Buez Arzur a Vreiz/Eil arvest

Lafolye, 1908  (p. 57-69)



EIL ARVEST


Doare an teatr : Diabars telten Filip-Aogust e Gournê. Er goueled, toull-dor an delten. A-gleiz, er penn pella, ez eus eun trôn. A-zeou, tostik, plunv, liou, paper-parch war eun daolig.


————


KENTA DIVIZ


FILIP-AOGUST, HERVE a NEVER, EUD a VOURGOGN, LOEIZ a VRO-C’HALL, DIJENTILED gall, TUD a VREZEL, SKOUEDERIEN pe FLOC’HED.

(Pa zaver ar ridoch, Filip-Aogust a zo en e zav e-kreiz an teatr, e Vab, ha Dijentiled en-dro d’ezan. Holl o deus o armou en o c’herc’hent.)


FILIP-AOGUST

Setu pemzek dervez, va zud vad, m’emaomp o vresa poultren war-lerc’h ar Zaozon. Tizet hon deus anezo koulskoude. Hor parg a ehan a zo dres dirak Gournê, el leac’h m’eo Yann-Dileve en em dennet gant aon razomp. Red e vo d’eomp dont a-benn hirio eus ar gwaz loc’hus-se. Va mab, pe seurt taolen hoc’h eus dreset war doare ren ar c’hrogad a zeu ?

LOEIZ

Setu hi ama, va zad. (Astenn a ra d’ezan paper-parch.)

FILIP, o sellet outan.

An dra-ze eo !… An aotrou Herve a Never e penn an dennerien… Hor c’henderv Eud a Vourgogn a ziouallo aochou ar Sen, epad ma vezo an Aotrou kont a Zant-Pol o sturia soudarded ar c’hreiz… Piou eta a ziouallo ar zoudarded dalc’het e mir ?

LOEIZ

Kredet em eus e rache mad an A. Gui a Zampier kemeret warnan ar garg-se ken pounner ha ken risklus ; evit-se ec’h en em zalc’ho e kuz er c’hoadig a zo war bordig ar ster a zigas dour da zouveziou ar c’hastell.

FILIP

Gwelet a ran, va mab, hoc’h eus pleustred mad peb tra Koulskoude, e pe leac’h e lakaot ar zoudarded war varc’h ?

LOEIZ

Va-unan, Aotrou, em eus sonj d’o ren, gant sikour Renaod, kont a Voulogn. Ni en em stigno war hend an Normandi, evit mont war-lerc’h ar re a falvesfe ganto tec’het, ha, mar bez red, skoazella askell gleiz hon arme.

FILIP

Ho toareou, va mab, a zo re eun den gwiziek meurbed er vicher, ha neket ’ta, aotrou Eud ?

EUD

Aotrou, n’eo ket nebeutoc’h gouest an aotrou Loeiz a Vro-C’hall da gas e vennoziou da benn evit ne deo d’o skriva ; manea ra ar vouc’hal kerkouls hag an hardisa e-touez ar vrezellerien goz.

HERVE

Ar re-ma holl o deus hen hanvet Kalon-Leon, evel mac’h hanved Richard, ar roue maro.

FILIP

Ni her gwelo hirio stag gant al labour. C’houi, va mab, a lezo renadurez ar varc’heien gant ar c’hont a Voulogn : me fell d’in ho kaout em c’hichen pa bignimp war mogeriou-tro ar c’hastell.

LOEIZ

Ya, va zad, ha gant sikour Doue ni a deuy a-benn eus laer digalon tron rouantelez Bro-Zaoz.

HERVE

Eur reuzeudig ha n’en deus ket bet a vez o laerez e niz, bugel c’hoaz, ha dre-ze re zinerz evit herzel outan.

FILIP

Klevet em eus koulskoude eo va c’henderv Arzur leun a vailhantiz hag a galon.

EUD

Gwir eo, aotrou ; hogen, evel ma’z eo gwall-yaouank, ema war var da ober meur a dra hep evez a-walc’h.

HERVE

Ouspenn ma teu an drubarderez da zikour kals re vad c’hoantegeziou disleal Yann-Dileve. Lavaret a reer en deus gounezet senechal ar Poatou, o karga d’ezan e c’hodellou a aour.

FILIP

Dre zant Denez ! Va c’henderv a gavo ennon eun difennour hag eur skor. Hen toui a ran war va c’hleze a varc’heg ?


EIL DIVIZ
An hevelep tud, eur FLOC’H.


AR FLOC’H, o saludi.

An aotrou Arzur a Vreiz-Izel, gant Lan a Zinam, e zioualler, a zo o paouez digouezout war an dachen, gant eun dornadig soudarded.

FILIP

N’halle ket ober brasoc’h plijadur d’in. (Da Eud.) Aotrou Eud a Vourgogn, it da zigemeret hor c’henderv hag henchit anezan betek an delten-ma gant an holl henor dleet d’ezan.

(Eud a ya er-mea da heul ar Floc’h, dre ar goueled (fons).

LOEIZ

Mall bras am eus da welet ar buguel henorus-se, a garan evel pa vije va breur.

HERVE

Henvel-poch eo ouz e vamm, an dukez vad Konstanz ha na gouezas nemet dre drubarderez Raoul a Jester…

LOEIZ

Hervez a leverer, e roas koulskoude meur a daol, kalet d’ézan. Gouezet he deus rei d’he mab, a-gevred gant feiz bro-Arvor, meulet dre-oll, eun deskadurez dispar war ar brezel ha war draou kaer histor ar varc’heien. Araok pell, marvad, e ray e nozvez armou, rak evit adkemeret ar Poatou, ar Mên hag an Anjou, e vezo red d’ezan dîskouez e hardiziegez.

TREDE DIVIZ
An hevelep tud, ARZUR, LAN a ZINAM, ar BARZ, skoueder (écuyer), EUD.


EUD

An aotrou dug a Vreiz-Izel !

ARZUR

Aotrou, ho fealla gwaz a zo e-harz ho treid !

FILIP

Ra viot deuet mad, va c’henderv koant ! Pell zo abaoue ma c’hoantaen ho kwelet.

ARZUR

Dleet oa d’in, aotrou, dont d’ho kwelet ; P’eo gwir ez on nevez kurunet dug a Vreiz-Izel, hag anavezet ganeoc’h evel-se, eo leal d’in dont da adnevezi etre ho taouarn kinnig doujus va c’hen-oberourien. Setu unan eus ar pennou-kaoz am digas hirio betek ennoc’h.

FILIP

Gant kals a blijadur e tigemeran ho kinnig doujus, niz koant. Hogen, c’hoant hon deus da ober muioc’h ; c’hoant hon deus da rei d’eoc’h eun testeni huel eus hor c’harantez en ho kenver, oc’h ho kroui marc’heg, ama, dioc’htu zoken.

ARZUR

Mez, aotrou mad, n’em eus ket great c’hoaz va beilhadeg-armou !

FILIP

Em hano a Roue a Vro-C’hall em eus gwir da dremen dreist an urziou a ve heuliet peurvuia, ha kement-se dreist-oll evit eur gwaz henorus meurbet evel ma ’z hoc’h, kenderv koant. N’ho pezo da ober nag ar yun, nag an noz-armou, nag ar c’hrogad emgann. Skouederien, pourchasit kement a zo red evit al lidou a vezo bremaïk dirak va gwella brezellerien.

EUR SKOUEDER, o tont.

Setu ama, Aotrou, eul lizer roet d’in da zigas d’eoc’h gant ar re a zo o teurel evez war an dachen.

FILIP

Mad ! Lenn a ra a voue izel.

(An dijentiled a ra kelc’h en-dro d’Arzur oc’h ober d’ezan o gourc’hemennou. Ar skouederien hag an dud a vrezel a ya er-meaz.)

PEVARE DIVIZ
An hevelep tud, nemet ar skouederien hag an dud a vrezel.


LOEIZ, o tostaat.

Petra ’zo nevez, va zad ?

FILIP, oc’h astenn d’ezan ar paper.

Gwelit hoc’h-unan, va mab. (D’an dijentiled.) Lavaret a reer d’in ez eus tousmac’h e Gournê. Marteze ar re gelc’het a c’hoanta esa eur c’hrogad evit gellout dont er-meaz. Hastomp. Goude al lidou ni a dostai oc’h ar mogeriou.

LOEIZ

Mont a ran da gemenn d’ar zoudarded beza prest evit eun taol krog.

(Tostaat a ra ouz an daol hag e skriv.)
FILIP

An dra-ze eo ! Ra vezo pourchaset va armou ! An taol-ma, a dra-zur, a vezo talvoudus.

(Tostaat a ra oc’h an daol evit sina an urz,ha lahaat e ziell en traon.)


PEMPET DIVIZ
An hevelep tud, SKOUEDERIEN, o tougen lodennou armou eur marc’heg, TUD A VREZEL, MARC’HEIEN.


FILIP, o pignat war e gador.

Gouzout a rit, marc’heien, evit petra omp bodet ama. Emaomp o vont da zevel eun dijentil yaouank d’an henor da veza hor breur en armou. Hen anaout a rit ; hogen, evit senti ouz al lezennou douget gant Arzur-an-Daol-round a behini e toug an hano, ema o vont da veza ardamezet dirazoc’h, goude m’hen devezo great etre va daouarn an anaoudegez eus va galloud warnan ha war e stadou, evel gwaz eus kurunen Bro-C’hall. (Da Arzur.) Dug a Vreiz-Izel, tostaït, ha grit ho kinnig doujus.

ARZUR, o lakat e zaouarn e re ar Roue.

Aotrou, me, Arzur a Vreiz, a deu da veza ho ten, hoc’h hanterer, evit ar pez a zell ouz va Breiz ha va stadou a Boatou, eus ar Mên, eus an Tourên hag eus an Anjou.

FILIP

Ha me, hoc’h aotrou, a ro d’eoc’h va galloud war an douarou-ze, evel m’o deus hen diskleriet d’eoc’h an aotronez am eus kaset da lidou ho kurunidigez.

ARZUR

A eneb n’eus forz piou, me a zifenno bepred ho korf, hoc’h henor, hag e touan ho tenna a brizoun hag a bep seurt riskl, ha goude ma rankfen en em lakaat va-unan en ho leac’h.

FILIP

Test hoc’h holl, marc’heien ha soudarded, eus an testeniou a vignouniach a zigemeran hirio eus a berz an dug Arzur, gwaz a Vreiz-Izel. Ober a ran d’am zro al le d’ho sikour kement gwech hag ho pezo ezom ac’hanon. Arzur, ha n’ho peus-hu da glemm eus den ?

ARZUR

Aotrou roue, anaout a rit troiou fall Yann-Dileve, va eontr, Gouzout a rit penaoz en deus eneb pep gwir laeret eur gurunen hag a yoa d’in. Ouspen-ze, ema dre drubarderez o paouez laerez ive ar Poatou diganen. Ar rouanez goz Elonor a zo he-unan oc’h hencha ar zoudarded.

FILIP

Roi a ran d’eoc’h daou c’hant soudard hag a stourmo gant ho sujidi feal a Vreiz-Izel. Hoc’h alia ran da zigeri ar brezel hep gedal pelloc’h. Pa vo echu ganen brezel an Normandi, me a yelo va unan d’ho kaout, pe a gaso va mab.

ARZUR

Ho trugarekaat a-greiz kalon, aotrou.

(Pellaat a ra.)
LAN, a dosta ouz Arzur, a ginnig d’ezan e zorn, hag a gas anezan dirak an trôn.

Aotrou Roue, ha c’houi, marc’heien, plijet ganeoc’h digemeret peden an dijentil-ma, servicher d’Arzur-Veur, a c’houlen beza digemeret marc’heg.

FILIP

Piou a ginnig anezan, ha piou a gomzo evitan ?

LAN

Me, Lan, kont a Zinam, ar c’hosa eus marc’heien Breiz-Izel.

FILIP

Eus a be lignez e teu ho filhor ?

LAN

A lignez huel ha direbech.

FILIP

Pe seurt taoliou kaer en deus bet great en emgannou ?

LAN

N’en doa ket a oad a walc’h c’hoaz evit brezelli. Hogen, desket bras eo war wiziegez an armou, ha gouzout mad a ray embreger ar gwaf hag ar c’hleze.

FILIP

Pe hano an deus ?

LAN

Arzur a Vrejz-Izel, mab Jafre an Eil, hag an dukez vad Konstanz.

FILIP

Mad eo, Bennoz d’eoc’h, marc’heg kalonek. Savit, den yaouank ! Ra vezo e kalonou an holl ar garantez virvidik em eus evidoc’h ! Komzit d’ho tro. Perak e c’hoantaït beza great marc’heg.

ARZUR

Evit heulia penn-da-benn dlead ar marc’heg,

FILIP

Marc’heien, e glevet hoc’h eus. Ha plijout a rafe d’eoc’h e zigemeret en hon touez ? (An holl varc’heien a asten o dorn evit diskoue e roont o asant ; an dud a vrezel a stou o c’hlezeier. Ar Roue a goms bepred). Tostaït, dug a ouenn huel ! (Digas a reer eur gador vourret dirak trôn ar roue. Lan a zigas Arzur betek enni. Kinnig a reer d’ar roue eur votez ler eur gentr (éperon) outi ; hema hel laka oc’h troad Arzur ; eur marc’heg all a wisk d’eza ar roched houarn, hag an traou all a zerviche d’ar varc’heien. Eun all a laka dirak ar roue eur c’hleze gant e chouriz. Ar roue en ro da Lan, hag ema en laka oc’h Arzur, en eur lavaret) : Digemerit ar c’hleze-ma a oe spountus etre daouarn ho tad !

ARZUR, oc’h e denna eus e c’houign.

O te, hag a zo bet great pounner ha santel gant va zad, na repozi mui ken am bezo bet adarre digoueziou va zud koz.

FILIP

Marc’heien, digemeromp e le. (Da Arzur). Guezit penaoz an nep piou bennak a ya eneb e c’her a denn warnan malloz an Doue beo ha malloz an dud. Arzur-veur eo eu deus lavaret kement-ma evit ar wech kenta.

ARZUR, gant e gleze noaz, a laka e zorn e dorn ar roue ; an holl varc’heien a denn o c’hlezeier ; ar roue en e zav.

Dirak Doue hag ar c’hleze-ma, me dou beza bepred feal d’am feiz, d’am frinz ha d’an henor ; gwestla ran va buez da sikour ar re izel, da skoazelli an dud eün ; harpa rin dreist-oll an dud divlam gwasket a eneb pep gwir hag ive pep pleg mad gwall-gaset. (Ar roue a ro d’ezan tri daol war e skoa gant plad e gleze, o lavaret) :

FILIP

Ober a ran ac’hanoud eur marc’heg, en hano Doue, an Itron-Varia hag an Aotrou sant Denez. Bez kalonek, dispount hag eün ! (Neuze ar varc’heien a ra salud an armou, ar zoudarded a zisken o goafou. Divez o d’al lidou.) Hastit brema, va c’henderv a Vreiz-Izel, mont d’ar Poatou, ha chanz vad d’eoch !

(Sonadegou a glever er-meaz, kemmesket gant youc’hadegou ar zoudarded.)

C’HOUEC’HVET DIVIZ
An hevelep re, eur SKOUEDER.


AR SKOUEDER

Aotrou, emeur o paouez lavaret d’eomp eo eat Yann Dileve e-meaz a gear, dre eun nor guz.

FILIP

Ra vo sonet ar galv dioc’htu, ha beac’h d an tec’her. War zav, marc’heien !

LOEIZ

D’eomp en hend, en hano Doue hag hon aotrou benniget sant Denez !

HOLL

War-raok ! War-raok !

(Holl ez eont er-meaz dre ar goueled.)




————


Divez an eil Arvest.



————