Hon tad zo war ar mor, ema e beg ar Raz ; Breur, ken a zistroio, pedomp !
He vag a zo bihan, hag ar mor a zo braz ; Aotrou, bezet truez ouz-omp !
Mirit, Aotrou, bag ’r pesketer Dioc’h kerrek ha dioc’h gwall amzer, Mirit ho zad da zaou vugel Rankfe hep-d-han siouaz ! mervel.
— « Sell, breurik, eunn dra-bennag wenn, » E rez ar mor, pell a welann … » — « E rez ar mor, c’hoar, o tremen, » Eul labouz eo hanvet gwelan. »
« Gwelan, gwelan, pe-leac’h ema » ’R pesketer, tad Job ha Tina ? »
Hon tad zo war ar mor, ema e beg ar Raz ; Breur, ken a zistroio, pedomp !
He vag a zo bihan, hag ar mor a zo braz ; Aotrou, bezet truez ouz-omp !
Maro hor mamm, da gloc’h ann noz Ez eaz a Vreiz d’ar Baradoz… Hag abaoe nemet hon tad, Den ne zec’haz hon daoulagad.
— « Breur, sell ! breur, setu he c’hwell ! » M’he gwel o tont, dreist ar garrek… » — « Dreist ar garrek gant ann avel, » C’hoar, eur goabrenn zo o redek. »
« Koabrenn, koabrenn, pe-leac’h ema » ’R pesketer, tad Job ha Tina ? »
Hon tad zo war ar mor, ema e beg ar Raz ; Breur, ken a zistroio, pedomp !
He vag a zo bihan, hag ar mor a zo braz ; Aotrou, bezet truez ouz-omp !
Ni hor beuz evit holl vadou Bagik hon tad, he rouejou, Hag eunn ti-zoul war ann teven… Digor ann nor, ann oaled ien !
— « Breur, sell c’hoaz, rak m’em beuz gwelet Eunn dra-bennag deut war ann treaz… » — « Ne d-eo netra ; eur roenv torret, » roenv ’r pesketer, va c’hoarik keaz ! »
« Roenvik torret, pe-leac’h ema » ’R pesketer, tad Job ha Tina ?… »
Hon tad zo war ar mor, ema e beg ar Raz ; Breur, ken a zistroio, pedomp !
He vag a zo bihan, hag ar mor a zo braz, Aotrou, bezet truez ouz-omp !
(Propriéte.)
|