ket, paour kêz pôtr !… Plega, va bugelig, pe derri !…

— N’eo ket me, mamm Izabel, n’eo ket me !…

Ha ne oad ket evit tenna netra all deus e benn. Skourjezet e oa bet hep abeg, n’an nevoa ket laeret. Debret an nevoa eur berenn, laeret n’an nevoa ket.