Bilzig, Gargam ha mab an Otrou
En ti Izabel ar vugale a greske, Bilzig a deue da vea eur pôtr krenv. Hag e-pad ar goanv an nevoa sikouret e vamm da besketa, da vejina ha da werza ar pesked, ar c’hregin hag ar bejin troc’h ha dizol. Deut an hanv, ha gantan an heol tomm, ar mor plên ha kompez, an hanv : bennoz Doue, laouenedigez ar vugale. Na gwelet a rit-hu anê, en korf o roched, diarc’hen, o bragou tronset gante beteg o daoulin, o redek war an ôd, o klask kontelleged, malkoned [1], tareleged, pe er poullou-trêz, er vorlennou oc’h ober redadegou gant o bagou : gobiri, biskinennou, goelettinier, teir gwerniou greiet d’ê gant o zadou. Pa deuio ar mor war an a-rôk, sellet oute o neunv : emaint evel pesked en-dro d’ar gerigi [2], pe o vageal er bagou bihan.
Bilzig ha Yannig, goude o fesketerez, padal ma c’hallent tenna o zreid gante er-mêz an ti, ha d’ar red war ar porz da c’hoari gant ar re all, da neunv, da vageal.
An de-se, Bilzig hag e vreur o devoa bet e ôtre digant Saïg Jelvest da vont en e vag :
— Kê e-barz, pôtr, a c’hourc’hemennas Saïg da Vilzig, met be aketus da deuler d’ei he eor, e-lec’h ma hen kavi.
Mab an ôtrou, eur pôtr a bevarzek vlâ, an ôtrou Beskont, a lavare Gargamm, leiz e c’hinou eus ar gir-ze, — an ôtrou Beskont ’ta a falveas d’ean, an de-se ive, mont da ober eun tammig tro war ar mor. War e benn e dok garlantezet, en e dreid boutou bouklou arc’hant, gwisket gantan e borpant voulous ru hag e vragou sei melanijet [3]. Brao ral an ôtrou Beskont, eur verc’hodennig. Hag hen war ar porz, heuliet a-dost gant Gargam, heman e wialenn gantan atao en e zorn.
Pôtr a bevarzek vlâ ’ta an ôtrou ha strij, eur glazard a bôtr henvel ouz e vamm hep he madelez, lorc’h ennan. Klevet ’ta, ne oa ket evelkent mab e dad hep abeg : mab eur C’hont !… Na c’houi a zo beskont ? Beskount evel ma lavare ar garabasenn en e yez a Leonardez. « Besk out » a rê Jarlig koz en eur difreza anei. Besk out ? Ha nan oun ket, a drugare Doue. Ma vije bet Jarlig koz hag ar re all beskonted marvad n’o dije ket goapaet evel-se. Rak hag em c’hredet, mar keret, stankoc’h eo ar beskonted war douar Breiz-Izel eget ar bili war ôd Porz-Biliek. Ha pep-hini a denne e dok d’ar beskont, ive d’e vevel, c’hoarzin goap a rênt dioute a-bell. A-dost ? a-dost gwevn ral livenn o c’hein. Ha soupl o izili dirake, met peoc’h !… Kizidik meurbed eo ar vartoloded, hag arabad eo harlinkat anê war eun hevelep doare.
An ôtrou beskont hag e vevel a oa, o daou war ar porz, c’hoant d’ê da vont war ar mor. Gargam a welas eur vag vihan ha daou vugel e-barz, hag hen da hopal :
— Ho ! ho ! hop !…
Van na reas Bilzig (hen a oa er vag gant e vreur) : anaveet mat an nevoa Gargam hag e vestr ; dalc’het koun an nevoa en tôliou gwialenn pere o devoa, eur zulvez a voe, kinkisset [4] d’ean e bensou hag e ziouvorzed. Dibri gedon an ôtrou !… Hag abaoe brezel entre ar pôtr ha Gargam… Mar gallfe !… Ya, met Bilzig ne oa nemet eur paour kêz pôtr, ha, rag aon eus gwasoc’h « Ho ! ho ! hop ! », e teuas en ôd.
— An ôtrou yaouank a fell d’ean mont da ober eun dro vageal.
— Ma ! deut er vag.
Yannig a lammas er mor, evit tostaat ar vag eus ar chaoser. Dour er vag dreist ar vregach [5]. Bilzig a oa diarc’hen, forz ne rê eus an dour-mor. An ôtrou hag ar mevel er vag : flak ! flak ! a ra an dour er vag bransigellet, strinka a ra a bep tu, karget gante o boutou. Boutou ler rubanet an ôtrou !
Gargam a c’hrozmole :
— Mic’hiek ’zo ac’hanout ! Perak na ’c’h eus-te ket taolet dour er-mêz ?
— Amzer d’in n’ho peus ket roet.
— Ah ! ah ! louidik bihan !… Te ê… ê… ê… Ah ! te ê… n’em eus ket ankounac’hêt.
— Na me, eme Bilzig outan e-unan, na me…
Hag e polee goustadik.
— Ha na stignez-te ken da higennou war an trêz, dindan Koad Keraudren ?
— Geo !
— Ha lasou marteze er c’hirjer ?
Ha Gargam a roas eun tôl gwialenn, ha sec’h, war listenn [6] ar vag. Van na reas ar pôtr, hag ar vag ac’h ê, war he fouez, plên ar mor, lufr evel eur sklasenn.
Grêt gant hon martoloded an dro d’ar bagou bras ha d’ar gobiri eoriet er porz, seder meurbed an ôtrou Beskont, sutellat a rê eur zonig gallek (ne ouie ket ar brezoneg), eur zon disket gantan du-ze en Bro-C’hall.
Gargam a zelaoue sutell e vestr, Bilzig a varailhe.
Echu ar sutelladenn, Gargam, en eur c’hoarzin, a lavaras d’ar pôtr :
- — Ma ! neuze blazet mat kig gad ?
- N’eo ket peur fall.
- Ah ! ah ! n’eo ket peur fall ?
- Nann ! nann !
Ah ! ah ! Hag e vousc’hoarze Gargarm.
— Ha blaz ar wialenn nan eo ket peur fall ive, marvad, met ankounac’hêt ec’h eus-te ?
— Pell e pad blaz an traou mat ! eme ar pôtr.
Gwelit ’ta, figus an ôtrou, mar plich ; heugi na rez-te ket dirak ar c’hig-ber ? Kig-ber da eur fri lous evel da hini-te !… Diwall, mar kerez, rak mar tapan ac’hanout !… Kroc’hen kurunou ! ya ! ya ! mar tapan ac’hanout !…
Hag ar wialenn en e zorn a c’houibane. Psitt ! psitt !
— N’e dapfet ket ac’hanon, n’eo ket skanv a-walc’h ho troad.
— Skanv a-walc’h, marmouz ! mic’hiek !… Diwall ! Lakaa ac’hanomp en ôd ha buan pe… (Bilzig a vousc’hoarze)… pe war da benn ec’h ez da vont er mor.
Great an nije bet Gargam ar pez a lavare. Siouaz ! na poleat na ronat ne ouie.
— Hast affo kas ac’hanomp en ôd.
— Qu’y a-t-il, Gargam ? eme an ôtrou.
— Rien, monsieur le vicomte.
— Quel dommage de rentrer !… Restons encore un peu.
— Le garçon dit qu’il lui faut aller à terre !…
— N’eo ket gwir, ôtrou, eme Bilzig : gaou e lavar.
Klevet mat an nevoa komzou ar pôtr yaouank, ha ma na gôzee ket ar galleg, Bilzig evelkent, abaoe ma oa bet er skol gant ar c’hure, her c’hompren a rê.
— Buan en ôd, marmouz ! a c’hrozmole Gargam.
— Gaou, Gargam ! gaou !
Hag a-nerz e gorf, ar pôtr a bolee. Bransigellat a rê ar vag. An ôtrou evurus a c’hoarze. Gargam ne c’hoarze ket.
— Gaou, Gargam ! a adlavare Bilzig.
Gargam a ziode. Ne grede ket dirag e vestr…
Tostaat a reont d’ar bord. Savet an daou vartolod en o zav. Kra… a… a… ag… ag… ag ! ! Diaraog ar vag vihan a dourt beg eur garregig, ar Garreg-du. Hag an ôtrou hag e vevel a goueas o-daou war o reor, an ôtrou en fons ar vag, en dour, ar mevel war e listenn. Pounner, gwall bounner Gargam, skanv ha lesponj [7] eun tammig ar vag, plada a eure. Ha Gargam hag e veskont, o-daou war o c’hrabanou, o parlochat en dour-mor. Ha da grial diwar-bouez o fenn. Lec’h ne oa ket da youc’hal ! Daou pe dri troatad dour ne oa ken dindan kein ar vag, brao an amzer aneï.
An daou bunseo a zavas en o zav, hag int war an trêz, treantet, nemet diveradur ne oant. Gwiskamant voulouz ru ha sei melanijet ar beskont, hag e dok garlantezet ? Eun drue. Ha Gargam mezek, droug ennan, a fuc’he.
Bilzig evelte a oa koueet er mor ; hast n’an nevoa ket da zont en ôd, aon d’ean : gwialenn Gargam !
Ar vartoloded, war ar porz, pa o deus gwelet ar burzud, d’ar red a deuas da c’hoût an doare.
— Mab gast ! ginaouek ! eme an Touz da Vilzig, teuler er mor mab an ôtrou !
Gargam a dapas krog en e skouarn :
— Boued ar gounnar !
Hag eun tôl troad da Vilzig en e reor.
— Kroc’hen kurunou va ene !… Setu da c’hopr, blaz kig gedon ! blaz ar wialenn ! foreant !
— Koulz eo evelkent ha blaz an dour mor !
Ha Bilzig d’ar red ha d’ar gêr…
Sparlet, hualet e oa Gargam gant e zilhad gleb, peg eus e izili. Kavet gantan e wialenn, lakaat a rê anei da c’houibanat, met Bilzig a oa pell… Bilzig ne oa ket hualet…
War e hent e kavas Saïg Jelvest.
— Petra ’ta, pôtr ? Na te a poa kollet an nord ?
— Ket, Saïg !
— Petra ’ta ?…
— Gwialenn Gargam, Saïg, c’houi ’oar, eur zulvez…
— Denvedigou deut d’o c’hraou !
Ar wialenn ! ah ! ya !… Ha Saïg a vousc’hoarze en e varo.
— Diwall, pôtr, ne goll ket an nord gant Gargam, te ’oar.
— Arabad eo d’ec’h kaout aon, Saïg !…
Ar vartoloded ambroug a rejont, eur pennadig, an ôtrou yaouank hag e vevel, daou babor gleb-dour-teil.
Er maner, pa errujont, piou ne lake ken e wialenn da c’houibanat ?… piou a oa berr e lanchenn ?… Gargam !
Displega an doare, penn-da-benn, an nevoa ranket ober d’an ôtrou ha d’an Itron. Gargam, evel just, a lakaas ar bec’h pounner war chouk Bilzig : Bilzig ac’han, Bilzig alesse, Bilzig, pennabeg ma oa koueet an ôtrou beskont war e reor en dour.
An ôtrou kont, an de-se, a oa troet war e du mat : eul louarn an nevoa lac’het en Koad-Tremedern, hag evit an ôtrou, tapout eul louarn !… E louarn ! n’an nije ket bet roet anean evit daou c’hant skoed… Troet eta war e du mat, c’hoarzin a eure gwalc’h e galon o klevet Gargam o konta e neuadenn.
— Na karet am mije bet, Gargam, gwelet ac’hanout o neunv war da barlochou evel eur c’hi plomm !
— Ha ma vijent bet beuet ! a lavaras an itron.
— Beuet er porz, war an trêz !… Red e vo d’it, evelkent, diski neunv d’ar pôtr, klevet a rez, Gargam ?
— Ya, ya, ôtrou.
An Itron en he madelez a c’houlennas :
— Hag ar pôtr all, petra eo deut da vea ?
— Hennez, eme Gargam, hennez ?… Neunv a ra evel eur pesk, hag e zilhad a zo sec’h, ha pell zo, war e groc’hen ; evurus ma n’an neus ket bet eur roustadenn digant e vamm.
An Itron a gasas he matez da di Izabel da c’houlenn kelou eus ar pôtr : plac’hig kunv ha trugareus, itron ar c’hastell. Hag an de war-lerc’h e teuas he-unan beteg ti Izabel.
— Deus aman, pôtr, deus. Ac’hanta ’ta, darbet eo bet d’it bea bet beuet Gargam ha va mab !…
— O ! itron, na gredit ket se. Drouk eo ar pôtr, met piou en e lec’h ne vije ?… Kalon vat an neus, Itron, ha karanteus en hon c’henver… Met hini pe hini a zo atao deus e heskin oc’h ober goap anean, o skei warnan…
— Karout a rez da vamm Izabel ?
— Oh ! ya, Itron, eme Bilzig, krog en dorn e vamm, e vamm Izabel !
— Karout a ra ac’hanoc’h !
— Goût ha kompren a ra kalz a draou, Itron.
An Itron, goude neuadenn Gargam, he devoa grêt d’ar c’hure displega diraki doare ar vamm hag hini he bugale. Hag abaoe, gant ar Gontez, eo bet karet ar wreg a-zoare, ar plac’h a skiant vat, ar vamm war dal pehini an nec’hamant, an dienez o devoa moullet nerz he c’halon, ar vamm dilezet gant an holl, ha pehini he devoa poaniet, douget he bec’h (pegen pounner koulskoude) hep klemm, evurus pa wele he bugale o kreski drant ha iè, evel peder gweennig, deut an amzer neve.
Hag abaoe, keit ha ma vije an Itron en Kastel Brechou, e teue, eur wechig an amzer, betek ti Izabel. Eur gomz, eur gir eul lazig [8] da bep-hini, ha war he lerc’h eur skeudenn a frealzidigez, eur sklerijenn en denvalijenn an devejou.
- ↑ Malkon, murette.
- ↑ Kerigi, pointes de rochers, petits rochers.
- ↑ Melanijet, jaune passé, jaune pâle.
- ↑ Kinkissa, faire plaisir par ironie, chatouiller désagréablement.
- ↑ Vregach, lattes ou planches qui séparent les bordées intérieures du bateau du contact immédiat du lest ou du chargement.
- ↑ Listenn, rebord.
- ↑ Lesponj, volage ; léger, peu stable.
- ↑ Lazig, caresse.