Eunn teskad gwirionesiou

J.-B. Lefournier henañ, 1867  (p. 5-13)



EUNN


TESKAD GWIRIONESIOU


————


Kenta ha diveza, Doue zo o ren ar bed ;
Kement zo her lavar, ’met ann den hep spered.

Kenta zo eo tevel ha tevel c’hoaz goude ;
Ar prezeg mad hep-ken a zo karet gant Doue.

Grit ar pez a c’helloc’h ha na gouskit ket re ;
Ar boed-mad hag ar gwin a laz korf hag ene.

Bezit gwirion atao, bezit ar pez ma’z oc’h ;
Ne vo tro ken aliez da damall ac’hanoc’h.

Mar gwelit ar re all ha penaoz e vevont,
O tamall anezho, kredit ho tamallont.

Ha pa gafac’h ve mad, stlapit ann drouk er meaz ;
Ar mad zo dreist madou, ann drouk atao a noaz.


Bezit mad oc’h ann dud, ha mad e peb amzer ;
Lestr ar fur ia d’ar porz enep mor ha reier.

Pa glemm unan-bennag, choumit war zaou-hanter ;
Aliez ar gasoni e deuz ganet gevier.

A-raok alia, roit skouer d’ho map ha d’ho mignoun ;
Ha neuze ho komzou a vroudo ho c’haloun.

Karit, karit ann holl, en em garit goude ;
Ha mar d-oc’h mad ho poan a vezo skanv neuze.

Na damallit ket den ha ne viot tamallet ;
D’ann teod lemm e teu poan goude re lavaret.

Na lavarit hep rei ar pez a c’houlenner ;
Disleal ar re lavar ha ne zalc’hont d’ho ger.

N’en em veulit morse, n’en em damallit ket ;
Rak anez, den a lorc’h, diskiant e vec’h kavet.

Dalc’hit ho kwenneien, dispignit pa vez red ;
Ann arc’hant hag ar skiant gant poan vez dastumet.

Beza foran pe biz war madou ar bed-man
Zo daou dra fall d’ann den, mont dre greiz eo d’ezhan.

Arabad eo kredi kement tra a glever ;
Dibaot ar wirionez ha stank eo ar gevier.

Na damallit d’ar gwin ann drouk a zo bet great :
Ne ket ar gwin zo fall, ann den eo gant korfad.


Mar ho peuz poan, klaskit louzou oc’h ho klenved ;
Gwella louzou oc’h poan gwir vigoun da garet.

Mar gwelit tud fallakr euruz dreist ar re vad,
Kredit eo red larda loened zo da bilat.

Ann drouk a noaz atao ; ann amzer her golo,
Ha, war benn eur mare, goude hen dizolo.

Na zisprizit morse eunn enebour dister ;
Eur previk a ziskar gwez braz gant ann amzer.

Ma n’oc’h evit ho marc’h, laoskit gant-han siblenn ;
Skuiza a rai a-bred, ma ne dorr ket he benn.
 
Mar rendael ho mignoun, gwella zo eo tevel ;
Diwar eunn eulfen dan krog tan-gwall gant avel.

Na gabalit da glask penaoz ema barn Doue ;
Doue ho laka enn hent, n’ho peuz nemet bale.

Re a lorc’h dioc’h gened a zistag gwall lammou,
Er gwez huel ha digor e krog gwall-avelou.

Pa veuler ac’hanoc’h, deut enn-hoc’h hoc’h·unan :
Doue a zo ar mor braz ; c’houi, eul looum dour bihan.

Anaoudek, lavarit ar mad zo bet great d’hoc’h,
Hag ankounac’hait krenn kement tra-vad a reoc’h.

Mar kavit tro, deut koz, da rei gobr pe gastiz,
Distroit ho spered war-zu ho iaouankiz.


Tamallet oc’h e kuz : list ar pell enn avel ;
Nep zo fall gred atao ema war ar skabel.

Enn noaz oc’h deut er bed, evit deski d’hoc’h eo
Oc’h ganet da gaout poan, epad ma vezoc’h beo.

List ar maro da zont hep kaout aouo na krena ;
Krena ne d-eo beva, beva n’eo kalz a dra.

Evit ar mad a rit, ma ne gavit mignoun,
Doue ho kwel hag ho kar ; a-walc’h he galoun.

Diwallit oc’h meuler ; gant ar c’han ar c’haera
Eo e vez al labouz kaouedet ar gwella.

Mar ho peuz bugale hep leve na netra,
Roit d’ezho peb a stad da c’hounid ho bara.

Diwallit oc’h ann drouk zo gan-hoc’h tamallet,
Enn aoun rak dismeganz enn-hoc’h ma ve kavet.

Lennit ar c’helennou, deskit ar re zo mad ;
Anez eunn tamm furnez beva ne ket ebad.

Mar d-oc’h galvet da varn eur mignoun zo faziet,
Goloit hep laret gaou, mar gellit, he bec’hed.

Tec’hit dioc’h ann teod flour, goloet eo he brezeg ;
Ar wirionez a gomz didroidel displeg.

Na vezit lezirek : diwar boed mad aliez
Teu ar spered dinerz, hag ar c’horf didalvez.


Sellit araok bepred, gwelit petra vezo,
Ha ne stago ar boan ouz-hoc’h pa c’hoarvezo.

Poan war-n-hoc’h o tiroll ho pet fisianz bepred ;
Gant ann den o vervel ar fisianz ne varv ket.

Na list ket da dec’het ennn dro vad a gavoc’h ;
Ma ne lakit d’ar red e riklo digan-hoc’h.

Evit anaout ann nerz eo mad diouer eunn dra ;
Ne d-eo ket al lountrek a zo ann den kreva.

Na d-it ket a enep ann dud hag ho c’hredenn ;
O tisprizout ann holl, ne vec’h karet gant den.

Na gredit da huvreou ; ar spered touellet
A ia da heul ar gaou enn noz a-greiz kousket

Grit vad d’ann holl bepred ha d’ann divroad zo-ken ;
Bugale eunn Tad omp ne laka gwenn dreist gwenn.

List ar pez zo kuzet, gant Doue ema ’nn alc’houez ;
Map den, gra da labour, dioc’h da dal sec’h ar c’houez.

Aoun a zo da vervel, deisiadet ann ankou ;
Gwelloc’h evit krena eo starda ar iennou.

Diwar benn traou dister vez trouz er bed aliez ;
Eur spered drouk morse ne wel ar wirionez.

M’ho peuz ezomm prenit hep choum da varc’hata ;
Da zigoll ann amzer kant skoed ne d-int netra.


Ar pez zo re zo fall : eul lestr zo re garget,
Pa na ve hirr ann treiz, a ia buan d’ar weled.

Kuzit oc’h ho mignoun ar vez zo dirak Doue ;
Gant-han ho pe tamall, gant rebech hoc’h ene.

Bezit mad oc’h ann holl, karit mad ho mignoun ;
Madelez gwella zo da staga diou galoun.

Na rendaelit morse : diwar drouk kasoni ;
Unvaniez a zigas karantez leiz ann ti.

Pa fazi tud ho ti, dioc’h-tu vez drouk enn-hoc’h ;
Ankounac’hait pep tra, diwar eur mare, peoc’h !

Treac’h e vezoc’h atao mar gouzanvit hep klemm ;
Neb a c’houzanv pep poan a zo ar c’hreva den.

Mirit gobr ho labour, forani n’eo furnez ;
Pa baouez al labour, e tigor ar gernez.

Koulz paour ha pinvidik, klaskit eur gwir vignoun,
Ha pa vezo kavet, dalc’hit mad d’he galoun.

Eunn dra zister vez roet rak-tal m’eo goulennet
A dalv daou venez aour euz ann env diskennet.

Dre ma teu lard ar c’horf, teu pounner ar spered ;
Ann dud ne dlefent ket beva evel loened.

M’ho peuz aoun rak loened, diwallit oc’h tud zo ;
Kalz bleizi er c’hoajou zo gwelloc’h evit-ho.


Mar d-eo kre nerz ho korf, n’her magit ket re-vad ;
Fall meurbed eo ar boed a vir da labourat.

Mar doc’h klanv, goulennit nep zo tost d’ho kaloun,
Ne deuz louzou ebed a ve par d’eur mignoun.
 
Mar klaskit eur pried, kenta zo eo goulenn
Hag ez eo fur ha mad ; madou e-skoaz zo brenn.

Beva hep kalz madou d’ann den fur a zo eaz ;
Gant ar bed enn he ialc’h, ann den piz zo paour keaz.

Ar pez en deuz ezomm bemdez zo roet d’ann den ;
Perak ez eo ken diez choum war ann arouden ?

N’oc’h kempenn war ho tra, hag em’ oc’h o tamall
Da Zoue, d’ann holl oc’h paour ; perak oc’h eunn den fall ?

Arc’hant a dalv arc’hant, ne dalv ket kalz a dra ;
Ne d-eo ket ar re vad ar re binvidika.

Pa voac’h bugel er skol ho meatr ho kastize ;
Ha brema, den, ho tad ho kelenn ne c’hallfe ?

Na vezet vak war-n-hoc’h : ann den zo dibreder
A raio drouk atao, ous-penn koll he amzer.

Evesait na gollfac’h ar madou ho peuz bet ;
O c’hober vad gant-ho ne d-eont war goll nepred.

Pe oc’h koz pe iaouank, gwella zo labourat,
Da zastum mignouned war-benn mervel er-vad.


Eunn ali mad ha fur a zo mad da heullia ;
Ne ket ar mestr atao eo a gelenn ar gwella.

Mar tigresk ho madou, arabad eo d’hoc’h klemm ;
Peadra da veva a zo awalc’h d’ann den.

Kemerit da bried ann dota d’ho kaloun ;
Sellit oc’h ar furnez ; list ar madou difoun.

Deskomp dioc’h ar re all beva e peb amzer :
Ann drouk zo da dec’het, ar mad zo da ober.

A-raok staga gant-hi, gwelit pe labour zo ;
Rak goude kaout re veac’h, divezad e vezo.

Pa weler ober drouk, tevel zo eunn dra fall,
Tevel a zo abek d’ar re all da damall.

Ar barner ne dle barn gant eul lezenn zisleal ;
Eul lezenn gwal-gazek a dlefe kaout eunn hual.

Goude beza great fall, plegit dindan ho poan ;
Ann den a bec’h a dle en em varn he-unan.

Dre lenn kalz na zeskit nemet ar pez zo mad,
Nemet mel ar boked gwenanen ne zibab.

Krenit rak ar pec’hed, hep kaout aoun da vervel ;
Mervel a laz ar boan, pec’hi ne ket hevel.

Eur c’hrek fur, eur c’hrek vad a dle beza karet ;
ha pa gomz e ve fall, ma na ve selaouet.


Ar vugale a dle karet ho mamm, ho zad ;
Diskouez da Zoue, d’ar bed ho deuz eur galoun vad.

Ober vad d’ar re goz a zo fur ha santel ;
Ar furnez, pa gosa, gas ann den da vugel.

deskit a vihanik labourat dioc’h ho stad
Gwelloc’h evit madou, micher atao a bad.


G. Milin.

(Propriété.)


————