Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 81-84)



XIV


Bilzig gwasket


Evel-se Bilzig a greske en oad hag en nerz, en furnez !… Mat atao ha karantezus evit e vamm Izabel, kilhenn ive atao gant ar re all. Gwir eo, ar re-man ne oant na tener, na trugarezus en e genver : ne oad ket evit bea re rust en kenver eun hailhon evel Bilzig, a lavare holl dud ar bourk. Mouez an holl, mouez Doue ! Ha dao da Vilzig, pa vije tapet en eur pleg berr bennak.

Eun devez ’ta, ma oa o vesa bioc’h ha denved e amezegez, en Park ar Mêzou (penôs ec’h erruas an doare ? Bilzig biskoaz n’an neus hen gouezet), bioc’h ha denved hag all aet en park nesa. An anevaled, c’houi ’oar, o deus o fenn o-unan, o mennoziou, o zechou, o youlou. En em glevet a oant evit mont da laerez er park all ? Marvad. Ha Bilzig da redek war o lerc’h. Flastret ar patatez, ar melchon ; ar vioc’h a zic’hriennas eur gôlenn sklech [1]. Perc’hen ar park a erruas war an torfed. Heman ne c’houlennas ket digant ar pôtr hag-en an nevoa meset mat e anevaled, hag-en an nevoa grêt e zever.

Ar paour kêz Bilzig a baeas evit an holl : evitan e-unan, evit ar vioc’h hag evit an denved. Skouarnad ac’han, skouarnad alese, ken a drizilhonne e empenn, ha panevet ma oa stag mat e ziouskouarn ouz e benn, a dra zur, e vijent bet chomet etre biz-meud ha biz-yod dorn dehou Fanch Glauda.

An dud diwar ar mêz n’int ket kizidik evite o-unan, ha pegen nebeut evit ar re all !… Evelkent Bilzig a gavas d’ean penôs… rak, kousto pe gousto, eur gôlenn sklech ne dalvee ket ar c’hrabanajou, ar skouarnajou a oa bet roet d’ean didrue. Hag ar vioc’h hag an denved, penn-abeg d’e binijenn, a oa, du-hont, o peuri evel pevar anevalig dinamm ha dinoaz. Eur wechig an amzer, e savent o fenn da zellet ouz ar pôtr, marteze evit ober goap anean, piou a oar ?

Ha Bilzig d’e dro : ha dao d’ar vioc’h, dao d’an denved ! Hag ar vioc’h da vreskign, an denved da redek ha da vêal eus an eil penn d’ar park d’egile. Ya, met ar vioc’h a oa bet gant ar c’hole, eur pemzek de a oa, ha, pa erruas ar bugel ganti er gêr, he ferc’hen en deus d’ean kanet eur c’hantik all, ha ken didrue all.

Eur wech all, brao an amzer anei, plên ar mor evel eul lenn, an darnvuia eus pôtred ar bourk a oa o c’hoari er bagou bihan, o poleat, o rônat. Bilzig, netra d’ean da ober en ampoent-ze, a zelle c’hoantek oute, hag a lipe gant beg e deod ar vic’hienn a ziskenne war e vuzell ; e vreur Yannig a oa en e gichen, e viz-yod gantan doun en e fri.

— Bag vihan an Touz a zo war flot, Bilzig, eomp enni ! Deus, Bilzig, deus !

Ha Bilzig, evit ober plijadur d’e vreur, plijadur ive d’ean e-unan, rak ne garie ket kalz chom war e c’hoant, en em leuske da vont…

— Deus, Bilzig !…

Diês enebi… Hag int o-daou en bag vihan an Touz, evurus. Ha da boleat ; redadeg bagou entre ar bôtred, ha bec’h d’ei !

Ya, met an Touz a deuas war ar porz, ezomm d’ean eus e vag. Pelec’h eman ?… Setu hi du-hont, daou ganfart e-barz… Ho ! ho ! hou… oup !

Bilzig, lemm e lagad ha sklêr e skouarn, an nevoa anaveet an Touz ha klevet e hopadenn. Ha flêr en e vragou !… Bilzig a bolee a nerz e gorf, met enep ar mare !…

Hag an Touz a c’hrozmole, droug ennan, war ar chaoser, o c’hortoz ar vag vihan. Ha, pa erruas Bilzig en ôd, daoust d’ar c’houezenn da redek war e dal, ha d’e roched da vea gleb war e gein o poleat, evit e zec’ha an Touz a roas d’ean dizamant eur flipad war e fri.

— Marmouz ’zo ac’hanout, ar wech kenta, ec’h i war da benn er mor !

Hep klemm, Bilzig a zigemeras e friad : ar gaou gantan. Evelkent ar pôtr a huanade, o welet e gamaraded o c’hoari, o vageal du-hont war ar mor plên… Hag hen ! hen… ac’h ê d’ar gêr gant e grabanad, Yannik war e lerc’h o suna e vic’hienn.

Gwasoc’h c’hoaz a c’hoarveas gantan, eur pennad goude. War ar pemde, a bell amzer, a-viskoaz marvad, ar bôtred a c’hoarie kornigell ; d’ar zul, evit elbedi o dilhad, ha miret d’o labea, ec’h ênt war an hent bras, en traon gra Pennenez, da c’hoari blei.

Ar zul-ze ’ta, a-rôk ar gousperou, Bilzig gant ar vugale all, pôtred ha merc’hed, a oa o c’hoari. Tapet e oa bet da vlei, d’ean da dapout eur blei all. Ar blei en em zalc’he en distro ar c’hra, ar vugale all (an denved), eun tamm uheloc’h : d’ê al lans evit redek war-bouez traon. Ar Blei a gan, an denved a ziskan.

Ar Blei. Denvedigou, deut d’ho kraou,
Eman ar Blei en Koad-ar-Jaou.
An Denved. Ped ha ped ?
Ar Blei. Nao ha dek…
An Denved. Piou eo ar vamm ?
Ar Blei. Ar Gontez kamm.
An Denved. Piou eo an tad ?
Ar Blei. An Arabad.
Deut d’ar gêr en eur vagad
Pe ’vefet taget
Gant ar Blei arajet.

Ar zul-ze, dre eur burzud, an ôtrou kont ha Gargam a deuas d’ar gousperou : war varc’h e oant deut deus Tremedern.

Klevet o deus kan ar vugale. An ôtrou ne oa ket hep goût piou a oa ar Gontez kamm, na piou an Arabad, hag anaveout mat a rê ive Blei ar Jaou : Hen a oa ar Blei, e vamm ar Gontez kamm, hag e dad ar Arabad.

Ha droug en ôtrou. Ar vugale, gwelet gante an ôtrou ha d’ar red d’an traon gant ar c’hra. Bilzig, en pleg an hent, n’an nevoa ket gwelet anean, hag a grie diwar-bouez e benn :

— Piou eo an tad ? An Arabad… Piou eo ar vamm ? Ar Gontez kamm…

Amzer n’an nevoa ket bet da zellet en-dro d’ean, ma oa Gargam krog en e golier.

— Ac’hanta ’ta, pôtr, tiet out ! Kroc’hen kurunou !…

Eur gir en galleg a lavaras ar mevel d’e vestr. Heman a zellas ouz ar pôtr ken didrue, ken divergont !

— Te eo ar mic’hiek… Distruja va gedon, va c’honifled !… Dao d’ean, Gargam !

Gwialenn Gargam a binse hag a bege kement ha hini ar barner, ha Gargam a skoe dizamant war groc’hen ar pôtr. Bilzig a voac’he, tre ma c’halle.

Dilezet o deus anean war an hent… Tri devez eo bet war e wele. Arajet ar pôtr. Ha kaer he deus bet Izabel dizalia anean, adstigna a raio lasou en girjer Koad-Keraudren. Gwaz a ze da c’honifled an Otrou !… Ha mar gallfe gwaska Gargam !… Stigna a eure e lasou en koajou hag el lanneier an Otrou… Ha Gargam a c’haloupe war-lerc’h ar pôtr.


————
  1. Kôlenn sklech, chou à vache.