Breiz, Brezounek ha Feiz

René PRUD’HOMME, 1905  (p. 27-29)



V


BREIZ, BREZOUNEK HA FEIZ

——


D’an Doctor Piquenard, « Ar Barz Melen. »


Beza zo tri ger kaer, c’houek meurbed d’ar spered,
Hag a ra d’ar galoun tridal gand eüruzded,
P’am euz ho lavaret e santan evel mel,
Seblantout a ra d’in klevet kana eun el.

Breiz, Brezounek ha Feiz, Treinded ar gwir Vreizad,
He Gredo, he armou da vare ar stourmad ;
Setu, hep fazia, nerz meulet hor gouenn koz,
Beteg eur pennad zo m’eo deuet warnomp an noz.

Breiz-Izel eo ar Vamm. — O ! pebeuz Mamm dener ! —
Pegement eo bet mad bepred en hor c’henver !
Gwelomp an digoueziou he deuz lezet ganeomp,
Hag oll bennoz d’ezhi a bouez hor penn kanomp.

Hor Mamm ’deuz bugale : ar Brezounek, ar Feiz,
Koz braz int evel-d-hi, koz braz hirio an deiz.
Tud zo a en em blij oc’h ho laret maro…
Fazi, va zudigou !… Beo int… Int a vevo !…

Doue a zo ganeomp. Penaoz keit amzer zo,
E chom ar Brezounek buezek ’vel ma ’z eo ?

Keit, pa daolomp eur zell war gartennou ar bed,
Nag a yezou maro, pe gand re-all mesket !…

Gwir eo eur brezel kriz varnomp zo dirollet,
Dont a ra euz Bro-C’hall eun avel penfollet,
Ouz hor yez benniget ar Gall zo e kounnar…
Ah ! mar galche d’an traon ar Brezounek diskar !…

Nan, nan, fazia rit, va c’hredit, tud dizakr ;
Setu eun arme grenv en-dro d’hor madou sakr !
Ar Vreiziz zo kalet evel mein an aochou,
Evel ar gwez dero ker stank en hor c’hoajou.

Klevet ran lavaret, — hag her c’hredi a ran, —
« Ar Feiz a zo laoskeet ! » Sklear eo da beb unan.
An denved zo taget gand bleizi gouez naonek ;
Peleac’h e ma ’r penn kaoz ? e peleac’h an abek ?

Teir eienen, me gred, da gement-se a zo,
Hep aon, hep kasoni, ama m’ho diskuillo ;
Evit hor Mamm-Vro Breiz mantrusa gwaligner !
A sko ken dizamant varnhi e peb amzer.

Ar politik direiz, evel eul loan gouez,
He deuz pelleat ar peoc’h, lazet an unvaniez ;
Eur gasouni c’hoero e skoliou hon amzer,
Eneb ar Brezounek er bugel a c’houezer.

Ha komz a rin ouspenn euz a giziou ar Gall,
A c’hounid hor measiou henvel ouz eun tann-goall ?

Bragou braz ha chupen a vez great fae varnho,
Koefou evel e kear a ranker kaout hirio !…

Pep-hini oar ervad ar Brezounek, ar Feiz,
A bep amzer a zo Breur ha C’hoar en hor Breiz ;
Dre-ze taga unan a zo skei war eben ;
N’int ket hep her gouzout hon oll enebourien.

Ha gwelit goudeze penaoz e savarer
Koueriaded, bet er skol eur pennadik amzer,
War dachen ar marc’had a zraill tammou gallek,
Mez ho defe diskouez e c’houzont Brezounek.

Trec’het war gement-se ’teuer a nebeudou
Da zilezel ar Feiz, feiz nerzuz hon tadou ;
Setu eno, Breiziz, setu ar spered Gall,
Setu petra vefomp, ma na garomp diouall.

O va c’henvroiz ker, diouallomp da rei dorn
D’an enebour da skei krenvoc’h war an askorn ;
Ouz yez koz ar C’helted stagomp ’ta muioc’h-mui,
D’ar Brezounek enor ! Pep-hini en he di !…


————