Buez Jeann d’Arc/Kentel 04



PEDERVED KENTEL


An arc’heal Sant Mikeal en em ziskouez da Jeann ; Santez Katell, ha Santez Mac’harit en em ziskouez ive d’ezhi. Kemenn a reont d’ezhi e tle savetei ar Frans. Tad Jeann, nec’het divar he fenn, a ra d’eun den iaouank goulenn anezhi da bried : n’eo ket selaouet.


Trizek vloaz benag e oa Jeann pa reaz Doue ar burzud kenta en he c’henver. Eun devez m’edo ar verc’hik var dro kreis deiz e liorz he zud, e klevaz trouz eur vouez : « Sellet a rejon, emezhi, varzu an iliz, rak euz an tu-ze e teue ar vouez, va gervel a rea freaz : Jeannik, Jeannik ! » Souezet-maro, ar baotrez a zavaz he fenn da zellet : aon e deuz, ha goulskoude, ar vouez a zo dous. Ha setu ma vel kerkent eur sklerijen gaer, hag e kreiz ar sklerijen eun den iaouank skeduz. Lavaret a ra d’ezhi : « Jeann, bez mad ha devot, kar Doue, kea aliez d’an iliz. » O velet hag o klevet kement-se, ar verc’h vian a gouez d’an daoulin, mes epad m’oa sklerijennet daoulagad he c’horf, he ene a ioa sklerijennet muioc’h c’hoaz ; daoust peger iaouank oa, ec’h ententaz petra eo beza pur ; hag eno, daoulinet var letoun glaz al liorz, e voestlaz he guerc’hdet da Zoue. Pa zavaz, he feiz a ioa startoc’h, karantez Doue a verve birvidikoc’h en he c’halon, nerz e doa da ober kement en devije goulennet Doue diganthi.

Ma sentfemp ouz mouez an Aotrou Doue, dioc’htu, evel Jeann d’Arc, na pegen huel e savfemp var hent ar zantelez !

Divar an devez-se, ar baotrez a velaz meur a vech ar sklerijen dudiuz, an den iaouank en em ziskoueze d’ezhi a veze re all tro var dro d’ezhan ; gant an amzer, Jeann a ententaz e oant elez euz ar baradoz. Ne gomzaz da zen euz an traou burzuduz-se, e Domremy da viana ; na d’he zad, na d’he mam, na d’ar beleg ma veze o koves gantha : aon e devoa ne vije miret outhi da ober bolontez Doue.

Eun devez, ar c’haera euz an elez, an hini e doa guelet da genta dindan furm eun den iaouank, a lavaraz d’ezhi : « Me eo an arc’heal Mikeal, karget gant Doue da ziouall ar Frans. » An arc’heal a lavaraz ouzpenn : « Truezuz braz eo brema doare ar vro. » Hag e tiskleriaz d’ezhi pegement e oa goasket ar Fransizien gant ar Zaozon, lavaret a reaz e kolle soudardet ar Frans gant re Vro-Zaoz, diskouez a reaz da c’houde o doa ar Zaozon c’hoant da ober ho mistri var ar vro a bez. « Ar Frans, emezhan, a zo varnez mont da goll, roue iaouank Bro-Zaoz, Herri VI, a zo embannet e Paris roue Frans ha Bro-Zaoz, eun eontr d’ezhan, an duk a Vedfort, a ren var ar peb brasa euz Bro-C’hall. Ar guir roue, Charles VII, n’eo mestr nemet var eun dachennik douar a zo e kreiz ar vro, tro var dro da gear Bourj (Bourges). Goasa zo, eme an arc’heal, mam Charles e deuz sikouret ar Zaozon da laerez rouantelez he mab, hag hema brema, eb arc’hant, eb soudardet, a zo en he zonj kuitât ar vro evit beva didrabas en eur rouantelez all benag. »

Jeann a oue glac’haret ha mantret oll o klevet kement-se, skuill a reaz daelou, rak karet a rea he bro, ha guelet a rea sklear e oa o vont da goll. Hag an arc’heal a lavaraz c’hoaz : « Sec’h da zaelou, merc’h a galon, rak Doue a gar ar Frans. C’hoant en deuz da zavetei ar vro-ma, rak hi a zo merc’h hena an Iliz. Deut oun da ziskleria bolontez Doue, ar Frans a vezo saveteat, saveteat dre vreac’h unan euz he bugale. »

Ar baotrez a oue laouen oll o klevet komzou an arc’heal, trugarekât a reaz anezhan, ha goulen a reaz diganthan hano ar zalver-ze.

Lagad an arc’heal a baraz neuze birvidik var ar verc’h iaouank, hag e lavaraz gant eur vouez krenv : « Te eo, merc’h Doue ! kerz, kea d’ar Frans, red eo. » Neuze Jeann en em ro da lenva ha da hirvoudi. « Me zo eur verc’h divar ar meaz, ne c’houzon na pignat var varc’h, na brezellekât. » Mes an arc’heal a aslavar : « Kerz, kea d’ar Frans ! red eo. » Ha Jeann n’her guel mui. Choum a reaz neuze eno, sebezet, nec’het maro he spered, druillet he fenn gant an traou e doa klevet.

Divar neuze, spered Jeann a veze dalc’hmad o redet pell-pell dioc’h ar gear. Sonjal a rea er brezel kriz a lakea douar Frans da ruzia gant ar goad, sonjal a rea en elez a vele aliez. Ha pa deuaz, gant an amzer, an arc’heal Mikeal d’en em ziskouez d’ezhi diou pe deir guech er zizun, pa lavare d’ezhi e tlie savetei ar Frans, hi a respounte atao : « Ne c’houzon netra, piou am c’helenno ? piou am hencho ? » Hag an eal a lavaraz d’ezhi eun devez : « Doue en deuz soursi gant peb tra : diou sklerijen a zo roet d’id evit da hencha. »

Hag e velaz e guirionez diou zantez, koant evel an deiz o c’houlaoui, bep a gurunen skeduz gantho var ho bleo alaouret, en ho daouarn bod palmez glaz-beo ar verzerenti. Sellet a reant ouz Jeann gant dousder, pokat a rejont d’ezhi gant karantez, hag ar baotrez, krog en ho daouarn, a ioa eun dudi evithi choum da zellet outho. Santez Katell ha Santez Mac’harit eo e oant, ho diou int choumet nebeut a amzer var an douar-ma, ho diou o deuz skuillet ho goad evit Doue.

An diou zantez-se o deuz renet merc’h Jakez d’Arc epad an oll amzer m’e deuz labouret ha poaniet evit savetei he bro, n’o deuz ket he dilezet nag e kreiz ar stourmajou, nag er prizoun.

Ha pa c’houlenner perak en deuz Doue dibabet an diou-ze evit sklerijenna Jeann, an doktored a respount : Santez Katel a ioa eur plac’h desket-dreist en he amzer var oll skianchou ar bed. Stanka reaz ho ginou da oll doktored Alexandrie, treac’h e oue da oll veleien an doueou faoz. Jeann, galvet gant Doue da gomz dirak bep seurt tud ; Jeann, nec’het meur a vech gant goulennou an doktored a glaskaz he luia epad ma oue er prizoun e Rouen, a ioa mad evithi kaout eur ger benag evit he sikour da respount d’he enebourien. Santez Katel eo a oue ar sklerijen-ze.

Santez Mac’harit a oue treac’h d’an drouk-spered en he frizoun hag a c’houzanvaz ar maro kentoc’h eget koll he guerc’hdet ha nac’h he feiz. Jeann, galvet gant Doue da c’houzanv eur maro kriz evit peur-ober silvidigez ar Frans, galvet ouspenn da veva epad ar penn diveza euz he buez e kreiz tud a vrezel, e kreiz soudardet groz, a ioa eur vad evithi kaout unan d’he c’helenn evit he zikour da joum pur ha glan.

An diou zantez-se, oc’h en em ziskouez aliez d’ar verc’hez iaouank, a starteaz anezhi er greden e oa galvet gant Doue da ober eul labour dishenvel euz hini an dud all. An oll ne velent ket ar zent, an elez evel m’ho guele Jeann ;

Eun deiz Ian d’Aulon, an hini a oue karget da veilla varni epad ar brezel, a c’houlennaz ivez ma c’helfe klevet ar mouesiou : « N’ hoc’h ket din, » eme Jeann. Ar guel-ze a rea d’ezhi kredi guelloc’h lavarou an Aotrou Doue.

Epad mac’h en em voaze Jeann da velet he zentezed ha da glevet he Moueziou (an hano-ze a rea anezho), he zad a ioa nec’het ganti. Ar baotrez n’e doa diskleriet netra d’he zud, mes he zad he guelaz meur a vech dre he huvreou, o tec’hed dioc’h ar gear gant eur rummad soudardet. Hag e lavaraz eun devez gant he nec’hamant d’he vugale gosa : « Ma c’houfen ez affe ho c’hoar en doare-ze euz ar gear, e c’houlenfen diganeoc’h he beuzi kentoc’h eget he laosker da veza mez ar vro ; ma n’her beuzfac’h ket, m’her grafe. »

Evit ober d’ar plac’h iaouank choum er gear, he zad, var a zonjer, a reaz d’eur paotr iaouank dont da c’houlenn Jeann da bried. Hi a lavaraz nan krak ha berr, mes ar paotr iaouank a lavaraz en doa bet he ger diganthi, hag a reaz d’ezhi dont ganthan dirak an Aotrou ’n Eskop evit beza barnet. Kredi a rea e dije pleget Jeann kentoc’h eget dont dirak an dud a iliz, evit beza barnet ; mes ar verc’h iaouank a ’z eaz dispount, hag a ziskouezaz ne oa nemet gevier oc’h heul an den iaouank ! Hema, goloet a vez, a anzavaz e oa ar virionez gant Jeann, setu ma tistroaz ar verc’h d’ar gear, huel he fenn ganthi. Kenta reaz, eur vech distro, a oue goestla a nevez he guerc’hded da Zoue.

Divar neuze, Moueziou Jeann ne roent peoc’h ebet d’ezhi, ho c’hlevet a rea teir pe beder guech er zizun : « Red eo savetei ar roue iaouank. Ar brezel a ia var voasât ; mall braz eo diblas, ha mont da gaout Robert de Baudricourt, e Vaucouleurs. »

Jeann a ioa nec’het-maro, ne entente ket en dije Doue he choazet, hi eur verc’h paour ha dizesk, da zavetei ar Frans. Doue a felle d’ezhan savetei hor bro, hag evit diskouez eo Hen a zavetea, eo Hen a roe nerz, e tibabaz euz a douez ar Fransizien eun dra dic’halloud, dinerz : eur plac’hik. M’en deffe roet ar gounit d’eun den a vrezel, hema a vefe bet e riskl da c’houeza gant an ourgouil, lavaret en defe : « Me, gant va skiant, va nerz, va izin, em euz diskaret, douaret ar Zaozon ; d’in-me eo e tle an oll Fransizien rei henor ha meuleudi, d’in-me e tleont lavaret bennoz. » Hag an dud a vefe bet troet da gredi anezhan. E leac’h brema, p’ e deuz eur verc’h dizesk renet soudardet ha kabitenet var dachen an emgann, p’eo bet treac’h d’ar Zaozon, eo red anzao : dourn Doue a zo bet ganthi, Hen eo en deuz roet ar gounit dezhi.