Buez Arzur a Vreiz/Pevare arvest
(Arzur a zo harpet ouz ar prenestr. Lionnel, azezet e
diaraok an teatr, a zalc’h digor eul leor bras war e
varlen.)
« … En amzer-ze Na… bu… ko… do… no… zor… »
(o chom a zav). Pebeus hano hir hag iskis !… « Roue
Babilon, o veza pec’het, a oe chenchet e loen… » (O
chom a zav adarre). Bez ’ez eus kals tud ha n’o deus ket
da gaout aon e tigouesfe kement-all ganto, n’eo gwir
Arzur ?
Eiz de abaoue n’em eus ket e welet !… Daoust hag-en e tizroy ?…
Va Doue ! na pegen kasaüs eo lenn, dreist-oll pa n’ouzer ket en ober gwelloc’h eget ma ran ! D’eomp adarre evelato… « Chenchet e loen ha kondaonet da zibri yeod… » Treut e tlie beza, ’velkent !… Dibri yeod !… A ! dibri yeod ! an dra-ze a zo da lavaret beva gant saladen, douetus bras !
Daoust hag ankounac’heat en defe ac’hanon ?
Houman avad a zo eur gontaden iskis ! (Klevet a reer ar c’horn-boud). Petra zo a-nevez ’ta ? Piou a c’hell dont ken abred d’ar maner koz-ma ?
Klevet em eus ar c’horn-boud… Daoust hag erru e ve ar c’hannad eman war-c’hed anezan ?…
A ! va zad ! Deiz-mad d’eoc’h, va zad !
Deiz-mad d’it da-unan, Lionnel,… Abredik hoc’h savet, prinz Arzur !
Ya, Hubert.
Hag atao liou an anken warnoc’h ! Dre Zant Eozen ! ho pezet fizianz !… Skrivet em eus da roue Bro-Zaoz, hoc’h eontr, ha kredi start a ran hon devezo eur respont laouennoc’h en dro-ma.
Ra blijo gant Doue ! hogen, ne c’hedan mui. Abaoue c’houec’h miz e talc’h ac’hanon stak e tour Falez’ N’em bije gallet morse gouzanv ar vuez kalet-ma hebdoc’h, Hubert, hep karantez wirion va mignon Lionnel.
Keaz reuzeudik !
Ha gwelloc’h marteze e vije bet kement-se eget beva evel-hen pell diouz va Bretoned feal !
Peoc’h a roï, Arzur ?… Daoust ha n’emaomp ket ama va zad ha me evit da frealzi ?
Alo, prinz, kasit ar zonjou tenval-ze pell diouz ho spered : mont a ray mad an traou. Filip-Aogust an deus kaset kannaded davit ar roue Yann evit koms d’ezan diwar ho penn. Gortozit, ha bezit leun a fizianz !… Mont a ran brema da welet piou eo an divroad a zo deuet er maner. Kenavo bremaïk, prinz.
- (Ober a ra neuz da vont er-meaz.)
Ac’hanta ! Ha me ?… O ! tad dic’his ! ne ro ket eur pok d’in zoken ! (Ober a ra ardou.) Ma !
Marmouz ! (Pokat a ra d’ezan.) Alo, labour mad.
Ya, va zad ! ya va zad ! (Hubert a ya dre an tu deou.)
Ya, mac’had sûr e studiin !… Dal !…
Nag eürus out, Lionnel ! Na te zo karet gant da dad !
O ! me e gar kals ive !… N’eo ket souez ! Ober a ra kement am be c’hoant.
Me ne don karet gant den abaoue m’eo maro va mamm…
Mar deo gwir !… ha, me neuze ?…
O ! n’eo ket henvel, Lionnel ket ; re yaouank out c’hoaz evit gouzout an dra-ze…
N’ac’h eus ket klevet ar pez an deus lavaret va zad ?… Ar roue Yann a roio ar frankiz d’it…
Ha roy a ray d’in ive va dukaj a Vreiz-Izel hag an trôn a Vro-Zaoz a zo d’in pa ’z eo gwir on heritour d’am eontr, Richad maro e seziz Chaluz ?… Nan, va fizianz oa en tec’h…
C’hoant az poa eta d’hor c’hwitaat ? Ya, leal e oa kement-se, digarez ac’hanon… Med, neuze perak n’ac’h eus ket great eun esa ?…
Great eo bet.
Gwir ?… Lavar d’in ’ta penaoz…
Selaou. Pemzek dez zo abaoue… Edon neuze ez kambr, an hini a zo troet war-zu ar measiou. Eus va frenestr me a wele eun den koz a deue bemdez da azeza e kichen ar foziou dour. Tremen a rea eno kals amzer o sellet oc’h an tour koz-ma… Va gwelet a reas. Neuze e savas prim en e zav evel eun den yaouank ; ha dre e ardou e roas d’in da c’houzout edo eno abalamour d’in… Klask a ris koms outa. Siouaz ! va mouez na eas ket betek ennan.
Ha perak n’hoc’h eus ket skrivet d’ezan ?
Ya, skriva !… Daoust hag-en e c’hallen skriva hep plunv, hep paper parch ?… Pellaat a reas ; ha neuze, neuze hepken e teuas em spered ar zonj eus ar groaz aour roet d’in gwechall gant va mamm. Paour keas mamm vad ! War ar groaz-se, gant beg laonen va c’hontel, e skrivis va hano, leac’h va frizoun, hag… e c’hedis an dervez war-lerc’h… O ! nag hir e oe an nozvez-se evidon !… An den koz na zeuas ket… Gedal a ris evel-se tri dervez ha teir nozvez, anken ar maro em c’herc’hen. Koulskoude d’ar pevare dervez e welis adarre an den koz divroad, azezet en hevelep leac’h. Teurel a ris d’ezan va c’hroaz, hag e lammas warni.
Talvout a rea ar boan !… Eur groaz aour !…
Sellet a reas outi eur pennad gant teneredigez, hag e pokas d’ezi. Goude ez eas war e zaoulin, evel evit trugarekaat Doue. Tec’het a eure goude beza great sin d’in gant e zorn evel evit lavaret kenavo.
Ha goude ?…
N’em eus ket e welet abaoue !…
A ! trubard koz milliget !… gwerzet en devezo ar groaz d’eur yuzeo bennak sur awalc’h evit kaout arc’hant… Ha koulskoude, nan ; kement-se ne c’hell ket beza. Eat e vezo kentoc’h d’he c’has da Filip-Aogust… hag ar c’hannaded-se a gomze va zad anezo…
O ! ma vije gwir !…
Peoc’h ! peoc’h ! setu va zad o tizrei… Poent eo d’in mont da zeski va c’hentel !…
- (Mont a ra a gleiz, penn pella.)
Ac’hanta, Hubert, piou a yoa o c’houlen digor ?
Prinz, hag anaout a rit-hu ar groaz-ma ?
O va Doue !… Va c’hroaz eo !…
A ! he anaout a rit eta ?…
Perak nac’h ?… Va c’hroaz eo, roet d’in pell bras a zo gant va mamm…
Hag ar geriou-ma : « Me eo Arzur, dug a Vreiz Izel ha roue a Vro-Zaoz, en ereou a enep pep gwir ha pep lealded », ha skrivet hoc’h eus anezo ?
Ya, Hubert ; daoust ha piou an deus roet deoc’h…
Ar re ho poa c’hoant da lakaat ouz ho kostez.
Sautez Barba !…
Doareou trubard ho poa eta ! Implija reac’h ar frankiz a lezen ganeoc’h evit esa tec’het kwit !
Daoust ha n’em boa ket ar gwir d’en ober ?…
Me, evel-se, a yoa en em garget ac’hanoc’h, ha touet em boa d’ar roue Yann war va henor !
War hoc’h henor ?… O ! ho mestr na c’helfe ket
entent eun hevelep le…
O ! Dijentil ! arabad d’eoc’h ober goap ; gallout a rafen strisaat an urz warnoc’h, hag, mar plijfe d’in heulia piz aliou ar roue, ho teurel en eun toull tenval.
Grit ! grit ! paeet mad e viot gant va eontr, Yann-Dileve !…
N’her grin ket, aotrou, rak me a zo soudard, ha nan diwaller prizounierien ! Koulskoude, me ho ped, roit d’in ho ker ne glaskot mui tec’het eus an tour-ma, hag e lezin ganeoc’h an hevelep frankiz ho poa beteg-hen.
Me, ober eur seurt le ?… Nan, biken, Hubert, biken, klevit mad ! Ne fell ket d’in gwerza va frankiz, ne dlean ket en ober… Youl Doue an deus great d’in genel eürus ha digabestr ; dislealded an dud eo a ra d’in beza chadennet ha reuzeudik.
Aotrou !…
Goulennet hoc’h eus diganen va c’homz a zijentil ; me a c’houlen hoc’h hini, d’am zro… Me her goulen diganeoc’h, Hubert, war hoc’h henor a varc’heg : Ma vijec’h em leac’h, ha c’houi a raje ar pez a livirit d’in ober ?
Dre va c’hleze ! lavaret a rajen nan… Hogen, prinz, me a zo gwaz me ! me a c’hell dougen beac’hiou ponner a anken… e leac’h c’houi, bugel kez !…
O ! ra zeuio dizale hoc’h eontr da zevel divarnon an
henor d’ho miret, ha ra vezo roet va frankiz d’in ar
c’henta gwella ! Va dever a zo hirio re denn !
Bez’ ez eus en traon, va zad, eun den koz hag a choanta koms ouzoc’h ; Lelio, emeza, eo e hano.
A ! Lelio, ar Zorser !… Mad eo !
Eur zorser !… Ya avad, evit an dra-ze e tlefen beza e gemeret p’am eus gwelet e zilhad.
Mont a ran va-unan d’e gerc’hat.
- (Mont a ra er-meaz dre gleiz, penn pella.)
Gwerzet gant ar re am boa ar muia fizianz enno !
Arzur, sell petra a zigasan d’it !
Eur goulm !… O ! nag hi zo koant !… Sell’ta pegen aonik eo !
Koant eo, n’e ket ’ta ? Mad, gwell a ze mar plij d’it, rak evidout eo em eus he frenet.
Gwir ?
Ya, he frenet em eus gant eur c’houeriad hag a lavare beza a Vreiz.
Eur Breizad ?
Gant enn ear dic’his e lavare d’in en e yez e c’helfe kement-se ober diduamant d’eur prizounier bennak. Neuze em eus sonjet ennout, hag em eus lavaret d’in va-unan : Va muia karet Arzur n’en deus nemedon evit mignon… hogen, ne vezan ket atao en e gichen ; ha neuze, red e vez d’in mont d’am c’hentel… Marteze vo red d’in eun dervez dispartia dioutan ; neuze chommo e-unan, e vezo inouet ha ne zonjo tamm ebet mui en e vignon Lionnel, e leac’h brema…»
Kalonig vad !…
Mac’h oufez pegen laouen e oa al labouz-se bremaïk ! trouz a rea, ma ’z oa eun drugar e glevet… Del, gwelet a ri… Kui ! Kui !… Ac’hanta ? na finv ken ?… Na fell mui d’ezan lavaret netra ?… Alo, eun tammig bihan hepken… Daoust ha mud e ve deuet da veza a-ratoz kaer ? Labouz paour, seblantout a ra beza beuzet er c’hlachar !
Gouzout a rez n’en deus mui a frankiz ken nebeut na me… Glac’haret eo m’oar vad o veza pell dioc’h ar gear. Na c’hell mui nijal dre ar measiou.
Gwir eo ! n’em boa ket taolet evez war gement-se… N’em boa sonjet nemet ennout-te.
Koulmig paour, hag ez afen da viret outi da gaout a nevez he eüruzded ? N’ouzon nemet re pegement a c’houzanver evel-se ! Ro anezi d’in ; va mignonig.
Petra ri d’ezi ?
He lakaat er frankiz ! Oc’h he gwelet o nijal adarre warzu an nenv, me a lavaro ennon va-unan e ray Doue d’in eun dervez marteze ar pez a ran hirio evit ar grouadurez divlam-ze.
O ! ya, mad a re… Te az peus skiant vad atao !… Del, gortoz… Dres, setu aze ar perc’hen o treuzi ar ster. Hep ! Hep !… (Mont a ra d’ar prenestr, hag e tro kein da Arzur, chommet e penn araok an teatr.)
Kenavo biken, va frizounierez koant ; c’houi a zo eürusoc’h egedon-me, rak bremaïk ez eot el leac’h ma karot… M’em bije karet nijal war ho tiouaskel wenn ha mont pell dioc’h ar c’hastell louz-ma !… Petra welan ? Eur skrid kuzet dindan he askell ! (o lenn). « Prinz Arzur… Bezit bepred leun a fizianz, n’oc’h ket ankounac’heat gant ar roue Filip Aogust ; ho kroaz a zo etre daouarn ho mignoned. » (O koms). Petra eo kement-ma ?
Ne glevo ket ac’hanon… Hep, paotr !…
Va c’hroaz a zo etre daouarn mignoned ! Koll a ran va skiant vad ! (O lenn). Skrivit d’in en hevelep doare… Al labouz-ma a zigaso d’in ho respont. Abenn eun nebeudik derveziou marteze e vezimp krog er c’hastell-ze. Sinet Keroman. (O sevel e benn) : Hennez oa den a fizianz va c’hastell e Roazon.
N’en deus ket klevet ac’hanon !... (Da Ar ur) Rei a ri he frankiz d’hor c’heaz prizounierez ?
Ya, ya, bremaïk ! O ! pebeus eur-vad evidon !… Lionnel, va mignon, o mac’h oufez ! N’on bet morse eürusoc’h ! Paotrig mad ! Koulmig ker !… Deomp da ober ar respont.
- (Mont a reont buan er-meaz, dre gleiz ha dre greiz.)
Kals a vad hoc’h eus great d’in, Lelio ; ma vije kouezet ar groaz-se etre douarn-all, ar prins Arzur a dec’he kwit, ha me vije bet lakeat fall, gant va greg ha va bugale.
N’em eus great nemet va dever !
Petra c’helfen rei d’eoc’h evit ho paea ?
Netra ! senti a ran ouz eur youl kuzet ha santel meurbet… Digaset on da gaout ar Roue Yann gant an Turk gwiziek Ben-al-Raschild, va breur ha ma mestr e micher an divinourez.
Petra ! c’houi a zo breur d’ar steredenner (urisiner) gwiziek-se em eus klevet koms anezan ken alies. Ar roue Yann, va mestr, an deus kaset kannaded da gemeret kuzul diganta, evit gouzout petra deuio da veza, hen, hag e niz Arzur.
A ! aotrou Hubert a Vurg, respont Ben-al-Raschild eo a zigasan d’ho mestr.
Alo ! Ra viot deuet mad en hon touez ! ha ra vezo ho pezanz ama evit brasa mad kement hini a zo o chomm er c’hastell-ma. (D’ar bobl hepken) : Paour keaz Arzur !
Fizianz vad em eus e vezo evel a livirit.
Dre walleur, ar roue Yann n’ema ket brema e Bro-C’hall.
Dies e vezo d’eoc’h zoken e gaout d’ar mare-ma
pa ’z eus brezel o vont da veza diskleriet etre hen hag
ar roue Filip-Aogust. Dies e vije d’eoc’h ivez mont da
Vro-Zaoz !
Ar roue Yann n’ema ket e Bro-C’hall ? Daoust ha sur hoc’h a gement-se ?
Petra ?
- (Klevet a reer ar C’horn-boud.)
Ha klevet a rit-hu an trouz-se ? Erru ez eus eun divroad bennak.
Ac’hanta ?
Va zad, eun den digaset gant an aotrou Roue a c’houlen kaozeal ganeoc’h.
A ! m’oar vad eo evit digas d’in ar respont a c’hedan.
Hanvet eo Amiaz Maubre.
Hen eo !
Amiaz Maubre ! ene daonet ar roue ! C’houez fall zo… N’eus forz, lavar d’eza dont.
Deuit dire ama, aotrou !
Bennoz d’it, floc’hig koant !
Ar vouez-se ! A ! ne fazian ket…
Sellit !…
Ar roue e-unan eo ! (D’ar Barz) Piou ’ta an deus gallet deski d’eoc’h ?…
Hen deski a reot dizale…
(Hubert a zell e daoulagad ar Barz ; hema a ziskouez d’ezan ar roue Yann o tont war-lerc’h Lionnel.)
Piou eo al loustig bihan-ze an deus bleinet ker mad ac’hanon betek ama ?
Aotrou rou… Aotrou Amiaz Maubre… va mab eo.
Ho mab, Hubert ?… Va gwella gourc’hemennou d’eoc’h ; danvez eun den a zo enna ! Piou eo an den koz-se ?
Lelio, breur an turk Ben-al-Raschild.
A ! gouzout a ran… mad ! mad ! Bremaïk me a gomzo outan… Chommit, Hubert, ezom em eus d’ho kaout hoc’h unan.
Ama avad e vo eur c’hrogad… Gwelomp mad penaos kregi bremaïk.
- (Mont a ra gant Lionnel dre an tu deou.)
C’houi ama, aotrou roue ? War var en em lakait ! Ma vijec’h anavezet !…
Asa, ! piou an diaoul a glasko kaout roue Bro-Zaoz
dindan eur wiskamant ken dister. Maubre e zen a
gambr ?… Ar c’hazern-ma n’eus enni nemet gwizien ar
c’hont a Evreu ; c’hont a a-hent-all, me hen lavar,
dioc’h ar weladen-ma, marteze, e vezo va amzer da zont.
Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?
N’ouzout ket en deus Roue Bro-C’hall, evel aotrou bras war va Normandi, war ar Poatou, an Anjou, hag an Akiten, galvet, ac’hanon dirak al lezvarn evel kablus a drubarderez en e genver ?
Petra ? Ha gwir e c’hell beza kement-se ?
Gwir eo, a dra-zur ; hogen, va c’henderv Filip-Aogust am gortozo pell amzer, mar kar. Ar riskl evidon n’eo ket ar c’halvaden dic’hiz-se… ar riskl evidon a zo ama…
Penaos an dra-ze, aotrou ?
Ar bugel-ze eo…
Ha goude…
… A zo ar penn-kaoz eus ar brezel a vezo dizale.
Gwir eo…
N’em bije ezom ebet da gaout aon ma na vije ket
hennez aze da rebech d’in e wiriou war Vro-Zaoz.
Petra hoc’h eus c’hoant da ober neuze ?
Edon dres o vont da c’houlen kement-se diganes, ganes-te hag a zo ket atao feal d’in. Pe seurt ali a roez d’in ?
Me ?…
Ya, Hubert, koms freaz hag hep troïdel. Red eo lakaat eun termen d’an droulanz a zo etre Arzur ha me. Red e vo da unan ac’hanomp ober an dilez eus e wiriou… Ha n’eo ket me ’n hini a ray, a dra-zur ! Kompren a rez ac’hanon, Hubert… (Peoc’h…) Ha bez’ e vefen c’hoaz roue a Vro Zaoz…
A ! va aotrou, kompren a ran kement-se. Hogen, mar hoc’h eus sonj da laza Arzur, ho niz… Ya, ho niz ! distaolit diwarnon ar garg a c’houarnour war ar c’hastell-ma… Lezit ac’hanon da vont kwit sonn va fenn, va daouarn neat… rak, kailharet gant eur seurt torfed, ne gredfen mui pokat da dal va bugale…
Hubert !…
Dalc’hit Arzur er prizon, keit ha ma karoc’h, hogen
lezit e vuez gantan ; ar bobl hen ankounac’hao ; mar
hen lazit, ar bobl en em zavo en hoc’h eneb.
Petra, ha kollet eo da skiant vad ganes ? Ha lavaret em eus an dra-ze d’it ? Fizianz em eus zoken e c’hellin dizale rei d’ezan ar frankiz !…
Petra, aotrou roue ?
Ya, nemet eo red d’in e welet, koms outan… Ma sent ouzin, ma ra ar pez a livirin d’ezan, ember zoken e tigoro evitan doriou ar c’hastell-ma ; kea da lavaret d’an dug a Vreiz-Izel ez eo deuet an aotrou Amiaz Maubre, niz roue Bro-Zaoz, da goms outan. Morse, kleo, n’en deus gwelet an Aotrou Amiaz Maubre.
O ! bennoz, bennoz d’eoc’h, aotrou roue ! emaon o vont dioc’h-tu…
Lavar ivez da Vertram, kabiten va gwardou, em eus ezom anezan ama.
- (Hubert a ya kwit dre an tu deou.)
Diskiant !… Arzur dinerz, pleget dindan ar boan spered
a gilo dioc’htu… Eun dilez great a-wel d’an holl, hag
emaon c’hoaz roue a Vro-Zaoz ! Hogen, gwaz a ze, ma
lavar nan, na dermin ket pelloc’h… An druez an deus
Hubert outan n’eo ket eun arouez gwall vad ; bezomp
war evez !
A ! Bertram, va zervicher fealla ! (Koms a ra izel outan.)
Diwallit da ziskouez ec’h anavezit anezan.
Bezit dinec’h !
Prinz, setu an Aotrou Amiaz Maubre !
Lezit ac’hanomp, Hubert…
C’houi a ya kwit, Hubert ? Va-unan am lezit ?
Gervel a rin anezan a-benn eur pennad.
Eat eo ar goulm kwit gant ar respont. A-raok pell, hep [n…i] e vezin dishual.
Setu eta va enebour ! (Sioulded. Arzur a jomm en distro o sellet ouz Yann, a laka e holl ijin da gemeret eun doare yen ha doujus). Aotrou !
Setu eta va heskiner ! (Huel). Dont a rit a dra zur da rei d’in anaoudegez eus mennoziou va eontr em c’henver ?
En eneb eo. C’hoant an deus da c’houzout petra ’zo
bet kaoz d’eoc’h da gemeret an armou eneb d’ezan, ha
perak hoc’h en em glevet gant Filip-Aogust, e enebour.
Roue Bro-C’hall an deus va difennet a-zoug ar wech ; hen eo a oe va faëron pa oen digemeret marc’heg… D’am mamm vad Konstanz e roas e c’her e skoazellfe atao va gwiriou.
Ho kwiriou ? E pe leac’h emaint ?
Petra fell d’am eontr, neuze ?
C’hoant an deus d’ho kwelet o sina an dilez eus ar pez a hanvit ho kwiriou war Vro-Zaoz. An dilez-se a dle beza embannet e Bro-C’hall, e Bro-Zaoz, er Skos, hag en holl vroiou a zo en em zavet.
Ha ma ran ar pez a c’hoanta ho mestr ?
Ar frankiz a vo rentet d’eoc’h ; roue Bro-Zaoz a ankounac’hao ho follentez, ho lakao adarre war ho trôn a Vreiz-Izel hag a vezo ho tifennour hiviziken.
Va difennour !… Aotrou Maubre, ha ma ran faë war e ginnig touellus ?…
A ! neuze, malloz warnoc’h ! n’hoc’h eus da c’hortoz
na pardon na peoc’h : brezel kriz a vo.
Gwaz a ze ! Livirit d’am eontr em eus sonj mad eus lavar va bro : Kentoc’h mervel eget beza kailharet ! hag e lavaran ouspenn eo gwelloc’h ar brezel eget ar vez.
Diskiant out ? Kollet ec’h eus da benn ?
Aotrou Amiaz Maubre, ankounac’haat a rit ouz piou e komzit.
Den dizeblant ! (Huel). Ankounac’hat a rit hoc’h-unan, prinz Arzur, ar pez ma ’z hoc’h hag e pe leac’h en em gavit.
E pe leac’h emaon ! Er prizon, chadennet dre drubarderez breur va zad, an hini a dlie va difen. Ar pez ma ’z on. Aotrou Amiaz Maubre, dug a Vreiz-Izel dre lignez va mamm… An Anjou, an Akiten, ar Poitou hag an Normandi a zo d’in. Bez’ ez on erfin roue a Vro-Zaoz p’eo gwir on heritour d’am zad Jafre ha d’am eontr Richard Kalon-Leon.
Gevier !
Ne livirit ket eo gevier an dra-ze ! Ar gwiriou-ze n’hellont ket beza nac’het ouzin ; anavezet int bet gant ar roue Richard e-unan, er Sisil, p’edo o vont d’an Douar-Santel, embannet int bet e Bro-Zaoz hag e Bro-Skos gant an Eskop Eli ; nag ar prizoniou nag an tourmanchou, nag ar maro zoken n’hellint biken va lakaat d’o dilezei ! Ya, bremaïk e krenen dirazoc’h : hogen ar zonj eus troiou disleal ho mestr he deus rentet va nerz-kalon d’in
Ya da ! chom a reot er prizon, aotrou koant, pa ’z eo gwir e plij kement d’eoc’h.
Sonjit ervad ! Gwasket hirio, warc’hoaz marteze em bezo ar gounid… N’em eus great nemet erbedi keit ha m’am eus bet fizianz e lealded va eontr ! Pedi ’ran ho mestr da zerc’hel sonj eus ar mare m’oa e-unan dinerz hag harluet, eus an amzer-ze m’oa argaset gant e dad Herri II ha bannet eus al lez ; e baourentez neuze a yoa ker bras ma oe leshanvet Yann-Dileve !
Pebeus sonjou kasaüs !
Dre eun torfed e pignas war an tron. Ne jommo ket
pell eno, rak erru eo ar roue Filip d’am zikour ; e armou
sur on, a zo a-benn vrema war dreujou ar vroïg-ma.
Dizale em bezo ar frankiz adarre, galloudus e vezin ive,
ha d’am zro me a lavaro : Malloz d’ar roue Yann !
Den diskiant ! Ra gouezo ar c’homzou milliget-se war da benn !… Kea, kred ac’hanon, gwelloc’h eo d’it prena ar peoc’h o stoui dirak roue Bro-Zaoz, goulen pardon digantan… gant aon ne vefez re zivezad ! Setu diveza komzou va mestr.
- (Ober a ra zeblant da vont kwit.)
Chommit c’hoaz !… Ho mestr… Mad ! p’eo gwir e talc’hit ker brao e leac’h, me a gomzo ouzoc’h evel pa vije e-unan ama dirazon, hag e lavaran : Kredi a reac’h ac’hanon gwall-zigalon o rei d’in da zibab etre an dizhenor hag ar maro, o sonjal e karjen gwelloc’h ar vez!… hag eo abalamour ma ’ma an hevelep gwad o redek en hor gwazied ?
Prinz !
Ar gwad-se a zo ive gwad Jafre ha Richard, daou varc’heg kalonek ha dispont. Me, klask da vignouniach ? kredi ez leou ? Eat out eneb d’ezo ! Me, goulen truez ouzit-te, Yann, mab digalon, a zavas teir gwech eneb da dad maro oc’h da vallozi ! ganes-te, breur fall, ac’h eus dalc’het va eontr Richard e prizoniou an Aotrich, hag az peus eur pennad goude kaset torfetourien d’e laza er c’hoajou ! Kredi ez henor, Yann, trubard d’e c’her, ac’h eus gwerzet da vignoned en Evreu evit kaout da-unan ar vuez ! Me fiziout ennoud-te, marc’heg disleal ! En despet d’ar gomz roet dre le da Laou a Reier ac’h eus va zaolet er prizon-ma, ha kondaonet da vervel gant an naon daouwarn-ugent dijentil tapet er memez amzer ganen e sesiz Mirebo !
A-walc’h ! a-walc’h !
Goulen truez ouzit ! O ! ne ran ket ! an dra vezus-se am rentfe din eus da vignouniach !… N’em eus tamm ebet ezom enezi !…
Trubard !
A !
D’an daoulin bugel !
Roit peoc’h d’in, n’eo ket c’houi ar roue ! ha rak-se perak ez eus eat kement a zroug ennoc’h ?… Daoust ha kablus hoc’h eus an holl dorfejou-ze ?
Mervel a ray !… (Huel). Hubert ! (d’an dud). Bezomp
adarre evel pa ne ve netra etrezomp !
Abenn eun heur ama, Hubert, e tizroin da Vro-Zaoz… da renta kont d’am mestr eus va c’hefridi ; lavaret a rin d’ezan eo dare e niz koant da ober kement a c’houlenno digantan. (Ober ra neu da vont er meaz.)
Petra hoc’h eus great ?…
Great em eus d’eun digalon paea d’in… Sellit outan… krena ra c’hoaz gand ar gounnar !
Hubert, it da lavaret da Lelio dont ama ; ezom em eus da gaozeal gantan. (Izel d’an dud). Hen eo a denno ac’hanon eus al lasou-ma.
(Mont a ra kwit gant Hubert dre an nor genta, a zeou.)
N’em eus aon ebet rak e gounnar, Lionnel.
Arzur ! Arzur ! setu dizroet hor c’houlm !
Ar respont ! A ! ro, ro buan ; saveteet on… Netra ?
Al lizer eo a glaskez ?
Gouzout a rez e pe leac’h, ema !
Me eo am eus e gavet dindan an askel dioc’htu m’eo bet diskennet war va skoaz.
Ac’hanta ?… Al lizer !…
N’ema ket ganen !
O va Doue !
Gant Bertram ema brema.
Gant Bertram ?… O reuzeudik, petra ’c’heus great !
Goude beza e lennet Bertram a zo eat gantan da gaout
an aotrou Amiaz Maubre.
Dizoloet eo pep tra !
Daoust ha fall em eus great o rei al lizer-ze ?… M’am bije gwezet lenn !
Kollet, kollet on, hep mar ebed !… Labouz keaz ! penn abeg divlam eus va foan !
Mar deo gwir, e krougin anezan dioc’htu.
Kea, kea, poan a ra d’in sellet ouzit ! (Hag ez a d’ar prenestr.)
Ac’hanta ! Lezel a ri anezan da vont kwit ?…
Dishual eo brema, ha me chadennet ama… E leac’h duze, er c’hostez-all d’ar mor, ema ar frankiz ouz va gortos ! O va Doue !… petra welan !… Eun den diarbennet… Eur wareg a zo gantan… Stigna ra ar gorden, ema o vont da denna warzu ama.
Eun torfetour ! m’oarvad… Diouall, Arzur ! Deus
alese. (Kemeret a ra Arzur dre an dorn ; d’an ampoent
eur bir a gouez war leur an teatr.)
A !
Eur bir ? Gwelomp ! geriou skrivet… « Deuet eo ar mare ; Filip-Aogust a gredemp e Pariz, a zo ama tostik d’eoc’h ; a-benn eun heur e viot dizammet ! »
Sell ’ta ! Sell ’ta !
faziet ! O ! bennoz d’eoc’h, va Doue, an eürusted eo a deu en-dro.
Dre eun hent iskiz ’velkent eo deuet an eürusted !
Ar roue a fell d’ezan koms ganen… Petra welan ?… Arzur… ?
Ar zorser eo ; deomp ac’han.
N’em eus ket a amzer da daoler d’ar chas… (Huel.)
Prinz !
Setu an Aotre Maubre o tont adarre dre ama.
Ember n’em bezo mui aon razan.
- (Arzur ha Lionnel a ya kwit dre gleiz.)
Ya, ya, red eo,... Mervel a ray dizale… Anez e tec’hfe !… Great eo va zonj. (D’ar Barz). Ha setu te digouezet ! mad eo !
Deuet on evit senti ouz hoc’h urziou, va aotrou.
Digaset out, a leverez, gant va mestr henorus e gwiziegez ar srered ?
Ya, va aotrou, me eo e vreur hag e ziskibl, ha Lelio eo va hano.
Mad, Lelio, te c’hell renta d’in eur zervich hag a vo paeet gant eul largentez a roue. Selaou : Bez’ ez eus traou da eva anavezet ganez, sur a-walc’h… hag a zo ar maro ouz o heul ; nan eur maro trum, hogen eur maro dre irnez, eur maro trubard, na lez arouez ebet war e lerc’h, hag a sklas an eil gond’ eben holl eienennou ar vuez.
Va Doue ! va Doue !
Eur c’hontam evel-se eo a c’houlennan diganez ; entent a rez ac’hanon.
Araok lavaret na ya, na nan, d’it, Yann-Dileve, kemer ar paper-parch-ma ; da donkadur, da blaneden hag hini Arzur a zo skrivet warnan gant va breur e-unan.
Gwelomp ’ta.
Ar poezon a c’hellan da rei d’it ; hogen, evit piou eo ?
Da afer eo ?
Setu ma’z eus unan eus krouadurien an aotrou Doue hag a vezo ar pez ma vezi da-unan.
Arzur ?
En hano galloud ar spered a c’houez ennon… diouall da ober droug ebet d’ezan ; en em goll a rafez da unan.
Ha gwir e vefe ?…
Drouk-livet ont… aon ec’h eus ?
Aon, me ?
Hoc’h amzer da zont d’eoc’h ho-taou a vezo henvel. Mervel a reot d’an hevelep mare, hag ar muntrer na zaleo ket da vont da gaout e breiz er bez.
Gwir eo ive da gomzou, mar deo gwir ar pez a zo war ar paper-ma ! Petra ! Arzur beo c’hoaz goude beza va breset ! Ya, beva ray… ha me ?…
Te a vo roue a Vro-Zaoz ha dug a Vreiz-Izel. Staga ri ouz da rouantelez kaer provinsou pinvidik an Normandi, an Anjou, ar Poatou, ar Mên, hag all. Ar pab Inosant II e-unan a anavezo ac’hanout, ha Filip-Aogust a glasko da vignoniach.
O ! ma vije gwir !… mez Arzur !… Ra vevo eta ! gant eur malloz war e dal, malloz hag a zalc’ho anezan da viken pell dioc’h tron Bro-Zaoz… Ha koulskoude, penaoz an dra-ze ?
Deuet on abenn !
|
Ar ganaouen-ze… eur prinz dall !… oh !…
Mouez Arzur !…
An dra-ze eo !… Bennoz d’it, Arzur, bennoz d’it ! Emaout o paouez lavaret d’in petra da ober ac’hanout… Mont a ran da gaout Hubert, ha me ouezo ober dezan senti ouzin.
- (Mont a ra dre an tu deou.)
Pellaat a ra… Arzur a vezo saveatet… Mez penaos her lakaat da c’houzout. Ma kanfen an eil poz eus ar ganaouen-ze a ganen ken alies gwechall :
Bugelig paour, sec’h pelloc’h da zaelou, MOUEZ ARZUR, tostik, mez kuzet.
|
Klevet en deuz ac’hanon !…
Huvreal a ran ?… Kredet em boa anaout… ar zorser ama er beure-ma ! Tromplet on bet gant va c’halon !
Na pegen chenchet eo !…
Livirit d’in : Ha c’houi eo a gleven o kana bremaïk ?
Ya, prinz, me, va-unan.
Piou an deus desket d’eoc’h ar werz-se ? Kredi rean n’oa anavezet nemet gant barzed Breiz-Izel !
Ar barz Pontbriand ! hen eo am digas ama !
Digaset gant Pontbriand ? (Mont a ra tostoc’h da zellet outan, hag e tizro diskredik). O ! nan, c’hoant hoc’h eus d’am zouella ; eun drubarderez ouspenn aberz ar roue Yann… Den na zonj mui ennon…
Penaos ’ta ? O va frinz, ne gomzit ket evel-se ! Bez’ ho peus en nenv eun difennour ha n’ho tilezo biken. Hen eo en deus va bleinet betek ar c’hastell-ma evit lavaret d’eoc’h : « Arzur, e goueled ho prizon, n’hoc’h eus mui a zonj eus ho servicher feal a gemere e lod en ho poaniou, hag en doa touet e Mirebo kemeret e lod en ho chadennou pe ho tenna a dre daouarn hoc’h enebourien ?
Penaos ?…
Dalc’het em eus d’am ger, dre c’hras Doue… rak me
eo ho parz koz…
Va mignon feal ha kalonek ! Pebeus karantez !
Dont a ran d’ho tenna a brizon… Brema ’z eus pemzek deiz ne ouien ket c’hoaz e pe leac’h edoc’h… hogen ho kroaz kouezet etre daouarn ar c’hont Keroman he deus desket d’in.
Penaos ?… ar groaz-se ?…
Ar groaz-se roet ganen d’ar gouarnour a zigoras d’in doriou ar c’hastell-ma. Diwezatoc’h me a lavaro d’eoc’h penaos on deuet a benn eus ar roue Yann… Abenn eur pennadig ez ay ac’halen, ha Filip-Aogust a deuio betek ennoc’h.
Hag eo d’it e vezin dleour eus va eûrusted ?
Ember c’houi a vezo dug a Vreiz-Izel ha roue a Vro-Zaoz.
Er frankiz, dishual, ember ? O ! rei a rafen va rouantelez evit eun heur a frankiz !
Peoc’h !
Lelio, an aotrou Amiaz Maubre an deus c’hoant c’hoaz da lavaret eur ger bennak d’eoc’h.
Lelio !!!??? (Arzur souezet a zell ouz ar Barz a zeblant lavaret kenavo d’ezan. — Hubert, e penn pella an teatr a zeblant nec’het bras.)
Mont a ran dioc’htu ! (Mont a ra dre an tu deou.)
(Hubert a zell ouz ar Barz o vont er meaz, ha p’e ma Arzur o vont d’e heul, hen harz o lavaret) :
Chommit, aotrou prinz !
Setu me ama, Hubert.
Ya, red eo d’in… aze ema buez pe varo va mab ; an den kriz ! hen laza rafe evel eul leue !
Petra ho peus da ober ganen, Hubert ?
Er mintin-ma hoc’h eus lakeat eur zac’had droug er roue Yann… Diouallit ne deufe d’en em venji.
N’en deus ket great a-walc’h d’in c’hoaz ?
Eo !… (d’an dud). Penaos diskleria d’ezan ? (Huel). Prinz, er ganaouen a ganec’h bremaïk ez eus hano eus eur prizonier…
E enebour an deus tennet ar gweled digantan o lakaat eun houarn rus war e zaoulagad. Torfed skrijus, n’eo gwir, Hubert ?
Ha perak ?
Evit miret outan da ren… Eun darvoud spontus eo, c’hoarvezet gwechall e bro ar Sarazined.
Ha kredi rit, prinz, na c’hallfed ket ober kement-se
c’hoaz hirio ?
En eur vro gristen ? Nan, kement-se ne c’hell ket beza !
Eun enebour tizet en e henor koulskoude…
N’eus forz ! Red e ve d’ezan beza eun den digalon, eun trubard, kollet gantan ar gwir da jom marc’heg… Red e ve d’ezan kaout ene daonet ar roue Yann !
Peoc’h ! Peoc’h !
Perak hoc’h eus great ar goulennou-ze ouzin ?…
Eun dismeganz vras hoc’h eus great d’ar roue Yann.
Hen eo ?… M’hen douete !… Hag e fell d’ezan en em venji, an den fallakr !… Piou a gredo ober eur seurt torfed ? E pe leac’h ema ar marc’heg a gredo lakaat e zorn war e brinz ? Pe seurt den digalon ha divezet a skoio gant eur bugel ?
Ra blijo gant Doue ha ganeoc’h-c’houi, aotrou, pardoni d’in !… me eoa zo karget d…ho talla !
C’houi, Hubert, c’houi hag a garien ! Nan, nan,
kement-se na vezo ket !
… Buez va mab !
Kement-se na vezo ket ! Ha pebeus merzerenti, va Doue ! Eun houarn rus !… Va daoulagad paour o deus atao sellet ouzoc’h gant madelez hag o vousc’harzin ! Eun houarn rus !… Ya, mad me’n em zifenno… A ! reuzeudik ma ’z on ! n’em eus ket an disterra pez arm… n’em eus ket zoken eur penn-baz, evel kouerien va Breiz ! C’houi am lazo neuze, rak me’n em zifenno betek ar maro…
Prinz !
Lezit, lezit ac’hanon ! koll ar gweled ! petra ’zo poaniusoc’h ?
Hubert, en hano ho mab, mezus eo ! na
lakot ket eun hevelep torfed war ho skoaz !
Truez outan, va zad !…
A-gevred | hubert. — Va mab ! arzur. — Lionnel ! |
Kea, paotr, kea pell diouzin !…
Dre druez, va zad, ne rit droug ebet d’Arzur !
Kea kwit !
N’en deus tad ebet evit e garet hag e zifen, el leac’h me ’m eus ! Ema e-unan ; ne fell ket d’in e zilezel !… Arzur, Arzur ! arabad eo d’it kaout aon, me am eus ive nerz-kalon !… Deus, ne gredo ket skei ganez pas vezi etre va divreac’h !
O ! pebeus rann-galon !
Bugel mad !
Va zad, perak e klaskit noazout ouz va mignon Arzur ?
Perak ? Abalamour ne fell ket d’in e varvfes-te, Lionnel. Ma ne zentan ket… ar roue a lakaio ac’hanout d’ar maro… hen touet en deus…
Mad neuze ni a varvo hon daou ! Nan, nan, ne
c’hoarvezo ket kement-se. Va zad, va zad mad ! C’houi
hen difenno ive, n’eo gwir ? O lezit e vuez gant
Arzur !
A-walc’h, Lionnel ! bugel kez ! ne fell ket d’in en em golfes ganen… D’in-me eo da vervel.
Nan, d’in-me eo !
Hubert, ho mab a vevo ; en em rezolvet on.
Arzur, ne fell ket d’in tamm ebet ! Ha c’houi, va zad, p’eo gwir eo kalet ho kalon evel ar mean, me a lavar d’eoc’h ar wirionez : ma rit eur gammed evit mont kwit, gwaz a ze ! me ’n em daolo er-meaz dre ar prenestr-ma.
A !
D’am zro, Lionnel, me na fell ket d’in.
Lez ac’hanon ! Lez ac’hanon !
O ! n’on mui evit padout ! re eo kement-ma !
A ! va zad, c’houi a zaveteo e vuez da Arzur !
Petra da ober ?
Setu ar roue o tont ! erru eo dre ama.
Arabad e ve d’ezan kaout ac’hanomp ama… Deuit d’am
heul, prinz… deuit, deuit ! Va Doue ! sklerijennit va
spered evit mac’h anavezin ar pez am eus da ober.
Pa lavaran d’it e fell d’in ! Hizio zoken ez aio ganez eus ar c’hastell-ma ; ya, Arzur a yelo ganez.
Petra livirit aze ?
Gouzout a rez pegement a zoursi am eus anezan… Respont a ri evitan. Ni hon daou hepken aouezo eo beo, epad ma vezo maro evit an holl. Mont a ri gantan da Vro-Spagn, en eur c’horn gouez, pell pell, el leac’h n’ez aio morse den d’e glask.
Aotrou roue, ober a rin ar pez a livirit.
Ya, mad, hen hencha ri, hennez eo ar ger… (Da
Hubert o tont) : Ac’hanta ?…
Aotrou, heuilhet am eus hoc’h ursiou penn da benn.
Holl.
Holl, aotrou !
Bennoz d’it, servicher feal, bennoz d’it ! Sellou divergont Arzur na skoint mui gant va re-me !
Petra ’zo eta ?
An dra-ze a zell ouzit, Lelio ? Laka da boan da deurel evez war Arzur rak ne c’hell mui en em hencha e-unan ; n’eo gwir, Hubert ?
(D’an dud) : Aon ’m eus rak e levenez.
Ne welo mui e rouantelez !
Maro eo ?
Nan, mez dall eo !
Dall ?… Digouezet on eta re zivezad ?…
Re zivezad ?… Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?…
Lezit ac’hanon d’e welet. Arzur ! Arzur !
Pontbriand, va mignon feal, bezit dinec’h.
A !
(Er-meaz anezan e-unan) : — Piou eta out-te ?
Lazer tud, n’anavezez ket ac’hanon ’ta ? Me eo Barz Roazon !
Sikour, Bertram ! (Bertram hag e zoudarded a deu war
wel a zeou. Chomm a reont er penn pella.)
Ker e werzin va buez ! Malloz d’it, reuzeudik !
Krogit ennan. (Kregi reont er barz, hag e tennont armou digantan). Krogit ive en trubard Hubert hag en e vab… Evidoc’h-hu, Arzur, deuet ganen da dour Rouen : eno me welo petra da ober ac’hanoc’h.
Plega ran dindan dorn an aotrou Doue a sko, siouaz ! gwall galet warnon. Dalc’h sonj, muntrer, e c’halvan ac’hanout dirak e lezvarn.
(Mont a ra gant lorc’h dre zindan fri Yann, a zell outan
gant kounnar.)