Buez Arzur a Vreiz/Kentañ arvest
(Pa zaver ar ridoj, eur mevel bennak a ehan da zresa kador an Dug ha da gempen ar zal).
Renaod, ha c’houi, Hug, ledit ar pallen-ma war bazennou
an trôn, ha taolit evez ma vo kaset ar bokedou da
zal ar fest. (Da Olïer o tant er zâl dre an nor zeou.)
Hag oud dizro, va mab ?
Ya, va zad. Dond a ran rag-eün eus an iliz veur. Prestik ec’h echuo al lidou ; an dud a yoa o vont d’en em lakaat en hend, pa en deus an dug yaouank (Doue r’e vennigo !) galvet ac’hanon en e gichen : « Den yaouank, emezan, eur c’hannad a deu beteg ennon evit lavaret d’in eo erru Yann, va eontr. Kea buan d’am zi, ha lavar d’az tad pourchas peb tra evit e zigemeret ».
An Dug Yann-Dileve… ama !
N’ema ket c’hoaz, va zad ; mez erru eo war henchou an Normandi, rak ac’hano e teu. E vanniel hag armou e zoudarded a c’hellfe beza gwelet diwar gern an tour.
Petra da lavaret eus eur seurt gweladen, p’eo gwir n’edot ket war c’hed anezan ? N’ouzon ket pe seurt abeg a c’hell digas aman breur Richard a Vro-Zaoz, ra vo Doue gant e ene ! (Ar mevelien a ya er-meaz dre an tu deou.)
Va zad, ha kambchou an dug Yann-Dileve, prest int ?
Bez hon deus, a-benn brema, meur a hini prest a-walc’h d’en digemeret. (Ar floc’hed a ya kwit dre an tu kleiz.) Lavar d’in ta, va mab, penaoz eo tremenet lidou ar gurunidigez.
A ! va zad, pebeus gouel kaer a zo bet ! Biskoaz ar bobl breizad na ziskouezas muioc’h a c’hrad-vad nag a garantez da heritour kurunen an duked, mab an aotrou Jafre, hor Mestr meurbed karet ha bet keuziet kenan !
Mad a ra ar bobl karantezus-se. Sonj mad am eus penaoz pa c’hanas hor prinz yaouank, ar vro a-bez a eur vouez a c’houlennas ma tougche an hano kaer a Arzur, ha kement-se en despet da c’hoantuziou fall Herri II a Vro-Zaoz, e eontr.
A zo gwir, va zad, Herri Bodbalan a oe red d’ezan asanti da vennoz an holl. Meur a wech, e kanaouennou ar varzed, em eus klevet kount eus Arzur-an-Daol-Round. Hervez ar re-ma, eur wrac’h a bareas d’ezan e c’houliou, hag e teu, goude meur a ganved, da zishuala Breiz-Izel.
Gouela reomp c’hoaz hirio da varo an dukez vad Constanz.
Nag a fouge oa enni gant he mab ! Var he zremenvan
he c’hleven o lavaret hag oc’h aslavaret da Lan a Zinam,
mestr-kelenner ar bugel : « Dalc’hit leac’h ac’hanon
e-kichen va mab, hag evit kement-se, lezit a gostez peb
tra-all »… Lavar d’in ’ta, Olïer, penaoz eo bet an ofiz.
Goude an avïel, epad ma laoske ar bobl youc’hadennou a levenez, an Aotrou arc’heskob a zo eat beteg an A. Dug, ha goude beza lakeat ar gurunen var e benn, en deus e zaludet beteg teir gwech. Breiziz eus o zu o deus youc’het : « Bevet Arzur ! dug ar Vretoned ! Noël ! Noël ! da vab Jafre ha Constanz !… » Goude an oferen, ar ganaouen a drugare a zo bet kanet gand eul levenez dispar. D’ar mare-ze eo on bet digaset d’ho kaout.
Hag e welez, va mab, eo prest peb tra.
An aotrounez a Rohan hag a Loheag. (Ar Floc’h en em denn dre an hevelep tu.)
Ra viot deuet mad, aotrounez !
Deiz-mad d’eoc’h, Keroman, den kalonek ; c’hoant
hon doa da veza ama araok an aotrou dug hag e gompagnunez
evit beza test a levenez an holl.
E gwirionez, na weler dre-oll nemet levenez hag eürusded. Grwagez ha bugale Roazon o deus great eur c’hoad eus kear ha goloet an henchou a vokedou. Biskoaz na oe gwelet kement a vuez e Breiz-Izel.
An dug Arzur a zo ker karet gant e zujidi !…
Ar zonj eus an dukez vad Constanz a zo c’hoaz ken beo e kalonou an holl !
Abaoue m’eo ganet an dug yaouank, hen anzav a ran, morse na welis kement a dudjentil hag a dud diwar ar meaz diredet d’ar gear-ma, bodet hirio gand al levenez ar vrasa. Kannaded ar Poatou, ar Mên hag an Anjou, gwazien Breiz-Izel, hag ive kannaded roue Bro-C’hall a deu gant plijadur da ginnig o doujanz da Vestr nevez hor broïg Breiz-Izel.
N’hoc’h eus ket klevet ?
Petra’ta ?
Lavaret a reer e teuy Yann-Dileve ama dizale… !
Kement-se na c’hell ket beza… Ha petra glask ?…
N’ouzon dare. Ar pez a zo gwir eo penaoz epad m’edot o kuruni hor mestr, ez eus deuet eur c’hannad da zigas ar c’helou d’an dug Arzur.
Va spered a zo enkrezet… Aon am eus…
Aon ?
Ya, aotrou, ha ra blijo gant Doue e tigouesfe ganen fazia !…
Bezet ar vadelez, aotrou kont, da lavaret d’eomp ar pez a zonjit.
Va digarezi a refet, aotrounez, rak emeur ouz va gortoz e sâl ar fest. (Da Olïer.) Deus ganen. Olïer. (Mont a reont dre gleiz)
Salud d’eoc’h, aotrounez !
Komzit, Laou, me ho ped, perak hoc’h-hu enkrezet ?
Gouzout a rit penaoz eo deuet an dug Yann, dre e gomzou flour hag e droiou kuz da veza mestr war Vro-Zaoz, daoust ma tlie ar gurunen, goude maro Richard-Kalon-Leon, digouezout d’e genderv Arzur.
Gouzout a ran an dra-ze ; hogen, kredi a ran n’eo an dug Yann en em garget nemet eus kulatoriez ar prinz yaouank ; ouspenn-ze, pennou bras Bro-Zaoz n’o deus ket c’hoaz lavaret e kavent mad bolontez diveza ar roue Richard.
Gwir eo. Hogen, Yann an deus gouezet gounid mignouniach Filip-Aogust, roue Bro-C’hall, o kinnig d’ezan an Normandi, gant ma vezo sikouret pe lezet da lakaat e graban war heritaj e vreur Richard.
Hag e c’hellit kredi e rofe Filip-Aogust e aotre d’eun emgleo ken mezus ?
Kaoziou klevet gant tudjentil gall am doug kals da gredi.
A ! gouzout a ran ez eo an dug Yann enouet o klevet
ober Yann-Dileve anezan ; e dad an doa e vallozet
ha roet e dra d’eun-all.
Ar pez a ro d’in ar muia souez eo en defe ar roue Richard great eun testamand e-kenver eun den hag a zikouras an dug a Aotrich d’e deuler er prizoun !
Hag ouspenn-ze, ha bez’ ez eus e gwirionez eun testamand ?
Lod a lavar, re-all a zislavar.
Mez neuze…
Ar Zaozon na c’hoantaont tamm ebet kaout da vestr eur prinz ha n’o deus nemet kasoni outan ; ha doareou Yann e-kenver e vreur a lez ac’hanon diskredik war eünded e oberou. Da c’hortoz, Yann-Dileve a zo falvezet gantan beza kurunet e Londrez ha den n’en deus savet e vouez da lavaret n’oa ket leal kement-se.
Ar wirionez a vezo anavezet abred pe zivezad. Gwaleürus eo e ve re yaouank an dug evit difen e wir dre anarmou.
Piou oar ha n’en devezo ket tro d’en ober dizale ? An aotrou Arzur a anavez mad talvoudegez e varc’heien a Vreiz-Izel. Ra lavaro eur gomz hebken, ha war an eur an holl dudjentil, e wazien, a gemero o c’hlezeier hag a yelo da Vro-Zaoz !
- (Er-meaz e klever an drompilh.)
Hon aotrou Arzur, dug a Vreiz-Izél !
(Ar brosesion : Dijentiled, Dougerien bannielou, Tud a vrezel, Floc’hed. Mevelien, a gemér o flasou er zâl. — Eur Floc’h a zoug eur c’hleze noaz war eur plueg. Arzur a zoug e gurunen war e benn.)
Noël ! Noël ! d’hon aotrou benniget Arzur !
Bevet Arzur, dug ar Vretoned !…
Bennoz d’eoc’h holl, Marc’heien kalonek ! Bennoz
d’eoc’h ive, Tud a vrezél ! Eürus on hirio eus hoc’h
eürusded !
Prinz, gwelet a rit en dro deoc’h ho kwazien feal ha karadek. Gant plijadur e reketont d’eoc’h eun donedigez hag eur ren eürus !
Ra c’hellin, lakaat da bara adarre war va zujidi muia karet derveziou Hoël-ar-Meur, hag a oe ker skedus ! Dirak aoter an Doue holl-c’halloudek hoc’h eus klevet ac’hanon bremaïk o toui e virin atao gwiriou an Iliz hag ar veleyen ! Red eo d’in brema, e kastell va zud koz, ober eul le-all. Digasit d’in va c’hleze. (Ar Floch a dosta hag a ya d’an daoulin dirak an dug.)
Va aotrou, setu ama kleze Jafre, ho tad. Touit eta war ar groaz a zo oc’h ober dorn d’ezan, e virot hag e tifennot bepred gwiriou an noblanz, hag e klaskot bepred mad ho sujidi.
Dirak Doue ha dirazoc’h holl, baroned feal, soudarded kalonek, marc’fheien, hag all, e touan war ar c’hleze-ma e virin bepred hag e tifennin eus va holl nerz epad va buez ho kwiriou ha kement grad-vad a zo bet roet d’eoc’h beteg-hen gant ar re zo bet em raok. Ra vo va le klevet gant Doue !
Bevet Arzur a Vreiz-Izel ! Noël ! Noël !
Bezomp holl laouen, Bretoned, War vab enorus an Duked |
Gwall bounner eo c’hoaz ar c’hleze-ma evit va dorn ; hogen, o sonjal penaoz hen dougas va mamm leun a vailhantiz, hag oc’h heulia hoc’h aliou, kont henorus a Zinam, me a ouezo ober implij vad anezan, beteg an deiz ma vezin digemeret marc’heg.
Pa welimp ho kleze savet da c’houlen sikour, ni a denno hor re evit ho tifen, va frinz. Evidon-me a lavar huel hirio e vezin d’eoc’h hag er vuez hag er maro.
(Arzur a zo azezet. Herve a dosta outan hag a laka e zaouarn en e re.)
Aotrou a Leon, digemeret a ran ho sentidigez hag ho promesaou. Azalek hirio c’houi a vezo va marc’heg feal.
Ni ive a zo holl d’eoc’h, hag evit atao !…
Baroned kalonek a Vreiz-Izel, eus ar Poatou, eus ar Mên hag eus an Anjou, touit, c’houi ive ’ta, ho pezo atao fizianz ennon hag e sentot atao ouz ho mestr gwirion.
En hano an holl varc’heien a zo ama bezant, e touan dirak Doue, e kredin hag e sentin atao ouz an Aotrou Arzur a Vreiz, hag ouz ar re a deuio eus e lignez.
Hen toui a reomp !
DISKAN Ni a dou holl, aman hirio, |
Ra zeuy Doue da zelaou ho le ! Ra blijo gantan ive skuilha e vennoz war va c’hurunen ! Ha brema ra vo laouen an holl ! Ra vo plijadur e peb leac’h ! Ho pedi a ran holl da lein ar gurunidigez. Va marc’heien vad a resevo eus va daouarn ar gwin a henor.
Chom a ra ganeomp an dever d’ho trugarekaat evit
kement a vadelez. Bennoz d’eoc’h, aotrou dug !
Aotrou, an dug Yann, hoc’h eontr, a c’houlen koms ouzoc’h.
Ho pezet ar vadelez, aotrou Rohan, da vont da ziambroug va eontr ; digasit anezan aman, ni e zigemero er zâl-ma. (An aotrou a Rohan hag e floc’h, ha daou pe dri soudard a ya kwit dre an tu deou.) C’houi, aotrounez Loheag ha Malestroa, it dre dour an hanternoz, ha livirit d’am fobl karantezus e tigemerin anezo dizale em lez. (Loheag ha Malestroa a ya dre an hevelep tu.) C’houi, va den mad Keroman, a ziskargo gant largentez gwin ha chistr mad d’am holl sujidi e porzou ar c’hastell.
(Keroman, Olier, Soudarded, Floc’hed ha Mevelien a ya kwit dre an tu kleiz.)
Pe seurt abeg, aotrou Arzur, a c’hell kaout an dug
Yann-Dileve o tont hirio d’ho lez ?
N’ouzon ket. Kredabl en devezo klevet hano eus goueliou ar gurunidigez, hag e vezo en em bedet e-unan.
Ha perak en em zieza ? Kempennoc’he vije bet d’ezan chom en e vro. Me lavar muioc’h : gweladen an dug Yann ama hirio na lavar ket kals a dra vad evit an amzer da zont.
Petra livirit aze, aotrou kont ? An dug Yann a zo eontr d’in ; hag evitan da veza laeret kurunen Bro-Zaoz war va c’houst, n’em beus ket an hevelep difizianz ha c’houi.
Dleet oa d’ezan da vihana, evel eur marc’heg savet mad, ho pedi d’e gurunidigez, ha neuze hirio ho pije rentet an hevelep henor d’ezan.
Ankounac’haat a ran an traou-ze holl hirio. Ha p’eo gwir e teu va eontr Yann d’am gwelet, me hen digemero hep aon, gwella ma c’hellin.
N’en defe ket ken nebeut, ’mechans ! ar fallentez da
zont ama gant mennoz da drubuilha eun deiz ker
kaer !
An aotrou Yann, Roue Bro-Zaoz.
Deiz mad d’am niz koant Arzur.
Bezit deuet mad em lez, aotrou.
En despet d’am c’hoant, niz koant, n’em beus ket gallet dont kentoc’h d’ar gouel. Red eo bet d’in zoken lezel va zud skwiz maro e-kichen doriou kear ; ha setu me, gant va marc’heg, deuet da ginnig d’eoc’h va gwella gourc’hemennou ha va hetou mad !
Ho trugarekaat, va eontr ! Plijout a ray d’eoc’h neuze kemeret perz el lein hag er c’hoariou am eus pourchaset d’am zujidi feal. C’houi a lavaro d’in goude ha ken kalonek eo ho paroned a Vro-Zaoz er gourinadegou evel ma ’z eo re Vreiz-Izel.
N’em beus bet morse eun hevelep kreden, niz koant. Gwas a ze n’hellan ket hirio chom da derri eur c’hleze bennak oc’h re baroned Breiz-Izel !
Mar kirit e vezo pourchaset klezeier d’eoc’h, va eontr.
Nan, rak, n’em beus ket kals a amzer da zale ; araok an noz e rankin beza adarre en hend evit dizrei d’am bro.
Aotrou, eun toullad Bretoned digaset gand o broïz a zo o paouez dont e porz ar c’hastell.
Ha petra c’houlennont ?
Kinnig d’eoc’h ive o doujanz ; c’hoant o deus d’ho kwelet, ha pa na ve ken oc’h prenestr bras ar zâl a henor…
Ha petra virfe ouzin d’o digemeret ama ?… (Da Yann
Dileve.) Gwelet a reot, va eontr, pegement e kar an dud-se
o dug nevez. (D’an embanner.) Digorit frank d’ezo
doriou ar c’hastell !
Noël ! Noël !… Bevet hon Dug ! Buez hir d’an dug Arzur a Vreiz-Izel !…
(Arzur a zav eus e gador, hag a ra sin da Yann da azeza e traon deleziou an trôn.)
Hon aotrou dug, plijet ganeoc’h digemeret meuleudiou ha doujanz ho sujidi feal. Roït d’eur barzig paour hoc’h aotre da gana en hoc’h henor eur ganaouen a vrezel, a vezo kanet ive gant ar goueriaded kalonek-ma, a-unan ganen, hag ouspenn, fizianz am eus, gant an aotrounez henorus ha tud a vrezel a zo ama bezant.
Rei a ran va asant gant plijadur. Tostaït ! Tostaït holl, va mignoned ; roït d’in ho pokedou da genta, da c’houde c’houi a gano.
Doue r’ho pennigo, hon aotrou dug ! Ar goanv koz kroummet eo a ro bokedou d’an nevez-amzer yaouank flamm… Gwir eo an dra-ze koulskoude ! (Hag e ro e voked.)
N’eus ket eur paour keaz ha n’en defe eur garantez virvidik hag eun doujanz vras evidoc’h, hon aotrou dug !
Bennoz Doue, tud vad ! Bennoz Doue !… (Boked.)
A ! hon aotrou karadek ! N’em eus kavet da zigas d’eoc’h nemet bleun melen ar balan. Kement a dud a galon a zo en hor bro evel a zo a voked er balanegou ! Hag holl e c’houzanvfent ar maro evidoc’h, a dra-zur ! (Hag e ro e voked.)
Tosta’ta, te !
Aon am eus !…
Aon rak petra ? ’C’heus ket ezom da gaout aon ; kas ar boked ganez, pa lavaran d’it !
Deus, va bihanig ! n’eo ket da d’it kaout aon !
- (Pokat a ra d’ezan.)
A ! va Jezuz benniget ! pegen eürus on ! An aotrou Dug en deus poket d’am faotr bihan ! A ugent vloaz ez on yaouankeat !
Ma rofe an Aotrou e aotre d’in e rafen c’hoaz eur goulen-all outan.
Komzit, Barz henorus. petra c’hoantaït ?
An Aotrou dug a oar, marvad, penaoz dansal ha kana na reont nemet unan.
Ya, a dra zur. Mad ! Barz kalonek, kanit ha dansit ’ta. — Aotrounez, grit frankiz d’an dud vad-ma.
(An dijentiled en em renk a bep koste d’an trôn.)
Pep hini en e leac’h !… Ha bezomp evesiek !
Ma ’n defe an enebour c’hoant Rak labourerien Breiz-Izel, |
Brao !… Brao !… Mad !… kenan !…
Kanet mad ec’h eus, Barz kalonek ! Eur gopr ac’h eus gounezet. Petra ’pefe c’hoant da gaout ?
Re a vadelez eo kement-se, aotrou dug ! Oc’h petra e c’hell kaout avi eur barzig paour eveldoun-me, a zo bepred o vont eus eur c’hastell d’egile o kana traou meulus an amzer dremenet ?
Penaoz ’ta, n’ac’h eus ezom a netra ?…
Paeet awalc’h on pa ’z eo gwir em eus plijet d’eoc’h. Koulskoude, e vijen en em blijet muioc’h o terc’hel eur c’hleze eget o terc’hel an delen… Mez petra zervich ? an traou n’int ket bet eat war an tu-ze…
N’eo ket gwall-sklear kement-se. Livirit d’eomp ’ta histor ho puez.
N’eo ket hir, siouaz !… Va zad, Pontbriand a read anezan, va zad a yoa eur marc’heg dispont. Mont a reas d’an Douar-Santel da heul Richard-Kalon-Leon, evit dasprena bez Hor Zalver (meulet ra vezo !) Glazet e meur a emgann, e oe red d’ezan a-c’houdevez distrei da Vreiz-Izel ; hogen, al lestr m’edo warnan en doe da enebi ouz eur barr-amzer fall spontus ; va zad a oe beuzet. Darbet e oe d’am mamm fallgaloni pa zigouezas ar c’helou-ze ganti. War gement-se e teuas ar c’hlenved da denna diganti he nerz hag an nebeud a zanvez a jomme var he hano. Mervel a eure prestik goude. He c’horf a zo bet douaret e skeuden ar groaz, dindan glazvez al lann. Setu me emzivad, hep gwenneg na toen ! Eur barz a gemeras truez ouzin hag a zeskas d’in e ganaouennou ; abaoue neuze ar barz-baleer a ya eus eur maner d’egile, o laouennaat an duchentil a gar rei digemer d’ezan.
Setu, aotrou dug, petra eo bet va buez beteg-hen !
Dre feiz va zud koz ! na vo ket gallet lavaret e chommez hep toen, te, mab eur c’hroazour kalonek ! Me as kemer em zervich, hag azalek hirio e vezi etouez va zoudarded.
Ra viot benniget gant Doue ha gant an dud, ô c’houi hag hoc’h eus bet truez ouz an emzivad reuzeudik ! (O sevel.) Konta a c’hellit warnon ; me vezo holl d’eoc’h, pe e vo eaz, pe e vo diez d’in.
Keroman, roit urz da zervicha gwin ha chistr d’an dud vad-se war letounen c’hlas ar parg. (D’ar goueriaded.) It, mignoned, bezit holl laouen hag eürus, ha pedit evit ho prinz.
Bevet Arzur !… Bevet hon Aotrou !… Bevet hon Dug
mad !… (Mont a reont holl er meaz o teurel youchadennou a
levenez. Keroman, Olier, ar Barz hag an dud a vrezel, ar
floc’hed hag ar mevelien a ya ive d’o heul, dre an tu deou.)
Ac’hanta, va eontr, petra livirit eus va fobl ?
Tud vad ha kalonek, a dra zur, niz koant !… Avi am eus ouzit !
N’eo ket a-walc’h o gwelet da zeiz gouel, red e vije o gwelet en emgann.
Hano Breiziz a zo bet, a zoug ar wech, spontus war dachen ar brezel. Ha mar ’z eus bet biskoaz avi ouz eur gurunen, niz koant, eo zur ouz hoc’h hini. Evelato, n’ankounac’haan ket ar mennoz en deus va digaset betek ennoc’h ; ouspenn-ze, dizale e vezo red mad d’in kemeret adarre hend va bro ! Rak-se ’ta ma c’helljen kaout an eurvad da goms eur pennadig ganeoc’h en eul leac’h distro…
Pa gerot, va eontr. (D’an Dijentiled.) Pellait eun tammig, aotrounez, dizrei a rin dizale d’ho kaout.
(Holl ez eont kwit goude beza tennet o zog da saludi Arzur.)
Setu me e tres d’ho selaou. Petra zo, va eontr ?
Gouzout a rit, niz koant, penaoz on deuet da veza roue war Vro-Zaoz, dre destamand va breur Richard. (Ra vo Doue gand e ene !)
Her gouzout mad a ran, aotrou ; hogen, ar pez n’ouzon ket eo pe ez eus eun testamand, pe n’ez eus ket. Richard en doa prometet start d’am mamm Constanz ober ac’hanon hebken heritour kurunen Bro-Zaoz. Hag ouspenn, her gouzout a rit kouls ha me, dre va ganedigez va gwiriou a zo, da nebeuta, par d’ho re…
An dra-ze avad a ve red d’eoc’h displega dirazon. Penaos en em gemerot evit hen ober ?
N’eo ket ganeoc’h-hu, aotrou, em befe ezom da gemeret kenteliou evit deski beva, na ken nebeut kenteliou a henor hag a fealded. Sakr eo komz eun dijentil.
Komz eun den beo, hag hi a dalv eun testamand ?
Eun testamand ? Me garfe gouzout e pe leac’h ema an testamand-se…
E Londrez.
Ha perak n’eo ket bet diskouezet abars ober dioutan ?
Daoust hag ezom em boa-me eus aotreadur eur bugel ez on eontr ha kulator d’ezan ?
Taolit evez, aotrou ; ho komzou a deu ama d’ho kondaoni ! N’eo ket dre an hend eün hoc’h eus gallet tapa krog en eur rouantelez ha n’oac’h nemet ar mirer anezan.
Mad ! Goulennit digant roue Bro-C’hall, mar hoc’h eus difizianz.
Filip-Aogust n’en deus netra da welet e kement-ma ; ha, mar plij d’in eun dervez kemeret va zra, me a c’halvo marc’heien Breiz-Izel.
Hoc’h aotre a roit d’in eta da veza roue war Vro-Zaoz ?
Evel eun dra fiziet hebken, aotrou, n’en ankounac’hait ket !
N’ouzout ket c’hoaz, bugel dister, pegen pounner eo eur gurunen ! Anaout a rez nebeutoc’h c’hoaz petra bouez eur c’hleze, hag e falvesfe d’it ober al lezen d’in ?
Petra livirit ?
Kred ac’hanon, Arzur ; bazig aour an duked n’ed ket c’hoaz peur-ziazezet ez tornig dinerz ; ro d’in da wiriou war ar Mên hag ar Poatou, ha diwezatoc’h, p’az pezo kresket e micher henorus an armou, pa vezi marc’heg, Arzur, me da anzavo evit heritour hag a zistaolo d’it da wiriou.
Setu te savet gwall-huel, marc’heg trubard ! Em lez hag en deiz m’on kurunet, eo e teuez da lavaret ar seurt traou d’in ?
Arabad eo d’it mont e kounnar ; n’ez ket da bennfolla, niz koant ! Lavaret a ran d’it a-nevez, n’ouzout ket c’hoaz petra eo ren ! A ! ma c’houfez !…
(Ama e weler ar Barz o tont ; sellet ha selaou a ra, hag ez a da guzet ; dont a ra dre an tu deou.)
Netra beteg-hen na reas d’in kaout aon rak ar galloud. Va zujidi a zo holl etre va daouarn, ha va Baroned a zo kalonekoc’h eget ho re, aotrou a Vro-Zaoz !
Del Arzur, na jomm ket eur vunuten pelloc’h da droiata ! Setu ama ar siel dre behini e tilezez…
Me ne zilezan netra, trubard !
Diwall, mar kerez, bugel ; va habaskded a ya betek penn. N’ouzout ket e c’hallfe ar bleiz diskroc’henna an oan…
Gouzout a ran ez a alies ar grizder e kalon an hini krenva.
Ar stadou bras na zereont ket ouz ar brinsed vihan.
Yaouank on, gwir eo ; hogen eur gwad henorus a red em gwazied. N’em eus morse great anaoudegez gant al leziregez nagant ar falloni.
Da bevarzek vloaz, petra dalv da nerz-kalon ?
E peleac’h, Yann-Dileve, ec’h eus diskouezet da hini ?… Daoust hag eo o lezel da vreur Richard-Kalon-Leon da vervel kouls lavaret er prizoun ?
Komzou goullo eo an dra-ze !
Ehan dam zouella. Anavezet on bet evel dug a Vreiz-Izel gant roue Bro-C’hall, ha gouzout a ra pe seurt gwir em boa er gurunen ac’h eus laeret war va c’houst. Desk kement-ma : Unan out eus va zujidi, da roue on !
Rouantelez bresk, rouantelez eun dervez !
Ro peoc’h, gwaz trubard ! Re bell on chommet ouz da selaou. Ma n’az poa ken da zigas d’in, e c’halliez chomm ez lez a Normandi… Dizro pa gari… Kea, fae ran warnoud ! Kenavo biken !
Ha me’ m eus kaz ouzit !… Kea atao, diveza deuet eus eur ouenn dizec’het, n’em eus aon ebet razout ! A ! na fell ket d’it rei d’in da zouarou ?… Daoust ha petra virfe ouzin do c’hemeret ? En despet d’it, on deuet a-benn da dapa krog e Bro-Zaoz ; hogen, ze n’eo ket c’hoaz a-walc’h evidon. Da zifiziout em eus dioc’h roue Brô-C’hall ; n’eo ket eun amezeg eaz, hag avi ’zo ouz va enezen. Red eo d’in kaout eur begadig war an douar bras evit derc’hel penn d’ezan easoc’h a-ze. Mez, petra da ober ? Petra ?… Daoust ha kila a rafen dirak eur bugel ? A ! prinz bresk evel eur yeoten, me a ouezo ober dit plega da choug ! N’em eus gounezet seurt o vont dre gaer… Deomp brema dre guz ha dre finesa ! Daoust ha n’eus ket e lez Breiz eur falc’hon, eaz da zonvaat, hag a deufe a-benn da dizout en e nij an dube lorc’hus-se ?… Hola ! tud zo dre ama !…
- (Eur floc’h a deu dre gleiz.)
Livirit dre guz da Laou ar Reier em eus ezom da gaozeal gantan er zâl-ma.
- (Ar floc’h a ya er-meaz dre an tu deou.)
Laour ar Reier… N’eo nemet senechal eus ar Poatou…
An aour hag an henoriou a ginnigin d’ezan a c’hounezo
marteze e galon !… Hag em bezo eur c’hamarad galloudus !…
N’hellan mui dale dre ama, rak o chom c’hoaz,
e rafen drouk-sonjal war va doareou… Ya, red eo d’in
tec’het… A-hend-all, e rankan ive teurel evez mad war an Normandi… Roue Bro-C’hall a zo edro, hag ar binvidigez
a blij d’ezan… Gallout a rafe lakaat e graban war
va leveou… Setu unan bennak o tout… Hardiziegez ha
finesa a rankin da gaout.
Aotrou, setu me, pa hoc’h eus va galvet.
Kountant on ac’hanoc’h, aotrou koant, pa’z hoc’h deuet ker buan. Bez’ ez hoc’h, me gred, senechal eus ar Poatou ?
Ya, aotrou.
Re nebeut eo an hano a zenechal evit eun den kalonek eveldoc’h.
Va ginivelez ha va zroiou-kaer n’o deus ket roet tro d’in da zevel hueloc’h ; setu perak ne c’hoantaan netra-all ebet.
Ha koulskoude, daoust ha n’en em gavit ket izeleet o
veza evel-se dindan galloud eur bugel ?
Henoret on eus e vignoniach, goude ma c’hell marteze e garg nevez ober d’ezan ankounac’haat unan eus e wella servicherien goz.
Gwir a livirit, aotrou koant ; sked eur gurunen a drell a-benn vrema daoulagad c’hoaz ken dinerz. Douetus bras na vefoc’h morse nemet senechal a reng izel.
N’eus forz, va mestr eo bepred koulskoude, ha dleout a ran d’ezan fealded ha sentidigez ; roet em eus va ger a zijentil.
Arzur, ho mestr ?… Ne vezo mui abars pell !…
Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?…
Nan, eur prinz ken dinerz na vezo ket evit gouarn kement a zouarou hag a boblou. Daoust ha na falvesfe ket d’ezan zoken ren war Vro-Zaoz ?
Na fell ket d’ezan hoc’h anaout ’ta ?
Nan ! An dug a Vreiz-Izel a c’hoantafe hebken chench doare d’an traou, o lakaat e eontr dindan e gulatoriez. A ! m’an deus c’hoant da ober ar c’hoari-ze epad eur pennadig amzer, me lavar e c’hellfe koustout ker d’e hardiziegez divergont.
Mez… ha kredi a c’hellit e tilezo e wiriou ?
Ya, dilezel a ray e wiriou. Ouspenn, e roio d’in ar Mên hag ar Poatou, fiziet ennoc’h.
Aotrou, gwall-bell ez it, kals traou diez da gaout a c’hoantait, ne zeuoc’h ket a-benn…
Na zeuin ket a-benn, a livirit ? Gouezit ez on prest da ober n’eus forz petra evit kement-se. Arzur a blego… pe a varvo !
O Doue !
Ha c’houi, aotrou kont, ma prometfen d’eoc’h ho sevel huel em rouantelez a Vro-Zaoz, daoust ha ne vefec’h ket kountant da rei sikour d’in evit dont a-benn eus va zaol ?
Eun drubarderez eo a c’houlennit diganen !…
Dilezel eur prinz dinerz ha dic’hallout, evit servicha, leun a henor, eur mestr bras ha galloudus, klevit mad, n’eo ket eun drubarderez.
Ha petra ’ta em befe da ober evit kaout perz en ho promesaou ?
Laou, gwelloc’h eget n’eus forz piou ec’h hellez rei da glevet d’an dug a Vreiz-Izel eo gwelloc’h d’ezan lezel diou brovinz, evit derc’hel e zukach.
Hag e vuez ?…
E vuez !… a zo etre da zaouarn !…
Penaoz ? Etre va daouarn ?…
Ha kals a vadou ouspenn. Eiz sac’had aour a vezo roet d’it pa zeuï da zigas d’in ar c’helou ez out deuet a-benn eus da daol !
Aour, n’eus forz pegement !… Dug ha kannad e Bro-Zaoz !…
Kaout a rez mad ar pez a c’houlennan diganez ?
Ha ma ne gavan ket ?…
Diouall mad, va den, petra ’ri… Maro d’ezan, tenvalijen ha dienez d’it, ma na rezket va bolontez ! Hag ouspenn, ma tigouese d’it morse diskuilha va c’hoantegez, maro d’it evel d’ezan !
A ! Aotrou !
Da zibab ho peus, aotrou kont, etre eur fealded hag ho kollo ho taou, hag eun drubarderez a zaveteo an eil hag egile. Ac’hanta ?…
Mez, aotrou, eur goustianz am eus ; petra lavaro d’in ?
Me ra forz eus de goustianz ?… Pa brenan eun den, va c’houstianz a lavar d’in e tlean e baea. D’in out, en em glevet omp ! great eo ar marc’had !…
Gortozit !…
Petra zo ’ta ?
N’hoc…h eus ket lavaret d’in…
A ya !… An doare d’en em gemeret ?… Red eo hel lavaret. Chommit e lez Breiz-Izel epad ar goueliou-ma.
Me a zistro d’an Normandi. Roit da anaout d’an dug
ezommou bras ho tud ; goulennit outan skanvaat an
tailhou a bouez war ar bobl ha war an douarou, Arzur
a enebo hag a lavaro en deus ezom arc’hant. Neuze e
rooc’h ali d’ezan da rei d’in e wiriou, ha pa na ve nemet
evit eur pennad… En doare-ze e trokoc’h ho kouriz a
zenechal oc’h mantel ar pennou brasa a Vro-Zaoz…
Peoc’h ! Piou a zo aze ?…
Aotrou, sternet em eus ho marc’h, hervez hoc’h ursiou Prest omp da vont en hend.
Mont a ran d’hoc’h heul, marchosier. Deuet ganen, Laou, ma roïn d’eoc’h va c’henteliou diveza.
- (Mont a reont dre an tu deou.)
Klevet em eus kement o deus lavaret !… Entent mad
am eus great ive !… O islong a ourgouilh, a c’hoantegez
hag a viloni !… Epad m’ema pep tra el levenez ama,
an drubarderez a ya en dro, en denvalijen… Paour keaz
Arzur, va mestr mad ! kea, na zilezin biken ac’hanout !
An drubarded o deus touet koll ac’hanout, her gouzout
a ran, hogen kaout a raint ac’hanon war o hend. Mont
a rin d’o heul e pep leac’h, henvel ouz lagad Doue, henvel
ouz e lealded, hag e tiarbennin o zroiou kuz. A ! va
Doue !… petra da ober ?… Ha diskuilh a rin d’an aotrou
Arzur ?… Perak trubuilhi plijadureziou eun deiz ker
kaer ?… Nan… Sonjal a-zevri, ha gortoz, setu me gred
ar pez a zo ar gwella evit brema. Eat eo kwit an trubard
Yann-Dileve ; fiziout a ra war an hini en deus prenet.
An digalon a zo aonik… Me a daolo evez warnan…
Ha me, va Doue ! me a laka va fizianz ennoc’h, c’houi
am zikouro. O ! bennoz, mil bennoz d’eoc’h, da veza
great d’in kaout anaoudegez a gement-ma. An dug a vo
salo, pe me a varvo evitan ! Mez… erru ez eus unan
bennak !… Dont a ran da veza adarre ar barz paour
ma ’z oan gwechall… Kuzomp hor sonjou !…
Eat eo ar roue Yann kwit, a livirit, aotrou Herve ?
Gwelet eo bet n’eus ket c’hoaz gwall-bell zo o treuzi ar pont ; e varchosier a yoa oc’h e heul. Laou ar Reier a zo bet o kas anezan betek dor vras ar c’hastell.
Mall em boa da welet al lapouz-noz-se o vont ac’halen.
Ar Barzig seder eo, eta, a gavan dre ama.
Hen e-unan, aotrou.
Nag eürus out bet o c’hallout trok da delen oc’h eur c’hleze !
N’ema ket c’hoaz em c’herz, aotrou ; hirio koulskoude e kemerin va lec’h e-touez gwardou an aotrou dug.
Na dleez ket kaout kals a geuz d’az micher goz.
Beza he deus koulskoude he zu da blijout. Buez ar barz-baleer he deuz he flijaduriou hag a vez paeet mad a-wechou, dreist-oll pa ’z eo ive ar Barz anaoudek e skiant ar stered.
Urisiner, lenner planedennou ?
Evit renta servich d’eoc’h aotrounez.
Malloz ru ! me a fell d’in gwelet dioc’htu ha gwir eo ar pez a leverez. Asa ! red eo tenna planeden pep-hini ac’hanomp.
Tennit d’eomp hor planeden !
N’it ket, aotrounez, da ober d’in tremen evit eur zorser e kemwerz gant an droug-sperejou. Skiant pe gwiziegez ar zorserien n’eo ken nemet eur c’houezaden eus an ifern ; el leac’h skiant ar stered a zo eur bann skedus eus an nenvou. Lakaat ar zorser hag an urisiner e-kevred a zo lakaat an askell-groc’hen hag an erer war an hevelep reng.
Mad eo ! Fizianz hon deus ez lealded kouls hag ez
gwiziegez.
Red eo d’in ive hen anzav. A-wechou e seblant d’an darvoudou mont a-eneb va c’homzou evit lavaret n’on nemet eun trompler ; mez an hini a oar gedal en deus gwclet bepred va c’homzou o tout da wir. An amzer a zo atao a-du ganen.
Mad eo ! selaou a reomp ac’hanoud evel bugale fur.
Da biou da genta ?
Salud d’eoc’h, aotrounez ! Ac’hanta petra zoa nevez ? Ha ! te eo, Barz-baleer ?
Hag a zo ive mestr urisiner.
Ah ! Ah !… mad kenan. C’hoarzin a raïmp.
Da biou da genta ?
Gwelomp, petra ’vo an amzer da zont evidon ?
Laou a Loheag, a welan e skoued o lugerni er zal-ma, c’houi a skoio taoliou kalet war ar Zaozon. Meur a wech Yann-Dileve a vo dihunet en e delten gant ho youc’hadennou a vrezel. Hogen, setu eun teuz louz o tont war-zu ennout evit da gemeret. Dalc’hit penn, enebit kalonek, aotrou kont, enebit. Eun tour tenval a zigor dirazoc’h ; eun teuz a ya ebarz ive.
E hano ? e hano ?
Selaouit… hanvet eo an Naon !…
Da ziouganou, mestr urisiner, na roont ket a c’hoant c’hoarzin.
Seiz magl aour ho skoued, aotrou, a yelo a-ziwar wel epad eun amzer, goloet gant eur goabren a wad…
Hogen, dont a raint da veza lugernusoc’h c’hoaz eget brema, nao anezo. Bez’ e vezint sked an hano a Rohan.
Petra vezo va darvoud-me ?
Setu ma welan en ear eun dube eus ar re goanta, e ziouaskell astennet, ne finv ket ; hogen, eus faoutou ar Roc’h, setu eur falc’hon kriz o tilammet en eun taol-kount. Mont a ra war-eün d’an dube arc’hantet, ha gant e ivinou, e krog ennan hag ez a d’é lakaat e-hars treid e vestr, hanter-varo. Hema a flod aneza hag a laka eun tog alaouret war e benn.
Pegen goloet eo da gomzou !… (d’ar bobl.) Petra lavar ?… Daoust ha dizoloet en defe ?…
Sorser, pe uriziner, an traou o deus liou fall ganez. Poent eo echui. N’eo ket red d’it lavaret hor planeden d’eomp-ni, hogen lavar d’eomp ar pez a zell oc’h Yann-Dileve.
Yann-Dileve !… Mantrusa tra da welet ! Ar bleiz a zo deuet er-meaz eus dounder e doull tenval. Eat eo e-doug an noz da ober eur bale e-touez denved e amezeg ; hogen ar chas a ziwalle mad, edont war evez. Stignet en deus e las hag unan eus ar chas a zo kouezet ennan, hag, e leac’h kas al laer diwar e dro, en deus kaset an oan d’ezan. Miret en deus e breiz en e doull-kuz, tostik da ster ar goagou aour, evit e laza easoc’h a-ze.
Gevier a leverez, urisiner ; da ganaouennou a dalv hirroc’h eget da ziouganou a reuz.
Taolit evez mad, aotrou, n’hoc’h eus ket lennet c’hoaz
en amzer da zont !… N’hoc’h eus ket c’hoaz troket ho
kouriz a zenechal oc’h ar roben leun a herminigou !
A-walc’h a ziotachou ! Lez ac’hanomp e peoc’h gant da blanedennou, ha kea da bourchas eun diskan nevez d’eomp a-benn ar c’hoariou a zo o vont da zigeri. Da garga ran da ober meuleudi ar gounider.
En hano hon Aotrou Arzur a Vreiz-Izel e teuan da gemenn d’eoc’h e vezo digor ar c’hoariou a-benn eun heur, hag hoc’h galvet holl da zont da gemeret perz enno.
D’eomp da lakaat hon armou e stad. Aotrounez, deut d’am heul.
D’eomp da zâl an armou !
(Mont a reont holl er-meaz. Laou ar Reier a jomm er penn
a-dren, ar barz war e lerc’h. Pa’z a da zortial e tizro
hag e krog e breac’h ar Barz, oc’h e jacha war leur an teatr.)
Klasker bara, ha lavaret a ri d’in petra zinifi da gomzou dic’hiz ?
Aotrou, livirit d’in da genta piou a hanvit « klasker bara » ?
Lez al lorc’h a gostez, boued ar groug !… Piou en deus dizoloet d’it sekrejou va buez ?…
Anaoud a rit eta eo va gwiziegez huel hag eün ?
Na gredan tamm ebet ez kwiziegez. Hogen, da deod a zo re lemm evit n’am befe ket aon da veza flemmet gantan. Red eo d’in kaout da c’her.
Ha sonjal a rit, aotrou Laou, e werzan-me va zeod evel ma werzit ho kleze ?…
Adarre, sarpant milliget ! C’hoant az peus ’ta d’am
c’has beteg penn ?… Mad ! desk, mar kerez, penaoz an
disterra ger war gement-ma a gousto d’it…
N’em eus morse krenet dirak den, aotrou kont. nebeutoc’h c’hoaz e krenin dirak eur spier gwerzet da Yann-Dileve !
Dre an ifern ! kas a ri da zekrejou ganez en douar ! (Tenna ra e goutellazen, hag e sailh war ar Barz ; ar Barz a bar an taol hag a denn e armou digant Laou.)
Dont a ra ganeoc’h, aotrou kont !… En em lakaat a rit e tro a-benn-vrema da zeveni ho promesaou !
Daonet n’ vin ket ! Da vuez am bezo, pe peoc’h a roï !
- (Tenna ra e gleze.)
C’hoant ho peus, aotrou, e ve galvet unan bennak, ma lavarin d’ezan ar penn abeg eus an tousmac’h-ma ?
Sarr da c’henou, reuzeudig ! pe me az lazo evel eur c’hi !
Lakit ho kleze en e leac’h, aotrou kont ; va zeod na vo ket gwerzet d’eoc’h ; hogen, me ho ped, it buan d’ho maner, ha na gailharit mui kastell ho mestr dre ho falloni kuzet.
Setu unan bennak o tout.
Peoc’h d’ho tro ! me na werzan den, zoken an dud digalon !
(Arzur hag ar Floc’hed a deu dre an tu deou. — An Dijentiled hag ar mevelien a deu dre gleiz.)
Dont a ran va-unan, aotrounez, da rei d’eoc’h anaoudegez eus ar c’hoariou a vezo bremaïk e porz ar c’hastell. An aotrou Lan a Zinam, va c’helenner a zoare, Herve a Leon hag e vreur Gwiomar, a zibaban da veza barnerien ar c’hourinadeg.
An aotrou a aotrefe d’eomp ive war-lerc’h ar c’hourinadeg marc’heien, eur redadeg evit ar skouederien hag an dud a vrezel ?
An aotre a roan gant plijadur. Allo, tud kalonek, levenez hag eürusded e pep leac’h hirio !
Bevet ! Bevet Arzur a Vreiz-Izel !