Buhez ar Sent/1837/Aignes, guerc’hes ha merzeres

◄   Sebastien Aignes, guerc’hes ha merzeres Vinçant, merzer   ►


An unan-var-nuguent a viz Guenver.


SANTES AIGNES, GUERC’HES
HA MERZERES


————


Santes Aignes a oa guinidic eus a Rom. E c’herent, nobl, pinvidic ha leun a vertuz, o velet he inclination-vad, a guemeras mui a-se a sourci d’e instrui santelamant. An exerciçou a zevotion a oa an oll divertissamant a guemere eu he yaouanctis. Yaouanc a voa a oad, mæs he inclinationou hac he santimanchou a sante eus a un oad parfet. He c’harantez evit Jesus-Christ hac he zevotion special evit an Itron Varia rouanez ar Guerc’heset, a reas dezi, d’an oad a zaouzec vloaz, en em angagi dre veu da chom bepret Guerc’hes.

Ne devoa nemet trizec vloaz. pa c’hoantaas Procop ; mab d’ar Gouarner eus a Rom, e c’haout evit pried. Ober a eureu caç dezi ur presant caër, en intantion-ze. Aignes, o veza reuset ar presant, Procop a zeuas e-unan belec enni, hac a reas e oll bossubl, dre ar bromessaou caëra, evit caout he assant ; mæs e reus a reas gant ar memes couraich ma e devoa reuset e bresant. Procop, goude ar reus-se, a guemeras quement a velcony ma couezas clan. E dad en em servichas neuse eus e autorite. evit ober dezi rei e c’honsantamant. O veza græt e c’hlasq, e lavaras dezi : gouzout a rit ar pez am oblich d’ho clasq : ma mab en deus an desir bras d’ho caout, ha ne gredàn quet e allac’h pretandi caëroc’h fortun. Aignes pehini e devoa ur furnez dreist he oad, a respontas gant modesti : aznaout a ran parfet an enor a rer din da songeal enon, mæs en em brometet oùn dija. Evel ma voe pourchuet da ziscleria da biou, e lavaras : ur Pried eo an nopla hac ar puissanta. Evit guir e vadou ne dint quet eus ar bed-mâ, mæs ne dint nemet preciussoc’h a-se ; caëroc’h eo evit an Heaul, ha seul vuy er c’haràn seul vuy ez oùn chast, seul vuy er briatàn, seul vuy ez oùn pur, seul vuy en touchàn, seul vuy ez oùn Guerc’hes.

Ar Gouarner, o velet ne alle quet dont a benn anezi dre gaër, a esseas e spounta : ret eo, emeza, adori an Doueou, pe mervel er brassa tourmanchou ; ne ràn deoc’h nemet un devez da ober ho sonch : ha mar em c’hredet na reusit quet an offr a ràn deoc’h eus va Mab.

Autrou, eme Aignes, n’em eus quet ezom a gueit amser, ma resolution a so dija querneret, discleria a ràn n’em bezo birviquen Pried-all nemet Jesus-Christ, evel ne adorin biquen Doue-all nemet ar C’hrouer Souveren eus an Eê hac an douar ; evit an tourmanchou, n’am spontont quet ; mar em eus c’hoas un desir bennâc, ez eo da receo ar Gurunen ar Verzerinty gant an hini ar Verc’hes, ha, peguer yaouanc bennâc ez oùn, em bezo nerz avoalc’h, gant graç va Salver, evit souffr ha mervel evit e garantez.

Ur respont quer fur ne viras quet na ordrenas ar Gouarner e c’harga a chadennou, hac ober e c’haç d’an templ eus ar fals Doueou ; mæs quemense ne servichas nemet evit ober dezi ober profession eus a Feiz Jesus-Christ, e presanç ur brassoc’h pobl.

Pa velas er Gouarner e voa inutil quement en devoa græt, e reas un diveza effort evit dont a benn anezi ; o consideri peguement e care Aignes ar burete, e songeas penaus, oc’h he gourdrous da ober dezi coll he enor, e teusie d’e spounta muy evit dre fæcoun all ebet ; lavaret a eureu-ta dezi : choasit, ma Merc’h, pe da zimisi da Brocop, pe da veza disenoret en ur plaç infam.

Va oll fizianç, eme ar Santes, a so e Jesus-Christ ; puissant avoalc’h eo evit va zifen, ha re e car purete e servicherien evit souffr e ve lamet digant-o un tènsor pehini a zeu digantân, ha pehini a gonserv e-unan.

Ar Gouarner, trec’het dre ar gouraich eus ur Verc’h quer yaouanc, a antreas e fulor, hac a reas e c’has d’ar plaç infam ; mæs, Doue pehini ne abandoun morse ar re a laca o fizianç ennân, a bermetas ma voe remerquet eo e c’hichen ur sclerigen gaër, pehini a spountas ar re a falle dezo e insulti.

Ministret an Idolou a vrudas etouez ar Bayanet e voa Aignes ur sorceres ; hac importuni a resont quement ar Barner, ma e c’hondaonas da veza devet e beo. Mæs an tan a respetas he c’horf, hac, evel an tri den yaouanc e forunez Babilon, e santas ur frescadurez douç e creiz ar flammou. Ar Barner obstinet bepret a ordrenas e zreuzi gant ar c’hleze.

Ar bourreau ne grede tostât out-y nemet en ur grena ; mæs Aignès er c’houraichas da executi an urz en devoa recevet : hastit, emezi, da distrugea ar c’horf-mâ pehini en deus bet ar malheur da bligeout da zaoulagad-all ouspen da re ma Fried divin, pehini hebquen am eus caret bepret. Hac, o sevel he daoulagad etrese an Eê : recevit, emezi, o va Salver, un Ene pehini e deus coustet quement deoc’h ha da behini hoc’h eus roet quement a vercou eus ho carantez. En ur aichui ar c’homsou-mâ, e recevas an taul eus ar maro, er bloaz 304, d’an oad a drizec vloaz.

REFLEXION.

Santes Aignes d’an oad a zaouzec vloaz a gonsacras da Jesus he c’halon hac e c’horf dre ar veu a chastete. O peguen din eo da veza caret ar pried o deus-hi choaset ! Peguer caer ef-èn ! Peguêr puissant ! Peguement a garantez n’en deus-èn quet evit-y ! En em roït all dezâ, hac e santot an effejou douç eus e garantez. O Jesus, pried divin hon Eneou, ma vec’h aznaveset gant an dud, e teufent d’ho caret, ha da zisprisout an oll guenet eus ar grouadurien, evit ho possedi c’hui hebquen.

Eil Reflexion. Peguer mad, ha peguen avantaichus e caret ar burete adalec ar yaouanctis ! Peguen agreabl eo ar vertuz-mâ da Zoue ! Peguement a c’hraçou a zeu-hi da denna var ar re e fossed ! Mar hoc’h eus-hi conservet. Ene christen, meulit Doue, ha continuit da ober hoc’h oll bossubl evit miret un tènsor quer precius. Mar hoc’h eus bet ar malher d’e c’holl na zaleit quet ha na negligit netra evit e rapari, dre ar binigen. Deut da imita quent Buez an Ælez dre ar burete, eguet buez al loened dre pligeadurezou brutal. En em adressit d’ar Santes-mâ, d’ar Sænt, d’an Elez, hac ispicial d’an Itron Varia, evit obteni ar burete a gorf, a galon, hac a speret.