Buez Jeann d’Arc/Kentel 35

Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 224-234)



KENTEL XXXV


Jeann d’Arc plac’h eüruz.


E kear Orleans, bep bloaz evel zo bet lavaret, d’an 8 a viz mae, e vez great goueliou kaer evit digas da zonj d’an dud euz ar pez a reaz Jeann d’Arc evit o c’hear. Kear Orleans a zo bet atao leun a anaoudegez vad evit Jeann. Evel m’oa dleet, euz Orleans eo e zeaz da Roum al lizer a c’houlenne digant ar Pab ma vije lakeat Jeann d’Arc e renk an dud eüruz en Nenv. D’an 8 a viz mae 1869, an aotrou Dupanloup, eskob brudet Orleans, ha daouzek eskob all gantan, o deuz great ar goulen-ze digant Hon Tad Santel ar Pab Pie IX. Var urz ar Pab e oue great eun enklask var buez Jeann ; ne oue klozet nemed er bloavez 1888. Er bloavez 1894, ar Pab Leon XIII a ziskleriaz eo bet Jeann d’Arc eur zervicherez vraz da Zoue, hag ar re a ioa da dosta dezan a c’houlennaz ma vije c’hoaz kaset an traou var araok.

Eskop nevez Orleans an Aotrou Touchet, speredek dreist hag helavar, en deuz poaniet da gas da ben al labour boulc’het gant an Aotrou Dupanloup ; sikouret gant pedennou ar Fransisien, en deuz bet ar joa vraz da veza selaouet gant ar Pab.

Setu ama al lizer kenta skrivet var urz Hon Tad Santel ar Pab Pi X er bloaz 1904 :

LIZER


Skrivet evit eskopti Orleans, Divar benn servicherez Doue, ar verc’hez iaouank Jeann d’Arc, leshanvet Guerc’hez Orleans.


Furnez Doue, a gar beva etouez an dud, e deuz savet er pemzekved kantved (xve) eur verc’hez, ha lakeat en he c’hreiz eur galon euz ar re nerzusa. Henvel ouz Debora, Jael ha Judith, ar verc’hez-se e deuz guir, muioc’h c’hoaz egetho, e vefe lavaret anezhi ar c’homzou a zo er Skritur Zakr divar benn ar vaouez krenv : « he oberou zo gallouduz, he breac’h nerzuz, great e deuz traou kaer ha diez meurbed. »

Ar verc’hez burzuduz-se a zo bet roet d’ar Frans, abalamour m’eo ar vro-ze brudet e pep leac’h dre vertuziou he zud a vrezel. Ha pa ’z eo guir guerc’hez Orleans e deuz saveteat ar Frans, ha rentet d’ezhi he brud vad ; hirio, pa ’z eo ken rouestlet an traou er vro-ze, ar Fransizien a dle goulen gant fizians ar peoc’h hag ar justis digant an hini a zo diskleriet gant an Iliz eur skouer euz an oll vertuziou kristen.

Servicherez santel an Aotrou Doue, Jeann d’Arc, a c’hanaz e bourk Domremy e kichen Vaucouleurs, var harzou ar Champagn hag al Lorreen, d’ar 6 a viz genver 1412. He zud a ioa tud devot braz, mes tud dister hervez ar bed. En he c’henta bugaleach e reaz al labour var dro an ti pe ez eaz da ziouall he chatal ; ne zonje nemet e Doue, douget oa da bedi ar muia ma c’helle en iliz parrez.

He c’halon a ioa entanet gant he c’harantez evit he nesa, guelet a rea ar re glanv, sec’ha rea daelou an dud glac’haret, ker karantezuz oa e kenver an oll ma roaz avechou he guele he-unan da veachourien skuiz-maro. En doare-ze eo e tremenaz he buez, sioul ha didrouz, betek he zrivac’h vloaz.

D’ar c’houlz-se, an traou a iea fall-dreist er Frans. Charles VII kollet pep esperans ganthan, en doa dilezet Paris evit tec’het varzu ar c’hreisdeiz. Eno oa kelc’het gant ar Zaozon hag ar Vourgignouned ; he zoudardet a ioa teuzet a nebeudou, ne joume nemeur anezho ; dinerzet oa, rak koll a rea e peb leac’h, ha ne joume mui ganthan nemet an hano a roue. Mogeriou Orleans a ioa silvidigez ar Frans, eno edo dalc’h braz ar brezel. Orleans diskaret, ar Zaozon a ioa mistri ar Frans a bez, netra ne c’helle herzell pell outho.

En trubuillou-ze, a greiz m’o doa ar brudetta mistri brezel kollet kalon ha fizians, ar vro a oue saveteat gant eur verc’h. Pevar bloaz araok e doa guelet an arc’heal sant Mikeal, kalz elez en dro d’ezhan ; klevet e doa mouez an arc’heal-ze, rener braz brezellou Doue ; gourc’hemen a rea d’ezhi mont buan da Orleans, ha blenia goude Charles betek Reims evit beza kurunet.

Ar verc’h iaouank a oue souezet da genta, mes klevet a reaz aliez-aliez ar Moueziou, ha gant an arc’heal sant Mikeal e velaz ive santez Catharin ha santez Mac’harit. Neuze e soublaz da urziou an env, hag e testeni euz he sentidigez, e voestlaz da Zoue choum bepred guerc’hez.

Dies e oue d’ezhi choum eb diskleria an traou-ze d’he zud, diesoc’h c’hoaz ho lavaret da hiniennou anezho. Evelato, goude m’e devoue gellet renka an traou, he eontr a vleniaz anezhi, var he goulen, betek gouarner Vaucouleurs, Robert de Baudricourt. Hema ne reaz da genta nemet goapât ar verc’hez iaouank ; da c’houde, e choumaz eur pennad brao a amzer da bleustri he lavarou ; rei a reaz d’ezhi, erfin, armou ha tud a vrezel d’he diouall ha d’he difenn, hed he beach, betek lez ar roue.

Pa oue ar plac’h santel dirak Charles VII, ha p’e devoue diskleriet d’ezhan traou kuzet ouz an oll, traou ha ne c’hellent beza anavezet nemet ganthan ebken, e lakeaz anezhi e penn he zoudardet, hag e reaz d’ezhi mont da Orleans.

Eat e kear Jeann a drec’haz an enebourien ker buan ha tra, pilat a reaz, hini hag hini, an oll kestell a gelc’he kear, kestell braz ha kestell bian, ha sevel a reaz he banniel var ar mogeriou. Ober a reaz kement all en oll geariou kloz a ioa var dro Orleans, ha da c’houde, e c’hellaz ober d’ar roue lezirek loc’h evit mont da Reims, ha reseo he gurunen.

Goude beza great, guelloc’h eget eur goaz, al labour en doa fiziet Doue ennhi, e resevaz gant ar brasa nerz kalon ar c’hroaziou a roaz d’ezhi justis an dud da zougen.

Kemeret oue gant ar Bourguignouniz e kichen kear Compiegn, hag ar re-ma a oue digalon aoualc’h evit he guerza d’a Zaozon o doa sonj ober d’ezhi gouzanv ar c’hrisa maro. Kaset e oue da Rouen, stlejet dirak al lez-varn ; an oll rebechou, nemet unan, a oue great d’ezhi, ne oue morse tamallet da veza great an disterra tra eneb ar guerc’hdet kristen. Barnerien guerzet eo a renaz ar prosez, a zougaz ar zetans ; ar verc’hez divlam a oue barnet d’an tan. Divoaska reaz he foan gant nerz kalon, mervel a reaz d’an 30 a viz mae 1431, he daoulagad savet var Kroaz Hor Zalver, pedennou birvidik var he muzellou ; goude beza goulennet, digant ar boblad tud a ioa eno, pardon evit ar re a rea d’ezhi mervel.

Pevar bloaz var ’n ugent goude he maro, ar Pab Callixte III a gargaz eskop Reims hag eun nebeut re all da velet ha great mad oa bet ar varnedigez kenta. Ar varnedigez-se a oue torret, hag e oue diskleriet e tlie beza henoret Jeann, servicherez santel an Aotrou Doue, a ioa divlam, dioc’h ma lavare an dud oll, nemet unanik benag.

Mes o veza ma kreske bemdez, gant ar bloaveziou, brud he santelez, koulz ha brud ar burzudou a rea Doue dreizhi, dioc’h an doare, tud euz an dibab a skrivaz euz a bep leac’h, mes dreist oll euz ar Frans d’an Tad Santel ar Pab, da c’houlenn ma vefe henoret guerc’hez Orleans. « Evel m’en deuz eur Pab guechall, emezho, diskleriet eo bet guerc’hez Orleans eur verc’h leun a zantelez, an hini a zo brema var Gador Sant Per a dle aotrea ar gristenien da renta d’ezhi an henoriou a vez rentet d’ar zent. »

Kalz testeniou a oue goulennet ha dastumet en eskoptiou Orleans, Verdun ha Sant-Die, kaset ouent da Gongregasion al Lidou Santel (Rites), hag ar Pab Leon XIII, an den santel, a aotreaz d’ar 27 a viz genver 1894, ma vefe digoret al labour evit lakât guerc’hez Orleans e renk ar zentezed.

Al labour a oue boulc’het gant ar Gardinaled, an eskibien hervez reizou Roum, ha goude ma oue bet kavet mad al labour kenta gant ar Pab, e oue goulennet : « Daoust ha miret e deuz servicherez santel Doue an oll vertuziou kristen evel ma vezont miret gant ar zent, ha gant ar zent ebken. »

Hano e oue euz ar vertuziou-ze dirak Kongregasion al Lidou Santel, en dro genta e lez ar C’hardinal Lucido Mari Parocchi, d’ar 16 a viz genver euz ar bloaz 1901 ; d’an eil tro, e lez ar Vatikan, d’ar 16 a viz ebrel euz ar bloaz nevez tremenet (1903) ; erfin er memez lez, dirak oll dud ar Gongregasion, hag Hon Tad Santel ar Pab gantho, d’ar 15 a viz kerzu euz ar memez bloavez. Eno, dirak an oll, ar C’hardinal Dominik Ferrata a c’houlennaz : « Ha kredi a rit e deffe servicherez santel an Aotrou Doue, Jeann d’Arc, miret ar vertuziou theologal, ar Feiz, an Esperans ar Garantez e kenver Doue hag e kenver an nessa ; ha kredi a rit-hu e deffe miret, ouspenn, ar vertuziou all, braz ha bian ; ha kredi a rit, a c’houlennan, e deffe ho miret oll, evel m’int bet miret gant ar Zent ; red eo d’eomp gouzout kement-se araok mont larkoc’h. »

Pep hini euz ar Gardinalet karget euz reizou al Lidou Santel, ha pep hini euz an Tadou lakeat d’ho sikour, a skrivaz he respount hag a roaz he vouez. Hon Tad Santel ar Pab Pi X, goude beza pouezet mad al lavarou hag ar moueziou, a joumaz evelato eur pennad eb rei ar varnedigez diveza, goulenn a reaz digant an oll sikour ho fedennou evit kaout sklerijen Doue var eun dra ker braz.

Mes en devez-ma, devez m’e deuz eur stereden diskuillet Salver ar bed d’ar boblou pell, ha devez a velaz ive ginivelez Jeann, servicherez santel an Aotrou Doue, galvet da veza eun deiz eur sklerijen gaer e Jerusalem an env, koulz hag e Jerusalem an douar, Hon Tad Santel en deuz diskleriet he zonj.

Galvet en deuz ama, e kampr vraz lez ar Vatikan, ar C’hardinal henoruz Seraphin Cretoni, rener Kongregasion al Lidou Santel, ha Dominiq Ferrata, disklerier ar prosez ; galvet en deuz ouspenn an Tad Alexandr Verde, difennour ar Feiz, ha me, ar sekretour a skriv kement-ma ; dirazomp oll, Pi X en deuz diskleriet gant he c’halloud a Bap : « Assur eo e deuz Jeann d’Arc miret ar vertuziou theologal, ar Feiz, an Esperans, ar Garantez e kenver Doue hag e kenver an nessa, hag ar vertuziou braz all : ar Furnez, ar Justis, an Nerz, koulz hag ar vertuziou all a zo c’hoarezet d’ezho. Jeann, servicherez santel an Aotrou Doue, e deuz miret an oll vertuziou-ze evel m’int bet miret gant ar zent, an dra-ze a zo bet diskouezet hag anavezet ama, ha brema e c’heller guelet araok lakât guerc’hez Orleans e renk an dud eüruz, ha great en deuz Doue dreizhi burzudou anat. »

Hag hon Tad Santel ar Pab en deuz gourc’hemennet, d’ar 6 a viz genver euz ar bloaz 1904 e vije embannet ar skrid-ma, ha gorroet da c’houde etouez paperiou Kongregasion al Lidou Santel.

Kardinal Cretoni,

Diomède Panici, sekretour.

————
Eil lizer : Jeann d’Arc a blij kement da Zoue m’en deuz pareet dre vurzud ar re a zo en em erbedet outhi gant fizians (1908).

Hano guerc’hez Orleans, brudet hiviziken dre ar bed oll, hag a vezo skrivet dizale etouez hanoiou tud eüruz ar baradoz, a ziskouez peger braz eo galloud Doue, a zibab an dud dister evit diskar an dud gallouduz. Ouzpenn-ze, hano Jeann d’Arc a zo eur rebech evit an dud digalon-ze a ra an neuz da garet ho bro ha ne glaskont atao nemet gounit evitho ho-unan, o tiskar ar vro hag ar relijion.

Ra zeui da zonj d’an dud-ze e rank eur c’hristen labourat ha poania gant nerz-kalon ; n’eo ket ar goazet ebken a rank ober evelse, eur vaouez, ouspenn eur vech, a zo bet kaset gant Doue evit tenna he fobl a boan, ha gounit evelse eur brud dispar. Evel ar vaouez-se euz Sulam a zo hano anezhi er Skritur Zakr, Jeann d’Arc e deuz ive great burzudou er brezel : « E pe leac’h he gueler nemet e kreiz an armeou ? » An dud berrvelet a zo souezet oc’h anaout kement-se, n’ema ket en ho spered sklerijen an Aotrou Doue ; ar re all, sklerijennet gant ar Spered Santel, a lavar d’ezho a vouez huel : « Deuit ha guelit oberou Doue. Skiant an dud krenv a zo bet trec’het, hag an dud dister a zo bet roet nerz d’ezho. »

Orleans a ioa kerc’het, edo var nez koueza etre daouarn ar Zaozon ; eur vech trec’het ar gear-ze, Charles VII, roue Frans, a ioa kollet. D’ar mare-ze, e Domremy, eur gearik vian hag a ioa ouspenn 70 leo euz a Orleans, eur plac’hik dister ha ne doa ken labour da ober nemet diouall an denved ha pedi Doue, a glevaz mouez ar arc’heal Mikeal, mestr braz an Elez. D’ar verc’h-se, mad da heuil gourc’hemennou Doue ha re an Iliz, an arc’heal a c’hourc’hemennaz evel ma oue lavaret guechall da Judas Machabee : « Kemer ar c’hleze santel-ma, roet gant Doue ; ganthan te a vezo treac’h da enebourien Israel. »

Jeann a reaz da genta skouarn vouzar, ha ne lavaraz ger d’he c’herent nemet pa oue deut meur a vech he Moueziou d’he foulza. Ne c’helle na kredi he-unan, na rei d’ar re all da gredi oa galvet da ren ar brezel ha da gas ar roue yaouank da Reims evit beza sakret. An Doue « a ro nerz d’ar re a zo skuiz, hag a gresk kalon ar re a zo o vont da goueza » a roaz d’ar plac’h-se eb deskadurez kement a furnez, a skiant, a c’houiziegez var an doare da ober brezel, a roas d’ezhi da anaout kement a draou kuzet, ma ne c’hellaz mui den ebet choum eb kredi oa karget gant Doue da zavetei he bro.

Poulzet gant nerz Doue, Jeann, bar he c’halon gant eur feiz birvidik, a visk dillad eur brezeller hag a grog en he armou ; ar c’hleze en he dourn e pign var he marc’h ; sailla ra var an enebourien evel pa nijfe, an treac’h a joum atao ganthi ; ren a ra ar Roue yaouank da Reims evit beza sakret. Gounit a reaz da c'houde eur gurunen din euz an env, rak koundaonet oue d’an tan gant tud hag a ioa dreist pep tra enebourien ar Pab, ha ne c'hellent ket gouzanv beza bet trec’het gant eur plac’hik dister.

Buez Jeann d’Arc a zo bet kemeret atao gant an dud evit eur vuez burzuduz ; he zantelez a zo bet ker brudet ma c’hellet lavaret anezhi ar pez a oue diskleriet guechall euz Judith : « Etouez an oll boblou a glevo hano ac’hanoc’h Doue Israel a vezo meulet abalamour d’eoc’h » ; an Oll-C’halloudeg evelato, evit diskouez e kav mad e defe diskleriet an Iliz eo Jeann eur plac’h santel, a zo plijet ganthan ober miraklou evit merka he galloud. Eun enklask piz a zo bet great var dri euz ar miraklou-ze, ha kement a zo bet lavaret er prosez a zo bet poezet a nevez ha kavet mad gant Kongregasion al Lidou Santel.

Ar mirakl a oue studiet da genta, a zo en em gavet en Orleans er bloaz 1900, en eur gouent leanezed euz a Urz Sant Beneat. Al leanez Theresa euz Sant Augustin, a ioa klanv tri bloaz a ioa gant eur gouli en he stomok (ulcère à l’estomac), ker klanv ma n’e doa mui fizians ebet da barea : edot var nez rei d’ezhi Sakramant an Nouen. Great oue eun naved da Jeann d’Arc evithi, ha setu ma oue guelet, en dervez diveza, ar glanvourez o sevel euz he guele, hag o vont d’an oferen ; dibri a ra da c’houde evel eun den iac’h : pareet eo bet en eun taol kount. Al leanez-se, Marie Kergoat, a zo ganet e Landerne ; es vian e kare kalz Jeann d’Arc, ha dre ma vraseaz, ar garantez-se ne reaz nemed kreski.

An eil burzud en em gavaz er bloaz 1893, e kear vian Faverolles. Ar Sœur Julie Authier de Saint-Norbert, euz Urz Providans Evreux, e doa abaoue he dek vloaz eur gouli en he c’hostez kleiz (ulcère cancéreux au sein), ar gouli-ze ne c’helle ket beza pareet gant ar vedisined. Poaniou ar glanvourez a ioa braz mantruz, 15 vloaz a ioa m’ho divoaske, kollet e doa peb fizians. Eiz plac’h iaouank a zougaz eun dervez al leanez keaz gant ar brasa evez beteg an iliz evit ober eur beden da Jeann d’Arc : selaouet e oue, parea a reaz en devez-se zoken. Ar vedisined hag ar re all a ioa souezet-maro.

An trede mirakl a zo bet great e kenver al leanez Jeann Mari Sagnier, euz Urz ar Famill Zantel, e kearik Fruges (1891). Tri miz a ioa, al leanez e doa poaniou skrijuz da zivoaska en he divesker, ar re-ma o ioa leun a c’houliou, hag ar gouliou-ze a iea var gresk bemdez. Ar vedisined a anzave ne c’hellent ober vad ebet d’ezhi : an eskern, emezho, a ioa taget (ostéopériostite chronique tuberculeuse). Ar glanvourez en em erbedaz ouz Jeann d’Arc, er pemped dervez e oue pareet, ha pareet var neat.

Ar miraklou-ze a zo bet studiet piz teir guech : da genta, d’an 13 a viz du 1907, e lez ar C’hardinal Ferrata ; d’an eil, e lez ar Vatican, e miz even 1908 ; d’an drede, d’ar 25 a viz du 1908, dirak Hon Tad Santel ar Pab. En dervez se, e oue great ar goulenn-ma d’ar C’hardinal Ferrata : « Ha bez’ ez euz miraklou, pe seurt miraklou int, ha petra dalvezont ? » Ar c’hardinaled hag ar guzulierien all a lavaraz oa sklear ar miraklou. Hon Tad Santel ar Pab Pi X, goude beza goulennet ali ar Gardinaled hag ar guzulerien, a c’hedaz divezatoc’h evit diskleria he zonj ha dougen he varnedigez : c’hosnt en doa da bedi c’hoaz ha da c’houlenn sklerijen an env evit eun dra ken braz.

Hirio ta, trede sul euz an Azvent, an Tad Santel, goude beza lararet an oferen en he japel vian, a ieaz da gampr vraz ar Vatikan hag a azezaz eno var he dron. Gervel a reaz dirazhan ar C’hardinal Seraphin Cretoni, rener Kongregasion al Lidou Santel, ar C’hardinal Ferrata, an Tad Verde, hag ar Sekretour en deuz skrivet kement-ma ; dirazomp oll ar Pab en deuz diskleriet eo sklear hag anat ar miraklou merket huelloc’h.

Pi X en deuz roet urz da embann kement-ma, ha d’he skriva var baperiou Kongregasion al Lidou Santel, 13 a viz kerzu 1908.

Seraphin, Cardinal Cretoni

Rener Kongregasion al Lidou Santel.


Diomède Panici,

Sekretour Kongregasion al Lidou Santel.


D’an 18 a viz ebrel 1909 eo bet lakat Jeann d’Arc e renk ar plac’hed eüruz a vez enoret gant an Iliz santel. An oll a c’hell lavaret hiviziken :

Jeann d’Arc, plac’h eürus, pedit evidomp.